PANT J. M. SYNGE 'ROET GANT Y. DREZEN
Ha moulet evit
WALARN B. P. 75 REST, MIZ-DU 1926nbsp;ENTA MOULADUR
[Hamel
WAR
D’AR|
S Ui é ■nbsp;nbsp;nbsp;-/
li-i}
WAR VARCH D AR MOR
GANT J. M. SYNGE
-ocr page 8-Niv. 1. — AR ROC’H TOULL, gant J. Kerrien. (romant)
dre ar post : 5 1. 50
Niv. 2. — WAR VARC’H D’AR MOR, gant J. M. Synge, tróet diwar ar saozneg gant Y. Drezen.nbsp;(pez-c’hoari)
dre ar post : 2 1. 25.
Goulennit al levriou-man digant ;
M. rAdministrateur de Gwalarn Boite Postale 75. Brestnbsp;(C. C. 96-38. Rennes)
Kelc’hgelaouenn lennegel^ trimiziek Prlz ar c’houmanant bloaz: 20 lur.
RIJKSUNIVERSITEIT UTRECHT
1554 1869
-ocr page 9-V - nbsp;nbsp;nbsp;• \-l -
INiv. 3
Institin/t voor
Keltische taal—en letterkunde der Rijksuniversiteit te Utrecht
-1 926
Moulerez, 4, Straed ar C’liastell — BREST
-ocr page 10-Notenn. — John Millington Synge a lo iinnn ens ar skrivagnerien a roas da Iwerzon ear c’hoariva vroa-del. Evel Yeats, e saozneg eo en dens skrivet, daoiistnbsp;m’en doa klasket deski an iwerzoneg, — hag ar hre-zoneg ivez, war a lavarer.
Ganet e voe e 1871. Setu aman roll e bezioii-c’hoari: « E skeud an Draonienn » (1903), « War Varc’h d'arnbsp;Mor » (1904), « Stivell ar Sent », « Furlukin arnbsp;C’hornog », « Enred ar Pililiger » (1907), « Deirdrenbsp;an Ankenion », emhannet goude e varo. Mervel a reasnbsp;c 1909. Skrivet en dens ouspenn eiil levr stiidien-non: « Inizi Aran « (1907) ha « Barzonegon ha Troi-digeziou » (1909).
Ali. — N’hall ket ar pez-man beza c’lioariet heb aotreadnr an Ao. Y. Drezen, 4, Straed ar C’hastell,nbsp;Brest, perc’henn ar gwiriou evid an droidigez vre-zonek.
Instituut voor
Keltische taal—en letterkunde, der Riiksur«iversiteif ?« Ulrech’
-ocr page 11-Tud ar c’hoari :
Mai, eiir vaoiiez koz.
Bertkle, he mab.
Katell, he merc’h.
Nora, he merc’h ijctoiia.
Gwnzed ha maoaezed eus an enezenn.
Lec’h. — Unan ens enezennou Aran, e kornog Iwcrzon.
Kegin cur penn-ti, gant ronedou, siredon, enr c’harr-nezn, plenk nevez harpct oiiz ar voger, hag all.nbsp;Katell, enr plac’h ijaonank war-dro ugent vloaz, anbsp;beurechn mera eun dorz. Lakaat a ra an dorz er fornnbsp;e-kichen an fan. Nctaat a ra he daouarn goiide, hanbsp;staga a ra da neza. Nora, eur baotrez gaouank, a as-tenn he fenn e toull an nor.
Nora (a vonez izel). Pelec’h eman-hi?
-ocr page 12-WAR VAüC’h D’AH mor
Katell. — En he, gwele cman-hi, siouaz d’czi, ha kousket emichans, ma c’hell koiisket.
Nora n zen tre, didrouz, hag n denn enr pnkad n zindnn he frileuzenn.
Katell (o kas ar c’hnrr-nezn prim en-dro). Petra a zo ganeoc’h aze?
Nora. — Degaset int bet hremaik gand ar beleg yaouank: eur roched hag eul loer stamm bet kavetnbsp;war eun den beuzet e bro Dun na nGall.
Katell a harz he rod en eun tnol triimin, hag a stou da selaou.
Nora. — Ni a ranko gwelout ha bez’ e oant da Vi-kael, e-pad ma vo mamm en traon o sellout ouz ar mor.
Katell. — Penaos e c’hellfent beza da Vikael, Nora? Penaos en dije gallet inont keit all, du-hontnbsp;en hanternoz?
Nora. — Ar beleg yaouank a lavar en deus gwe-let kement-se o c’hoarvezout. « Ma oa an traou-ze da Vikael », emezan, « e c’hellit lavarout d’ezi en deusnbsp;bet eun interamant dereat, a drugarez Done; ha manbsp;n’int ket d’ezan, arabat da hini ebet ranna grik di-war o fenn. Rak paka a rate he maro », emezan, « onbsp;lenva hag o klemm. »
An nor hanter serret gant Nora a zo digoret bras gand eur barrad avel.
I‘i(ATELL (o sellout er-maez, strafuilhet). Goulenniet hoc’h eus outan ha mirout a rate ouz Bertele da vontnbsp;hizio gand ar c’hezeg da foar Gaillim?
Nora. — « Ne virin ket outan », emezan, « mes arabat d’eoc'h kaout aon. Ho mamm a vez o lavarout
-ocr page 13-Noi!A. — Ya, fall a-walc’h. Eur gwall drouz a zo er c’hornog, ha mont a ray war wasaat pa droio ar raornbsp;eneb an avel. (Mont n ra d’aii daol gand ar pakad).nbsp;Digoret e vo breman dionstu?
Katell. — ’M eus aon e tihuno, hag e tegouezo warnoinp a-raok in’hor bezo cchu (o tostaat ouz annbsp;daol). Enr pennad mat e vezimp, ha ni o lenva hon-dioii.
Katell. — Roit d’in ar skeul in’o lakain e toull ar moiided. Evel-se ne ouezo netra diwar o fenn. Hanbsp;marteze d’an izelvor e tiskenno-hi da welout ha n’eonbsp;ket dent gand al lano diouz ar reter.
Lnkaat a reont ar skeul ouz nr siminal. Katell a SUV eun nebeut pnzinier hag a guz ar pakad e toullnbsp;ar monded. Mai a zeii diouz nr penn all.
Mai (o .sellout ouz Katell, diriikel). N’hoc’h eus ket mouded a-walc’h da ober an deiz hag an abar-daez?
Katell. — Eun dorz am eus lakaet war an tan n’eus ket pdl (o teiirel mouded war al leur-di), ha Bertelenbsp;en devo ezomm anezi d’an izelvor, ma ’z da Gon-maincne Mara.
Noiu a zastiim ar mouded, hag o c’hempenn en-dro d'ar forn.
-ocr page 14-10
WAR VARC’H D’AR MOR
Mai ioc’h azeza war eiir skaon e-kichen an tan). Ne day ket hizio, p’eman an avel o sevel diouz ar iner-vent. Ne day ket hizio, rak ar beleg yaouank, hepnbsp;mar ebet, a viro outan da vont.
Nora. — Ne viro ket outan da vont, inainm; ha klevet eni eus Eamon Simon, ha Stefan Pheety, hanbsp;Colum Shawn o lavarout e vije aet.
Mai. — Pelec’h einan Bertele?
Nora. — Diskennet eo da welout ha ne vo ket eiir vaig all o lakaat da ouel ar sizun-man, ha me ’gred nanbsp;zaleo ket mui da zont en-dro, rak diskenn a ra arnbsp;mor en-dro d’ar Beg Glas, hag eiinan ar vag o treinbsp;d’ar c’huz-heol.
Katelr. — Klevout a ran unan hennak o tremen ar c’herreg bras.
Nora (o sellout er-inaez). — Eman o tont, ha tiz warnan.
Bertele (a zeii ire hag a sell en-dro d’ar gamhr. Trist ha sioul eo e vouez). Katell, pelec’h eman arnbsp;penn korden nevez a zo bet prenet e Conmaicne Mara?
Katell (o tiskenn). — Roit anezan d’ezan, Nora. Ouz eun tach eman, e-kichen ar plenk gwenn. Istri-bilhet em eus anezan ar mintin-man, rak an hoiic’hnbsp;e baoiou du a oa o tebri anezan.
Nora (oc’h astenn d’ezan ear penn korden). — He-man eo, Bertele?
Mai. — Mat e rafec’h, Bertele, lezel ar gorden-ze a-istribilh e-kichen ar plenk. (Bertele a gemer ar gorden). Ezomm a vo anezi aman, a lavaran-me d’eoc’h, ma teu korf Mikael gand al lano warc’hoaz vintin,nbsp;pe ar m intin goude, pe eur mintinvez hennak er si-zun. Rak eur bez doun a lakaimp toulla d’ezan, marnbsp;deo bolontez Done .
-ocr page 15-11
WAU vaiic’h d’au mok
Bertele (o stnga da labourat gand ar gorden). N’em eus gwestenn ebet da vont en traon war geinnbsp;ar gazcg, ha rct eo d’in inont kuit dioustu, ha buan.nbsp;Ne vo bag ebet neinet houman ac’han da ziou siziinnbsp;pe ouspenn, hag ar foar a vo eur foar gaer evid arnbsp;c’hezeg, hervez m’em eus klevet an dud o lavarout ennbsp;traon.
Mai. — Traon kalet a vo lavaret en traon mar deo kavet ar c horf, ba gwaz ebet aman evit farda an arched, goude in’ein eus-me roet eur bern mouneiz evidnbsp;ar brava plenk gwenn a oa da werza e Conmaicnenbsp;Mara.
Hi a sell ouz ar plenk.
Bertele. — Penaos e vete kavet? Bet omp benidez e-pad nao devez o sellout, hag an avel a c’houeznbsp;krenv ahaoe eur pennad diouz ar mervent.
Mai. - - N’eo ket het kavet. Mes savet eo bet ar inor gand an avel-ze, bag eur steredcnn oa eneb al loarnbsp;pa save en noz. Pa vefe kant marc’h, pe mil marc’hnbsp;a ve ganeoc’h, petra eo priz mil marc’h e-kenver eurnbsp;mab, e-lec’h ne deus mab nemetan?
Bertele (o labourat war ar westenn, da Gatell). - - C’houi a ziskenno bemdez da welout ha ne laininnbsp;ket an denved war ar segal, ha ma ten ar marc’ha-dour dre aze, e c’hellot gwerza an houc'h e baoioiinbsp;du, mar deus priz mat warno.
Mai. — Penaos e c’hellfe ar seurd hini tenna eur priz mat diouz eur penn-moc’h?
Bertele. — Ma chom an avel er c’hornog gant learter diweza al loar, it gant Nora da gerc’hat geotnbsp;a-walc’h cvit golei eur bern bezin all. Diaes e ve-zimp lakaet aman diwar hizio, gand eun den nemet-ken e'n ti da labourat.
-ocr page 16-12
WAR VARC’h U’AR MOR
Mai. — Diaes e vezimp lakaet an deiz ma viot beuzel evel ar re all. Penaos e rin-me? penaos « ray ar merc’hed? ha me eur vaouez koz stouet breman warnbsp;ar bez?
Bertele a laka ar westenn war an douar, a denn e chupenn bemdez, hag a wish iinan nevesoc’h eusnbsp;an hevelep danvez.
Bertele (da Nora). Erru eo ar vag beleg ar c’hal?
Nora (o sellout er-maez). O vonl e-biou d’ar Beg Glas eman-hi hag o leiirel he lien en Iraon.
Bertele (o kemer e yalc’h hag e vntun). Eim han-ie;r enr am bo da ziskenn. Va gweloul a reol o lonl en-dro a-benn daou zevez, pe dri devez, pe hevarnbsp;devez marleze, mar deo fall an avel.
Mai (o tistrei oiiz an tan, hag o lakaat he frileuzenn war he fenn). — Ma n’eo kel hennez eun den kriz hanbsp;digalon, ha na glev kel eur gomz digand eur vaoueznbsp;koz o klask miroul oulan da vonl d’ar mor!
Eatell. — Buhez eiur gwaz yaouank eo monl d’ar mor. Piou a selaouo ouz eur vaouez koz o randoninbsp;alao ar memes Ira?
Bertele (o kemer ar westenn). — Rel eo d’in monl kuil breman, ha buan. Pignal a rin war ar gazegnbsp;e.’hell, hag an ebeul glas a c’haloupo war he lerc’h...
Done r’ho pinnigo. nbsp;nbsp;nbsp;.
^ nbsp;nbsp;nbsp;^nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;Mont a ra knit.
Mai (o hopal tra m’eman war dreuzou an nor). — Ael eo kuil breman, va Done, ha ne welimp mui ane-zan. Ael eo kuil, ha pa gouezo an noz du, me anbsp;chomo hep mab ebel war an douar.
Katell. — Pelrak n’hoc’h eus kel roel d’ezan ho pennoz, p’en deus sellel war e lerc’h e loull an nor?nbsp;N’euis kel kalonad a-walc'h ganl pep hini en li-man.
-ocr page 17-13
WAR VARG H D'AR MOR
hep ma oa ret d’eoc’h e lezel da vont heb eiir ger a chans vat war e lerc’h ha gand eur ger garo cn enbsp;skouiarn?
Mai a grog er pinsetez hag a stag da vrocha an tan a-dreng he c’hein.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;,
a^¥\. nbsp;nbsp;nbsp;Anbsp;nbsp;nbsp;nbsp;4/y\.
dizonj-kaer hep setloii
NorACo-^^ax^ Ive----
KATÉLKo daol triimm).
iwerc’hez binniget, Nora ! Ankounac’haet hon eus e da/m,m bara. (Mont a ra be-teg an oaled).
Nora. — Ha niervet a ray gand an niaon o vont evel-se beteg an noz ietnval. N’en dens debret tammnbsp;ebet aliaoe m’eo savet an heol.
Katelr (o tenna an dorz dionz ar forn). — Mer-vel a ray snr gand an naon. Ne choin e skiant vat gant den ebet en eun ti, gand enr vaouez koz o ran-doni heb ehan.
Mai a vransigetl war he slmon.
ll
Katell (o troiic’ha eun tamm bara hag ouz e baka en ent tien; da Vai). Diskennit d’ar stivetl ha róit annbsp;dra-inan d’ezan pa dremeno. E welout a reot neuze,nbsp;hag ar ger tenval a vo torret. Ha gaillout a reot lava-ront « Done ho sikouro »,evit ma vo aesaet e spered.
Mai (o kemer ar bara). Bez’ e \dn eno kerkent hag hen?
Katell. — Mar dit buan.
Mai (o sevel en eur horjelld). — Me a zo fall ke-nan da vale.
Katell (o sellout outi gant nec’hamant). — Roit d’ezi ar vaz, Nora, gand aon na zenfe da streboti warnbsp;ar c’herreg bras.
Nora. — Peseurd baz?
Katell. — Ar vaz a oa dent gant Mikael eus Con-niaione Mara.
-ocr page 18-14
WAK VARC’h D’AU mor
IvIai (o kernei' ar uaz cinan Nora o rei d’czï). — Er bed bras eman ar c’hiz gand ar re goz lezel traoïinbsp;war o lerc’b gand o faotred hag o bugale. Aman,nbsp;aval, email ar c’hiz gand ar baotred yaouank lezelnbsp;traou war o lerc’h gand ar re goz.
Mont n ra cr-maez goiistad. Nora a ija heteg ar skcul.
Katell. — Gortdzit, Nora, gand aon na zeufe en-dro raktal. Ken glac’haret eo, Gwerc’bez binniget, manbsp;n’oc’h ket evit goiizoiit petra raio.
Nora. — Aet eo en tu all d’ar vodenn strouez?
Katell (o sellout er-maez). — Aet eo en tu all. Taclit anezan d’an traon biian, rak an Aotrou Donenbsp;a oar peur ez ay er-maez adarre.
Nora (o tenna ar pakad dionz an tonll monded). - -Ar beleg yaouank en deins lavaret e vije bet war an tu-inan warc’hoaz, bag e c’belljeiup diskenn da la-varout ba bez’ e oant traou Mikael.
Katell (o kemer ar pakad). — Ha lavaret en deus peiiaos int bet kavet?
Nora (o tiskenn). — « Edo daou zen «, emezan, « o roenvat gant gwin-ardant a-raok kan ar c’bilhog,nbsp;ha roenv unan' anezo a yeas a-benn er c’horf, panbsp;oant o vont e-tal tornaod du an Hanternoz ».
Katell (o klnsk digeri ar pakad). — Róit d’in cur liontell, Nora; ar gorden a zo poaz gand an dour sail,nbsp;hag eur skoulm du a zo enni, na vefe ket dirouestletnbsp;en eur sizun.
Nora (a rei d’ezi car gontell). Klevet em eus ez eus pell ac’han da vro Dun na iiGall.
KvITell (o tronc’ha ar gorden). — Pell avat. Aman ez eus bet eun den n’cus ket peill, — an hini en deus
-ocr page 19-15
WAH VAHC H D AK MOH
gwerzet d’imp ar gontell-man, — ha lavaroiil a rae ma afe iman en hentou diouz ar c’herreg du-hont,nbsp;e lakafe seiz devez da vont da vro Dun na nGall.
Nora. — Da pegeit e lakafe eun den kaset gand an dour?
Katell (a voiiez izel). — Gwerc’hez binniget, Nora! diaes co lavarout hag e oant d’ezan!
Nora. — Ez an da dapout e roched diouz an tach, hag e c’helliinp lakaat an eil flanelenn war eben.nbsp;{Kiosk n ra e-tooez an dilhadoii istribilhet er c’hogn).nbsp;N’eman ket en o zoua’k, Katell, pelec’li e c’hellfe beza?
Katell. - - Berlele, inoarvat, en dens gwisket anezi ar inintin-man, rak e roched d’ezan a oa aet pounnernbsp;gand an holen a oa warni. (O tiskoiiez ar c’hogn gantnbsp;he biz). Setu eun tainni manch hag a on ous an hevc-Icp danvez. Röit anezan d’in ina welin.
Nora a zcgas d’ezi ar vilgin, ha lakaat a reont ken-vcr-ha-kenver an diou flanelenn.
Kati'LL. — An hevelep danvez eo, Nora. Mes c’houi oar mat ez eus rolladou bras eiis an danvez-se e sta-liou Gailliin, ha meur a zen all a hall kaout eur roched eus an danvez-se.
Nora {he dens kemeret al loer ha kontet nr mail-hennoii, o lenva). — Loer Mikael eo, Katell, loer Mikael eo. Done da bardono d’e ene, Ha petra lavaro niamin pa glevo ar c’helou, ha Bertele war vor?
Katell (o kemer al loer). —¦ Eul lo'er-staram eo.
Nora. — Heinan a zo an eil eus an tri re am boa graet. '1'ri-ugent mailhenn a raen Ma genta, peder ne-beufoc’h goude-ze.
Katell (o konta nr mailhennoii). — An niver ze a gaver! (o lenva). A, Nora, ma n’eo ket eun driiez... dii-
-ocr page 20-IG
WAR VARC’H D’AR mor
Iiont, pell en hantemoz, hep den ebet da ouela d’c-zan, neniet ai’ sorserezed du a vez o nijal Avar c’horre ar inor?
Nora (o irei hag o stlepel he divrec’h war an dilhad). — Ma n’eo ket eun druez sonjal ne chom ne-tra Avar-lerc’h eur g\vaz, hag a oa eur roenver hagnbsp;eur pesketaer bras, nemet eun tamin roched koz hagnbsp;eul loer stannn!
Lavarit d’in hag
Katkll (a-benn cur pennad). email mannn o tont, Nora? Me a glev eun taniinignbsp;trouz war ar Avenodenn.
Nora (o sellout er-maez). — Hi eo, Katell. Email o tont Avar-dii an nor.
Katrll. — Sainmit an dra-zc knit a-raok nia teiiio en ti. Marteze e vo siouloc’h hreni.an ni’he deus róetnbsp;he hennoz da Vertele, ha ni a raio cA'el ina ne oufenipnbsp;netra e-pad ina vo Avar vor.
Nora (o harpa Katell da gloza ar pakad). — La-haoinp anezo ainan er c’hogn.
Lakaat a reont an traou en eun toull e kogn ar si-minal. Katell a ga en-dro d’he c’harr-neza.
Nora. — Ha gAvelout a ray ez oan o ouela?
Katell. — Troit ho kein d’an nor evit ma ne vo ket ar sklerijeiiii Avarnoc’h.
Nora a azez e korn an oaled, tróet he c’hein ganti d’an nor. Mai a zeii en ti gouslad-gouslad, hep selloutnbsp;ouz ar mere’heel, hag a ga d’azeza war he skaon en hinbsp;all d’an tan. Al lien gand an tamm bara a zo ataonbsp;ganti en he dourn. Ar merc’hed a sell an eil ouz eben,nbsp;ha Nora a ziskouez an tamm bara gant he biz.
Katell (goiide beza nezet eur pennad). — N’hoc’h eus ket roet d’ezan e damm bara?
-ocr page 21-Mai a stag da hirvoudi a vouez izel, hep trei he fenn.
Katkll. — Gwelet hoc’h eus anezan o vont e-biou?
Mai a gendalc’h da hirvoudi.
Katell (eim tammig prim). Gwerc’hez Vari, ha ne ve ket gwelloc’h d’eoc’h sevel ho mouez da lavarout pe-tra hoc’h eus gwelet, egct chom da vaga kleminounbsp;evid ar pez a zo c’hoarvezet? Ha gwelet hoc’h eus Ber-tele, a lavaran-me d’eoc’h?
Mai igand ear vouez dinerz). — Me a zo rannet va c’lialon evid atao.
Katell (evel a-raok). — Ha gwelet hoc’h eus Ber-tele?
Mai. — Gwelet em eus an euzusa tra.
Katell (a ziskrog diouz he c’harr-neza hag a ga da sellout er-maez). — Gwerc’hez Vari, setu Bertelenbsp;Avar gein ar gazeg e-kichen ar Beg Glas, hag an ebeulnbsp;louet war e Jerc’h.
Mai (a skrij, ken e kouez he frileiizenn diwar he fenn, o tiskouez he bleo gwenn fuilhet. Gand eurnbsp;vouez spontet). — An ebeul louet war e lerc’h...
Katell (o tont war-du an tan). — Petra a c’hoar-vx'z ganeoc’h eta?
Mai (o komz goustad-goustad). — Gwelet em eus an euzusa tra a zo bet gwelet gant den abaoe an deiznbsp;Ilia welas Dara an hini maro gand ar bugel war e zi-Arec’h.
Katell ha Nora. — Ac’h!
Klucha a reont e-kichen ar vaouez koz dirag an tan.
Nora. — Lavarit d’imp petra hoc’h eus gwelet.
Mai. — Diskennet ez oan d’ar stwell, ha chom a
-ocr page 22-18
WAR VARC’h 1)’AR MOR
ris cno o lavarout cur hater a vouez izel. Neuze e teuas Bertele, war gein ar gazeg c’hell gand an ebeulnbsp;louet w’ar e lerc’h, (nstenn a ra he daouarn, e-giz evitnbsp;skoncha eun dra bennnk diouz he daoulngad). Jezuznbsp;ra gemero truez ouzimp, Nora!
Katkll. — Petra hoc’h eus gwelet?
Mai. — Gw'clet em eus Mikael e-unan.
Katull (gand ear vouez flour).. — N’hoc’h eus ket, luaiuiu. N’eo ket Mikael hoc’h eus gwelet, rak enbsp;gorf a zo het kavet du-hont iievez a zo, pell en han-ternoz, ha het en deus eun interamant dereat, a dru-garez Done.
Mai (dichek eun tanimig). — Gwelet em eus ane-zaii hreniaik, o c’haloupat war gein e varc’h. Bertele a zone da genta war ar gazeg c’hell, ha klask a risnbsp;lavarout, « Done ra vo ganeoc’h ». Met eun dra hen-nak a vougas ar geriou war heg va zeod. Mont a reasnbsp;e-hiou priiu-ha-prim. « Bennoz Done d’eoc’h », eine-zan, ha n’hellis ranna grik. Sevel a ris va daoulagadnbsp;neuze, hag o ouela, war an ebeul louet. Ha Mikael a oanbsp;w'arnan, gwisket gantan dilhad brao, ha botou neveznbsp;en e dreid.
Katell (o staga da hirvondi). — Echu eo ganiinp diwar hizio. Echu ejo.
Nora. — Ar beleg yaoiiaek en doa lavaret kouls' koude na vije ket bet lezet gand an Aotrou Done hepnbsp;mail ebet.
Mai (gand eiir vouez izel, hogen fraez). — Nebeut ar pez a oar hennez diw'ar-benn ar mor... Bertele anbsp;VO kollet breiuan. Galvit Eamon da lakaat ober d’innbsp;eun arched mat gand ar plenk gw'enn, rak ne chominnbsp;ket beo war o lerc’h. Eur gwaz am eus bet, ha tadnbsp;eur gwaz, ha c’houec’h mab en ti-man, — c’houec’h
-ocr page 23-1!)
WAR VARC’h D’AR mor
den kacr, daoiiist in’eni eiis bet poan vras ouz o la-kaat war an douar. Darn anezo a zo l)et kavet, ha darn anezo n’int ket bet. Ma! Aet int holt breman...nbsp;Stefan ha Yann koillet en avel vras, ha kavet goiide enbsp;pleg-inor Gregor e C’henou Aour, ha degasct ainan annbsp;eil hag egile war an hevelep planken, dre an nor-ze.
Tevel a ra eiir pennad. Ar merc’hed a skrij evel m’o dije klevet eun dm bennak dre an nor damzigornbsp;n-drenv o c’hein.
Nora (n vouez izel). — Klevet hoc’h ens an dra-ze, Katell? Klevet hoc’h eus trouz er hiz?
Katell (n vouez izel). — Unan hcnnak o c’harini war an aod.
Mai (o gendalc’h hep klevout netra). — Neuze e voe Youenn hag e dad, ha tad heman ouspenn, a voenbsp;kollet en eun nozvez tenval. Ha pa savas an heol nenbsp;voe gwelet nag eun tamm planken na netra. Goude,nbsp;Padraig a voe henzet pa droas e vag Avar he genoii.nbsp;Eldon azezet aman gant Bertele, eiir c’hronadurignbsp;anezan, Ivousket war va barlenn pa wells dion vaouez,nbsp;ha teir uiaouez ha peder maouez o tont en ti, oc’hnbsp;ober sin ar groaz hep ranna ger. Sellout a ris er-inaeznbsp;neuze. Edo gwazed o tout war o lerc’h, o tougen eunnbsp;dra bennak en eun tamin gouel ruz; an dour a ziverenbsp;diioutan, — brao oa an amzer, Nora, — hag e lakaenbsp;eur roudenn heteig an nor.
Tevel a ra adarre, astennet he dourn etrezeg an nor. bloiiman a zigor goustad, ha maonezed koz a zeu ennbsp;ti, oc’h ober sin ar groaz en ear dremen an trenzoiinbsp;hag o taoidina war araog ar c’hoarilec’h, lostennounbsp;ruz sachet ganto war o fennoii.
Mai {en eun damhnnvre, da Gatell). — Padraig eo, pe Yikael, pe hctra?
-ocr page 24-20
WAU varc’h d’ah mor
IvATiiLL. — Arikael a zo bet kavet nevez ’zo, pell du-hont en hanternoz, ha mar deo bet kavet eno, n’hell ket beza aman breman.
Mai. — Bez’ ez eiis eur bagad paotred yaouank ka-set-degaset bepred gand ar mor. Penaos e c’hellfe an dud goiizout ez oa Mikael an hini oa, pe eun dennbsp;all henvel outan? P’eo bet eun den er mor e-pad naonbsp;devez, gand an avel ddrollet, e vamm hec’h-unan anbsp;veto tenn d’ezi lavarout piou oa.
Katei.l. — Mikael an hini oa, Done d’e bardono, rak nevez degaset eo bet d’imp lod eus e zilhadnbsp;eus an hanternoz.
Tennn n ra diouz o zoiill kuz hn kinnig a ra da Vai an dilhad a oa da Vikael. Mai n sav goiistad hag a ge-mer an dilhad en he daoiiarn. Nora a sell er-maez.
Nora. — Emaint o tougen eun dra bennak; di-vera a ra an dour dioutan, ken e chom eur roudenn war e lerc’h e-kichen ar c’herreg bras.
Katell (a voiiez izel d’ar merc’hed a zo dent en ti). — Dertele ez eo?
Unan eus ar Merc’hed. — Ya, siouaz, Doue d’e bardono.
Dion vaoiiez gaoiiankoc’h a zeu Ire hag a zoiig an daol e-kreiz an ti. Neuze gwazed a zegas korf Ber-TELE astennet war eur blanken, gand eun tamm liennbsp;warnan, hag a laka nr blanken war an daol.
Kateix (d’ar merc’hed, e-pad m’eman ar wazed gand al laboiir-ze). — Penaos eo bet beuzet?
Unan eus ar Merc’hed. — An ebeul louet en deus e vountet er mor, ha taolet eo het en-dro e-lec’h ez eusnbsp;tarziou bras war ar c’herreg gwenn.
-ocr page 25-21
WAK VAKC’h D’AK mok
ISIai a zo act da zaouUna onz peim an duol. At merc’hed a hirvoud flourik en eiir horjella gouslnd.nbsp;Katell ha Noka a zaoulin onz penn all an daol. Arnbsp;ivazed a zaoulin e-kichen an nor.
Mai (o sevel he fenn hag o komz euel ma ne ivelfe kei an dud en-dro d’ezi). — Aet int hall kuit breinan,nbsp;ha n’eus niui netra hag a hellfe ar inor ober d’in...nbsp;N’em bezo ezomm ken da sevel da ouela ha da bedinbsp;pa c’houezo avel ar c’hreisteiz, ha pa glevor tarziounbsp;ar reter ha tarziou ar c’hornog o vaga cholori bras onbsp;steki an eil gand egile. N’em bezo ezomm ken da zis-kenn da gerc’hat dour binniget en noziou tenvalnbsp;goude an Holl Sent, ha ne vin kem chalet gant doarenbsp;ar mor pa vo ar merc’hed all o hirvoudi. (Da Nora).nbsp;Roit d’in an dour binniget, Nora; chom a ra eur be-radig c’hoaz var ar ganastell.
Nora a ro d’ezi an dour binniget.
Mai (a daol dilhad Mikael a-dreuz war dreid Dkr-TKLE hag a skuilh an dour binniget warnan). — N’eo ket abalamour n’em boa ket pedet evidoc’h, Bertele,nbsp;an Aotrou Done. N’eo ket abalamour n’em boa ketnbsp;llavaret pedennou en noz tenval ken n’ho pije ketnbsp;gouezet petra edon o lavarout. Mes eun ehan bras amnbsp;bo breman, ha poent eo, m’hel lavar. Eun ehan brasnbsp;am bo breman hag amzer da gousket mat e-pad annbsp;noziou hir goude an Holl Sent, ha pa n’hor bije zo-ken neniet eun tamm blend gleb da zebri hag eurnbsp;pesk leun a tlaer marteze.
Daoulina a ra adarre, en eur ober sin ar groaz hag en eur lavarout pedennou a voiiez izel.
Katell (d’eur c’hoziad). — C’houi hag Eamon marteze a hellfe ober eun arched pa savo an heol.nbsp;Pilenk gwenn ha kaer hon eus, bet prenef ganti
-ocr page 26-22 WAR VARC’h D’AR MOR
heo’h-uiian, siouaz d’ezi, o sonjal e vije kavet Mikael, hag eun dorz fresk am eus, a hellot debri e-pad ho labour.
Ar C’hoziad (o sellout oiiz ar plenk). — An ta-chou a zo ganto?
Katell. — N’eniaint ket, Colum, n’hon eus ket son-jet en tachou.
Eur gwaz all. — Eur souez eo n’he deus ket son-jet en tachou, kement a archedou evel m’he deus gwelet ober.
Katell. — Miont a ra koz, ha rannet eo he c’halon.
Mai a sqv adarre goustad-goiistad, hag a led tam-mon dilhnd Mikael e-kichen nr c’horf, en eur skuilha warno beradou diwezn an dour binniget. ^
Nora (a vouez izel da Gatell). — Sioul eo bre-man, hag habask; hogen an deiz nia voe keJJet Mikael, ho pije klevet anezi o c’harmi ac’halen d’ar sti-veM. Hounnez a gare niuioc’h Mikael. Piou en dije kredet?
Katell (fraez ha goustad). — Eur vaouez koz a ya huan skuiz gant kement a ra. Ha daoust ha n’emannbsp;ket abaoe nao dervez o c’harmi hag o hirvoudi, hag onbsp;vaga kalonad vras dre an ti?
Mai (a laka nr werenn c’houllo war he genou war an dnol, hag a groaz he daouarn war dreid Bertele).nbsp;— Emaint boll a-gevret breman, hag echu eo an aba-denn. An Aotrou Done ra gemero truez ouz éne Bertele, hag ouz ene 'Mikael, hag ouz eneou Youenri hanbsp;Padraig, ha Stefan ha Yann (o stoui he fenn); ha ranbsp;gemero truez ouz va ene, Nora, hag ouz ene kementnbsp;hini a zo c’hoaz o vale war an douar.
Tevel a ra. An hirvoud a snv eun tammig kren-voc’h a douez ar nierc’hed, hag a dav goude.
-ocr page 27-23
WAR VARC’h d’AR mor
Mai (o kenderc’hel). — Mikael en deus bet eun in-teramant dereat, pell du-hont en hanternoz, a druga-rez Done. Ha Bertele en devo eun arched kaer graet gand ar plenk gwenn, hag eur bez doun. Petra a fellnbsp;d’imp kaout ouspenn? Den ehet n’hall beva da viken,nbsp;ha dieet eo d’imp en em gavout mat evel-se.
Daoulinn a ra adarre, hag ar oiiel a ziskenn gonstad.
DIWEZ
-ocr page 28- -ocr page 29- -ocr page 30- -ocr page 31- -ocr page 32-