'' Plaenzir quot;
(PEVARE LEVR)
Da gfinta Done, Breiz-Izel goudenbsp;Hag he yez ire.
Skeudeunou gant J. HAINAUT, eus Skol-Veur an Ijinou-Kaër e Paris,nbsp;ha gant Loeiz AR GWENNKK,nbsp;Kasnad an Ijinou-Kaër e Montroulez
KEBAEZ
Moullërez Ar Bobl 1914
-ocr page 2- -ocr page 3- -ocr page 4- -ocr page 5- -ocr page 6- -ocr page 7- -ocr page 8- -ocr page 9-KËRAËZ
MeuUërez kx Behl 1914
K.- —n . ; ‘1*'kuruia dernbsp;nbsp;nbsp;nbsp;ie ÜUech'.
-ocr page 10- -ocr page 11-10.
11.
12.
13.
14.
15.
16.
Mouez Reier Plougastell, gwerziou ha soniou . . Marvailhou ar Yretoned e tal an tan (n’eus mui)nbsp;Buez Arzur Breiz (Kurunet gant K. B. B.), darnbsp;voud e pemp arvest tonnet eus istor Breiz .nbsp;Nosveziou an Arvor (Eil Levr Marvailhou) . .nbsp;Trubuilhou an Ao. Gargam (Kurunet gant Knbsp;B. B.), pe Torrou-penn an deiz kenta ’r bloaz
pezig c’hoari......................
An Teir C'had hag ar Mevel laer, daou bez
c’hoari eus ar fentusa...............
E bet gomzou, petra eo Trede Vrz‘ Sant Fransez Deuit holt daved Sant Fransez, paperen, 4 ene
ben, an 50 paperen.................
Kentoc'h mervel, darvoud e tri arvest, tennet eus istor an Dispac’h en hor bro Breiz (Kuru
net gant K. B. B.)..................
Kanaouen ar Skolaer.................
Kanaouen ar Yran...................
Kanaouen nevez da Janed Ark...........
Son Paotred Lanndi..................
Rlmadellou Brezonek (Trede Levr Marvailhou) Sonjezonou Devot, evit peb deiz eus ar miz . .nbsp;Marvailhou evit ar Yretoned (Pevare Levr),nbsp;gant skeudennou eleiz ..............
0 95
25
75
0 30
30
15
0 50
0 50
»»
25
WAR AR STERN :
17. nbsp;nbsp;nbsp;Dtfennour bihan ar Relijion, an doare da gas
da netra an darn vrasa eus al lavarou treuz eneb ar relijion .....................
18. nbsp;nbsp;nbsp;Levrig-dourn Breudeur ha C’hoarezed Trede-
Urz Sant Fransez....................
D'an Aotrounez enonis Charlez Ar GOFFICnbsp;hag
Anatol Ar BRAZ o deuz skrivet traou ker braonbsp;diwar-benn hor Mamm-Vronbsp;Breiz-Izel Inbsp;Kinnig doujus hag anaoudek.
-ocr page 13-.....Errmul a rejont (Ruth hag he mamm-gaer) eta o diou e
Bethléem. Hogen an dra-ma a yoa e mare an eosl, ha Ruth a zonjas monl da bennaoui evil kaout peadra da veva. Bournnbsp;Doue he c’hasas war douar Booz, eun den pinvidik bras hag anbsp;yoa kar da Elimeleg. Booz a deuas war an deiz da welet e zervi-cherien a yoa o lastum ed en e barkeier. 0 veza gwelet eno Ruthnbsp;0 pennaoui, hag o veza klevet gant pebeus karanlez he devoanbsp;heuilhet he mamm-gaer, ez eas d’he c’haout hag e lavaras d’ezi:nbsp;« Va merc’h, chomit e-kichen va flac’hed, hag it war o lerc’h enbsp;kement leac'h ma vezint oc’h endramm. P’ho pezo sec’hed, evil eusnbsp;nr pod a zo ama evil va zervidierien, ha da vare ar pred deuitnbsp;da zibri asamblez ganlo. » Booz a lavaras ive d'e zervicherien :nbsp;« Pa viot oc’h endramm, lezit ama hag a-hont eur penn bennaknbsp;da goueza eus hoc’h herdin evit n’he devezo ket a vez oc’h o das-tum.....»
(Morvan, Histor an Testamant koz hag an Testamant nevez).
Ha me ive a zo bet o pennaoui... en eun douar drus e leac’h ma sav a bep arozer pennou ed eus ar re gaera. Endranbsp;ni’edon o pennaoui ez eus deuet Boozed Breton d’am c’haout,nbsp;bag 0 deus lavaret d’in krak ha berr : « Chomit dre ama, ku-tuillhit bleun brug eus a Vreiz, pe bleun lann, pe bleunbalan,nbsp;mes en han’ Doue, n’it ket da glask danvez estren... Troet honbsp;peus e Brezoneg eun touUad brao a varvailhon ; dastumitnbsp;anezo ; kemerit ive er Feit ha Breit koz eus an traou dudius-ee a blij as kement gwechall d’ar re a zo bet en hon raok ;nbsp;zoken, meur a hint eus ar re |goz o gwelas gwechall eno, onbsp;devo plijadur oc’h o gwelet agt;nevez klozet en eul lovrig... »nbsp;Setu ar pez am eua grêt.
-ocr page 14-Kutuilbet em eus ama bag a-bont marvailbou gallek ba breionek gant m’o devoa spared breizek.
Lavaret a ran em eus hutuilhet, ne lavarin ket ba ne lezin den da lavaret em eus peilhet. Kement am eus kemeret a zonbsp;bet aotreet d’in gant o ferc’ben. Ha p’eo gwir e kavau tro enbsp;livirin ez eo eur blijadur evidon trugarekat ama an aotroneznbsp;abad Perrot, Job-Per Ar Braz, Fransiz Even, Simon (moullernbsp;e Roazon), ba Yann ar Floc’b, eus ar gwiriou o deus roet d’m.nbsp;Mes, petra lavaran ? n’eo ket me hepken a drugarekao anezo ;nbsp;me zo sur e savo an hevelep mouez anaoudek eus kalonou kement Breizad a lenno al levr nevez-ma.
Kea, Levrig nevez, douget war aezen ar balan, ar brug bag al lann, kea da lavaret d’ar paour hes Bretoned eus an ugent-vet kantved a goms c’hoaz ar Brezoneg ez eo o yez din a bepnbsp;doujans, a bep karantez, a bep enor. Lavar d’ezo ouspenn ez.nbsp;eus en bon amzer tud a bep renk, a bep stad, lod zoken ernbsp;c’hargou ubella, o deus desket ar Brezoneg, a gar bag a gomsnbsp;ar Brezoneg ken alies gwecb ma kavont tro d’hen ober, a zi-len ar Brezoneg, hag a c’houlen evitan e Breiz ar Irankiz a zonbsp;dieet d’ezan e pep leac'h.
Me va-unan, Aozer al levr-ma, am eus grêt betek-hen, a gav d’fn, ar pez a c’hellen evit-se. Setu ama all daou veleg,nbsp;etouez kalz a reou-all, hag all eur mignon mat eus Brest:
Mon cher ami,
Tous les amis do la Bretagne vous sauront gré do ne pas désespérer d’elle. Elle est bien menacée, hé-las 1 dans tout ce qu’elle avait de beau et de glorieux.nbsp;Nos compatriotes n’ont plus de fierté nationale. II y anbsp;oependant un mouvement nouveau de relèvement, etnbsp;dans cette tentative admiraole de renaissance vousnbsp;avez une part absolument hors ligne.
Que le peuple se mette è suivre tous ces vaiilants initiateurs, a les écouter, a les lire, et la Bretagnenbsp;sera sauvée ! Peut-être nous serait-il trés utile d’avoirnbsp;des colporteurs. Les protestants en ont.
-ocr page 15-— 9 —
Je vous envoie la trop modique somme de dix fr., aveo l’expression de mes voeux les plus ardents pournbsp;Ie succès de vos travaux. En tout cas Dieu vous ennbsp;tiendra compte, et aussi, j’aime a Ie croire, la Bretagnenbsp;de l’avenir.
Votre tout dévoué,
C. Gditterel, ch. hon.,
Curé de Gouarec, Diocèse de Saint-Brieuo.
Va mignon ker,
....Ho levriou a vez lennet gant plijadur. Kalz a vad a rit dreizo...
Ho servicher,
Lichou,
Person Santee.
Kear Vrest, ar 4 a viz Meurs 1913.
Aotrou Klaoda ’r Prat, va mignon ker,
Kemerit va hano evel rakprener ho “ Pevare Levr Marvailhou ”. Mali bras am eus d’e gaout. Ar re all anbsp;zo ken brao, bag o deus grêt kement a blijadur ernbsp;goanv-man, er beilhadennou tro war dro, m’ema vanbsp;mignoned o c’houlen diganen peur em bezo eun aUnbsp;da rei d’ezo da lenn.
Pemp tiegez o deuz giêt o levriou evelse diouz au noz. E Saat-Thonan em eus gwelet betek seitek dennbsp;o selaou ho Marvailhou, er quot;'emes nosvez.
Pebez blager 1 a lavare lo.J — Setu aze eun distager 1 a lavare an hoU.
-ocr page 16-Klaoda ’r prat Mestr-skol kristen,nbsp;euz Ahademi ar Brezoneg.
-ocr page 17-—11 —
Selaouit holl mar oc’h eus c’hoant,
Hag e klevfet eur gaozig koant,
Ha n’ez eus enni netra c’haou,
’Met marteze eur ger pe zaou.
En amzeriou-ze, pell zo abaoue, ez oa eun aotrou pinvidik, ker pinvidik ma ne c’houie ket ar pegementnbsp;eus e zanvez. Hogen, dre ren buez direol ne zaleas ketnbsp;e stal da vont da stalig, hag en devoe dizale kement anbsp;zle hag en devoa bet a beadra. Ma sonjas, ’velkent,nbsp;lakaat eun tammig urz en e aferou.
Eun dervez edo o sellet ous e liziri ferm, hag e welas ez oa eun den hanvet Mao Kergarreg en unan eus enbsp;zouarou ha ne baee morse netra ebet d’ezan: edo enonbsp;evel eur perc’hen en e dra. Kas a reas kemennadureznbsp;d’arc’houer da zontd’e vaner.
Oc’h en em gaout dirak mogeriou ar c’hastel, setu ma wel Mao diou skeuden livet war an nor vras: a-gleiz,nbsp;hini Satan goz, hag a-zeou hini hor Zalver Jezuz-Krist.nbsp;Tenna reas e dok d’an diaoul bag e plegas e benn izelnbsp;dirazan, en eur lavaret; « Da hema da genta ; n’eo ketnbsp;kustum eus kement a enor, ha moarvad hen lakai danbsp;calvezout d’in; diskouez a rai anaoudegez vat en eurnbsp;rei d’in eun taolig skoaz mac’h en em gavan dies, evelnbsp;am eus aon e vin.
Eun tammig salud a reas ive d’hor Zalver, mes ken dichal ha ken difre !... Hag hen er c’hastel.
Digemerel fall e oe gant an Aotrou. Hema a gomzas uhel, a ziskouezas e baperou, hag a lavaras da Vao, e
-ocr page 18-~ 12
feac'h, e vije grêt toar war getnent en doa ma n’en dije ket paeet keinent a dlie abenn an eizvet dervez.
Mao a deuaz ac’hano en eur skrabat e benn. Ne c’hoarze ket, me lavar d’eoc’b, n’oa ketabeadra da ober
S!' A
•fii
ken nebeut. N'en doa gwenneg ebet ba ne c’houie petra da ober e vit kaout. Ouppenn-ze, emi tóullad tud en doanbsp;da vaga.
-ocr page 19-— 13 —
Saludi a reas adarre ar pez divalo a yoa livet war an nor ; ne reas van ebet avat ouz an hini a yoa en tunbsp;deou.
Dizale ec’h en em gavas gant eun aotrou bras, gwis-ket kran, douget gant eur pez marc’h du.
— Deiz mat deoc’h, va den, a lavaras an aotrou.
— Ha deoc’h, va Mestr, a lavaras ive dioc’htu ar c’houeriad.
— Gouzout a ran eus peleac’h e teuez, ha petra zo war da spered oc’h ober dies d’it. Bet out a-ze e ti annbsp;Aotrou, da Vestr. Lavaret en deus d’it e ranki paeanbsp;d’ezan eun toullad mat a arc’hant en ]eiz dez-ma, pe enbsp;lakaio foar war da arrebeuri ha da venviou labour ;nbsp;bogen, n’ec’h eus tamm arc’hant ebet ha n’ouzout pe-naos en em gemeret evit kaout.
— Re wir eo an dra-ze, siouaz I
— Ac’hanta, me feil d’in rei skor d’it, abalamour ni’out bet dereat em c’henver.
— Eun den madelezus oc’h ; hogen, me garfe gouzout gant piou em eus afer.
— Me eo an hini ac’h eus gwelet e skeuden du-ze war an nor, an hini ac’h eus tennet da dok d’ezan araoknbsp;hen ober d’egile.
— Yal ya I... Hogen, aon am eus na deufac’h da c’houlen diganen eun dra bennak grevusoc’h eget annbsp;an dra-ze ; hervez ar pez a gonter, peurvuia e c’houlen-nit goasoc’h.
— Penaos 1... Penaos 1 Tra! rei evit kaout, n’eus ne-tra lealloc’h, mochans ?... Paotr paour, gwel e pe stuz emaout; p etra deuio da dud da veza ?
— Mat, livirit d’in ’la neuze petra c’hoantait.
— Goulen a ran beza perc’hen war unan eus da vu-gale... Netra ken I
-ocr page 20-— 14 —
— Biken ne rin kement-se.
— Gwel ’ta paotr paour! Setu aze ez peuz seiz kroua-dur. Bremaik abalamour d'an Aotrou-ze n'helli mui labourat evit gounit bara d’ezo. Petra ’teui da vezanbsp;ganto ?
— N'eus fors 1 Biken ne roin d’eoc’h hini eus va bugale!
En em gaout ar pez a garo I
— Evel a gari ; bast affo avat; n'hellan ket chom da zale re ama, rak n’eo ket labour a vank d’in 1
Mao a skrabas e benn bag a jomas eur pennadig da zonjal. Tremen a reas dre e spered meur a hini eus arnbsp;c’hontadennou en doa klevet ken alies er beilhadegounbsp;goude koan. Er c’hontadennou-ze Paol goz a veze tapetnbsp;dalc’hmad en e lasou. Hag e lavare outan e-unan :nbsp;« Deomp atao, me ive a ouezo tenna eun dreufleuzen danbsp;hennez, pa vezo deut ar mare. »
— Setu ama petra ’m eus sonjet, a lavaras Mao ; Mar fellfe d’eoc’h kemeret ac’hanon, el leac’h kemeretnbsp;va bugale, me a zo dare da ober marc’had ganeoc’h t
— Gwelomp ’ta da varc’had, rag goude tout, n’eus fors d’in pe te da-unan pe da vugale da gaout.
— Ac’hanta, goulen a ran epad tregont vloaz adalek hizio, kaout bep mintin pa zavin mil skoed en aour ennbsp;archedig koat dero am eus du-ze e kichen va gwele.
— Hag az pezo hervez da c’houlen : bep mintin pa zavi, epad tregont vloaz, e kavi mil skoed en aour ennbsp;archedig koat dero a zo en da gambr e kichen danbsp;wele, ha d’an termen-ze e teui ganen d’al leac’h manbsp;fello d’in kas ac’hanout.
— Ya, arabat avat e vankfe netra d’ar mil skoed a dlean kaout bep mintin, rag d’an deiz ma vanko eulnbsp;liard bennak e vezo torret ar marc’had, evel just.
— Eun dra c’hreat eo. Ha brema e skrivi gant da c’hoad, da hano war ar paper-ma pourchaset ganennbsp;araok dont d’az kaout.
-ocr page 21-— 15 —
Hag e tiskouezas d’ezan ar paper el leac'h en doa skrivet ar marc’had.
— Ne n’ouzoun ket skriva, a lavaras Mao, nemet la-kaat eur groaz a ralen eleac’h va hano 1
— N’em beus ket ezom a groaziou. Gra eur c’helc’hig aze, a-walc’h e vezo an dra-ze.
Ar beacher a ziskennas diwar e varc’h. Gant beg lemm laonen eur gontel vihan e lakaas eur bizen-c’hoadnbsp;da darza war breac’h Mao, hag e lavaras oc'h astennbsp;d’ezan ar paper:
— Sell, gra eur c’helc’hig aze warlerc’h ar skritur.
Mao a reas ar c’helc’hig, hag egile a blegas ar paper d’e c’horren en e c’hodel.
Goude e savas adarre war e varc’h hag e lavaras:
— Abenn tregont vloaz, deiz evit deiz, te en em gavo ama adarre ; diouall avat da vankout, rak me anbsp;gavo ac’hanout n’eus fors epeleac’h e c’hellfes beza.
War gement-se, an Aotrou a yeas gant e hent.
Ha Mao a zistroas d’ar gear laouen bras.
— Mil skoed bemdez, a lavare hen, epad tregont vloaz 1 Ne vezo den ker pinvidik ha me er vro* a-bez.nbsp;D’am zro me c’hello c’hoarzin goap d’am mestr; egilenbsp;avat, Guilhou goz, — hen eo, n’em eus douetans ebetnbsp;war gement-se, — en eur zonjal mat, a-benn tregontnbsp;vloaz ama me’m bezo kavet eun dreuflez en bennak danbsp;c’hoari d’ezan evit kaout peoc’h digantan.
Epad ma tiruilhe ar zonjou-ze dre e benn, e valee skanv hag e tigouezas gantan hep dale eur marc’heg-ill savet war eur marc’h gweao \n Aotrou-ma a yoanbsp;iienvel a-walc'h oc’h ar skeuden i.ve? ^n Iu deou d’annbsp;nor er c’hastel.
At marc’heg a jomas a-zav hag a gomzas outan evel-hsn gant eur vadelez dispar.
— Deiz mat d’eoc'h, den.
-ocr page 22-— 16 —
— Deiz mat d’eoc’h ive, va Aotrou a respontas Mao.
— Gouzout a ran ec’h en em gavit nec’het, ha setu e teuan da ginnig skoazel d’eoo’h. Er pemzek deiz-ma enbsp;tleit paea eun toullad mat a arc'hant d’hoc’h Aotrou,nbsp;n’hoc’h eus ket a beadra, ha kalz tud ho peus da vaga.
— Fazia rit avat; n’em beus ezom sikour digant den ebet; em zi du-ze em beus kalz muiac’h a arc’hant egetnbsp;n’am bezo da gas d’am mestr. Bennoz d’eoc’h kouls-koude evit ho kalon vat.
War gement-se peb-hini eus an daou zen a gendal-c’has gant e bent.
Pa zigouezas er gear, kenta tra reas Mao oa sevel d’e gambr gant e wreg.
Dirazi e tigoras ar vouest koat dero hag e chomas digor he genou da zellet ouz ar bern aour a yoa dirazi.
— Jezuz, va Done ! emezi, eus peleac’h e teu d’eomp-ni kement-all a aour ?
— Arabal eo d’it sponta, a lavaras Mao ; me a c’hoar eus peleac’h e teu... An dra-ze a zell ouzin-me...
— Evei en doa lavaret Guilhou goz, Mao a gavas bemdeiz, bep mintin, e vil skoed en e arched. E nebeutnbsp;amzer e teuas da veza pinvidik-mor; paea reas e zlenbsp;d’an Aotrou ; prena reas zoken e gastel, ha di ez eas danbsp;jom gant e dud.
Den na c’helle komprenn penaos e c’hellas Mao dont da veza ker pinvidik e ken nebeut-all a amzer. Mao anbsp;rank beza lakeat an dourn war eun tenzor, a lavare annbsp;darn vuia eus an dud, n’eo ket posubl a hend-all...
Unan bennak evelato a gomzas a vouez izel eus ar zorserien, a en em glev gant an diaoul; hogen, kaer a oenbsp;spia, mont war roudou Mao, den na c’hellas dont a-benrnbsp;da welet e veze oc’h henti paotred ar zabad nag ar zorserien. Den na gomprene netra.
Mao a zavas mad e seiz krouadur. Kaset e oent d’ir skoliou bras, el leac’h e rejönt studiou kaer.
-ocr page 23-Unan anezo a deuas da veza arc’heskob.
Unan-all, eskob.
Eun trede, vikel vras.
Ar pevare, person en e barrez.
Ar pemped, kure.
Unan a oe ermid en eur c’hoad.
Ar seizvet a yoa eat da laer. Ken brudet oa e daoliou kaer zoken, ma oe lakeat da vestr war ar re-all. Mont anbsp;rea da beilha ar veajourien war an hentchou bras,nbsp;da beilha ar c’hestel hag ar c’houenchou. Deuet oa danbsp;veza spount an boll dre ar c'harter. Deuel oa da vezanbsp;glac’har e dad, e vamm hag e vreudeur.
Hogen, eun termen a zo da bep tra er bed-ma, hag an tregont vloaz roet gant Guilhou goz da Vao Kergar-reg a yoa o vont da echui. Ar paour kez den a deunbsp;da veza tenvalloc’h tenvalla e benn. War zantelez enbsp;vugale, nemet unan, e fizie kalz evit kaout skoazel ernbsp;stourmad ez ea da gaout.
Mont a reas da govez gant an hini anezo a yoa person ar barrez. D’ezan e tibunas ar guden penn-da-benn. Ar beleg a skrijas gont heuz o klevet traou ker grevus.nbsp;N’en doa ket, emezan, galloud da absolvi eur pec’hednbsp;ker bras. Hag e kasas ar pec’her d’e vreur eskob.nbsp;Heman a lavaras ar memes tra, hag a gasas Mao danbsp;gaout an arc’heskob, hag heman e gasas d’an ermid,nbsp;d’ar c’hoad.
An ermid a yoa eun den meurbed santel a dremene e holl amzer o pedi hag oc’h ober pinijen. Ne wele dennbsp;ha n’en doa ken kompagnunez nemet loened ar c hoad ;nbsp;d’ar re-ma aval ez oa mignon bras, hag an eil a rentenbsp;servich d’egile.
E eat mat a deue bemdez d’e welet ha da goms gan-tan evel gant eur mignon.
An ermid a yoa daoulinet war dreujou e zor, e zaou-
-ocr page 24-— 18 —
lagad savet en nenvou, pa zigouezas Mao. Gedal a reas ma vije echu e beden gant ar manac’h, ha neuze e roasnbsp;d’ezan da lenn al lizer en doa skrivet an eskob d’ezan.nbsp;El lizer-ze e lavare freas e pe stad heuzusedo o zad. Annbsp;ermid a lennas al lizer, hag a lavaras, an daelou leun enbsp;zaoulagad;
— Siouaz 1 tad kez 1 ken grevus eo ho pec’hed ma n’hellan, ken nebeut na va breudeur, ober netra evi-doc’h. Mes mar kirit chom ganen ama da dremen annbsp;noz, me a bedo evidoc’h ha warc’hoaz marteze em beznnbsp;eun all mat da rei d’eoc’h.
E kreiz an noz, endra m'edo an tad kousket mat o tiskuiza e izili, an eal a deuas evel kustum d’en em zis-kouez d’an ermid, ha setu ama petra lavaras :
— Galloud ebet war an douar n’hell terri ar mar-c’had en deus sinet ho tad gant e c’hoad. Mes pedi rin evitan an Intron-Varia, ha warc’hoaz me a zigaso res-pont d’eoc’h.
War gement se an eal a zistroas d’an nenv, hag an ermid a gendalc’has da bedi betek an deiz.
— Ac’hanta va mab 1 a lavaras an tad o tihuni.
— Ac’hanta, va zad, bet eo evel kustum va eal mat o welet ac'hanon ; komzet am eus gantan diwar ho penn.nbsp;Lavaret en deus d’in e pedje an Intron-Varia, hag hou-ma d’he zro a bedo he Mab Done. En noz a zeu e tigasonbsp;respont d’in. Ghomit eta ganen ac’hann da warc’hoaznbsp;vintin, hag e tremenimp an deiz-me o pedi hag o ouelanbsp;d’ho torfed.
Pignet d’an nenvou, an eal a yeas da zaoulina ehars treid e Vestrez, ar Werc’hez Vari, d’he fedi da c’houlennbsp;trugarez da dad an ermid. Ar Werc’hez madelezus henbsp;devoe truez ouz Mao, hag a yeas da bedi he Mab evitan.
— Kergarregl... G’houi n’ouzoc’h ket, va mamm, en deus ar reuzeudig-se tennet e dok da genta da skeudennbsp;va enebour livet war dor porz an Aotrou ?,.. C’houl-n’ouzoc’h ket, va mamm, em beus kinniget sikour d’e-
-ocr page 25-— 19 —
zan da slourm ouz Lusifer edo o nevez gwerza d’ezan e ene evit aour, dre eur marc’had sinet gant e c’hoad. Arnbsp;marc’had-ze a zo brema en ifern. P'eo gwir, koulskoude,nbsp;va mamm. e pedit ac’hanon evitan, n’hen dilezin ket,nbsp;ha p’eo gwir eo ker santel e vugale, nemet ar yaouanka,nbsp;eo leal d’in ober c’hoaz eun dra bennak evitan. Hogen,nbsp;a-raok kaout e bardon diganen-me e ranko monte unannbsp;ez veo da gerchat en ifern ar paper-marc’had a zo tal-vezet d’ezan d’en em werza da Zatan evit aour.
N’eo ket eur veaj eas da ober ; red eo kaout kalz nerz-kalon evit se ; hogen, gant ar skoazel aroin d’ezannbsp;e c'hello dont abenn eus e daol.
Setu ama eur wialen wenn da gas d’ar paour kez Mao Kergarrek. Mar en deus fizians ennon e c’hellonbsp;ganti en em zifen ouz holl diaoulou an ifern ha lakaatnbsp;Satan göz e-unan da restaol d’ezan ar paper sinet gantnbsp;e c’hoad. Red eo d’ezan avat beza bet oc’h ober e dronbsp;a-raok ma vezo bet peur-glozet an tregont vloaz, raknbsp;goude-ze e vije re zivezat, ba Satan en divije leac’h danbsp;lakaat seveni penn-da-benn ar pez a zo er marc’had.
Ar Werc’hez a drugarekaas he Mab Doue ; kemeret a eure ar wialen wenn da rei d’an eal, hag hema a oenbsp;tnall gantan mont d'he c’has d’an ermid ha da zispleganbsp;4’ezan kement a yoa d’a ober.
?
? m
Pa oa eat an eal kuit, an ermid a gomzas evel-hen ouz e dad :
— Bez’e c’hellit kaout eun tamm fizians c’hoaz, va zad, abalamour da bedennou va eal mat hag ar Werc’hez ; an Doue, leun a vadelez hag a drugarez evit arnbsp;paour kez pec’her a ziskouez keuz, a blij gantan selletnbsp;a druez ouzoc’h ha rei dourn d’eoc’h d’en em denna anbsp;dre skilfou Satan. Hogen, red e vezo d’eoc’h avat kaoutnbsp;nerz-kalon, rak risklou bras a gavot war hoc'b hent.
— Riskl ebet, va mab, na vezo en tu-all d’am nerz-kalon.
-ocr page 26-20
— Setu eta, va zad, ar pez ho pezo da ober: red e ve-zo d’eoc’h mout d'an ifern ez veo, da ziframma eus-daouarn Satan ar skrid milliget ho pens sinet gant ho koad. Hag eo red d’eoc’h mont a-raok ma vo echu annbsp;tregont vloaz, da lavaret eo en tri dervez ma !
— Mont d’an ifern 1... Morse ne zistroas den ac’hano ha koulskoude eur fisians leun am eus e komzou Jezuz,nbsp;p’eo gwir e c’hourc’hemenn d’in dre ho kinou. Mont arinnbsp;da welet.
— Setu ama eur wialen wenn en deus digaset va eal mat evidoc’h ; ganti e c'hellot dont a-benn eus ho taolnbsp;ganti e c’hellot mont a dreuz armeou an diaoulou hanbsp;tenna ar paper eus daouarn Satan.
— Mes penaos mont d’an Ifern a-raok beza maro ? Ha piou a ziskouezo d’in an hent 1
— Mar ez eus unan bennak war an douar hag a anavez hent an ifern, eo va breur laer, a-dra-zur ; eatnbsp;eo doun en hent-se, me gred, red e vezo d’eoc’h eta montnbsp;d’e glask d’ar c’hoad el leac’h m’ema o chom gant enbsp;gensorted. Mont a ran da skriva d’eoc’h eul lizer da reinbsp;d’ezan.
Hag an ermid a skrivas eul lizer, hen roas d’e dad gant e vennoz, hag ar c'hez koz a yaas en hent.
Noz oa dija pa erruas war harzou ar c’hoad el leac’h edo al laeron. Daou zen a zilatnmas eus ar c’harz danbsp;gregi en e chouk, hag o veza lakeat diou blstolen d’ezannbsp;dindan e fri a hopas :
— Ar yalc’h pe ar vuez 1,.,.
Diskouez a reas e lizer, hag e c’houlennas gwelet ar Mestr. Kas a rejont anezan dre ar c’hoad betekenn toullnbsp;hag a yea doun doun dindan an douar. Mont a rejontnbsp;ebars, ha dizale e tigouesjont dirak ar Mestr bras, Maonbsp;a astennas an dourn da rei al lizer d’e vab. Goude bezanbsp;e lennet, hema a lavaras .•
— Penaos, c’houi eo, va zad ? Hag e pe stad I....
Hag o lavaret kement- se e trueze war ar paourkez koz;
-ocr page 27-— 21 —
.... Gwelet a ran eo mall d’eomp en era jacha ; mont a ran va-unan d’ho lakaat war an hent eün ho kaso-betek penn.
Kas a reas e dad da benn pella ar c’hoad, d’eur volz a yoa kleuzet en douar, hag e lavaras :
— Aze eo 1 It er c’hao-ze ; baleit eün dirazoc’h, daoust d’an denvalijen. En era gaout a reot evel-se en eur ble-nen el leach ma kavot eur c’hastel koz, du pod, ha kel-c’het gant mogeriou uhel. N’ho pezoken nemetskei warnbsp;dor houarn ar c’hastel-ze hag e vezo digoret d’eoc’h. Hanbsp;p’eo gwir ez it araozoun-me — rak mont a dlean di ivenbsp;eun dervez, — goulennit ’ta gwelet al leac’h a zo miretnbsp;d’in er gear-ze, ha mar teuit en dro — poan am eus onbsp;kredi — c’houi a deuio da zigas kelou d in.
Ha war gement-se, al laer a deuas war e giz, leun e §alon a druez, ar pez a rea d’ezan beza souezet. E dadnbsp;a yeas dre an hent tenval.
Bale a reas pell pell amzer, ar wialen wenn en e zourn, lugernus a-walc’h evit diskouez d’ezan e hent.nbsp;En era gaout a reas er blenen el leac’h edo ar c’hastel.nbsp;Skoi a reas war an nor houarn.
Eur prenestrig a zigoras en nor vras, hag e oe gwelet eur penn heuzus kerniel warnan. Heman ac’houlennas ;
— Piou a zo aze 1
— Mao Kergarreg ! a lavaras an hini a yoa o ti-gouezout.
— Mao Kergarreg 1 Ya, aze ema ho kador ouz ho kortoz, e-kichen hini ho mah, mestr al laeron. Kredinbsp;reamp ho pije gedet ac’han da varc’hoaz,
— It da lava ret d’ho mestr em eus ezom da gomz outan.
Ar porzier a yeas raktal da gemenn da Zatan oa gou-len d’ezan e-tal an nor, ha Satan a deuas kerkent.
— Penaos ’ta, va mignoun Mao, te eo a zo aze, ken
-ocr page 28-— 22 —
abred-se ? N’edon ket war c’hed ac’hanout ac’han da •varc’hoaz ; mes p’eo gwir out deuet, deus ebars, ha ranbsp;vezi deuet mat I
Ar porzier a zigoras an nor, ha Mao a yeas en ifern.
— Lakit anezan war e gador, a lavaras Satan.
Pevar diaoul a dosteas da gregi e Mao. Hogen, a-walc’h e oe d ezan steki outo e wialen wenn evit obernbsp;d’ezo mont war o c’hiz buhan ha buhan o leuskei bleja-dennou spontus. Pevar-all a deuas war e dro, kasetnbsp;gant Satan ; hogen, kerkent ha ma oe stoket outo arnbsp;wialen wenn ez ejont ive war o c’hiz oc’h ober kementnbsp;a ardou ha pa vije kroget an tan en o bouzellou.
— Petra c'hoarvez gant ar re-ma 1 a lavaras Satan ; ha setu hen e-unan da dostaat evit lakaat e grabanounbsp;war Mao. Santout a reas ive ar wialen, ha kerkent enbsp;tec’has oc’h eonenni gant ar gounnar.
— Er meaz 1... Er meaz ! eme an diaoulou a bep tu ; er meaz ! an hini a zo deuet ama a-raok e boent ! Enbsp;rank beza eur relegou santebbennak gantan 1...
Den avad na grede mui tostat outan.
Ghom a rea eno e kreiz an dachen, dispont kaer.
— N’ez in ac’halen, emezan, nemet pa ’m bezo bet digant Satan ar paper em eus sinet gant va goad 1
— Ne ’z pezo ket anezan 1 Kers kuit buhan, ha varc’hoaz e tizroi, da vat neuze, evit chom atao.
— N’in ket ac’halen a lavaran d’it, ken em bezo bet va taper, pe da Ier a zamanto.
— Ne ’z pezo ket: kers, ki 1
Ha Mao gant e wialen o skei a-gleiz hag a-zeou war an diaoulou ha traou-all a yoa da dosta d’ezan.
An drouk-sperejou a youc’he :
— A-walc’h I a-walc’h I roit d’ezan e baper, ha ra ’z ai prim ac’balen !
Satan a daolas e baper-marc’had da Vao, en eur la-waret:
-ocr page 29-23
— Dal, setu aze da baper, kers alese prim.,.. Dizrei a ri, ha neuze e kousto d’it.
Mao a gemeras e baper, hen lakaas en e c’hodel ; edo o vont da lavaret kenavo d'al leac’h milliget pa deua»nbsp;sonj d’ezan eus goulen e vab laer, da lavaret eo teulernbsp;eur zeil war ar c'hougn a viret d’ezan en ifern.
— A-raok moht kuit, emezan, me feil d’in gwelet c’hoaz al leac’h a virit d’in ha d’am mab fall.
An Diaoul-Kamm a ziskouezas d’ezan diou gador houarn e kreiz an tan, o diou tomm betek beza gwenn.nbsp;Hag e lavaras :
— Sell, aze emaint I
Mao a skrijas gant heuz, hag a jachasbuhan gantan e c'haravellou, gant ar paper klozet mat en e c'hodel.
Dizrei a eure da gaout e vab laer da rei d'ezan kelou eus an ifern.
— Ac’banta, va zad, emezan pa her gwelas, geilet ho peus eta dont a-benn eus ho taol. pa ho kwelan di-rak va daoulagad ?
— Ya. va mab, deuet oün a- enn, dre c’bras Doue hag ar Werc’hez sanlel, dre c’hras ar vialen wenn ivenbsp;roet d’in gant ho preur. Skoazellet he deus ac’hanon.
— Hag oc’h ket en ifern 1 Ar paper-marc’had a zo ganeoc’h ?
— Bet oun en ifern, ha setu ama ar paper-marc’had sin et gant va goad 1
Hag e tiskouezas d’ezan ar paper.
— Ha goulennet hoc’h eus ive gw*elet ar plas a virer d’in du-ze ?
— Ya, va mat‘. her gwelet am eus.
— Ac’hanta, va zad t
— A paotr paour i... Eur gador houarn fommet betek ar gwenn, e kreiz eul lennad tan, setu pe ft. eo da bla»
-ocr page 30-— 24 —
en ifern : tostik-tost d’ezan ema va hini; spountet oun ¦c’hoaz pa zonjan er pez am eus gwelet.
— Setu c’houi ’ta, va zad, deuet eus treskilfou Satan hag er meaz ariskl hiviziken ; mes, me ?... Epad ma 'znbsp;oc’h bet oc’h ober ho tro du-ze em eus great eur zeil warnbsp;va doare ; kaset em eus da vale diwar va zro an bollnbsp;ganfarted fall eveldon a rea an droug ganen ; bet oun onbsp;kovez gant person ar barrez tosta hag en deus lavaretnbsp;d’in n’ez eus pec'hed ebet ha n’hellfe ket kaout pardonnbsp;digant Doue, ez eo bras evel ar mor trugarez an aotrounbsp;Doue, hag e c’hellen c’hoaz o kaout keuz d’am fec’hejounbsp;hag oc’h ober pinijen galet evito beza pardonet ha sal-vet. Kredi a ran kement-se, p’eo gwirhoc’h bet pardonetnbsp;-c’houi, ha fizianz am eus e madelez Doue. Negilin diraknbsp;pinijen ebet, daoust pegen kalet bennak e c’hellfe beza.
Ne zalein ket da gonta d’eoc’h ar pinijennou spontus a reas al laer bras a-c’houdevez poulzet gant gras Douenbsp;evit miret da goueza en ifern el leac'h a yoa dija en enbsp;hano ; mervel a reas lazet gant e binijennou. Hag evelnbsp;ne c'houiet ket e pe stad edo e ene, an tad a reas ar peznbsp;a yoa merket en testamant en doa roet d’ezan e vabnbsp;abaoue m'oa en em roet d'ar binijen.
Lavaret en doa : Da hanter-noz, oc’h sklerijen al loar «’houi a lakaio va arched a-dreuz war voger ar vered,nbsp;en hevelep doare na skoio ket muioc’h en diabarz egetnbsp;en diaveaz ; goude-ze c’houi en em denno er porchednbsp;evit gwelet petra dremeno, Gwelet a reot dizale eurnbsp;goulm hag eur vran o tont unan eus tu ar sav-heol ebennbsp;eus tu ar c’huz-heol. En em ganna raint war va arched,nbsp;en em beilha zoken betek ar goad. Ar vran a boanio danbsp;lakaat an arched da goueza er meaz eus ar vered ; arnbsp;goulm, eus he zu, a glasko hen lakaat da goueza ebarz.nbsp;Ma vez treac’h ar vran, me a vezo kollet da viken ; mesnbsp;ma chom an treac’h gant ar goulmig wenn, kement-se
-ocr page 31-— 25 —
a ziskouezo d’eoc’h oun salvet, rak kerkent va ene nijo d’ar Baradoz, el leac’h ma teuot d’am c’haout.
Da hanter-noz eta ez eas Mao da lakaat arched e vab a-dreuz war voger ar vered, hag ec’h en em guzas ernbsp;porched. Prestik goude e welas o tont, pep hini eus hênbsp;2U, eur goulm hag eur vran. Ar vran da gen la, a yeasnbsp;evel dre ruzou penn-da-benn an arched, hag a reaz d’e-zan kostezia kalz en diavez gant eun taol askel nerzus.nbsp;Ar goulmig wenn a reas memez tra d’he zro, ha gantnbsp;eun taol askel a lakaas kompez an arched. Gant eun eilnbsp;taol askel ar vran a oe darbet d’ezi ober d’ezan kouezanbsp;er meaz ; mes ar goulmig a reas kaeroc’h : ober a reasnbsp;d’an arched kostezia war an diabarz, Ar brezel a badasnbsp;evel-se epad tost d’eun hanter-heur, an treac’h gwechnbsp;gant unan, gwech gant eben. Mao a grene gant an en-krez en e borched... An treac’h diveza a jomas gant arnbsp;goulmig wenn : an arched a gouezas er vered, hag ennbsp;eur goueza e tigoras, hag e teuas anezan eun eil koul-niig wenn hag a yeas da gaout an hini he doa stourmetnbsp;ken kalonek oc’h ar vran zu. 0 welet kement-se, Mao anbsp;varvas gant e levenez, war an heur, hag el leac’h diounbsp;goulmig e oe gwelet teir o sevel d’an nenv.
An teir goulmig-se oa eneou neteat an tad, ar niab hag ar vamm. Doue en doa aotreet d’ezi dont er stum-ze-da rei skoazel d’he mab.
Shrivel e galleg gant Luzel.
-ocr page 32-26
Boud 1 Boud ! Boud 1.... Boü....d l 1 1 (i).
Piou en deus ezotn eur votezig voulouz rus tan ifern gant eur boukl arc'hant ?... Piou a breno botezig annbsp;aotrou S, Per ? Ema o vont da veza lekeat en gwerz, o !nbsp;marc’had mat, bezit dinec’h I...
Evel-se e youc’he ar pez diaoul a zo karget gant Lu-fiifer goz da ober an embannou en ifern. Hag ez ea, bag
(1) Gwelit Kilhog Sant-Per e Nosvetiou an Arvor, p. 26.
-ocr page 33-— 27 —
e c’houeze en e gorn-boud. Diredet a rea eur bern diaou-^ lou d'e zelaou, diaoulou bras, diaoulou Krenn, hadiaou-lou bihan, hag e choment digor frank o ginou da zelletnbsp;ouz an embanner ha da glevet ar pez a yoa a nevez.
Hag e tiredent, a bell, o kredi gwelet eun dra gaer bennak, pa ’z int ker kustum da welet loustoniou, onbsp;kredi kaout da c’houesat eun dra bennak hag a raje vadnbsp;d’o c’halon, p’ema bepred o fri er fank ; pe marteze enbsp;kreden edod o vont da lakaat da zina eun emglev made-lezus, pa na reont ha ne raint morse nemet droug hanbsp;dougen d’an drong.
Mes, petra rea d’an difeson-ze kaout kement a hast d’en em zizober eus eur votezig kaer dudius da welet,nbsp;laeret gantan e hars dor ar baradoz 1 Perak kemeretnbsp;anezi ina ne blije ket d’ezan ? G'hoant en doa bet danbsp;c’hoari eun dro zivalo d’an Aotrou Sant-Per, ha padabnbsp;hen e-unan eo a oe tapet ar muia. Selu ama penaos.
Netra ken nemet beza krog er votez benniget hen la-kea da skrijal ha da yudal, hen deve gwasoc’h eget glaou rus an ifern, hag ar pez a rea muia poan d’ezan,nbsp;moarvat, eo ar red-korf iskiz hag ar boan gov diremetnbsp;a yoa kroget ennan abaoue m’en doa great al laeronsi.nbsp;Ya, kaer en doa starda war e vouzellou, kaer en doa ennbsp;em zifreta, merzer oa ken na venne lammet e avu eus enbsp;greiz gant e ivinou.
Mar deo gwir er bed-ma lavar ar re goz :
Bleud an diaoul a ya atao da vrenn, er bed-all, ea ifern dreist-oll. eo gwiroc’h c’hoaz. Gouzout mat a ritnbsp;ne blij ket ar relegou santel, an traou benniget, d’an*nbsp;diaoulou ; hag ar votezig-ze bei da zant Per a yoa, me-chaas, eur releg a dalvoudegez, eur releg benniget panbsp;he doa epad keit-all a amzer skoet war leuren ti Done 1
An hini a daole ar muia war ar votezig voulouz a yoa eur mell pez vil a ziaoul, tal du, fri kaouen, ken teo hanbsp;ken louz ar bleo warnan ha war eur marmouz. Roet enbsp;oe d’ezan evit tri c’hant pec’hed marvel 1
-ocr page 34-— 28 —
An holl laeron, evit doare, o deus eur fri kamm, eur fri yuzeo ; an diaoul-ma dres, a yoa e garg bunta penbsp;dougen d'ar pec’hed a avarisded ar re a zo o tiouall arnbsp;c’hefiou a espern, ar re a zo o micher laerez, en eunnbsp;doare pe eun-all.
G’hoant en doa da ober eus ar votezig-se e bodig-es-pern. Eno, da vihana, a zonje, e vezo dastumet mad va feziou arc’hant I » Rak, kaer en doa bet betek enonbsp;lakaat e boan d’o c’huzat, bepred e tenet a benn d’o di-zelei, ha da gemeret eun darn anezo. Perak en em zicza,nbsp;en item ?... Marteze zoken, emezan, ptouc’hoar ? e raintnbsp;re vihan, evel ar viou en neizou 11!
Eno eo e fazias, avat, ar genaoueg zo anezan. Rak, ar votezig venniget n’edo ket eas en ifern, skier eo ;nbsp;mont ha dont a rea anezi he-unan ; gwech ez ea da guzatnbsp;dindan eun arbel, gvvech-all ez ea adspilh ouz eunnbsp;treust, gwech en ti, gwech er meaz. Hag ar perc’hen anbsp;yea en egar o welet kement-se, rak kredi mat a rea enbsp;veze laeret e votezig voulouz d’ezan, — ne vije ket betnbsp;dieas hen ober I — hag e kolle bemdez kalz amzer ouznbsp;he c hlask.
Eun dervez m’en doa kollet muioc’h c’hoaz a amzer ez eas e kounnar rus, hag o veza kroget er votezignbsp;koant ec’h hejas anezi evit kaout ar peziou arc’hant,nbsp;hag e taolas anezi gant tiz ha gant eun nonde heuzusnbsp;ar pella ma c'hellas en ifern.
Mat, tud keiz, mont a reas da blada war benn eur paour kez micherour a Landerne eat di abalamour d’eunnbsp;taol fall en doa great o welet pegement a zle en doa. Ya,nbsp;e vern die en doa douget anezan da werza e ene d'annbsp;diaoul evit kaout arc’hant digantan. An diaoul en doanbsp;selaouet e beden ; kemeret en doa an ene evit nebeut anbsp;dra, evit... netra, ha kaset goude ar paour keaz d’ennbsp;em grouga !... Evel-se eo ec’h en em gemer peurvuianbsp;Paol goz, ha re aliez, siouaz 1 e teu e daol gantan danbsp;vad, abaoue m’her greas da Judaz.
-ocr page 35-clt; Mil gur’n 1 eme Jakig Lagad-du, ema an ifern o koueza en e boull I » Ar votezig o koueza war gern enbsp;benn moal he doa great d’ezan gwelet c’hoec’h gou-laouen ha tregont. Hogen, pa oe tremenet ar skrijadennbsp;genta, Jakig a stouas hag a welas eun dra lugernus:nbsp;« Sell! emezan, ar votezig goant 1.. N’eo ket d’eun diaoul,nbsp;rak an diaoulou n’o deus ket a vouteier ker kaer-ze l...
-ocr page 36-— 30 —
E rank beza da unan bennak koulskoude, n’eus ket da lavaret 1 Anat eo ez eus bet enni troad eun den... Arnbsp;seul a zo 0 vont da vezatouU, sklear eo, mesar voulouznbsp;a zo lugernus c’hoaz... Doare he deus da veza bet d’eunnbsp;den krenv...»
Hag e troe, e tistroe ar votezig en e zorn.
« Ha petra rin-me ganti ama? Netra... Kas a rafen anezi d’he ferc’hen, ma c’houfen da biou eo. Ker brao eonbsp;ma n’eus nemet Doue, ar zent, hag an elez, er Baradoznbsp;dudius hag o defe eus ar seurt traou-ze! »
Hag 0 veza lavaret ar c’homzou dereat-se, Jakig a oe dibradet ha savet d’an neac’h a-nebeudou gant eunnbsp;nerz treac’h d’e hini. Ar votezig eo, botezig eürus annbsp;Aotrou sant Per benniget, dre eur c’halloud staget outinbsp;er Baradoz, a jache anezan, a roe d’ezan evel diouaskelnbsp;da nijal ker buhan hag an avel a-dreuz an iferniou.
An holl dud daonet a zigore o ginou da zellet outan o tremen uz d’o fennou.
— A I sell ’ta 1 piou eo hema a ya gant kement a diz dre an ear evel eur stereden rederez?
— Marvad e rank beza eur potr chansus en deus bet aotre da vont da zistana eur pennadig.
— Hennez 1 Hennez eo Jakig Lagad-du eus a Lan-derne.
— Hê 1 Jakig !
— Da beleac’h ez ez, Jakig ?
— Kenavo Jakig l
— Beaj vat, Jakig l
— Deuet out da veza bran pe askel-groc’hen ?
— Jakig I... Jakig 1...
Jakig a yea atao hep lavaret grik da zen. Ne zelle ket outo zoken. Traou-all a yoa war e spered. Na pe-bez tro iskis a errue gantan I Mont ker buhan, evel eulnbsp;labous a-dreus an uhelderiou ! « N'eus fors, eme Jakig,nbsp;da beleac’h bennak e vezin kaset, easoc’h en em gavianbsp;eget ama.» Ha kaer en doa, n’helle ket zoken kaout
-ocr page 37-— 31 —
*mzer da ober eur sec’ha d’ar c’houezen a zivere dioc’h e dal.
Red e oe d’ar paotr cbom a-zav e-kichen dor an ifern. Ar porsier en doa savet e forc’h hag a ginnige sankanbsp;anezi en eun tu bennak.
— « A-zav ! emezan, n'eot ket pelioc’h I »
Ar votezig a skoas daou daol gantan war e ziou jod, ken e teujont da veza rusoc’h eget he boulouz. Ar paotrnbsp;faro a lezas e forc’h da goueza d’an douar.
Krik ! Krak ! ha dor vras an ifern a zigoras anezi he-unna evit lezel paotr Landerne da dremen gant e votezig.
fA
— nbsp;nbsp;nbsp;«Al emezan p’edo er meaz, n’eo ket ken lomnbsp;-ama, gras e kavan l »
Hag ez eant atao gant tiz.
Ar Purkator? netra ken nemet tremen dirak.
— nbsp;nbsp;nbsp;« Ha piou c’hoar da beleac’h ez eomp ? Piou c’hoar
-ocr page 38-— 32 —
e peleac'h e touarimp ? » N’en doa ket aon avat, peil peil ac’hano. Tremen a rejontdredouezanheol, al loar,nbsp;ar stered, ha setu hi dirag dor ar Baradoz, hag ar vote-zig da jom krenn a zav,
— Tok! Tok 1
— Piou a zo ? eme sant Per hep digeri.
— Me eo, Jakig Lagad-du eus a Landerne.
— Aio, mat I Mes evit dont ama e ranker beza glan diskouez d’in da baperou dre riboul ar c’haz I
Ha yao 1 Jakig o tiskouez ar votezig da zant Per dre riboul ar c’haz.
— O I eme zant Per, seblantout a ra d’in ec’h anave-zan an dra-ze l
— Gwella ’ze mar d’eo d'eoc’h ! Kemerit anezi neuze 1 N’eo ket te, da vihana, an diaoul a laeras anezi d’in Tnbsp;— O nan da I Me eo Jakig Lagad-du eus a Landerne, hel lavaret am eus d’eoc’h.
— Mat, neuze, Jakig, va mignon, deus, ha ra vezi digemeret mat er Baradoz l
Jakig a yeaz ebars. Sant Per a yoa kei laouen, ma lammas gantan a dro vriad da bokat d’ezan eus annbsp;daou du. Ar votezig great gant sant Krepin a yoa bihannbsp;eun tamm hag a gigne e droad da zant Per, ha setunbsp;perak oa kei laouen o kaout an hini goz a yea ker braonbsp;dioc’h e droad.
-ocr page 39-AR 5ICOUO0
Diw heur eo gant noz Nedelek, an noz vez santel.
Ehanet ro ar c’hanaou-ennou ha monget argou-loueier en iliz parroz ; e pep leac’h eo ledet a neveznbsp;mantel an denvalijen. Annbsp;oH davarniou a zo serretnbsp;(parrez eürus ha pep hi-ni a zo distroet d’e c’hlud.
E kraouig arc'hinivelez koulskoude, .lezuz a zonbsp;dihun ha setu hen o komsnbsp;ouz ar Werc’hez e vamm.
— « Maram, emezan, poent eo d’eomp mont danbsp;ober hondrovale. Kalziknbsp;tiez bon deus da welet
-ocr page 40-— 34
ha kalz bouteier da leunia a-benn oferen goulou-deiz. Deomp, Mamm I »
Ha setu Jezuz hag ar Werc’hez Vari, e vamm, o vo-net war o fouezig dre ruiou ar vourc'h,
N'oant ket eat gwall bell c’hoaz pa zigouezas d’ezo chom a-zav. Ha setu ar Mabig Jezuz da skoi war eunnbsp;nor:
— Pan !... Pan ! !
— Deuit en ti ! a oe lavaret en diabarz.
— Ama eo, n’eo ket 'ta, ema ti Perig ? Eur bugel fur bag a blij d’in abalamour ma c’hoar e bedennou bag eonbsp;sentus ouz e vamm ! Buhan, diskouezit d'in e vouteznbsp;ma leuniin anezi a vadigou. Paour keaz bihan I lakeatnbsp;en doa a-gostez eun aval oranjez da zigas d’in... Vanbsp;bennoz a roan d’ezan, ha d’eoc’h ive, mamm vat. Kena-vo, mamm Perig 1
Hag ar Mabig Jezuz a yeas pelloc’h.
Prestik goude e chome a-zav :
— Ama, Mamm, emezan, ema skol ar vugaligou n’o deus ket c'hoaz seiz vloaz. Labour a-walc’h bon deusnbsp;gant an inosanted-se... Pan !... Pan 1 1 Digorit buhan,nbsp;G’hoar Visant... Setu ama ganen eur zamm merc’hoden-ned, taboulinou ha kezeg-koat! Ouspenn-se, setu amanbsp;dilhad nevez evit va breudeurigou paour.... Kenavo,nbsp;C’hoar Visant 1
Hag ar Mabig Jezuz da vont larkoc’h.
— Pan 1 Pan !... Gouzout arez, Mamm, ama ema skol gristen ar baotred... Hastit a£o dont da zigeri ! An drama zo da Wenole, da genta er c’hatekiz ; an dra-ma danbsp;Jopig, ar furra er skol; hasetuamalodKorantinanDu,nbsp;a c’hoar respont an oferen gant kement a barfetegez l..nbsp;An dra-ma a rannot etre ar vugale-all.
Hag ar Mabig Jezuz da vont larkoc’h.
N’ez eas ket peil hag e chomas a-zav hag e lavaras :
— Ama, Mamm, ema skol gristen ar merc’hedigou.. Digorit buhan, Itron Renerez ! Mat. Lezit ac’hanon da
-ocr page 41-— 35 —
dostaat da zellet ouz an daolen el leac'hm'ema hanoiou ar baotrezed a labour ar gwella, O sellit ’ta, Marc’hari-dig a zo ar groaz ganti adarre ! Setu ama evit he digollnbsp;eus he foan ; ouspenn-ze, arabat e vezo d’eoc’h lavaretnbsp;grik ebet d’ezi diwar-benn kement-ma : ember hi eo anbsp;c’hounezo ar pez a vezo a gaera ouz gwezen Nadeleg....nbsp;Hag Annaig ’ta I o ar bugel ker, pegen devot ha pegennbsp;dibec’h eo 1 Me he c’haso d’ar gouent 1 Setu ama, danbsp;c’hedal, peadra da ober plijadur d’ezi... An demezel Ma-dalen 1 adarre eun tammig dibarfet!... N’eusfors, gwel-loe'hik ez a an traou ganti... Mat, mat... Setu ama evitnbsp;roi nerz-kalon da Vadalen da vont war wellaat... Hanbsp;brema, setu ama draje ha madigou-all eus ar Baradoznbsp;da ranna etre an holl merc’hedigou. Arabat e vezo avatnbsp;beza re lountrek l...
Hag ar Mabig Jezuz ac’hano adarre gant e Vamm.
Chom a rejont a-zav aun tammik pelloc’h.
— nbsp;nbsp;nbsp;0 va Mamm, setu ama eur skol-all!.. Pan ! Pan !nbsp;Digorit buhan, Aotrou Mestr-Skol... Me eo ar Mabig Jezuz, Mignon ar vugale. Digas a ran bep seurt c’hoariel-lou d’am mignoned vihan. 0 ! nag a blijadur o devo 1nbsp;Gwelet a raint n’ankounac’haan ket anezo ; gwelet anbsp;raint o c'haran a greiz kalon, hag int-i ive am c’haro,nbsp;am c’haro hed o buez penn-da-benn ; n'eo ket 'ta e ka-rint ac’hanon 1...
Ar Mabig Jezuz a gomze evel pa vije bet ar Mestr-Skol ouz e zelaou ; an nor koulskoude a jome serret kloz.
— Me ho ped, Aotrou Mestr-Skol, livirit d’in ha kle-vet a rit-hu va mouez ?
— nbsp;nbsp;nbsp;0 1 me ho ped... Me eo ar Mabig Jezuz... Manbsp;c’houfec’h pegement e karan-me an holl vugaligou ze !.nbsp;Digorit d’in I digorit d’in ?
Eun nor a zigoras, hag eur vouez a grozas :
— It gant hoc’h hent; ar skol-ma a zo direlijion, eur skol laïk eo. N'ez eus plas ebet evidoc'h en hostaleri-ma 1
-ocr page 42-— 36 —
Kalon Jezuz a deuas da veza beuzet en eur mor a dristidigez. Kement tra he devoa great plijadur d’ezannbsp;el leac’hiou-all oa bet enno a oe ankounac’beat gantannbsp;war an beur evel ma teu ar stered skedusa da veza go-loet gant ar wabren zu.
— Deomp ac’han, Mamm ! emezan.
Hag ez eas kuit en eur ouela.
Paour keaz Mabig Jezuz I
Ne feil mui da dud a zo e ve klevet hoc'h hano ben-niget, hoc’h hano ken dous o tont diwar muzeilou ar vugaligou !
Ne feil mui d’ezo e ve meulet hano an Aotrou Doue, ho Tad, gant bugale Frans !
Ne feil mui d’ezo e teufemp en hon tenvalijen, en hon enkreziou, en hon holl ezommou, da bedi ar Spe-red'Santel a deu ac’hanoc’h hag eus ho Tad !
Paour keaz Mabig Jezuz I '’e kentoc’h, paour keaz bugale 1 Hep Jezuz, hep Doue, hep relijion, hep feiz, nanbsp;c’houi a zo din a druez I
-ocr page 43-mi
,t
Debret oa koan ; ar gwa-zed a yoa o tana o c’horn hag ar merc’hed a glaske onbsp;c’hegilou evit ober eur pen-nad neza.
Ar vugale a doslaas ous ar vamtn-goz eat da azezanbsp;e kougn an oaled :
— Mamm-goz, a lavaras Annaig, ar gosa eus ar vugale, kontit d’eomp eur ri-madel !
—Mamm-goz, emeLaouig ivez, eur gontaden I... Eurnbsp;marvailh ?...
— Va bugaligou, erne ar vamm-goz, me ne ouzonnbsp;mui netra pell zo... Gouezetnbsp;em eus bet sur eur bernnbsp;traou gvvechall... mes deuetnbsp;eo va memor da vergli.. Menbsp;n’oun mui yaouank, va bu-gale !
— Mamm-goz, mamm-goz, gouzout a rit c’hoaz kalz traou...
i.‘gt;ï ' ïft.
I7c4*
5^-
— 38 —
— Istor Salaun ar Foil 1 a lavaras neuze Perig, eur c’hanfard nevez great gantan e bask kenta.
— Deomp eta da Zalaun ar Foil! Gwaz aze evidoc’h mac’h ankounac’haan meur a dra.
Hag ar vamm-goz a voulc’has he istor.
Er bloavez 1315 e veve e Breiz-Izel, e kichen Lesno-ven, eur paour kêz innosant, e hano Salaun. E dud a yoa paour glez ; setu kement a zesk d’eomp ar skridounbsp;koz diwar o fenn.
Pe ez eas Salaun d’ar skol, pe nedeas ketabalamour m’oa re baour e dud, biskoaz ar paotr kêz n’hellas des-ki ken peden nemet; Ave Maria ! na ken kantik nemetnbsp;O Maria!
Dre ma kreske ar bugel en oad e kreske ivez e ga-rantez evit ar peoc’h hag a zioulder, ha pa varvas e dud e oe mali gantan mont da jom en eur c’boad. Eno e ti-babas eul leac’h gouez ha distro, e kichenik eur feun-teun goudoret gant eun derven goz.
Evel al laboused war skourrou ar gwez, Salaun a dremene eun darn eus e amzer o kana meuleudiou annbsp;Itron-Varia, e vestrez ; d’ezi goude Doue oa e holl galon, e holl garantez ; en noz, zoken, evel eun eostik, enbsp;kane mil gwech Ave Maria ! Ave Maria !
Gwisket truilhek oa, ha kerzet a rea diarc'hen ; n'en doa evit gwele nemet an douar yen ; hag evit plueg,.nbsp;nemet eur mean ; evit toen, nemet deliou stank an derven gamm e kichen ar feunteun.
Mont a rea bemdez er stuz-ze da Lesneven pe d’ar c’heariadennou-all a ziwar-dro da glask an aluzen. Nenbsp;rea ket a bedennou hirr e toull an doriou ha ne dorrenbsp;ket pennou an dud gant e glemmou mantrus ; lavaret anbsp;rea:
— Ave Maria I Salaun a zepre bara 1
Digemeret a rea kement a veze kinniget d’ezan, hag e tizroe didrouz ha war e bouezig da gichen ar feunteun. Eno e soube e vara en dour bag hen debre, o la-
-ocr page 45-Loö
varet a greiz kalon ; Ave Maria !
Pa veze ar goanv en e wasa, pa veze yud annbsp;avel, skournet an dour,nbsp;e taole e druilhou, hag enbsp;tiskenne er feunteun be-tek e chig (pe e helgez,nbsp;evel eur pesk en dour)nbsp;hag e kane mil gwech ;nbsp;Ave Maria / Ave Maria /nbsp;O Maria I 0 Maria /...
Gwechou-all. evit en em domma, e save d’ennbsp;em lakaat a-ispilh ouznbsp;skourrou an derven, hagnbsp;en eur vransellat e kanenbsp;e ganaouen : O Maria Inbsp;O Maria /
Abalamour d’an traou-ze holl ken dishenvel diouz kustumou an dud,nbsp;ar paour a dremene evitnbsp;eun diskiant, ha ne realnbsp;anezan nemet Salaun arnbsp;Foil.
Eun droiad ec’h en em gavas gant eun toulladnbsp;soudarded a yea hag anbsp;deue dre ar meaziou.
— Piou out ? emezo.
Salaun evitan da veza dizesk a c’houie evelkentnbsp;ez oa neuze brezel etrenbsp;Blez ha Monfort, an eilnbsp;hagegile o klasksevel danbsp;ren war Vreiz-Izel.
Ha Salaun da respont d’ezo, nan evel eun diskiant, mes evel eun dennbsp;meurbet fur
— N'emaon nag a du Blez nag a du Monfort ;nbsp;me eo servicher an Itronnbsp;Veiria I... Ave Maria I
-ocr page 46-Ar soudarded a zirollas.da c’hoarzin hag hen lezas da vale.
Salaun a dremenas evel-se nao bloaz ha tregont pe zaou-ugent o ren buez ka-let, disprijet ha dilezet gant an dud, mesnbsp;avat kaer ha glan dirak Done ha meurbetnbsp;karet gant an Itron-Varia. Morse n'en doanbsp;great an disterra droug da zen.
Koueza eure klanv. Meur a hini eus a Lesneven a ginnigas e gas da hospitalnbsp;kear ; morse ne fellas d’ezan moot eus enbsp;ermitach.
Lod a gred e teuas Mari meur a wech de -welet he zervicher, d'hen kennerzi hagnbsp;ec’h en em ziskoueze d'ezan skedus evelnbsp;an heol, eur maread elez en dro d'ezi.
Ar paour kêz koulskoude a fallae hag agleve ar maro 0 tostaat. Neuze, evel annbsp;durzunel en nevez-amzer, ec’h en em roasnbsp;da gana e veuleudiou da Varl gwasoc'hnbsp;eget biskoaz. Betek pa 'z oa toc’hnr e tis-kane gant karantez hano dous Mari, hagnbsp;e rentas e ene gwerc’h da Zone, gant henbsp;hano war e vuzellou.
E zremm distronket epad e vuez gant ar pinijennou kalet a deuasnbsp;neuze da veza ker kaer, ker glannbsp;hag al lili ha fresk evel ar rozennbsp;glizennet da vintin.
E gorf a oe kavet astennet e-ki-
-ocr page 47-41
chen ar feunteun, dindan an derven a yoa bet e di.
An amezeien a deuas d’e zebelia ha pep unan a roas ali d’en douara el leac'h tn’en doa bevet bag a oa mar-vet. Ar pez a oe great kerkent hep lid ebet.
Diskennet ar paour kez foil en douar, en eur c’hoad, den mui na zonje ennan pa deuas Doue hag ar Wer-c’hez da zizelei santelez o servicheren eun doarenbsp;estlammus.
Eul lilien bag a daole eur c’bouez dudius a zavas war bez Salaun, bag ar pez a yoa c'boaz souezetoc'b eonbsp;ez oa skrivet war an deliou e lizerennou aour daounbsp;c’ber peden Salaun : Ave Maria /
Ar burzud a badas c’honec’b sizun.
Ar brud a gement-ma a yeas buban dre Vreiz a-bez. Diredet a reas eur bern lud da welet: noblans, tucben-til, beleien ba tud a renk izel.
Toullet e oe ar bez. Ha petra oe gwelet 1 Arboked en doa e c’briziou e kalon Salaun....
Ar vamm-goz a reas eun eban.
Ar vugale a zavas o fennou da lavaret:
— Ha goude ? Mamm-goz...
'— Goude ?... Goude ?... echu eo... Goude e oe savet eun iliz eus ar re gaera war bez ar paour kez Salaun.nbsp;An iliz-ze a zo gwestlet d’an Itron-Varia.
Divezatoc’b, pa viot brasoc’b, va bugaligou, c’houi a yelo da bardona d’ar Folgoat, bag a evo eus dour feun-teiin Salaun, servicber Mari. Kaout a reot anezi e pennnbsp;uhella an iliz, a-ziaveaz, dindan an aoter vras.
— Oya, mamm-goz, ni a yelo d’ar Folgoat.... Mes kontit d’eomp eun istor-all.
— Bugale, a walc’b evil birio... Perig ha Saik a zo kouskei, ne welit ket ï It da glask ho kwele... Varc’hoaznbsp;mar kirit, e komzin d’eoc’h eus Kear-Is...
-• Ya, ya, mamm-goz I...
-ocr page 48-gt;'/¦
ife
'MBj
— Petra gontin-me d’eoc’h hirio, bugale 1nbsp;Hag ar vugale da respontnbsp;war eun dro :
— Kear-Iz, inamm-goz l ï|;®^K;^Uear-Izt
Mont a ran eta da zisple-i ga dirazoc’h istor Kear-Iz, Ahez hag ar roue Grallon,nbsp;evel eni eus he c’hlevet panbsp;oan yaouank.
Er pardaez-se, Annaig, ar c’hlaskerez, pe ar baourez,nbsp;ma kavit gwelloc’h, a yeanbsp;goustadik, daoubleget warnbsp;he fenn-baz kelen, he cha-peled ganti en he dourn,nbsp;gant an hent a ya eus Kear-Ahez da Boull-Dahud.
^medïS
Ha dre ma 'z ea penn-da-benn an deven e Beg-ar-G’haor, ar c’hlaskerez eur wech an amzer a rea eurnbsp;zeil nec'het war bleg-vornbsp;Morgad, hag he c’hlevet o-lavaret gant rann-galon:
TFöpréiiEEüL:
t. (f
-ocr page 49-— 43 —
— Aotrou Doue, ho pezet truez ouz aa hini a zo kousket aze 1
Laouig, paotr-saout, a zavas en eun taol e beon dreist ar c’harz hag a c’houlennas digant Annaig :
— Mamm-goz Annaig, evit piou eta e pedit-hu evel-se 0 sellet ouz ar mor ?
— Laouig drouk, emezi, pedi a ran evit an hini a zo bet sebeliet er mor, p’eo gwir n’he deus ket ped et a-walc'h pa oa beo.
Hag an hini goz da ober sin ar groaz ha da bokat c’hoek da groaz he chapeled. Karet a rea kenan ar groaz-ze abalaraour m’oa bet stoket ouz aoter Santez-Anna-Wened hag ouz arched relegou sant Gwennole, mignonnbsp;ar Vretoned.
Ar mesaer bian a yoa deuet tre betek ar baourez, e zaouarn a-drenv e gein hag uhel e fri gantan. En emnbsp;harpa reas dirak Annaig, hag e c’houlennas krak hanbsp;berr :
— Pe hano he deus an hini n’he deus ket pedet a-walc'h ?
— Ar brinsez Ahez, merc’h ar roue Grallon.
— Eur brinsez 1 0 truez !... Anavezet hoc’h eus ane-zi, mamm-goz ?
— Aotrou Doue J... Anavezet... me ? 0 n’em eus ket.
Ahez a zo marvet eun toullad mat a gantvejou a zo, en deiz ma c’hoarvezas an darvoud skrijus a gasas danbsp;netra Kear-Iz, kear-benn rouantelez Grallon, he zad.
— Va Doue l emezan.
Annaig a yoa deuet he fenn da veza tenval; he daou-lagad a lugerne evel diou stereden. Setu hi oc’h astenn be dourn war zu ar mor direiz a rea eun trouz da vou-zara o steki ouz ar c’herreg.
— An tarziou-mor-ze, emez', eo o deus servichet da venji kounnar an Aotrou Doue.
— Penaos, Annaig, eo bet c’hoarvezat kement-se ?
— Asa, Laouig, va mab, daou -t ha n’ec’h eus morse
-ocr page 50-— 44 —
klevet kana gwerz Kear-Iz hag ar roue Grallon ?
— Eo, marteze. hogen ankounac’haet ameus anezi. C’houi, mamm-goz, a c’hoar eur bern traou. Livirit d’innbsp;mar plij, istor ar brinsez Ahez bag ar roue Grallon ?
— Ya, va mab, hen ober a rafen a-walc’h. Mes, sonj 'ta ez eus pevar-ugent vloaz hag ouspenn abaoue m’henbsp;c’hlevis kana evit ar wech genta gant ar barz Erwannbsp;Karadek, eus Ploumanac’h, e Bro-Dreger.,,. Peil a zonbsp;abaoue....
— Livirit atao, Annaig, sonj ho pezo.
— Karout a raffen, rak va istor a ziskouezo d’it be-tek peleac’h e c’hell mont fallagriez an den hag ar ga-rantez direiz evit ar blijadur ; lavaret a rai d’it dreist-o!l penaos e teu Doue madelezus mes justdagastiza zokennbsp;er bed-ma an dismegans a ra ar pec’hed d’e hano teirnbsp;gwech santel.
He Hlt;
Annaig a azezas war eur roc’h goloet a raden, a vrug hag a yeot. Hag hi da genderc’hell gant he c’haoz.
— Selaouit, c'houi ivez, bugale, a lavaras mamm-goz Lanmodez, ha lakit da dalvezout an istor-man eus am-zeriou koz hor bro garet Breiz-Izel.
— Aze, eme Annaig, e-harz hon treid, er pleg-mor-ze el leac’h mac’h eonenn ar mor, el leac'h ma teu ar pesketer da deuler e rouejou en eur gana, aze ez oanbsp;gwechall tiez kaer, paleziou, maneriou, ilizou ; aze edonbsp;Kear-Iz, he doa dek dor hag ayoakear-benn rouanteleznbsp;Breiz-Izel.
Pa deue eur beachour da dremen dre ama, dibaot e viche d’ezan chom hep goulen ouz ar re a gave war enbsp;hent;
Petra zo nevez e Kear-Iz Mar deo ker foil ar yaouanldz,
Ma klevaa-me ar biniou.
Ar Yombard hag an teieanoa T
-ocr page 51-— 45
Ha tud ar vro da respont d'ezan raktal:
N’eus 0 Kear-Iz netrs nevez ;
An ebatou-ma ve bemdez....
N’eus 0 Kear-Iz nemet traou koz ;
. An ebatou-ma ve bemnoz....
— Aotrou Jezuz Truez ! truez a lavaras Laouik.
Bodennou drez zo diaounet Ha dor an ilizou prennet,
Ha war ar beorien o ouela E c’hiser ar chas d’o drailha.
Ahez, merc’h ar roue Grallon,
Tan an ilern en he o’halon,
Br penn kenta eus an diroll A gas d’he heul ar gear da goll 1
Sant Gwennole, beuzet e galon en eur mor a c’hla-c’har, a zo deuet meur a wech da gaout an tad.
— Grallon, Grallon, emezan, diouall ! rak divezat e vezo kaout keuz pa deuio Doue da skuilha e vuhanegeznbsp;war ar gear gablus. El leac’h ez eus c’hoarzadeg e vezonbsp;skrignadeg denthagoelvan... El leac’h ez eus kanaouen-nou laouen e vezo youc’hadennou spontus.
— Truez, va Doue 1... a lavaras Laouig. Ha petra respontas ar roue d’ar zant %
— Spontet oa, hag an daelou a zivere drus war e ziou jod. Mont a rea da gaout e verc’h da ober d’ezi re-bechou c'hoero. Hogen, koz oa, hag ar plac’h fall ne reanbsp;mui kalz van ouz e glevet. Skuiza reas zoken o selaounbsp;he zad. Ha petra reas evit beza muioc’h en he frankiz ?nbsp;Sevel eur maner kaer e-kichen ar skluzou a vir ouz arnbsp;mor da ziruilh war gear.
Eno eo erna ar gouel en noz-ma : eno eo erna Ahez ar verc’h divezet o skedi en he dilhad pinvidik; eno eonbsp;e kinniger ezans da filhorez Satan.
Setu en eun taol eur prinz o tont e-touez an duchen-tilou.
— Plijadur d’eoc’h holl, danserien dispar, émezan.
-ocr page 52-46
Gwisket oa gant voulouz rus; e varo hepken a yoa du, hag e zaoulagad a lugerne en e benn evel diounbsp;c’hlaouen-dan.
— Ra viot deuet mat, aotrou diaveziat, a respontas Ahès 0 vousc’hoarzin; ya, bezit ar gwella deuet marnbsp;doc’h ar gwizieka ac’hanomp e skiant an droug.
Ha kerkent Ahez da bedi an aotrou rus da ober eun abaden dans, endra ma wall gomze an holl enep Doue.
— nbsp;nbsp;nbsp;0 Annaig, spontus eo I a lavare ar paotr bihan ;nbsp;daoust ha ne deuio ket Doue da gastiza tud ker fall-ze ?
— Eo, a dra zur, kastizet e vezint, Laouig. Selaou ac’hanon betek penn.
Doue a yeas e kounnar hag a astennas e zourn war-zu Kear-Iz.
Kerkent lez an treaz (palez Ahez) a skrijas war e aelou doun, ar gurun a grozas hag al luc’hed a skoasnbsp;da zalla.
Ar prins daoulagad rus tan item a vousc’hoarze. Stoui a reas d’an douar dirak Ahez, hag e lavaras gantnbsp;eur vouez leun a vel:
— Merc’h Grallon Meur, dous ha tener, rouanez va c’halon, daoust ha n’hellfen ket en eun doare bennaknbsp;gwelet alc’houeziou ar skluzou Ï
— Alc’houeziou aour ar skluziou a zo oc’h eur jaden a jom dalc’hmat ouz gouzoug va zad, ha va zad, re zurnbsp;eo, a zo kousket pell zo.
Hen koulskoude a stoue atao muioc’h-mui hag a boke d’e daouarn flour. E lagad lemm a flemme re arnbsp;paour kez Ahez.
— Mes. petra fell d’eoc’h ? emezi d’ezan.
— Ho tad a zo kousket, a livirit; mat, easoc’h a-ze e vezo d’eoc’h lammet digantan an alc’houeziou I
Ahez a skrijas.
— Ha piou, emezi, a c’hellfe kaout hardiziegez a-walc’h evit ober an dra-ze ?
— nbsp;nbsp;nbsp;01 piou ’ta, nemedoc’h-hu, prinsez.
-ocr page 53-47
— Ha peeur ?
— Bremaik 1 It hep aon ebet. Mat eo d’eomp kaout an denvalijen d'hon harpa. War va hano e touan nenbsp;c’hoarvezo droug ebet ganeoc’h.
Ahez kerkent a yeas eus al lez war-zu ti he zad, da esa kaout an alc’houez aour; evel eun aer viber e ruz enbsp;kambr he zad, ha didrous elamm digantan an alc’houeznbsp;burzudus a zioualle kear.
Annaig a reas eur pennad ehana. Ar paotr-saout a skrijas gant ar spont hag a c’houlennas:
— Ha penaos e lezas Doue ober an dra-ze ?
— Doue a ra mat kernen t a ra, Laouig. Kastiza a ra ar re fall, hogen, alies e ro amzer d’ezo da ober o zonjnbsp;ha da c’houlen trugarez.
Selaou penn diveza an istor. Setu ama petra a gane ar barz en e werz :
— Piou eo hennez a deu du-ze savet war eur marc’h du a ra eun trouz da vouzara o stoki kern e dreid ouznbsp;mein ar stread ?
— Hennez eo kannad an Aotrou Doue, kaset davet roue Breiz; hennez eo abostol ar teiz, sant Gwennolenbsp;karet e Breiz.
Gwelet a ran anezan o tostaat, e var abad en e zourn kleiz, eur stereden aour war e zae wenn, hag eurnbsp;c’helc’h skedus en dro d’e benn,
— Setu ema war dreujou al lez el leac’h makousk ar roue, tad Ahez, hag hen da hopal en noz du hep dis-ken diwar e varc'h:
— Qrallon I Grallon I sav buhan I Ema digor ar sklu-zou I...
At roue spontet a ra eul lamm er-meaz eus e wele.
— War zao I war zao 1 emezan; va marc’h buhanna l Siouaz I ema echu gant ar gear-ma I...
Laouig a c’boulennas:
-ocr page 54-— 48 —
— Hag an danserienï Hag an diavezlad en doa daou-lagad rus tan ifern t Hag ar brinsez Ahez ?
— Holl ez ejont da goll, va mab, beuzet e cent er mor penfollet.
Ahez a lamraas dirak he zad. Ar roue ha Gwennole a yea ac’hano difrea ma c’hellent.
— Va zad ! va zad 1 emezi, mar am c’harit, kasit ac’hanoun ganeoc’h war ho marc’h skanv!
An tad, hep lavaret ger a zammas e verc'h en e gi-chen.
Neuze e oe gwelet an tarsiou o tiredet gvvasoc’h c’hoaz war o lerc’h.
Gwennole a hopas en eur skrijal:
— Grallon l Grallon I hast affo teuler an aer-ze er mor.
An tad koulskoude... a yoa tad, hag a starde ar be-c’herez war boull e galon ; mes ar zant a reas sin ar groaz hag a stokas e vaz ouz ar plac’h.
Kerkent Ahez a gouezas er mor, ar c’hezek a ehanas da zaoulammat, hag an tarsiou a reiseas.
Epad kantvejou ha kantvejou, Ahez deut da veza Mari Morgan, a zo ' et gwelet e doare eun teuz hanternbsp;maouez hag hanter besk. Gwelet e veze war an aod onbsp;kriba he bleo-bezin oc’h sklerijen al loar.
Laouig a reas sin ar groaz hag a lavaras:
— Peoc’h Doue da anaon tud Kear-Iz l Mes livirit d'in Annaig. echu eo an istor t Petra deuas ar roue Grallonnbsp;da veza ?
— Pa zavas an h«ol antronoz, ar zant ha Grallon a bigne war lein Mene-Hom.
Ac’hano, roue Breiz a daolas eur zeil war al leac’h edo Kear-Iz en derc’hent; ne welas nemet mor.
— Eur gèar eus ar re gaera em boa, emezan, ha setu hi eat da netra 1
E galon a rannaa hag eus e zaoulagad e teuas eur mor a zaelou.
-ocr page 55-— 49 —
Ar paotr-saout skoet e galon ivez n’hellas ket miret dl lavaret:
— Paour kez roue !
— Ya, eme Annaig, paour kez roue !... Ar boan, ar glac’har, an anken n’emaint ket hepken e lod an dud anbsp;renk izel... Mes kendalc’homp gant bon istor.
Pa zavas Grallon e benn da zellet en dro d’ezan e welas o lugerni Ru-men-goulou, bag e lavaras gant eurnbsp;vouez nerzus :
— War ar mean-ze bon tadou a skuilbe gwad da eun Doue didruez... Du-ze, me a zavo eun iliz d’ar gwirnbsp;feiz evit derc'bel aonj a Gear-Iz, bag evit ma vezo goue-zet be istor, me he hanvo Rumengol. Mamm dous hornbsp;Zalver Jezuz a vezo enoret e leach Teutatez bag Hezuz,nbsp;ha bep bloaz, en enor d’ar groaz, me a raio lida eno eurnbsp;pardon bras.
Pa vezo maro an doueou...
Laouik a droc’has he c'homz da Annaig.
— An doueou 1 a livirit, Annaig ?
— Ya, an doueou... Ar roue Grallon a gomze eus falzdoueou ar baianed, adoret neuze c’hoaz gant bonnbsp;tadou koz. Mar doa d'an ampoent kristenten evel arnbsp;roue Grallon, ez oa muioc’b c’boaz a baianed. Evel-senbsp;’ta, ar roue kristen en e zav war Mene-Hom a lavaras ;
— Pa vezo maro an doueou, pa vezo diskaret eun darn eus dervennou hor c’hoajou, eun dervez bennak,nbsp;pobl Breiz-Izel a ziredo du-ze eus ar pevar avel. Neuze,nbsp;ma n’eo ket c’hoaz maro ar sonj eus ar roue Grallon enbsp;vezo lavaret: Nag a vurzudou a zo bet c’hoarvezet amanbsp;en amzeripu koz 1...
Annaig a davas war, gement-se. Sevel a reaa da gre-gi en be baz kelen, en eur lavaret:
Erna an heol o vont da guzat e mougidel an drem-
-ocr page 56-— 50 —
wel. Ankounac’haat a rean em eus eur pennad brao a hent da ober a-raok an noz. Kenavo, mesaer yaouank.
— Hag ez it kuil, manam-goz ? eme ar paotr.
— Ha ne glevez-te ket kloc’h an Angelus o son e tour Poull-Dahud ?... Lavaret em eus d’it kement anbsp;c’houien diwar-benn ar brinsez Ahez, ar roue Grallonnbsp;ha Kear-Iz.
— Eur gerig c’hoaz, mamm-goz.
— Lavar buhan ’ta neuze.
— Piou oa hennez ar pnns-se a deuas en eun taol e sal maner ar brinsez Ahez da zansal |ha da c’houlennbsp;alc’houeziou ar skluzou ?
— An droug-spered, va faotrig.
— Doueti rean. Fellout a rea d’ezan kaout an alc’houeziou evit beuzi kear ha kas dioc’htu gantannbsp;d’an ifern eneou an dud keiz-ze. Daoust ha ne jom muinbsp;netra eus Kear-Iz ?
— Pesketerien zo hag a lavar o deus gvvelet disman-trou mogeriou pa vez ar mor izel izel... Nan, n’eo ket eas gwelet netra brema : al lec’hid hag an treaz o deusnbsp;goloet kement a jome eus ar gear villiget. Ar gear-zenbsp;distrujet gant kounnar an Aotrou Doue na zavo ken eusnbsp;strad ar mor doun.
Er memez doare eo bet kaset da netra Sodom, Go-mor ha Babilon, abalamour d’o fec’hejou bras.
Annaig a yeas en hent en eur lavaret he chapeled.
— Ac’hanta, bugale, a lavaras mamm-goz Lanrao-dez, kavet hoc’h eus brao va istor ?
— O ya avat, mamm-goz, eme Berig. Me garfe klevet alies kontadennou evel-se.
— O mamm-goz, eme Laouig, c’houi c’hoar traou brao !
— Traou koz, da vihana... Gwechall e veze plijadur oc’h o c’hlevet. Ar yaouankizou hizio n’en em jalontnbsp;ket nemeur ganto...
-ocr page 57-— o mamm-goz, eme ar verc’h-kaer eus an ti, erna-oc’h adarre o troug-prezeg hon amzer-ni... Gwechall... gwechall... ez oa traou mat ha traou fall, evel brema...nbsp;Holl hon deus kavet berr an amzer ouzhoselaou... Aio,nbsp;bugale, d’ar gweleou [
-ocr page 58-— 52
— Petra rez aze ’ta, Jopig, ken sioul-all, da-unan war eur roc’h e-kreiz al lanneg 1 Ne daolez ket evez e c’hellnbsp;dont ar bleiz da zaïnma ar c’haera eus da zanvadezed ?
— Bezit dinec’h, maeronez ; Done a daol evez evidon kelt ha m’emaon o pedi.
— O ya, hep mar ebet, Jopig ; mes petra welan ganez aze en da zourn, e leac’h ar skourjez a vez peurvuianbsp;gant mesaerien ar meneziou 1
— Kroazig an Done (1) eo, maeronez, bag ez oun deuet a-benn da zeski ennan an teir lizeren genta.
— Traou a re !... Traou a re... ha ne dalvezont ket ar boan 1 Arabat e ve d’it, Jopig, e tapten mui ac’hanoutnbsp;gant c’hoariellou evel-se en da zourn. Gouzout a-walc’hnbsp;a rez pegemenl e karan ac’hanout; hogen a-raok pepnbsp;tra e feil d’in e vez eur c’hristen mat hag eul labourernbsp;douar dispar... hag e ratez da labour wardro va loened I
Oc’h huanadi, Jopig a glozas e levrig en e c’hodel, ha merourez Kerestin a zistroas d’ar gear. Eun intanveznbsp;a feson oa, gwir eo, ha mat e-kenver he fillor emzivad (2)nbsp;re stag evelato a lavare lod.oa ouz madou an douar evitnbsp;gellout klevet petra rea d’ar paotr kez huanadi, ar pez anbsp;zigase daelou en e zaoulagad pa zelle ouz an nenv hagnbsp;ar pez a waske e galon pa zelle ouz an tachou bras anbsp;zalc’h stag Jezuz Krist ouz ar groaz.
Pennherez ar maner nesa (3) avat, Gaït, an demezel-lig devot, he doa gouezet lenn e kalon ar potr saout; alies e teue d’al lanneg el leac’h ma ouie kaout anezan,nbsp;hag eno neuze, etrezo, e veze kaoziou dudius n’int betnbsp;klevet nemet gant an elez... Jopig a c’hellas hep dale-
(1) nbsp;nbsp;nbsp;Alphabet breten.
(2) nbsp;nbsp;nbsp;Otphelin.
(3) nbsp;nbsp;nbsp;Le plas rapproohé.
-ocr page 59-— 53 —
zoken, henvel dre ho hano holl lizerennou Kroaziq an Dotie, daoust da c’hourdrouzou e vaeronez.
Nag hen oa desket.., Eur paotr saout I... Evelato 1...
Siouaz ! dont a reas eun dervez a zichans, a distri-digez I
Aotrou Keresün a fellas d’ezan e ouesfe e verc’h eun, draig bennak ouspenn leun ar Bater hag an Ave, ha setunbsp;e kasas anezi d’ar gouent. Jopig a gollas evel-se enbsp;vestrez-skol. Nag a zaleou e skuilhas eur pardaez elnbsp;lanneg ! Nag a zaolou en dervez warlerc’h. Gouela reasnbsp;kement, ar c’heaz 1 ma 'zoa gwalc’het lizerennou Kroa-zig an Done gant e zaelou.
Karet a rea e levr hag e chome meur a haur dioc’htu da zellet ouz kroaz Hor Zalver a yoa er bajen genta, hanbsp;neuze e torre war e anken. Ar verourez, e vaeronez, anbsp;deuas eun dervez d’e welet en e labour. Siouaz 1 kaoutnbsp;a reas ar paotr evel eat eus ar bed-ma, evel beuzet en enbsp;zonjou, ken n’en doa ket gwelet e zaout o vont da laereznbsp;a-gleiz hag a-zeou. Mönt a reas eur zac’had droug ernbsp;goueriadez, ken prim ha ken ter hag eur gorventen onbsp;tizac’ha en eun taol trum. Kregi a reas kerkent e levr arnbsp;paotrig hag e rogas anezan e mil damma nijas ama hagnbsp;a-hont war eskei an avel.
Tra mantrus da lavaret I Skeuden an Ao. Krist hi he-unan n’oa ket bet espernet 1
A I maeronez ! maeronez l... Kerkouls ho pije great regi d’in ive va c’halon dioc’htu!... N’he deus ket amzer,nbsp;siouaz i da jom d’am zelaou I... Mali eo ganti dastum henbsp;denved a-raok an noz !.,.
— Petra rez aze, paourig, daoubleget war al lann, leiz (1) ? O va ene ! leun c’hoad eo e zouarn gaut brou-dou an drez hag al lann I
(1) Humide.
-ocr page 60-54
— An dra-ze, Aotrou person, n’eo netra... mar galfen kaout treid va Jezuz hag unan eus e ziwreac’h a zo eatnbsp;n’ouzoun dare da heleac’h gant an avel !
Treid ha diwreac’h da Jezuz, va faotrig kez t E gwi-rlonez, n’oun ket evit gouzout petra fell d'it lavaret 1 Ha neuze, tenval eo, eat eo an heol da guzat eur pennadnbsp;brao a zo. Poe nt eo d’it mont d'ar gear, paotr paour 1
— D’ar gear n’ez int ket, Aotrou person, a-raok beza kavet tammou va imach kaer 1 a lavaras Jopig o ouelanbsp;dourek.
Hag e kountas d’ar beleg madelezus ar gounnar a yoa eat en e vaeronez o kaout eur C’hroazig an Douenbsp;etre e zaouarn, hag ar pez he doa great anezan. Ar belegnbsp;mat a oe skoet o kaout kement a zevosion en eur bugel.
Neuze — o tra gouest da deneraat ar galon ! — e oe gwelet ar persoun koz hag arpaotr-saouto vonta-ruzounbsp;a dreuz al lann, an drez hag ar spern, o klask tammounbsp;an imach benniget sebeliet e tenvalijen ar pardaez, hagnbsp;0 lavaret Litaniou hano Santel Jezuz.
Klask a rejont pell bras, dindan lagad ar stered. Lavaret zo bet d’in ez oa en noz-ze eun arc’heal o roinbsp;d’ezo eur sked, eul luc’h dreist an ordinal.
En eun taol, setu Jopig o leuskel eur youc’haden laouen, hag o sevel evel eun tenn en e zav : kavet ennbsp;doa an tamm diveza a vanke eus skenden Hor Zalver.nbsp;Hag ez ejont pep hini eus e du.
— Kerz buhan, Jopig, gant da zaout ha da zenved. Kea dre ar wenojen a zo a-drenv ar c’hardi... 0 santeznbsp;Anna !... An ao. Person el leur I... Kea dillo, Jopig, danbsp;guzat, n’eo ket gwelet a rafe an Ao. Person da zilhadnbsp;toull ha fank.
— Eo, maeronez, mont a ran.
— Deiz mat d’eoc’h ive, merounez Kerestin, ha da holl dud ho ti... Dont a ran da goms d’eoc’h eus honbsp;filhor...
— N’eo ket posubl, Ao. Person ?... Da goms d’in
-ocr page 61-55
diwarbenn va filhor ? KIe vet mat am|eus 1 Siouaz ! eur paotrig dous eo, a gavan da vihana, mes paotr-saoutnbsp;fall I Atao ema oc’h huvreal ! Kollet ien ;deus d’in arnbsp;gaera eus va danvadezed 1
— Eur c'holl eo, a dra zur, hen anzav a rankan ; mes selaouit ac’hanon evelato, me ho ped. Ho paotr anbsp;zo eur bugel dibabet gant Doue evit sevel, divezatoc'h,nbsp;ouz an aoter...
— Jopig ?... eun diskiant 1
— Eur paotrig divalis evel eun oan I Eun eal gant eur c’horf ! G’hoant am eus d’e gas d’ar skolaeh.
— Evit an dra-ze, Ao. Person, e lavarin d’eoc’h dioc’htu n’hellan ket ober. N’em eus mui tamm ed ebetnbsp;da gas da varc’had Lanndi, ha n’e ket deuet c’hoaz emnbsp;fenn teuler va gwenneien...
— Roit peoc’h, gwreg goan a feiz... Piou a zo o c’hou-len arc’hant diganeoc’h ?... Roit d'in ar bugel, ha me bourveo da bep tra.
— Perak ez eus kement a vole er mintin-ma gant kleier Komanna ? Livirit d’in ’ta, Aotrou va zad... Digo-rit frank ar prenestrou, ma kJevin gwelloc’h o c’ha-naouen a levenez ! Lakaat a reont eur peoc’h dudius danbsp;zisken em c’halon !
— Gait, va merc’h, bez didrouz ha didrabas. Hizio ema oferen genla Jopig Kerestin, hon deus anavezetnbsp;paotr-saout gwechall.
— An oferen genta, santez Anna ! 0 mar gallchen mont d’he gwelet 1... Roet em oa va ger...
— Ne dalv ket d’it lakaat an dra-ze en da benn, merc’h kez, klanv out, ha n’hellez ket bale.
— A ! eme G.iit a vouez izel, beleg eo eta 1 Brema e c’hellan mervel... Dont a rai da skuilha dour bennigetnbsp;war va c’horf paour.
Hag e oe klevet o c’hrosmolat komzou kenta an
-ocr page 62-O salutaris. An abaden avat he doa dinerzet krenn anezi, ha Gait a yeas da beur echui gant an elez arnbsp;c’hantik kaer d’an Osti zantel.
Daou zervez goude, kleier Komanna a yoa adarre e hole, eur hole leun a distridigez, eur hole klemraus ennbsp;dro-ma, ar glazou eo a yoa ganto.
Eur brosesion a yea d’ar vered. Aotrou Kerestin a ouele puilh o vont vvarlerc’h an arched douget gantnbsp;peder blac’h yaouank diwar-dro, hag ar beleg nevez anbsp;yea da gents o kana pedennou kanvus an Anaon.
-ocr page 63-— 57 —
Bez’ ez oa e Betleem, bro ar Jude, eur c’hilhog gwis-ket kaer hag en doa eur vouez kaeroc’h c’hoaz, ar pez a reas henvel anezan Kan-Sklear. Kerkent ha goulou-deiznbsp;e veze klevet e vouez skiltrus o tregerni, o tistona-raoknbsp;pep mouez all betek pennou pella ar zaonen.
Ar c’hilhog-se a yoa dre wir da Obiaz, eur mesaer koz eus ar menez, en doa e welet o c’henel e klud e yer.nbsp;Kerkent ha ma tispake ar c’hilhog e vouez, ar mesaernbsp;devot kenan a rea eul lamm er meaz eus e wele hag anbsp;yea d'an daoulin da adori Doue ha d’e drugarekaat evitnbsp;e vadoberou. Goude ez ea d’ar c’hraou, eno edo e holtnbsp;zanvez: eun ejen kaer ha pevar benn-danvad. Leaz enbsp;zenved ha viou e yer, setu peadra da veva, ha ne c’hou-lenne netra ebet ken. Beva rea e unanik, en e dUsoulnbsp;kollet er menez, abaoue m’oa deuet Doue da lammetnbsp;digantan e wreg hag e zaou vugel. Doue a sko dizamantnbsp;ar re a zo karet gantan ! Obiaz a c’houie kement-se, hanbsp;setu perak e plege goustadik dindan dourn ar Mestr
-ocr page 64-— 58 —
karantezus, ne lamm digant Job kement en deus nemet evit kaout ar blijadur da rei d’ezan en dro diou wechnbsp;kement all.
Hogen, eur pardaez, d’ar 24 a viz du, endra ma koueze an erc’h a druilhadou, setu ma klev hor mesaernbsp;skei eun taol skanv bennek war an nor. Daou ziaveziadnbsp;a yoa eno: eur goaz eun tammik war an oad hag eurnbsp;wreg yaouank c’hoaz ha kaer dispar;
— Deuet omp da Vetleem, a lavaras ar beachour, evit lakaat hon hano war ar rollou, evel m’eo gourc’he-mennet gant Sezar. En aner omp bet o klask lojeiz ennbsp;hostaleriou. Va gwreg koulskoude, her g^velit a rit, a zonbsp;gvvall skuis I Ne c’houlennomp ket kalz a dra ; mes,nbsp;abalamour da Zoue, roit d’eomp eun dournad kolo ennbsp;ho kraou da dremen an noz.
'-i- 1'^-
— Tud kez, eme ar mesaer koz an daelou o tont en e zaoulagad, trempet eo ho tilhad, ha krena ra hoc’h izili.
-ocr page 65-59
gant ar rioul... Buhan, deuit buban em loehen I Tos-tait ouz an tan, ha kemerit ho lod eus va zammig pred. Eur skudellad souben al leaz a raio vad d’eoc’h 1 Goudenbsp;e roin d’eoc’h va gwele da dremen an noz, hag hoc’hnbsp;azen a vezo brao er c’hraou gant va loened, n’eo ketnbsp;kolo a vanko d’ezan l
Daoust da galon vat Obiaz, Jozef ha Marl, anavezét hoc'h eus anezo, ne falvezas d’ezo kaout ken gwele ne-met kolo seac’h ar c’hraou, hag abret ez ejont da c’hour-vez, rak skuis maro oant.
Obiaz, hen ivez en em roas da gousket hepdale. Kous-ket kalet a rea zoken, en despet d’an avel diroll a c’houeze er meaz. Ya, an avel a yude mantrus e plegounbsp;ar menez o strilha d’an douar ar gwiskad erc’h teo anbsp;c’holoe skourrou ar gwez pin hag o regi ar c’houabr dunbsp;a yoa en nevou o c’haloupat an eil vvarlerc’h egile.
Mes, setu e kreiz an noz, e klever evel eun taol klê-ron, eur pez youc’haden skiltrus a-dreuz sioulder an ti
« Kokoriko-o-o-o I»
Obiaz a zihunas sebezet, a zavas eun tammig en e goaze, hag hen da frota e zaoulagad, o kredi huvrealnbsp;c’hoaz. Sevel a reas koulskoude nec’het bras! Kornzi-geri a ra dor e di evit sellet ouz kambr ar stered, enbsp;orolaj.
Setu ama eun dra zouezus avat, emezan. N’eo ket ouspenn hanter-noz, hag eo dihun Kan-Sklear I... Arnbsp;c’henta tro eo d’ezan da zihuna ac’hanon a-raok arnbsp;poent.
— Kokoriko-o-o-o!
Ha kerkent, gant sikour sklerijen an heol, Obiaz a welas e gilhog Kan-Sklear savet uhel war doen e graou,nbsp;uhel e gribel gantan, e ziouaskel astennet, hag o kananbsp;da vouzara:
« Kokoriko-o-o-o I!»
-ocr page 66-— 60 —
— Peoc’h! peoc’hl Rei a ri peoc’h, labous fall I Emaout o vont da zihuna ar paour kez tud a so kous-ket aze hag o deus kement a ezom da ziskuiza I...
lia kredi a reot-hul Ar c’hilhog kerkent en era roas da goms. An boll a c’hoar e komzas al loened en nos-vez eürus-se, evel ma reant gwechall araok ar pec’hednbsp;e baradoz an douar. Ar c’hilhog a respontas eta evel panbsp;viche bet eun den eveldomp :
— Digarezit ac’hanon, va mestr Obiaz, hogen mar fell d’eoo’h e tavfen eo kouls d’eoc’h starda dioc’htu arnbsp;gorden-ma war va gouzoug. Ha penaos e falvesfenbsp;d’eoc’h e tavfen, me, Kan-Sklear, me karget dre vichernbsp;da gas d’an dud kelou goulou-deiz, e tavfen en deiz-manbsp;ar c’haera eus an deiziou?... P’ema an Heol dreist annbsp;holl heoliou o nevez skedi, p’eo diskennet eus an nenvnbsp;krouer ar sklerijenl... Obiaz, va mestr mat 1 Meulit annbsp;Aotrou ganen ! rag ar Mesiaz, Mab Doue, ar Zalvernbsp;gedet a zo aze !... Ganet eo bremaik, dindan ho toen er
-ocr page 67-61
paour kez kraou-ma. Ha me, ar c’henta eus an holl grouadurien, me a embann d’ar bed-oll ginivelez eürusnbsp;an Heol dasprener! Kororiko-o-o-o !!
Hag an hekleoiou a dro-war-dro dihunet en eun taol a lavaras ivez peb hini d’e dro: « Kokoriko-o-o-o II »
Nec’het ha laouen bras war eun dro, ar mesaer koz a yeas er c’hraou, el leac'h ma kavas Mestr ar bed-oll enbsp;doare eur bugelig gourvezet war eun dournadig kolo Inbsp;Marl ha Jozef hen adore didrouz ; an azen bag an ejennbsp;a denne d’Ezan o halan evil tomma e izili; an denvednbsp;a rea : « Bê ê-è I » goustadik.
Obiaz a gouezas d’an daoulin, d’hen adori, ha goude gant prez ez eas d’ar menez da gas ar c’helou eürus d’arnbsp;vesaerien-all a yoa d’ar poent-se o tremen an noz war-dro 0loened.
Obiaz neuze a welas oc’h tu ar sav-heol eur stereden gaer meurbet, a skede muioc’h-mui dre ma save dioc’h
. -K=s:
-ocr page 68-— 62 —
ar meneziou e bolz an nenv. Kerkent e klevas eur c’han ha n’oa ket eus an douar;
« Gloar da Zone e bar an nenvou I Peoc’h war an douar d’an dud a volontez vat 1»
Tri eal, gwisket gant dilhad gwenn skedus a dosteas ouz Obiaz bag a lavaras d’ezan evit hen dienkrezi:
« N’ho pezet nep aon, den karantezus, meulit Done kentoc’h, rak ar Bugel a zo nevez ganet du-ze en ho ti,nbsp;a vezo abeg eul levenez vras evit ar bobl a-bez : ar Zal-ver gedet eo, ar G’hrist, bon Aotrou I
« Kokoriko-o-o-o 1 »• eme Gan-Slear divar e doen •goloet a erc’h,
Unan eus an elez a vousc’hoarzas d'ar c’hilhog bag a lavaras d'ezan;
« Ra vezi benniget, Kan-Sklear, te bag ac’h eus da genta meulet bag embannet donedigez ar Zalver divin,nbsp;te bag ac’h eus en doare-ze gwestlet d’Ezan da voueznbsp;skiltrus ha freas 1... Siouaz 1 kan ar c’hilhog a zav hizionbsp;da embann ginivelez ar G’hrist a zavo ivez eun derveznbsp;da embann e Basion glac’harus 1 Hekleoiou Jeruzalemnbsp;hen aslavaro eun deiz, ha drezout, kilhog, ez ai broudnbsp;ar morc’hed e kalon an diskibl nac’het gantan e Vestrnbsp;a-benn teir gwech. Abalamour da-ze, o Kan-Sklear, —nbsp;perak n’hen lavarfen ket d’it ï — e vezo lakeat da skeu-den e kichen hini ar Groaz a vezo bet Jezuz warni onbsp;paea pec’hejou an dud. Evit echui, o kilhog evesiantlnbsp;evel ma ’z out bet savet war doen kraouig ar c’hinive-lez, kenta iliz Hor Zalver war an douar, dont a raï eunnbsp;dervez ma vezo gwintet da skeuden uhel uhel en oabl,nbsp;da blava war ilizou Roue ar rouaned. Te, Kan-Sklear, anbsp;vezo kilhog an holl douriou 1 evit ar c’hristen e vezinbsp;skeuden ar vertuz war evez, hag evit ar boblou da zont,nbsp;skeuden ar frankiz 1 »
Hag o veza lavaret kement-se, an eal a yeas gant an elez-all a-denn-askel a-dreuz an uhelderiou en eur gana ï
« Gloar da Zoue e bar an nenvou!»
-ocr page 69-Kan-Sklear, evit e drugarekaat, a huchas krenvoc'h c’hoaz eget er gwechou-all:
« Kokoriko-o-o-o lü »
-ocr page 70-— 64 —
— nbsp;nbsp;nbsp;« He !... Youen Geradeanek, eur vouest eusnbsp;Frans evidout!... »
Hag an hekleo a ziskanas an hano ker c’hoek d’ar re a zo peil eus o bro : « Frans ! »
riep dale e oe gwelet eur Breton bihan o tilammet eus e delt lien ;
— nbsp;nbsp;nbsp;« Evidon ? » emezan.
— nbsp;nbsp;nbsp;« Ya 1 lavaret a rafet ! »
Hag ar mignon a zav ar vouest war bouez e vreac’h da ziskouez d’ar Breizad eürus. Hema a lenn kerkent anbsp;dreuz e zaelou a levenez an adres skrivet teo gant enbsp;vamm... 0 ya, gant e vamm, n’en deus poan ebet oc’bnbsp;anaout he skritur.
Ar mignon Goubay a zalc’h krog er vouest keit ha ma labour Keradennek da ziskoulma an neuden a zonbsp;oc'h ober an dro d’ezi. Skoulmet mat eo.
-ocr page 71-65 —
— Troc'h anezi ! a lavar Goubay.
— Ya Ï Trec’hi eun neuden great ha skoulmet gant va mamm.... e Breiz-Izel 1... 0 ne 1... Ne garfez ket eve-lato t...
Komzou ar Breizad aya war-eün betek goueled kalon e vignon :
— nbsp;nbsp;nbsp;« Gwir a leverez I » eme hema.
— nbsp;nbsp;nbsp;0 I Ar vouest-ze bet etre daouarn e vamm !... Arnbsp;vouest-se bet lakeat ganti war eur vatimant da vont betek he mab, zouav du-ze ea Afrik, pell pell en tu-allnbsp;d’ar mor bras... daoust ha petra a zo kuzet enni ?
Hag o daou neuze hant hast e tilaramont ar golo koat hag eur bern paper. Ha petra welont 1... Eun toul-lad krampoez gwiniz-du III...
— nbsp;nbsp;nbsp;0 mamm vat ! eme Geradennek, hi eo he deusnbsp;aozet ar c’hrampoez-ze evidoti !... Pegen alaouret int!nbsp;Ha pebeus c'houez dudius a zo ganto 1... Ne gavez ket,nbsp;Goubay 1
— Digas a reont sonj d'in eus kouignou ar Vandee I a respontas ar paotr a vouez izel o plega e benn... mesnbsp;siouaz ! n’em eus mui den ebet du-ze en hor c’hear-iiinbsp;da ober kouignou d’in !...
— Mat! mat!... arabat eo d’it mont da ouela evit an dra-ze !... Del ! debr ar re-ze a-raok ma vezint dizec’hetnbsp;gant avel bero an Afrik 1...
0 lavaret kement’sé o doa dizavet goustadik ar c’hrampoez tano. N’oa hini vruzunet ebet! Ar vamm-zenbsp;a c’houie pakeda brao an traou !...
En eun taol, krak l .setu daoulagad ar Breton o koue-za war eur skourrig glas ;
— Sell ’ta, emezan, petra eo an dra-ma ?
— Eur bod beuz benniget 1 emezo war eun dro.
Youen a grog gant doujanz er skour glas diouanet war douar e vrO, pell pell du-ze, harp ouz e di, Lavaretnbsp;a rafet ez eo bet troc’het en derc’hent, ker fresk eonbsp;c’hoaz. An deliou glas-velen-ze a vir pell boueden an
-ocr page 72-— 66
drojen o magas ; henvel int ouz paotred an Arvor a vir en o ene ar feiz koz o deus sunet ez vihanik.
Kas a ra d’e vuzellou ar skour benniget evit pokat d’ezan gant feiz, devosion ha karantez. Seblantout a ranbsp;d’ezan klevet c’hoaz gant ar beuz-se c’houez an ezans,nbsp;an dour benniget, ha mouez ar pedennou hag ar c'han.
E galon vat a reas d’ezan divinout ez oa eun tamm avi e hini e vignon dirak kement a eürusded, ha setunbsp;hen ha diskolpa eur bodig da rei d’ezan :
— Daou vod eleac'h unan hon deus breman I eme-zan. Del, va raignon, kemer hennez te I...
Kerkent e oe klevet hopal;
— War zao 1 War zao 1 D’ho fuzuliou, paotred !
/in
Birou a skoe stank stank war-zu enno ^nbsp;hag a roge dellou arnbsp;gwez a dro-war-dro. 'nbsp;— War a-raok !nbsp;eme ar serjant d’annbsp;holl zoudarded ha
-ocr page 73-— 67 —
krogomp en unan bennak eus ar gouezidi-ze, hervez an urz roet gant ar c’habiten !
— Ya, war araok ! eme ivez an daou vignon eun tammig dies o fenn abalamour m’oant bet troc’het en onbsp;c’haoziou tener.
Ar skourrou bet binniget en eun ilizig a Vreiz-Izel d’ar Zul Bleuniou diveza a oe lakeat difre e godel arnbsp;chupen, ha neuze, prim ha prim, setu an daou zouav onbsp;tilamm da zailla war ar gouezidi. En em zantout anbsp;reont krenv evel loened bag hardis evel bleizi. Seblan-tout a ra d’ezo erna Breiz ha Bro-G’hall a-bez o sellet ouznbsp;an daou zen yaouank o deus kaset peil du ze da greskinbsp;o sked, da zifen o douarou hag ho misionerien.
Ar birou a fuc'h atao a-dreuz d’an ear, hogen, roue-sat a reont; tennou fuzul a druilhadou a respont d’ezo kerkent, ha dizale zoken ar c’habiten chomet er gear nenbsp;glev mui grik ebet.
Goude beza gedet epad eun toulladig heuriou, eat bihan e galon gant an enkrez, setu ar c’habiten o weletnbsp;e dud o tifourcha a douez ar girzier.
— Kabiten, eme ar serjant o tiskouezar Breizad hag ar Vandead skuis maro mes laouen evelato, an daou-ma o deus kerzet evel daou bennfollet !
Lavaret a reas c’hoaz o tiskouez ar vorianed a stle-jent d’o heul:
— Int-i eo o deus o daou tapet krog er vorianed-ma 1
Ar c’habiten a ra eur zeil war ar vorianed ; unan anezo a zeblant d’ezan beza eus ar pennou bras... Sellet a ra goude ouz an daou vignon kalonek... O dilhadnbsp;a zo poultrennet, roget... Gwelet a ra dreist-oll ar skou-rou glas o tont eus o godellou :
— N’ouffen ket, emezan, e ve eus ar plant-se er vro c’houez-ma !...
— Nan, va c’habiten, eme ar Breton, ar plant-ma a deu eus Frans, benniget int bet em iliz parrez d’ar zulnbsp;Bleuniou, ha va mamm eo he deus o digaset d’in l
-ocr page 74-— 68 —
Ar c'habiten a yoa skoet e galon gant ar pez a gleve : e vugalea'j a dremenas dre e spared, ha souden e voueznbsp;a zavas da lavaret uhel;
— Eun dra bennak, va mignoned, a vank da skour-rou glas ho Pro I... Gouzout a ran petra eo... An dra-ma I
.V'
k'M
¦Cf'
Kemeret a reas dtou veialen onto rubanou tri liou Frans, bag e stagas anezo e-unan war bruchedou annbsp;daou vignon, e kichenik ar beuz :
— Ha brema, emezan, paolred kalonek, e c’hellit hopal ganen : « Ra vevo ar Frans !» rak ar Frans a zonbsp;a-bez war ho kalonou I
-ocr page 75-69 —
D’ar poent m’en em stleje mantel zu an noz war gwez koko ha banan an Afrik, an deiz a darze warnbsp;Breiz-Izel, ha dizale an heol a lede e lion melen aournbsp;war gerreg an aochou.
Mamm Youen a yoa en he zav war dreujou he dor 0 floura ar voden-veuz glas a greske harp oc’h he zi ;nbsp;lavaret a rea d’he amezegez :
— 0 Berc’hed, va fdtrez kez ! pebeus huvre kaer em eus-me great en noz-ma 1 .. Ar bodig beuz am oa kasetnbsp;da Youen a deue a-nebeudou da veza eur vedalen I... 0nbsp;mar hen defe va faotr ar vedalen a enor da zont d’arnbsp;gear l...
Berc’hed a yoa eat he spered da gaout he breur, mi-siofier en Dahomey. Sevel a reas he fenn en eun taol krenn da respont :
— Evit sur, mar hoc’h eus huvreet an dra-ze, ke-ment-se a c’hoarvezo ! Daoust ha n’ema ket ar Vretoned da genta e pep leac’h ?...
-ocr page 76-Mont a reant, ar c’hez emzivaded, tristik o doare, dre lanneier Plomeur, e Kerne, hep gouzout d’ar justnbsp;da beleac’h.
Truez oa gwelet anezo gant o dilhad truilhennek. Mac’harid (Gaid) he doa c'hoec’h vloaz ha Yann tost danbsp;hevar. 0 mamm a yoa kousket e gwered ar harrez ; onbsp;zad avat a yoa bet beziet er mor. N’o doa mui na karnbsp;na par da deuler evez warno.
O tihun er mintinvez-se war he gwele raden e ti ar Gof, Gaid a reas sellou nec’het en dro d'ezi hag e teuasnbsp;eur mor a zaelou eus he daoulagad.
— Va Doue ! va Doue i emezi, gwir eo eta an huvre am eus bet!
N’oa ket eun huvre, siouaz I
Dont a rea sonj d’ezi eus ar pez a yoa c’hoarvezet, gwelet a rea a spered he mamm drouk livet hag astennet war eur c’holc’hedad kolo, an aotrou person en henbsp;c’hichen, o pedi; Rene, ar c’hurust, o tont en ti da heulnbsp;ar beleg, eur c’hloc’hig gantan en e zourn... Hag e kle-vas ar glazou kanvus... Kaer o doa o daou gervel onbsp;mamm, respont ebet na roe.
Lavaret oe d’ezi oa maro he mamm.
Gouzout a rea brema petra oa kement-se. Yannig avat na ouie ket c’hoaz. Gouela rea, ha dalc’hmat e la-vare ;
— Pegoulz e teuio mamm 1
Gaid, ar c’hoar hena, a gemeras anezan etre he di-wreac’h hag a lavaras d’ezan :
-ocr page 77-71 —
— Mammig na glev ket ac’hanout, Yann... N’ema mui aze.
— E peleac h ema ta, Gaid ?
— Mont a ran d’hen lavaret d’it: eat eo warzu bara-doz an Aotrou Doue.
Yannig en em roas da ouela muioc’h-mui.
— Ha perak n’he deus ket kaset ac’hanomp ganti ? N’hor c’harie ket neuze ’ta ?
— Eo, Yann, mamm a garie ac’hanomp, kalz en deün.
— Mat, dont a rai neuze d’hor c’herc’hat 1
— Ya, Yannig. nbsp;nbsp;nbsp;*
— Me feil d’in e teufe dizale... ya, dizale. Ni a zo re reuzeudik hon doare.
Ar bugel a jomas eur pennad da ober e zonj, bag e lavaras adarre :
— N'eus na naon na sec’hed er baradoz, n’eo ket ’ta, Gaid ?
— Nan, Yannig, mes red eo beza fur, fur kenan evit mont di.
— Ni vezo fur 1
— An Aotrou Person en deus lavaret ive eo red gou-zanA”- hep en em glemm ar boan, an naon, ar zec’hed, ar skuisder, ha beza sentus bepred, mar feil d’eompnbsp;mont da gaout hor mamm d’an nenvou. Doue e-unannbsp;eo a c’halvo ac’hanomp pa vezo deuet ar mare. Hamar-teze hon devezo peil c’hoaz da jom war an douar. Eurnbsp;mennoz a deu d'in, Yannig.
Ar paotrig a zavas e benn da lavaret:
— Eur mennoz 1
— Ya ; sonj em eus e lavaras mamm d’in eun der-vez ; Doue a fell d’ezan, Gaid kez, e tizrofen davetan. Pa ne vezin mui aze, te a gemero da vreurig dre annbsp;an dourn hag a yelo gantan dre ar raden hag al lan-neier da verouri an tonton Loiz, e Gouesnac’h. Va breur
-ocr page 78-— 72 —
Loiz a zo eur c’hristen mat hag en devezo truez ouz ho* tienez, hag a roio d’eoc’h loj en e di ha bara da zebri.nbsp;Hor mamm vat a lavaras c’hoaz :
— C’houi garo ho tonton Loiz hag a zento outan.
— 0 ya. üaid, ni garo hon tonton Loiz hag a zent» outan. Deomp d’i, Gaid, deomp dioc’htu.
Ha setu petra rea da Yannigha da G’haid beza oc’tr ober hent dre lanneier Plomeur, e bro Gerne !
II
Eun dervez kaer a yoa. An heol a yoa tomm, ha n’ea ket souezus p’eo gwir edod e miz gouere. Bolz an nenvnbsp;a yoa digoc’hen, nemet eun tamm gloan danvad bennaknbsp;uhel, uhel, a yea hag a deue kaset gant an aezennignbsp;skanv. Hag an daou vugel a jome da zellet onto gantnbsp;plijadur ; kustumetoc'h oant da welet koumoul du onbsp;tremen uz d’o lanneier.
Yann a lavaras d’e c’hoar:
— Hor mamm eo a zo d’an neac’h o vousc’hoarzin ouzomp hag o kas ac’hanomp da di hon tonton Loiz,nbsp;Anaout a rez anezan, Gaid t... Anaout a rez tontonnbsp;Loiz ?
— Eur wcch em eus e welet er pardon du-rna ; pell zo abaoue.
— Dizale e welimp anezan, n’eo ket gwir, Gaid ?
— N’ouzoun ket, Yannig ; kredi ran evelato.
Yannig a oe darbet d’ezan anzao en doa naon ha se-c’hed, ha poan en e dreid noaz. Tevel a eure koulskou-de, o sonjal e ranke gouzanv hep klemm evit gallout beza digemeret eun deiz el leac’h edo e vamm.
An daou vugel a valeas hir amzer dre al lanneier hep gwelet den. Bep eun amzer, eur golvan, eur boc’hignbsp;rus, savet uhel war blenchen ar vein-hir goloet a van,,nbsp;pe kuzet en eur voden lann, a gane, a richane en enor
-ocr page 79-— 73 —
-d’an daou veachour ; hag an dra-ze a roe d'ezo eun tamm nerz-kalon.
— Sell, Gaid, hennez, eme Yann, eo boc’hig-ru hon liorz. Hen anaout mat a ran. Mont a ra da lavaret danbsp;donton Loiz emaomp erru.
Gaid na lavaras netra. Seblantout a rea beza nec’he-toc’h eget he breur. Alles e chome a-zav, hag he daou-lagad en drem-wel, e klaske gwelet merouri Gouesnac’h pe da vihana nadoz eun tour bennak da ziskouez d'ezinbsp;an bent. Mes, kaer he doa, ne wele netra, ar baotreznbsp;kez I
An daon vugel a deue da veza skuis maro. Setu i o koueza o daou war eur mean e kichenik eur voden va-lan. An heol a yoa diskennet izel; dizale e teuje an noznbsp;hag oa red d’ezo kaout eun toull bennak d’he zremen.
Yann a c’houlennas evit an dekved gwech :
— Erru omp tost, Gaid 1
Siouaz ! Gaid na grede respont netra. Briata reas he breurig en eur ouela hag e lavaras d’ezan :
— Pedomp an Aotrou Doue, Yann ; hen hepken a c’hell savetei ac’hanomp.
— Pedomp ive ar Werc’hez, Gaid, ^ha santez Anna-Wened hag an Aotrou sant Erwan.
— Ya, pedomp, pedomp l
Mont a rejont d’an daoulin, hag e savjont -warzu an nenv o moueziou glan leun a anken. Douene c’helleketnbsp;ober skouarn vouzar ouz pedennou daou eafig ker fur I
Setu i o klevet an Angelus er pellder.
Saveteet cant!
Mac’harid a grogas e douin Yann : Deomp brema, emezi, Doue en deus selaouet ac’hanomp hag en deusnbsp;bet truez ouzomp. Kloc’h Gouesna e’h eo hep mar an hi-ni hon deus klevet.
-ocr page 80-— 74 —
— Ya, eme Yann, hen eo sur a-walc’h. Deomp. Hag e lamme gant al levenez.
Taoliou diveza an Angelus o doa ehanet da skei hag a yoa eat da ober hekleo da benn pella lanneier Plo-meur. Yann ha Mac’harid a yeas war-zu al leac'h manbsp;seblante d’ezo o doa klevet ar c’hloc'h. Ankounac’heatnbsp;o doa holl boaniou an dervez kris-se. Sonjal a reantnbsp;brema en digemer laouen a raje tonton Loiz d’ezo, elnbsp;leaz teo gant bara du a vije roet d’ezo, er gwele radennbsp;ha yeot seac’h ez ajent da c’hourvez warnan.
Mont a reant dre eun hent doun, kleuziou leun a vrug rus en daou du d’ezan. En eur c’horn-tro e weljontnbsp;eur groaz ven savet Uhel. Ar vugale a reas sin ar groaznbsp;en enor d’ar G’hrist a blege d’ezo e benn kurunet a.nbsp;spern, hag en hent adarre.
— Pa lavaren d’it, eme Vac’harid, an Aotrou Doue eo a zo oc’h hentcha ac’hanomp... Sell, na kaera foen-neg ! Yann a yoa o vont da lavaret eun dra bennaknbsp;warlerc’h e c’hoar pa glevjont eun den o koms gant eurnbsp;vouez c’hroz. Eur Breizad, eun tammik war an oad, anbsp;yoa dirazo o c’houlen outo :
— Paour kez bubale, da beleac’h ez it d’ar poent-ma eus an deiz ?
— Ni a zo o vont da di eun tonton d’eomp o chom e Gouesnac'h, a lavaras Mac’barid,
— Eun tonton o chom e Gouesnac’h 1
— Ya, eme Yann, ni a zo o klask hon tonton Loiz, breur hor maram vat nevez galvet gant Doue d’e vara-doz.
Ar c’houeriad a reas eur skrijaden hag e teuas eur berad daelou da lugerni e korn e lagad.
Kregi a reas e dourn ar vugale hag e kasas anezo dre gichen ar groaz, en eur lavaret d’ezo ;
— Deuit ganen, bugale, arabat eo d’eomp chom dre ama.
— Perak, eme Yann, ne deomp ket dre ar prad-se ?
-ocr page 81-— 75 —
M’em bije dastumet bokedou koant da gas d’am zonton Loiz 1
— Aze ez eus toullou doun. Ez eac’h da goll o vont dre ar prad-se.
— Va Done 1 Itron-Varia I a tavaras an emzivaded spontet.
Erru oa an noz. Ar c’houeriad hag ar vugale a yeas buhannoc’h. Eur wenojen a gasas anezo betek eurnbsp;loenneg a yoa enni eur vioc’h lart hag eun toullad den-ved o peuri. Pelloc’h, dindan ar gwez avalou, e weljontnbsp;eun ti-goul.
— Aze eo, eme ar c’houeriad o tlskouez an ti d’ar vugale.
Chom a rejont goude eur pennadig hep lavaret ger, ha Gaid a c’houlennas a vouez izel:
— G’houi a anavez eta hon tonton Loiz ?
— Bugale gez, me eo ho tonton... an tonton Loiz emaoc’h o klask. Hiviziken, c’houi vezo bugale d’in-menbsp;Hag 0 welet daou bennad bleo melen etouez an ed ennbsp;eur park a-dost e lavaras : Ha setu aze ho tiou c’hoar ;nbsp;kalon vat o deus, karet a raint ac’hanoc’h !
— Pebeus eürusted ! a lavaras Yannig. Ni a bedo boll an Aotrou Done da zigemeret hon tad hag hornbsp;mamm en e varadoz, evit ma ’z aimp di ni ivez d’e ga-ret ha d’e veuli pa vezo deuet ar poent.
(Troet divar Almanach de I'CEuvre Expiafolre, La Chapelle-Montlijeon, Orne).
-ocr page 82-— 76 —
En amzer ma teue aliez Jezuz hag e Vamm zantel da ober troiou bale er vro-ma, e veve daou zijentil'nbsp;yaouank, Nik ha Seven.
Nik a oa krog en e c’houezek vloaz ; ha Seven ne oa c’hoas nemet pevarzek.
Seven a garie an Aotrou Done hag ar beorien a zo bugale muia karet an Aotrou. Ne jome ket pell e wen-neien en e c’hodel. Nik avad na roe da bep-hini nemetnbsp;ar pez a ranke, ha marc’hata a rea c’hoas zoken.
0 zad a oa êt diganto, hag o mamm a zonjas kas ane-zo da flec’h (floc'hed) da di o eontr a oa o chom e pell bro. Eun devez eta, e roas bep a vanlel vouk (glas),nbsp;bep a yalc’hadig vat, ha bep a loan kezek d’ezo, hag annbsp;daou vugel da vont laouen o c’halon da welet broiounbsp;nevez.
Hogen en eur c’hroaz hent, eur vintinvez, ewelchont en he c’hoazez etal eur groaz, eur vaouez keaz kuzethenbsp;fenn ganli en he zavancher. Seven a reas d’e varc’hnbsp;chom a zao, hag hen goulen digant ar haourez petra reanbsp;d'ezhi heza o lenva. Hi a lavaras oc’h hirvoudi:
— Maro eo va mab diganen I Ha brema eo red d’in mont da glask va zammik baral
Seven a oe mantret; mes Nik, eat eun tammik lar-koc’h, a hopas gwap warnan :
— Ha kredi a ri ar pez a glevi gant kement klufan a gavi ? Huanadou ar wrac’h-se a zo eur griped da gaoutnbsp;da yalc’h diganez.
— Va breur, ro peoc’h, en ban’ Done 1 Da gomzou c’houero a ra d’ezi gousla muioc’h-mui.
Hag hen o rei e yalc’h d’ar wreg paour :
— Dalit; ne hellan rei netnet an dra-ma d’eoc’h, mes
-ocr page 83- -ocr page 84-78
— P’eo gvvir hoc’h eus bet ar vadelez da rei d’in ar pez ho poa, kemerit ar graouen-ma a zo enni eur wes-peden great he tiem gant dir.
Seven a gemeras ar graouen, hag e vreur hag hen a yeas gant o bent adarre.
Digouezout a rechont abenn eur pennadik e-kichen eur c’hoat. Er c’hoat-se, eur bugelig noas-pilh a glaskenbsp;eun dra bennak, mêl marteze, e toullou ar gwez, hanbsp;kana a rea war eun ton ken klemmus ha gousperou annbsp;Anaon:
— Riou (anoued) am beus 1
Seven a lavaras d’e vreur:
— Jezuz 1 Nik, nag ar paourkeaz bihan-se a c’hou-zanv gant an avel yen !
— Rividik eo eta I Me ne gavan ket an avel tamm yen ebet.
— N’eo ket dies d’it. Te a zo gwisket mat, e leac’h hen, n’eus nemet an ear en dro d’ezan.
Hag hen ha chom a zav, gervel ar paotrig, ha goulen outan petra ’rea.
— Me zo 0 klask an nadoziou-aer azokuzet er gwez, erne ar bugel.
— Ha petra ’ri ganto ?
— P’am bezo kavet kals, me a yelo da werza anezo, ha me a breno dilhad a roio tom d’in.
— Ha kavet e teus ?
— Unan hebken. Er gaoued broen-ma ema. Sellit, Aotrou.
— Ma, erne Zeven, kemer a ran kaoued hag all. Dal va mantel vouk, paour keazik, da gaouc tom d’aznbsp;izili.
Hag an daou vreur gant o hent adarre. Seven en doa riou da genta; mes tremenet ar c’hoat ganto, an avel anbsp;davas, ar c’houmoul a zispakas, hag eur wazien heol anbsp;baras.
E oant neuze tostik ouz eur prad glas. Er prad-se ez
-ocr page 85-79 —
oa eur feunteun hag, azezet etal ar feunteun, e oa eun den koz. Eur val a oa gantan war e skoaz ha s^^blantnbsp;skwiz a oa war e zrem. Pa welas an daou zen yaouank,nbsp;e c’halvas anezo gant eur vouez truezus. Ha Seven danbsp;dostaat outan.
,4.
— Petra ’peus c’hoant, tad koz ? emezan.
— Alias ! Aotrouien, gwelet a rit peger gwenn eo va bleo ha peger roufennet eo va zal 1 Kabac'h oun deuetnbsp;da veza, ha va divesker o deus beac’h o tougen ac’ha-non. Red e vezo d’in mervel ama, nemet gwerza a ratenbsp;unan ac’hanoc’h e varc’h d’in.
— Gwerza eul loan d’it, klasker bara! eme Nik gant dismegans. Ha paet e vezo t
— Gwelet a rit ar vezen-ma. Enni ez eus eur giniden hag a oar ober gwiad krenvoc’h eget an dir. Evit eulnbsp;loan ho pezo anezi.
¦ w
-ocr page 86-— 80 —
Ha Nik o tirolla da c’hoarzin. Seven aval a lavaras gant dousder:
— Me a ro va loan d’eoc’h, va den mat ; n’eo ket abalamour d ar giniden, mes abalamour ho pens poan.
— Bennoz Done d’eoc’h I Aotrou.
Hag an den koz a zav war ar marc’h hag a gerz seder.
Nik na oe ket evit mirout da lavaret traou d’e vreur:
— Genaouek ! emezan. Mez a dlefez da gaout I Te a vezo reuzeudik da stad brema! Sonjal a reez martezenbsp;am biche daouhanteret va zraou ganez ? O tra I ne vezonbsp;ket ar stal egiz-se!... Skiant prena, skiant gwella ! Te anbsp;zesko diwar da gonst beza furoc’h hiviziken.
— Na oa ket bet morse em zonj, eme Zeven, kaout lod eus ar pez a zo d’it, Nik. Kea eta. Me a yelo ivez.
Nik a dec’has, lorc’h ennan war gein e varc’h. E vreur a gerze war e droad war e lerc’h hep rebech seurtnbsp;d’ezan.
Digouezout a rechont e giz-se wareurstreat (garden) stris, gwasket e pep lu gant eur menez. Ar streat-se anbsp;oa e hano ar streat villiget, rag en he c’hichen a vevenbsp;eur rounfl hag a bake atao (dalc’hmad) an dud pa glevenbsp;anezo o tremen. Dall e oa, seizet ivez, mes ken tanonbsp;oa e ziouskouarn ma ouie pe da vare e teue eur vuzu-gen eus an douar. Da vevelien gantan e oa daou erernbsp;don a niche war e gomz da dapout nep piou bennak anbsp;yea gant ar streat.
Nik na ouie seurt, hag hen gant e varc’h dre ar streat.
— Va chas mat, eme ar rounfl, it da gerc’hat an tremeniad-ze d’am lein d’in.
Hag an daou lapous da vont gant herr e-giz eur bo-led. Hag int kemer Nile ha kas anezan d’ar rounfl.
Seven a zigoueze d’an ampoent e penn an hent stri. Gwelet a eure e vreur o vont gant an daou erer. Hsgnbsp;hen koueza war bennou e zaoulin;
-ocr page 87-— 81
— Aotrou Doue holl-c'halloudek, emezan, saveteit Nik va breur!
— N’ez ket da zirenka Doue gant eun dra ken dister, eme eur vouezig flour en e gichen.
Ha Seven trei e benn, na welas gour.
— Piou eta a zo o kaozeal % emezan. Peleac’h e-maoc’h %
— E godel da chupen, eme an teir vouez.
Hag an den yaouank klask en e c’hodel, ha tenna er meaz ar graouen, ar gaoued hag ar vezen. E pep hininbsp;anezo, c’houi a oar, e oa eur loenig bihan.
Ha Seven d’ezo:
— G’houi eta eo a fell d’eoc’h savetei Nik?
— Ya, emezint. nbsp;nbsp;nbsp;'
— Ha penaos, va netraïgou ?
— Digor warnomp hag e weli.
Hag ar giniden steui eur wiad kalet evel an dir; hag hi sevel war gein an nadoz-aer a zougas anezi en ear;nbsp;eur skeul a wias; Seven a bignas gant ar skeul vurzu-dus, ar wespeden o nijal dirazan, ken c tigouezchont enbsp;ti ar rounfl.
Ar rounfl dall ha seizet a oa en e goaze war al leur-zi. Bralla a rea e gorf o kana:
Me a gar kik al Leonard
Magel druz-druz gant fars ha lard ;
Re Dreger a zo mat o blaz,
Blaz krampouez fritet ha leaz glaz;
Mes re Wened ha re Gemper,
Foei!..................................
Hag 0 lavarout ar z- n-se, e renke pastellou kig moc’h da boaza Nik. Henma a oa e-harz e dreid, erect e zives-ker (diouhar) hag e zivreac’h egiz eur penn-yer da la-kaat ouz ar ber. An daou erer a oa eno ivez : unan onbsp;tresa ar ber hag egile o c’houeza tan.
Trouz ar rounfl o kana a viras outan da glevet Seven
-ocr page 88- -ocr page 89-— 83 —
giniden a grogas er zugellou. Ha yao I ker buhan hag avel. Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar bao-tred yaouank. An daou vreur a gavas eno o loaned anbsp;zeblante beza ouz o gortoz. Ouz dibr marc'b Seven e oanbsp;yalc’hhenma hag e vantel, mes ar yalc’h aoa teurenneknbsp;hag ar vantel goloet gant perlez aour.
Sebezet, na petra ’ta ? Seven a droas war-zu ar wetur da e’houlen digant e loenedigou petra oa an dra-ze. Ar wetur ne oa ken eno, hag e leac’h ar wespeden, annbsp;nadoz aer hag ar giniden, ez oa tri eal lugernus.
Hag an daou vreur koueza war bennou o daoulin.
Neuze, eun eal, an hini kaera ha gwisket ar splana, a lavaras da Zeven:
— N’az pez aoun ebet, te hag a zo mat da galon ; rag ar vaouez, ar bugel, an den koz e teuz great vadnbsp;d’ezo a oa ar Werc’hez Vari, ar Mabig Jezuz ha santnbsp;Jozef. Ni a zo bet roet d'it da gas da veaj da benn. Bre-ma pa ’z out digouezet, ni a ya en dro d’ar Baradoz.nbsp;Kenavezo 1
Hag hen da Nik:
— Bez sonj eus ar pez az peus gwelet! Gra vad d’ar paour.
Hag an tri eal digeri o diouaskel ha nijal kwit o kana an Alleluia.
-ocr page 90-84
Ar gontaden dudius-ma a zo tennet ganen eus Levr Buez Sant Toodot, savet gant an Ao. Guillou, maro person e Penmarc’h, annbsp;hini en deus gret traou ker brao e Brezoneg. Gpulen a ran, evitnbsp;brasaplijadurarVretoned, ma vezo advoullet e oberou. (Klaoda’r P.)
Dioc’h an abardaez, setu Fanch koz o tont d’am c’haout ;
— Gouzout a rit, Aotrou, emezan, em beus divizet tri dervez foar ; varc’hoaz, ma n’ho pens ket ezom ac'ha-non, em beus sonj da vont da Landi.
— Mat, mat, yao, erne ; eus goulou-deiz betek nav eur ema ho kabestr war ho moue... Setu ama gwerz-eur banne hag eun tamm butun... »
Hag e rojon d’ezan eur pez dek gwenneg. Fanch koz a dennas e voned segovi hag a bokas d’e zourn. Ennbsp;nosvez-se ar zaout, ar marc’h, o devoe askoan, kelnbsp;laouen oa ar mevel.
Antronoz, mintin mat, edo Fanch koz oc’h en em-frotta, oc’h en em spura, oc’h en em larda (da lavaret eo 0 larda e voutou); e varo a yoa raklet, e vleo grisnbsp;difuilhet, diboultrennet... M’hen diche geilet ive o di-louedalll... Mes, siouaz i ouzomp-ni, braerien koz enbsp;wall stag ar c’hanastr 1
Wardro seiz eur ez eas d’é yalc’hig, e kemeras eur pez ugent real, e sellas piz outan, rak marteze her gwelanbsp;evit ar wech diveza... Unan koant oa, kochet tro-war-dro. Eur pez a eiz real digoch a deuas warlerc’h, ha danbsp;echui, eur gwenneg bennak. Evel just, va fez dek gwen-gen a yoa ive eus an abaden.
-ocr page 91-— 85 —
Goude-ze Fanch a zoubennas, hag e jileten vanchek dindan e gazel, e gom en e veg, en em lakeas da dreuzinbsp;ar bourk ken drant ha pótr yaouank ebet.
— Ata, Fanch, a lavare an dud, mont a reer ’ta ?
— Ya, ya ! eme Fanch.
— Asa, Fanch, eme re-all, n’oar ket korbezen hizio ?
— Tra, tra 1 eme Fanch.
— Petra, Fanch, eme eur miliner a yoa o kargadaou pe dri leue, ne vezo ket eur banne... eun tammig saol»
Fanch a zellas a-dreuz ouz va frenestr, rak gouzout a rea ne garan ket kalz ar saoiou. Kloz oa pep tra. Setunbsp;Fanch en osialeri hag ac’hano e kar ar miliner. Manbsp;savas marvailhou, n’eus ket ezom d’hel lavaret, ar vili-nerien a zo touchennet mat o zeod, ha farouel Fanchnbsp;goude eul lipaden a yea ive kempen en dro.
O c’hoarvezout e Landi e tiskennas ar miliner hag e amezeg ; an daou leue ive a deuas er mêz war bouez onbsp;divesker. Ar miliner a ranke paea ar gwir evit an daounbsp;leue, ha Fanch, pótr brao, na petra ’ta, a baeas adarrenbsp;ar gwin d’ar miliner.
Setu Fanch e kêr. Evit gouzout an eur e sellas ouz horolach an iliz, hogen ne c’houie ket kalz dioc’h annbsp;traou-ze ; an nadoz hirra a yoa war bemp, ar verra eunnbsp;tammig en tu-all da nao.
— Satordallik 1 eme Fanch, setu aze diou nadozen ha n'int ket evit en em glevet 1 Ma vichen-me horolacher,nbsp;ne viche nemet eun nadozen war ar rond. gwenn-ze, hanbsp;neuze an holla welche skiër an eur. An heol, setu enonbsp;eun horolach !... Nadozen ebet warni 1 Setu eno eun dranbsp;grêt diouz ar baizanted 1... Bah! Bah ! eme Fanch o vontnbsp;larkoc’h, nav eur eo, en gros, perak chipotal 1
Petra reer en eur foar pa ne vez netra da ober ? Evi-don-me n’her g mzoun ket, Fanch avat her gouie.
Da genta ez eas da dachen ar moc’h hag e varnas pep unan hervez e galite, hervez e vent hag e gig. Goude-ze da dachen ar zaout..., goude ze da dachen ar c'he-
-ocr page 92-86
zek. Edo eno pa zoaas an Angelus. Eanch a yoa kristen mat, a dennas e zegovi bag a ziskouezasnbsp;e vleo gris adarre eun nebeutnbsp;poultrennet.
— Eun tamm boued brema 1 eme Faneb. Hag ez eas warzunbsp;eun ostaleri. Edo o kompren en-nan e-unan an dispign a dlie danbsp;ober...daouwennegadbara, daounbsp;wennegad souben, tri gwennegadnbsp;kig, pevargwennegadgwin.bag...
Fanch a lakea e zourn en e c’ho-del zeou ; eno e kave d’ezan beza lakêt bag ar pez koebet bag annbsp;hinidigocb, bag ar re-all... Siouaz Inbsp;Siouaz I netra ebet er c’bodel !...nbsp;Goude-ze ez eas d’an bini gleiz.
Iliz Lanndi
87
Siouaz 1 Siouaz ! Kant gwech siouaz ! goullo oa ! toull oa 1 daou viz Fanch a deue er mêz... E arc’hant paour anbsp;yoa eat knit koch-digoch dre ar memes hent.
C’houi, kredabl, a viche fallgalonet gant eunhevelep tol; peadra a yoa. Fanch avat ne reas nemet leuskelnbsp;tri satordalle 1 c’houek hag a greiz kalon, ha skrabat enbsp;benn evel m’hen divije kollet e grib abaoue eur miz.
Mont a reas war eün da dachen ar moc'h, hag e selle, ha, respet d’eoc'h ! e turie gant e zaouarn.
— 0 c'houennat petra emaoc’h aze, va den mat 1 a lavaras unan bennak d’ezan.
— Satordalle 1 eme Fanch, n’eo ket o c’houennat, oc’h hada eo oun bet, siouaz ! evidon. Eur pez ugentnbsp;real kochet, unan a eiz real digoc’h... M’ho pens o c’ha-vet, m’ho ped, en han’ Doue, roit anezo d’in !...
Ne reat nemet c’hoarzin.
— Bah 1 Bah ! pötr koz, eme an dud, tremp nevez a ’zo aze, diwana raint a-benn bloaz i...
Mont a reas da dachen ar zaout, hag e kollas e boan ; da dachen ar c'hezek, hag e oe respontet d’ezan :
— Bah 1 bezit dizoursi, ne jomint ket er raez dindan an amzer, kaout a raint lojeiz l
— Koulskoude satordalle ! eme Fanch, eun den a guzul vat bennak a die beza er gêr-ma ! Mont a ran danbsp;gaout an aotrou person.
Dioc’htu e oe digemeret.
— Aotrou, eme Fanch, me a zo toull va godel; kollet em eus eur pez ugent real kochet hag unan a eiz realnbsp;digoc’h 1... Petra rin-me brema evit o c’haout ?
— It, eme an aotrou person, da gaout an tabouliner, hag it buhan, rak er c’hêriou an arc’hant a gouez a zonbsp;askellet.
Setu 'ta an taboulin en dro diwar-benn arc’hant Fanch, ha Fanch e-kichen o tiskouez tri biz dre doull enbsp;c’hodel, rak dre lakat alies e vizied eno en doa frankaetnbsp;an digor. 0 klevet an trouz, ar zaout a heje o fenn, ar
-ocr page 94-— 88 —
c’hezek lard a zave er vann, ar re dreut a joine sioul, ker sioul hag an hini en doa grêt ar gavaden.
Fanch a reas war hed tost tro kêr da heul an tabou-lin, hag evel m’en doa klevet lavaret oa anet diouz an drem (vizaj) anaout eul laer, e sell piz ouz an boll, e ka-ve d’ezan zoken edo liou ar groug war meur a hini,nbsp;mes ne grede ket moot larkoc’h.
— Alo, erne Fanch, pa wele e poanie en aner, sator-dalle ! paouezomp !... Kenavezo, pez kochet !... Kena-vezo, digoch !... Mont a ran war yun da welet peseurt labour a ra an dud-all 1...
Edot en e gichen o klask gwerza eur vioc’h ; gevier a zizac’het eus an eil kostezen hag eben. Unan a c’hou-lenne kalz re, egile a ginnige kalz re nebeut.
— Sator 1 erne Fanch, c’houi ive a zo toull ho kodel, pa glaskit noazout d’ho nesa '•
Eur pennadig larkoc’h edo merc’hed an amann, eur chaok spontus ganto, hag o klask lakélt da lentaat arnbsp;re n’oa ket eveldo dir war o fas...
— Sator I eme Fanch, c’houi ive zo toull ho kodel 1
Larkoc’h edo ar varc’hadourien kezek; ar geriou bras a fuc’he, a groze..., lavaret a rachac’h e vichet o prenanbsp;eur jeo d’an diaoul da jarreat tud daonet...
— Satordalle I eme Fanch, c’houi a zo ive toull ho kodel 1... War ugent skoed a c’hounezit e kollit kantnbsp;gwech hoc’h ene Hi.....
Erfin Fanch a skuizas hag araok mont d’ar gêr e c’hoantaas mont d’an iliz da zaludi ar Werc’hez, da lavaret eur Bater hag eun Ave. E-kichen ar c’hef ez easnbsp;war bennou e zaoulin. Eur paour kez koz a yoa en tu-all gant e japeled. Fanch a zelle outan... Dioc’h kosteznbsp;Gwiniventer e tu bennak e ranke beza diouz e wiska-maftt, ma c'heller da vihana henvel gwiskamant eunnbsp;dournad truilhou a yoa war e dro, rak edo war gorf enbsp;roched, ha c’hoaz peseurt rochedl...
Ar paour pa oe echu e beden a deuas warzu ar c’hef.
— 89 —
Tenna reas eus e vruched eur yalc’h Ier stag ouz e c’hou-zoug eVel eur skapular ; hag eur pez a eiz real a luger-nas en e zourn hag a gouezas en eur zini ebars er c’hef.
Fanch a yoa mantret.
— Va den mat, emezan, penaos e c’hellil-hu dioueret eur pez arc’hant egiz se 1
— Ne zioueran netra, eme ar paour, ar pez-se em eus kavet hizio. ha re-all gantan. Evel n'ouzon ket anaoutnbsp;ar perc’hen, e roan eul loden d’ar Werc’hez en e hano,nbsp;hag ar rest a zalc’han evidon.
— Me just, eme Fanch, eo em eus grêt ar c’holl: eur pez ugent real ho peus c'hoaz, eur pez kochet...
Ar paour a ziskouezas e bez, kochet oa. Ouspenn, an dra-ma a dremeneen euniliz, el leac'h n’eo ket brao la-varet gevier. Kinnig a reas ’ta da Fanch ebez kochet, enbsp;bez dek gwenneg hag ar mouniz.
— Nan, satordalle 1 eme Fanch, a zaou-hanter, mar plij !
Hag ez ejont o daou d’an ostaleri da zibri ha da ran-na an arc’hant.
Fanch a zigouezas er gêr abret.
Pa c’houlenjot digantan peseurt foar a yoa bet.
— Foar ar godellou toull I eme Fanch. Me oa toull va godel ; ar varc’hadourien saout, kezek, moc’h,nbsp;amann..., a oa toull o godel; eur paour hepken am eusnbsp;kavet en iliz ha na c’hoantae na pec’hi, nag en em ves-vi, na laerez ; hennez n’oa ket toull e c’hodel, rak n’ennbsp;doa hini ebet.
Ao. GUILLOU Beleg.
— 90 —
Brema ez eus eun neubeut bloaveziou (1), eul lestr lt;eur brik) a yoa loc’het eus kêr Alexandri evit mont danbsp;•Smyrn. A1 lestr-ze n’oa ket henvel oc'h listri Frans ;nbsp;eul lestr grek oa, kemeret gant ar Fransizien diwarnbsp;^oust al laeron-vor a zo bandennou anezo er c’hoste-ziou-ze. Penjzek martolod hag eun ofiser a yoa laket enbsp;penn al lestr-se kemeret war forbaned ar G’hres. Mes alnbsp;lestr-ze n’oa netra a-zoare war e dro, hag evel-se n’hel-las ket heuilha eul lestr-all brasoc’h a yoa loc’het ernbsp;memes amzer gantan, hag a en em gavas hep dale di-lezet e kreiz ar mor bras. Dont a reas an noz du ha
(1) Brbloazl827.
-ocr page 97-— 91 —
tenval ; gló hag avel a rea, hag ar mor a yoa spontus-gwelet e wagou.
Etre ar c’houezek den laket da ren al lestre-ze, an daou genta, ar c’habiten hag ar mestr sturier, a yoa.nbsp;Bretoned. Ar c’habiten a yoa Bisson e hano (1), hag ha-no ar sturier a yoa Tremintin (2).
Eus an daou zen-ze eo e feil d’in koms, daou varto-lod kalonek ha pennek evel gwir Vretoned raa ’z oant.
Edont o daou war ar pont, unan krog er stur, hag egile o klask gwelet a be du e c’houeze an avel evit gal-lout lakamp;t mat ar gwerniou hag ar gweliou.
Ar c’habiten a lavaras d’ar sturier ;
— Eur wall nosvez, Tremintin !
— N’eo ket brao sur, kabiten. ha ma na deu ket Itron-Varia-Porzik d'hor zikour eun neubeut, em eusnbsp;aon na ve grêt frigousen gant bon lestr.
— Intron-Varia-Porzik ne zilez morse ar Vretoned,. Tremintin.
— Setu ar pez a ro fizianz d’in ive !... Ay I 1...
Ar wern vras a yoa torret hag he doa laket ar sturier da glemm. An tarsiou mor a zilammas war ar pont hag a oe tost d’ezo skuba ar c’habiten hag ar sturier. Ret oe d’ezo kregi mat evit ne vijent ket strinketnbsp;er mor. Prestik goude Bisson en em roas adarre da.'nbsp;goms :
— Sell, Tremintin, n’em eus aon na rak an tarziou, na rak an avel, na rak ar reier ; mes daou eus al laeronnbsp;a yoa e goueled al lestr o deus gallet tec'het kuit hag en
(1) Ganet e Guémené (Morbihan) er bloaz 17%, maro war vor, er bloaz 1827.
f2) Ganet en Enez-Vaz, ha marvet eno ive d’an 3 a viz even 1862. d’an oad a 8i vloaz. An Tremintin-ze a yoa eun tonton-koz da Bernbsp;Tremintin a zo brema mear Plouescat ha kuzulier jeneral.
(Klaoda).
-ocr page 98-— 92 —
ere dealer er mor. Mar geil ar re-ze mont d'an douar e tastumint an holl laeron a zo wardro ar c’harter-manbsp;hag e teuint hol) warnomp.
G’houec’h eus al laeron-vor a yoa liammet e goueled al lestr, ha daou o doa geilet terri o liammou ha tec’het.
— Mar teuont warnomp, eme Tremintin, e vezint digemeret. Muioc’h a aoc em eus da welet al lestr-ma onbsp;tigeri eget da veza trec’het gant ar re-ze.
— Mes, sonj ’ta, n’omp nemet c'houezek I
— Eun Jen war evez a dalv dek, a leverer. Eur mar-tolod a Frans a dalv kant laer-mor eus ar G’hres. Me garre o gwelet o tont l...
— N’eus fors, Tremintin, m’em eus aon, me. Me zant al laeron ze evel ma sant ar c’haz al logod. Grêtemnbsp;eus pep pourchas evit, ma rankomp stourm, ma vezonbsp;start ar c’hoari. Eun dra am eus de lavaret d’it; Manbsp;vezont trec’ü d’eomp, me ne vezin ket prizonier, menbsp;lakaio an tan er poultr.
— Mat a reot, kabiten !
— Dalc’h sonj mat !
— O n’ankounac’hain ket 1
Ar pez en doa lavaret ar c’habiten Bisson a c'hoar-vezas. Pegen tenvel bennak ma ’z oa, e weljonthepdale o tont warno daou lestr a yoa tri-ugent den pe dek dennbsp;ha tri'Ugent e pep hini anezo.
— Aio, Tremintin, eme T c’habiten, bremaik e tigoro an abaden.
— A gav d’eoc’h kabiten ?
— N’eus douet ebet I
— xMat, boued ar groug int, evelkent 1
Ar c’habiten a laoskas eur zutaden, hag a youc’has a-bouez penn :
— Holl war ar pont!... Ar gwerniou hag ar c’herdin d’an traon I... Pep hini e armou I... Hag evez mat !...
Pep hini en em laka el leac’h ma tie beza. Tremintin en em erbed ouz an Intron-Varia Porzik ; Bisson a ya
-ocr page 99-— 93 —
gant eur mous, eul letern gantan en e zourn da oueled al lestr. Pevar eus al laeron-vor a yoa eno c’hoaz cha-dennet. O distaga ra, hag e lavar d’ezo :
— Aio ! d’al laez (d’an neac’h 1), labaskenned t.. d’al laez !... d’al laez I.,. Ho kamaraded zo eat da gerc’hatnbsp;eur vanden vuntrerien d’hon distruja-ni. G’houi a zonbsp;mat da ober garz (bale) etre va martoloded ha birou penbsp;bouliji ho mignoned 1
Ar brezel a ya da zigeri. An daou lestr laeron a dosta. Youc’hal a reer outo ha ne respontont nemet evelnbsp;an tigr o vont d’en em stleja war e breiz.
Bisson a dosta oc’h Tremintin, a denn e vontr bet roet d'ezan digant e vamm, bag a lavar ;
— Tremintin, kemer ar montr-ma ; me a zo o vont da vervel, eun dra bennak hen lavar d’in. Hen lavaretnbsp;am eus d’it, ne jomin ket etre daouarn ar re-ze. Te,nbsp;gra da c’halloud evit tec'het; me feil d’in kement-se !
— Mat, kabiten! erae Tremintin gant eur vouez c'ho-loet; bag e talc’he raat ató d'ar stur.
Pa ’z oa deuet an daou lestr forban war bed tenn, Bisson a hopas adarre, hag o veza ne respontent kennbsp;nemet yudal evel loened gouez, e tigoras an tan o tis-karga warno e fuzul a zaou denn. Eno neuze e oe eurnbsp;stourmad kris, tennou, tóUou bouc’hal, tóliou gant pepnbsp;seurt benviachou, youc'hadennou, malloziou, skrijaden-nou, gwad o redet, tud lazet, gouliet, izili torret, flas-tret, bruzunet. C’houezek den oc’h seiz ugent pe kantnbsp;hanter kant !...
Hepdale al laeron-vor a oe ar vistri, hag o doa geilet kalz anezo sevel e lestr o enebourien. Tremintin en doanbsp;dalc’het mat d’ar stur. Bisson a yoa gwall-laket. En emnbsp;stleja a ra betek ar sturier :
— Aio ! Tremintin, ret mat eo echui ! Lavar d’ar re a zo c’hoaz beo eus hor martoloded en em deuler ernbsp;mor, ha te, en em dól ive eveldo. Marteze e c’hellotnbsp;mont d'an douar war neun... Me ya da lakat an tan.
-ocr page 100-- 94 -
— Kabiten, lavaret em eus d’an holl vartoloded, N’em eus mui nemet an dra-ma da ober.
Hag o kas e zaouarn d’e c’hinou e reas eur c’horn-boud gant e voz hag e loskas eur voudaden.
— Aio ! kabiten, n’eus ken da ober I Hag e krog adarre en e stur.
— Mes, ha te 1 — Me jomo arna.
hÓL
— Tremintin, gourc'hemenn a ran d’it en em deuler er mor !...
— Ha me, kabiten, n’ouzoun ket petra vir ouzin na grogan ennoc’h ha n’ho tölan ebars hoc’h-hunan.
-ocr page 101-— 95 —
— Tremintin ! Tremintin I
— Sellit, n'hoc’h eus ket a amzer da goll. Me ne dal-vezan ket kalz a dra, ha ne din morse a-bell. G'houi a zo yaouank, eun den a vor eus ar re wella ; c’houi oc’hnbsp;eus eur c’hoar...
— O ro peoc’h 1 ro peoc’h 1 ranna rez va c'halon !
— G’houi zo gouest da zifen hor bro. En han’ Doue, en em dölit er mor. ha va list da lakat an tan er poultr.nbsp;Bezit dienkrez, ar re-ma n’ho devezo ket al lestr !
— D’in me eo da lakM an tan ; va dever eo, hag e feil d’in hen ober.
— Mat, kablten, neuze e vezimp strinket en ear hon •daou !
E keit ha ma komze ar sturier, unan eus ar forba-ned a yoa tostaet ouz ar c’habiten hag a yea da zisken eun tol bouc’hal war e benn. N’en devoa ket a amzernbsp;avat, Tremintin hen diskaras gant eun tenn pistolen,nbsp;hep diskregi eus e stur.
— Gwelet a rez n’eus mui da varc’hata I eme ar c'habiten.
— Roit d’in ar c’hef tan, me ho ped !
— Nan, ne c’hellan ket 1... Kenavo, Tremintin !
— Kenavo, kabiten 1 En em vriatomp ! Intron-Varia-Porzik ra hor zikouro !... Mali eo hasta !...
An noz a yoa tenval sac’h ; al laeron, savet eun ni-ver bras anezo war al lestr, en em laze an eil egile e-kreiz an denvalijen. Eun tammig sklerijen a weler koulskoude ; Bisson eo ba gantan en e zourn eur pen-nad korden lakêt an tan en he fenn ; Bisson eo, n’ennbsp;deusimui na tad na mamm, n’en deusnemet eur c’hoar,nbsp;eur c’hoar karet kenan, hag en deus aon na varvfe arnbsp;re-all epad ma ’z a da vervel e-unan :
— Tremintin ! Tremintin I emezan, en han’ Doue en em dól er mor 1
Ar sturier ne lavar ger, ne finv ket, mes pedi a ra Doue kalonek. Bisson, pa ’z oa diskennet en hevelep
-ocr page 102-doare n’oa mui nemet e benn a-zioc’h ar pont, a rea» c’hoaz eur griaden oc’h Tremintin oc’h e bedi d’en emnbsp;zavetei. Neuze e tiskennas tre.
« 0 Intron-Varia-Porzik 1» erne Tremintin.
Kerkent e savas al lestr a-bez en ear ; eur strakaden spontus a oe, hag al lestr, an tan ennan, brevet oil, la-kêt a beziou, a gouezas tamm ama, tamm a-hont, warnbsp;ar mor. Prestik goude, den n’en divije gouezet oa betnbsp;eul lestr eno ha tud a-leiz ennan.
Ar c’habiten Bisson a oe drailhet, an boll forbaned a oe flastret ive, dispennet ha lonket holl gant ar mor.nbsp;Tremintin a yoa oc’h en em erbedi ouz ar Werc’hez ernbsp;mare ma tispenne al lestr, Tremintin a oe savet en ear,nbsp;en devoe eun troad divarc’het, e gorf devet, mes n’oanbsp;ket maro tre pa gouezas er mor. Dres e kavas eur gorden dindan e zaouarn, hag evitan da veza dare da goll enbsp;anaoudegez, e talc’has krog mat enni. Ar gorden-ze anbsp;yoa stag oc’h unan eus ar bagou bihan deuet da heulnbsp;listri ar forbaned, ha prestik goude Tremintin a yoanbsp;war an aod chachet gant ar vag vihan-ze, da lavaret eonbsp;e c’helled lavaret dre vurzud. Tremintin a oe sempletnbsp;eno eur pennad mat, ha pa zizemplas ez oa unan eus alnbsp;laeron-vor o lammetdigantan e zilhad ha kement a yoanbsp;war e dro. Tremintin a reas eur finvaden bennak, hanbsp;kerkent e oe lakêt beg eur gountellazen war e galon,nbsp;oc’h e c’hourdrouz hen laza dioc’btu mar graje an dis-terra van da zifen ar pez a yoa en dro d’ezan. Ar pez anbsp;rea ar muia poan d’ezan oa gwelet o vont gant ar for-ban montr ar c’habiten kez, hane c’hellje ket hen rentanbsp;d’e c’hoar.
Wardro dek eur dioc h ar mintin e oe kavet, en noaz ha dare da vervel, gant tud eun tammig gwelloc’h.nbsp;Gouarner an enezen (en enezen Stanbali edo) a reas enbsp;zougen d’e di el leac’h ma oe prederiet gantan, ha pa oenbsp;pare tost da vat e lakaas e zougen da Frans.
Tremintin e-unan eo en deus kontet kement-ma.
-ocr page 103-Hen e-unan eo a asurmardeo chomet beo eoar Werc’hez he doa saveteet d’ezan e vuez. Tremintin zo bel goude-ze letanant war eul lestr brezel. Bet en deus ive ar groaznbsp;a enor.
N’em eus ket ezom da lavaret en deus miret betek e varo eun devosion vras d'an Intron-Varia.
-ocr page 104-— 98 —
E meur a garter eus a Vreiz, ha zoken e karteriou-all, e weler awechou potred seiz, eiz vloaz, ha betek nao, dek vloaz, ha n’o deus ket c’hoaz ar pez dilbad-senbsp;anez pehini eur paotr n’eo ket c’hoaz eur paotrtre, a zonbsp;c’hoaz e renk ar merc’hedigou, me fell d’ln lavaret eurnbsp;bragou. Aw'echou marteze kement-se a zigouez dre annbsp;diegi he deus ar vamm o lakaat he c’hrouadur e renknbsp;ar baotred ; awechou-all ive n’he deus ket a beadra danbsp;brena an danvez a ve red evit lakaat ar pez dilhad pri-sius-se en dro d’he mab. Setu petra c’hoarvezas gantnbsp;mamm Paolig ez eomp da goms dioutan. Ker paour oa,nbsp;ma ’z oa deuet he mab d’e zek vloaz, hep m’he divijenbsp;gallet c’hoaz e vragaoua. War bouez gwriat, takounat,nbsp;staga an eil oc’h egile, koz tammou lien ha koz tam-mou mezer, he devoa great d’ezan eur pez dilhad ha nenbsp;oa ket tre eur zae losten, ne oa ket tre eur zac’h, ne oanbsp;ket tre eur bragou, en eur ger, ne oa ket trehenvel oc’hnbsp;nikun euz an tammou dilhad bet great ha krouet beteknbsp;neuze gant kemenerien ha gant kemenerezed, pegementnbsp;bennak a spered hag a ijin o deus da zevel giziou nevez.
Paolig, a c’hellit kredi, a veze great gwap anezan abalamour d’e zae. Eur potr ker bras hep bragou ! Rednbsp;e ve beza bet eleac’h ar potr keaz evit gouzout matnbsp;pegement e c’houzanve. Evelse ive, bemdez Paolignbsp;a hope war e vamm o c’houlen eur bragou bag ar pez anbsp;rea ar muia poan d’ezan oa gwelet bugale an amezegez,nbsp;Perig, Laouig, Yannig, o zri bragaouet hag i kouls-koude o zri yaouankoc’h evitan. Paolig eta a bede enbsp;vamm ker brao ha tra. Ne rea ket a forz peseurt bragounbsp;da gaout, pe lien pe vezer, pe rus pe c’hlas, pe goz pe
-ocr page 105-« Ma, a lavaras e vamm d’ezan eun dervez, bez paotr mat ha sentus, lavar kalonek da Bater, noz hanbsp;mintin, hag em bezo eur bragou d'it a-beim gouelnbsp;Yann.»
N’em heus ket ezom da lavaret d’eoc’h pegernent e tridas kalon Paolig o klevet ar c’helou-ze. A^aiek neuzenbsp;betek gouel Yann, e kontas hag ec’h adkontas ken aliesnbsp;an derveziou, hag e kave keit an amzer, ma oe darbetnbsp;d’ezan kredi ne deuche biken ar gouel kaer-ze, an der-vez-se en doa kement a vall da welet.
-ocr page 106-— 100 —
Gouel Yann a deuas koulskoude d’e vare. Ar vamm geaz, dre boan a-wa\c’h, hag ive bennoz Doue d’an dudnbsp;vat, he devoa gallet sevel eur bragou da Baolig; ha panbsp;zihunas dioc’h ar mintin, ar paotr, kenta welas, oe annbsp;tamp;mm dilhad prisius, eur bragou, eur bragou nevez-flamm. Ne oe ket ezom, kredit ac’hanon, da jacha war-nan evit ober d’ezan sevel. Ar bragou a oe poket d’ezan,nbsp;lakeat buhan, hag eur pennadig goude, edo Paolig onbsp;vont hag o tont dre 'n ti gobius, mil gvvech eiirusoc’hnbsp;evit eur roue pe eun impalaer. Ne bade ket gant e fouge.
E vamm a vousc’hoarze oc’h e welet gweoh soun e benn gantan, gwech e zaoulagad pleget da zellet oc’h enbsp;vragou nevez. Abarz eun heur goude, oa bet ar c’han-lard oc’h en en em ziskouez e tiez an holl amezeien.nbsp;N’en doa ket, zoken, tizet dibri eun tamm, ken ne oanbsp;bet gwelet ar bragou gant Perig, Yannig ha Laouig,nbsp;hag evel n’oa ket c’hoaz a-walc’h, o veza en em gavetnbsp;gant Alanig, eur paotr eun tammig brasoc’h evitan,nbsp;hag a yoa o vont d’ar vourc’h, ez eas ive d’ar vourc’hnbsp;gant e vignon. Siouaz 1 aroa eo ema ar chanz o vont danbsp;drei. Gwelloc’h en divije great kalz Paolig chom er gear.nbsp;Mes eur paotr bragaouet evit ar wech kenta a gred enbsp;c’hell hiviziken mont e pep leac’h. Paolig a gave d’ezannbsp;e oa dioc’htu eur gwaz.
Setu i eta war hent ar vourc’h, Alanig hag hen. Bez’ 0 doa da dremen e-biou d’eun tammig glazen peflourennbsp;a yoa e kostez an hent; eur wazennig zour a rede hednbsp;ar c'hlazen-ze, hag a-zioc’h ez oa eun dorgennig. Diwarnbsp;gern an dorgen pe an duchennig-se, ez oa eun doarenbsp;gwenojen soun, war ziribin, hag eno ar baotred a yoanbsp;boaz da gemeret o ebad. Sevel a reant war an dorgen,nbsp;ha neuze e tiskennent a-ruz war ar c’hlazen. En em le-zel a reant da vont a-ruz, n’eo ket war o zreid, n’eo ketnbsp;war 0 daouarn, n’eo ket war o c’hein tre ken nebeut,nbsp;mez war an tachad-se eleac’h ma ’z eo ledana ar bragou.nbsp;N'ouzon ket, leaner, ha c’houi hoc’h eus great ar c’hoa-
-ocr page 107-— 101 —
ri-ze morse, pa oac’h nevez bragaouet, mes, a dra zur, ec'h ouzon ez eus hag o deus hen great.
Alanig eta n’hellas ket tremen dre eno hep mont da ober eun dro war an dorgen. Paolig ha n’en doa ketnbsp;gallet betek neuze kemeret perz en ebad-se, abalamournbsp;d’e zae losten, n’halle ket brema kennebeut mankoutnbsp;da vont da heul e gamalad. An dro genta ne deuas ketnbsp;kaej gantan, mes a benn m’en doa great diou pe deirnbsp;zro, e ruze ive brao ha kempen betek an traon. Arnbsp;c’hoari a blije da Baolig; mes, siouaz l pep plijadur a zonbsp;berr war an douar. P’edo oc’h ober ar bemped pe ar
l//'
mil
quot;IJ
c’houec’hved tro e oe klevet eur strakaden. N’eo ket eur rog, n’eo ket eun diframm hepken a yoa diskolpet hanbsp;distaget tre, ba chomet e hanter an dorgen. Hag evel panbsp;erru eun dichanz, ec’h erru peurliesa meur a hini, ar
-ocr page 108-paotr a yoa re a diz warnan, hag‘a risklas tre betek ar wazig dour eleac’h ma oe glebiet, kailharet ha goloet anbsp;bri ar pez a jome gantan eus e vragou.
Me ho iez da zonjal pebez glac’har, pebez anken evit ar paour kez Paolig! Penaos mont d’ar gêr er stum-ze ?nbsp;Penaos mont dirak e vamm? Ha kaout c’hoaz, douetus,nbsp;fest ar vaz i Paolig a skuilhas o vont ac’hano d’e dinbsp;daelou a-walc’h evit gwalc’hi e vragou, ma vijent betnbsp;destumet.
E vamm a yoa eur gristenez vat hag a ouie diorren mat he bugale. Gouzout a rea ne dleer ket kastiza eurnbsp;c’hrouadur pa fazi dre skanvadurez hag hep sonjal,nbsp;evel pa fazi dre benn fall ha gant anaoudegez eus ar peznbsp;a ra. Evelse, petra bennak ma 'z oa keuz ganti gweletnbsp;kollet an holl boan he doa kemeret evit sevel ar pez dil-had-se d’he mab, ne skoas ket gantan, n’her gourdrou-zas ket zoken. Ne reas nemet e alia da ziwall.
Mes Paolig a oe kastizet awalc’h, koulskoude; rak,. siouaz I ar zae-losten a oe red da lakaat adarre, ha danbsp;zerc’hel, zoken, meur a zervez, ken ne devoe gallet arnbsp;vamm haour dont a-benn da lakaat ar bragou freuzetnbsp;e stad da veza gwisket a-nevez. Hogen, mar great gvvapnbsp;diaraok eus ar paotr keaz gant e zae-losten, e reatnbsp;c’hoaz muioc’h brema, ha Paolig a renke plega e bennnbsp;gant mez, meur a wech.
Brema, marteze, ho pefe c’hoant da c’houzout petra deuas Paolig da veza divezatoc’h 1 Setu ama e berrnbsp;gomzou.
Rr c'hatekiz, person ar barrez e welas ez oa Paolig eur bugel fur ha sentus, en doa kalz a spared hag anbsp;skiant vat, hag ez oa devot evel eun êl. E gemeret anbsp;reas en e di, hag e reas d’ezan studia. Goude-ze, hernbsp;c’hasas d’ar skolach eleac’h ma oe atao unan eus ar renbsp;genta e-touez e gamaladed. Divezatoc’h, ez eas d’arnbsp;c’hloerdi bras, hag eno e oe evit ar gloer yaouank eurnbsp;skouer a bep seurt vertuzlou. 0 veza beleg e labouras
-ocr page 109-— 103 —
«pad meur a vlavez evit silvidigez an eneou en eur bar-rez. Abenn eur pennad, e eskob ber galvas evit beza vikel-vras, bag erfin, Paolig a oe e-unan lakêt da eskob.
O veza eskob, e konte e-unan gant plijadur ar pez am eus merket ama, bag e lavare : « Mar on deuet danbsp;veza eun dra bennak, e tlean boll d’am mamm vat,nbsp;•d’an deskadurez gristen he deus roet d’in.»
(Tennet eus ar Feis ha BreU koz.)
-ocr page 110-— 104 —
Pep tra a yoa sioul ha dienkrez en nozvez-ze e Ker-dafred. Kedern, ar merour, a yoa azezet war skabel an oaled o tevi eur c’hornad butun da c’hedal koan. Tri penbsp;bevar bugel a rea jolori endro d’ezan : lod a jache war enbsp;zilhad, lod-all a bigne war e zaoulin, ha kement-se evitnbsp;kaout ar blijadur da lavaret d’ezan ez oa gouel bras.
— Tad 1 tad I ankounac'heat hoc’h eus... Hizio ez eus gouel ! a lavare Janedig.
— Ya, eme Louis ive, eur paotrig albemp bloaz, hizio ema gouel ar Rouaned ! Mamm he deus great eur gouignnbsp;gant bleud gwiniz ; lakeat he deus enni mei, hag eunnbsp;dra bennak-all c'hoaz, eur...
— Arabat lavaret, Louis, pe hon tad a ouezo evel-domp 1 a lavaras Gaïd, ar baotrezig dous.
— Plijadur a vo 1 Plijadur a vo !... a lavare ar vuga-le o strakal o daouarn hag o tilammat d’an douar.
Pen Kedern a deuas da veza tenval.
Ar pez a lavare a rea d’ezan sonjal e traou a-bouez.
Edod neuze e mare gwasa an dispac’h, p’edo ar spont vras o ren war ar vro. Ne vije ket bet brao da dud Ker-dafred beza tapet oc’h ober an disterra traac’helledigasnbsp;sonj eus gouel koz ar Rouaned ; ouspenn peadra a yoanbsp;eno da veza barnet ha dibennet. An dispac’herien a yoanbsp;kris ha n’helled kuzat netra outo. Piouc’hoar han’edontnbsp;ket zoken d’an ampoent oc’h ober o zro, hag o spia arnbsp;pez a read en tiez 1 E abardaez an deiz-se, en-deün, onbsp;tont eus foar Foujer, Kedern en doa klevet tennou fuzulnbsp;a-bell.
E galon a deuas da veza ankeniet pa zonjas e ke-
-ocr page 111-— 105 —
ment-se. Ghacha reas ar vugale davetan hag e lavaras d’ezo a-vouez izel:
— Roit peoc’h, bugale ! Ma klevfed ac’hanoc’h I
Ar vugale a oe spontet d’o zro hag a yeas d’en em starda ouz o zad.
Gwelet a reant ez oa eur riskl bennak uz d’o fennou.
Gaïd hepken a gredas lavaret goustadik :
— Perak kaout aon pa ’z eo prennet ker mat an nor?
— Aon am eus evidoc’h, bugale I
— P’eo gwir emaomp ganeoc’h !
— nbsp;nbsp;nbsp;iN’eo ket a-walc’h, emezan.
— nbsp;nbsp;nbsp;ü tad 1 an dud fall ne gredint ket dont; ha neuze,nbsp;Doue a gar ac’hanomp ; ben bon diouallo dioc'h pepnbsp;droug. Mamm he deus great d’eomp lavaret hor peden-nou evit goulenn e skoazel.
Kedern a roas eur pok d’e verc’h :
— Doue ra viro ac’hanout, emezan. Poent eo d’eomp debri koan. Ouz taol, bugale 1
Ar wreg he doa lakeat eun dousier wenn war an daol, ha war an dousier-ze eur podad chistr hageurbaranbsp;gwiniz da zigas c’hoant debri d’an duü.
Ha setu, p’edod o c’hedal an nebeuta, unan bennak o skei taoliou raunut war an nor, hag e oe klevet eurnbsp;vouez olavaret:
— Digorit buhan, en han’ Doue 1
An ozac’h a hastas mont da zigeri, hag e kavas dira-zan eun den koz, gwenn e vleo, sounn c’hoaz evelato war e ziwesker, d’ezan eun dremm leun a vadelez hag anbsp;zousder.
— Aotrou person ker ! a lavaras Kedern mantret.
— Deuit tre, aotrou person, a lavaras ive Madalen, ar wreg. Deuit en ti, hag ho pezo ho lod eus kouign arnbsp;Rouaned.
Ar beleg a vousc’hoarzas.
— Siouaz 1 va mignoned, n’eo ket brao digemeret eun den eveldon-me. Pardonit d’in koulskoude mar dan
-ocr page 112-en ho ti: kement a riou hag a naon am eus 1 Skuis ma-ro oun ivez o c'haloupat ar c’hoajou.
An aotrou persoun a azezas war eur skabel. Dare oa koan. Goude beza lavaret ar pedennou, ha goulennetnbsp;bennoz Done war ar boned ez ead da gemeret, an aotrounbsp;person a yoa o kas eun tamm bara d’e c’hinou, pa oenbsp;klevet trouz tud o vale dirak an ti ha prestik goude enbsp;koueze taoliou pounner war ar paour kez dor.
— An enebourien ! eme an aotrou person. Lezit ac’hanon da vont daveto. Ne fell ket d’in ho pefe da baeanbsp;ho karantez evidon. Digorit an nor 1
— Biken, aotrou Person !
— Red mat eo koulskoude !
— Aotrou Person, geilet e vezo marteze savetei ac’ha-noc’h. Deuit ! Deuit!
Ar c’houeriad a jachas ar beleg keaz warzu eun arc hig a yoa en eur c’horn eus an ti hag a reas d’ezannbsp;mont ebars.
— Dreist-holl, eme an aotrou person, n’it ket da lavaret gevier ! Ne fell ket d’in, klevet a rit ? Ne fell ket d’in prena va buez gant eur gaou !
Edo ar chas Gallotivarc’haannorpa’z easanozac’h da zigeri.
— Eur beleg a zo kuzet ama. a lavaras ar bleizi o yudal. E peleac’h ema ? Lavar buhan I Ha diouall nanbsp;lavarffiz gevier d'eomp !
Ar choueriad a reas eun heja d’e skoaz hag a lavaras:
— Grit hervez ho micher !
— Asa I lavar : E peleac’h ec'h eus kuzet anezan T Da respont, mar deo gaouiad, a gaso ac’hanout d’arnbsp;maro, ha da dud ivez.
Kedern a zavas aon gantan ; dont a reas da veza drouk-livet, hag edo o vont da zempla. Kemeret a reasnbsp;kalon evelato o sonjal n’edo ket armaredagoll arpenn.
Ar gourdrouz a vlje sevenet, her gouzout a rea ; an armou a lugerne en o daouarn a yoa c’hoaz rus gant ar
-ocr page 113-— 107
gwad, da viana meur a hini anezo. Dont a reas sonj d’ezan eus komzou ar beleg ; Ne fell ket d’in prena vanbsp;buez gant eur gaou !
Kedern a ziskouezas an arc’h d’an dispac’herien hag a lavaras d’ezo :
— Aze ema !
An enebourien a daolas eur zell war an tammkoufr. Ar Breizad a lamme direiz e galon en e greiz ; e dud anbsp;varve gant ar spont; den aval na roas da anaout a-zia-veaz ar pez a dremene en e ziabarz.
An hini a yoa e penn ar strollad muntrerien a yeas eur zac’had kounnar ennan :
— Petra 1 Daoust hag oc’h ober gwap emaout ? Ni n’emaomp ket o klask eun toull gedon. Eun all a dienbsp;beza en da di, en eur c’hougn bennak.
— Klaskit anezan, a lavaras Kedern.
— Ne fell ket d'it hen diskouez ?
— Petra livirin-me d’eoc’h ouspenn ?
— A-walc’h eo, eme ar c’habiten ; mes malloz d’ar person mar tigouez d’eomp lakaat hor c’hrabanou war-nan !
Ar zoudarded a glaskas dre an ti; mes kaer o doe klask ne gavjont netra. Mont a rejont kuit o kounnarinbsp;hag 0 sakreal war goust ar paour kez aotrou person.
— Tec’het a ra eur wech muioc’h eus tre hon daouarn ; souezus eo, rak kredi mat a reamp edomp war e rou-dou. Mes ne gollo netra evit gedal.
Eat oa kuit eta pelloc’h ar vandennad chas Gall. Ar beleg koz a deuas er meaz eus e doull kuz.
— Meuleudi da Zoue I emezan laouen bras ; saveteel oun bet gant ar wirionez hoc’h eus lavaret. Holl avat enbsp;vijemp bet kollet mar ho pije lavaret eur gaou.
— G’houi a zo eur zant, aotrou person I
— Me a zo eur paour kez pec’her dare da vervel gant an naon, eme ar beleg oc’h azeza uz taol. Mall bras eonbsp;d’eomp kregi e pred ar Rouaned.
-ocr page 114-108
— Setu ama loden Done, aotrou person ; d’eoc’h eo t Ra vezimp muioc’h en hon eaz er bloaz a zeu evit debrinbsp;ar goan-ma ! Ni da vihana n’ankounac’haimp biken annbsp;nozvez trubuilhet-ma.
— Diskouezet he deus d’eomp penaos ema dourn Doue o tifen ac’hanomp, a lavaras ar beleg. Meulompnbsp;da viken e hano santel! Greomp atao hon dever, ha danbsp;c’houde, ra vezimp etre daouarn an Aotrou Doue, manbsp;rai ac’hanomp ar pez a blij o gantan.
-ocr page 115-109
E Breiz-Izel, en eur c’hornig a venez Are eznbsp;eus eur chapel dindannbsp;hano St-Herbot, hag arnbsp;chapel-ze zo anavezetnbsp;ha darempredet gantnbsp;kalz a dud. E kichennbsp;ar chapel-ze ez eus arnbsp;pez a c’halver eurnbsp;c’houez-dour hag a deunbsp;tud a-bell da zellet ou-tan. Ar sterEllez,gou-de dont eus an douarnbsp;e Gun-Elle, e-troadnbsp;menez Sant-Mikeal, anbsp;dreus Brenniliz ha Lo-kefred o vont war-zunbsp;Sant-Herbot. Ar ster anbsp;zo eno war eur blenennbsp;uhel, mes araok digouezout e Sant-Herbot e tisken ennbsp;eun taol, diwar ar menez, en eun draonien pe stankennbsp;don don. An dour en em daol a gas, a lamm da lamm,nbsp;a roc’hel da roc'hel, hed wardro eurc’hard eur bale, aza-lek ar beg betek ar goueled. Dreist-oll pa vez krenv annbsp;doureier, ne weler nemet eonen evel eul linser wennnbsp;ledan stignet o plega hag o tisplega azalek gorre ar menez d’an traon hag e klever eun trouz a laka da dreger-nl ar c’harter-oll. En daou du d’ar ster ez eus koat, hanbsp;gwelet a reer ive stank a-walc’h, oc’h diribin an dorgen
-ocr page 116-— 110 —
2onn-ze, peziou rec’hel ha ne gretel ket monttost d’ezo, rak dalc’hmad e sonjfet e vent o vont da riskla eus alnbsp;leac'h m’emaint ha da ruilha da oueled an draonien.
Dindan unan eus ar rec’hel-ze ez eus eun toull, evel eur c’hao, hag e goueled ar c’hao-ze, don kenan, ez eusnbsp;eun eienen a red an dour anezi en eur feunteunig eurnbsp;pennad ac’hano. Hounnez oa gwechall feunteun Santnbsp;Herbot. Hogen, abaoue ma ’% eo digouezet ar pez eznbsp;eomp da verka ama, an eienen-ze n’he deus mui a ha-no ; he dour a zo milliget; ar mesaer a dec’h diouti, hanbsp;ne feil ket d'ezan zoken lezel e loened da eva eus annbsp;dour-ze.
E kichen dor ar c’hao ze ez eus eur mean-hir astennet e-touez ar c’hinvi dindan eur penn eus ar mean ez eus eur mean-all bihannoc’h. A-bell e kemertet ar mean-ze evit eur mean-hir, evel a zo eleiz e Breiz Izel, mesnbsp;a-dost e ve lavaret e ve eno war e c’hourvez eur mar-c’heg gant eur mean dindan e benn oc’h ober penn-we-le. Hennez eo skeuden pe mean ar marc’heg milliget, anbsp;zav ac’hano a-wechou, a leverer, hag a glever oc’h hir-voudi. Setu ama penaos eobet savet an histor ze.
Eun amzer zo bet, hag an holl o deus klevet hano eus an amzer-ze, ma 'z ea, eus a Vro-G’hall hag eus annbsp;holl broiou kristen, tud a vandennou d’an douar santel,nbsp;da vrezelekaat evit diten bez hor Zalver hag al leac’hiounbsp;all bet rusiet gant gvvad Jezuz-Krist, pe bet santelleatnbsp;gantan o vale dreizo. An duchentil dreist-oll a yea ennbsp;hent, ar re da vihana anezo a yoa kristenten vat, hanbsp;pep hini a gase gantan muia ma c’helle eus e wazien,nbsp;eus ar re ma en doa gwir warnezo. Setu petra c’halvetnbsp;ar brezel santel pe brezel evit ar groaz, hag ar re a yeanbsp;d’ar brezel-ze a c’halvet kroazourien, ha dongen a reantnbsp;eur groaz e mezer war o dilhad. Ar Vretoned ne oentnbsp;nak ar re ziveza o vont d’ar brezel santel-ze, nak ar renbsp;a ziskouezas ennan nebeuta nerz-kalon na nebeuta feiz,nbsp;hag ar Sarazined, an dud divadez eus ar vro-ze o deus
-ocr page 117-— ill —
dalc’het sonj pell amzer eus an taoliou kaer great eno gant tud a Vreiz-Izel. En amzer-ze ez oa a-dost da Zantnbsp;Herbot daou gastell hag a yoa o chom enno daou zijen-til, daou varc’heg, ar marc'heg Ruskeg hag ar marc’hegnbsp;Rusdal, hag an daou gastell a zouge pep hini anezo ha-no e berc’hen.
Ar rnarc’heg Ruskeg a yoa eun dijentil a lignez uhel eun den eus ar re wella, eur c'hristen kalonek, karetnbsp;gant e wazien ha gant an holl. Ne vije ket bet brao ernbsp;mare-ze mont da glask stourm oc’h kastell Ruskeg.nbsp;Gwelet e vije bet hep dale labourerien-douar, mesaerien,nbsp;pilhaouerien o kemeret, e dg^fot gwell, pep hini e benn-baz evit mont da zifen an Abtróü. Ar vugale zoken, onbsp;tiouall an denvedermenez, a vije eat d’an emgann gantnbsp;0 fenn-baz-dotu, kentoc'h eget lezel ober droug d’an hininbsp;a garient holl bras ha bihan. Kerkent ha ma oe hano danbsp;vont da zifen bez hor Zalver, marc’heg Ruskeg, evelnbsp;eur c’hristen mat ma z’ oa, a oe unan eus ar re gentanbsp;oc’h en em lakaat en hent, hag o testum eur vandennbsp;eus e wazien hag eus e vignoned da vont d’e heul.
Marc’heg Rusdal ne oa tamm henvel oc’h an dijentil mat hon deus komzet anezan. Rusdal a yoa eun dennbsp;kris ha diboell. Kredabl oa bet badezet; hogen, hag enbsp;vije bet divadez, n’en divije ket renet eur vuez dizu-choc’h, direoloc’h na gwasoc’h evit a rea. E wazien hagnbsp;ar re a yoa dindanna ne dosteant morse outan hemetnbsp;en eur grena. Beva a rea en e gastell gant eun touUadnbsp;mevellou pe lakizien ken direol, ker kris ha ken divadez hag hen. Ne deant er meaz eus ar c’hastell-ze nemetnbsp;evit skrabat ar pez a blije d’ezo : laeres ha laza a yoanbsp;evito eun ebat. Tec’het a reat dioc’h ar c’hastell evelnbsp;dioc’h eun toull laeron. Abaoue ma oa eat an dijentilnbsp;Ruskeg d’an douar santel, Rusdal en doakresketc’hoaznbsp;e dorfejou, ha kresket oa ive dre ar vro ar strafuilh hagnbsp;an enkrez a yoa razan. Rak, e c’hellit kredi, Rusdal n'oanbsp;Ket eat da zifen bez hor Zalver ; eun den eveldan n’oa
-ocr page 118-— 112 —
ket great evit dougen ar groaz, na bale dindan banniel IJezuz.
E kreiz e zizursiou, e kreiz an ebatou euzus en em blije enno, Rusdal a yoa bepred eun dra o kriniat e galon ; an youl d’en em venji, ar gasoni en doa oc’h annbsp;dijentil Ruskeg. Kounnari a rea ö sonjal ez oa an dijen-til-ze karet gant an holl, endra ma’z oa hen kaseat gantnbsp;holt dud ar vro. Roet en divije e ene, ha meur a hini,nbsp;mar en divije bet da rei, evit gallout en em zizober, evitnbsp;gallout en em venji eus e enebour. Ar gounnar, ar vi'a-risi-ze her c’hrinie noz-deiz. Dalc’hmad her c’hlevet onbsp;lavaret: « Piou am venjo-me -war hennez ? Piou en dis-trujo ? Piou a roi d’in-me tro da ziskar warnezan vanbsp;c’hounnar ha va malloz ?
Evel a welit, an ifern a yoa e kalon ar marc’heg hag an ifern a respontas ive a-benn eur pennad oc’h annbsp;youl-ze eus e galon kaledet. An droug-spered a gavasnbsp;da gas d’e zikour unan hag en doa eur galon ker krisnbsp;hag hen. Eun nosvez ma edo Rusdal en eun dourel eusnbsp;e gastell, e rea eun amzer skrijus ; an avel a yude, arnbsp;gurun a groze, al luc’hed a zidarze hep ehan, hag arnbsp;marc’heg direol a doue hag a lavare hep eun amzer :
— Piou a zistrujo va enehour ?
— Me ! eme eur vouez o respont eus ar meaz.
Ha kerkent e tigor dor an dourel, hag eun den en em gav en e zav dirak Rusdal, ober a reas eur skrijaden,nbsp;hag e lavaras :
— Te ? Piou out te ?
— Sorser Lannedern, Korrig, ho prasa mignon.
— Sorser Lannedern ? Mat, daoust pe te zo den, pe te zo diaoul, mar grez va labour, bez deuet mat !
— Hen ober a rin.
— Ha petra zo red d’ober t
— Dont d’am heul.
— Da beleac’h ?
— Da feunteun Sant Herbot.
-ocr page 119- -ocr page 120-— 114 —
— Petrs, emezan, ha ne ve ket kouls mont eleac’h-ain
— Aon ec’h eus Rusdal ? Mar ec’h eus aon, chom aze, mes me lavaro ez out eur marc’heg digalon.
— Me... aon I bale e leac’h ma kiri, n’eo ket Rusdal a jomo warlerc’h...
— Ni welo.
— Pe zeiz eo red mont ? Da be heur ?
— Henoz, brema dioc’htu. Selaou 1
Ha kerkent e klevfchont horolaj ar c’hastell o sini hanter-noz. Ar sorser a gontas an daouzek taol hint danbsp;hini, a vouez uhel, ha pa en devoa kontet an daouzek-ved taol e lavaras :
— Alo, setu ar mare ; mar deus gwad en da wazied, deus war va lerc’h !
Evel daou lapous noz, pe daou ziaoul o klask tud da zamma, ez ejont ac’hano, buhana ma c’hellent, a-dreuznbsp;al lann hag ar brug, e-trezek feunteun Sant-Herbot.
Araok mont larkoc’h, lavaromp petra oa an hini a yoa deut.da gerc’hat Marc’heg Rusdal, hag a lavare oa enbsp;hano Korrig pe sorser Lannedern.
Korrig, evit gwir, a yoa ganet e Lannedern. E vamm a yoa eur gristenez vat, hag he divije e ziorroet evelnbsp;m’eo dieet ma vije chomet beo gantan. Siouaz 1 dont anbsp;teas ar maro d’ezi pa oa c’hoaz bihan he mab. Korrig anbsp;oe neuze dilezet, rak e dad, hag a garie re ar pichera-dou, en em lakeas neuze da rener saout ha loened-all,nbsp;evit kaout tro evel-se da vont dalc’hmad eus an eil kearnbsp;varc’had d’eben, ha da derri e zec’hed aliesoc’h, hag inbsp;lezas e vab d’en em denna evel ma karje. Korrig en doinbsp;spered, mes evel n’en doa den na da gemeret soursinbsp;anezan na d’e gelen, en em roas d’an droug. Evel earnbsp;parkad ed doareet brao da genta, ma na vez letnbsp;c’houennet, ma na vez kemeret soursi ebet anezan, anbsp;deu al loizzeier fall da zevel ennan ha da c’hounit varnbsp;an ed mat; evel-se e c’hoarvezas gant ar paotrig-na.
-ocr page 121-115
N’en devoa den evi i hen difazia pa vanke, ha gevel-se an droug a deuas e her amzer da c’hounit en e galon warnbsp;ar mad. E dad ne roe d’ezan nemet gwall skouer. Panbsp;deue d’e di goude beza bet diou pe deir zizun o vale, panbsp;gleve tamall eun droug bennak d’e vab, en em lakea d’enbsp;vazata, hag eun dervez e skoas gantan gant kement anbsp;grisder, ina tec’has Korrig ac'hano eneur douet ne deu-je mui biken war-dro e dadna d’an ti eleac’h ma ’z oanbsp;ganet. Neuze ez eas da veva er c’hoajou, gwech ama,nbsp;gwech ahont, en touHou dindan ar reier, hag ac’hanonbsp;ez ea da c’houlen an aluzen, pe da laëres, dioc’h ma ka-ve tro. Pa oa deuet da veza den a-walc’h, en em lakeasnbsp;da ober similherez, ha tud ar c’harter o doa aon razannbsp;her galve sorser Lannedern.
Korrig a ouie pebeus kasoni en doa Marc’heg Rusdal oc’h Marc’heg Ruskeg. Gouzout a rea e the an dijentilnbsp;digouezout er gear, distro eus an douar santel, goudenbsp;beza brezelekeat eno gant kalon evit bez hor Zalver. Hanbsp;setu perak oa deuet da gerc’hat Rusdal evit taga an di-jentil Ruskeg araok ma tigouesche en e gastell.
Korrig ha Rusdal a yea eta a-brez, evel m’on eus lavaret. An noz a yoa tenval-zac’h ; lammet a reant ernbsp;poullou dour ; steki a reant oc’h ar reier; ar skourrounbsp;gw3z a fouete d’ezo o drem ; o dilhad a yoa treuzet gantnbsp;an dour bil a rea. Rusdal a yoa eat ker skuiz ma nanbsp;c’halle mont ken.
— Ehanomp eun neubeut, emezan.
— Ehana ? erne ar zorser o laosker eur c'hoarzaden c’houez.
— G’hoarzin a rez, den fall zo ac’hanout, oc’h va gwelet skuiz maro !
— C’hoarzin pe vervel, erne ar zorser ; bete vrema, Rusdal, n’ec’h eus bet nemet ebat ; ma n’hellez muinbsp;c’hoarzin, n’ec’h eus ken nemet mervel.
— Den fallakr, te da vihana ne c’hoarzi mui ! Hag ar marc’heg a yea da dreuzi Korrig gant e gleze. Mes
-ocr page 122-— 116 —
hema a yeas en eul lamm pell dioc’h Rusdal, hag a la-varas adarre en eur c’hoarzin :
— Klask a rez va laza, Rusdal; mes neuze, ha da venjans ? Neuze e fell d’it lezel Ruskeg didrouz ?
— Biken ! ha pa rankchen....
Ne gredan ket merka blasfem ar reuzeudig.
— Ma, neuze, dalc'h mat da zont d’am heul.
Etre daou oant digouezet e kichen feunteun Sant Herbot, er c’hao dindan ar roc’hel.
— Ehan brema eur pennad, eme ar zorser, rak bre-maik ez pezo ezom eus da nerz. Ha neuze, n’ec’h eus ket lavaret c’hoaz pegement a aour ec’h eus sonj da reinbsp;d’in. Me ne garan ket labourat evitnetra, hagarzsrvichnbsp;a rentan d’it ne deo ket dister.
Rusdal n’en doa ket bet c'hoaz an amzer da respont, pa weljont eur c’houlaouen dindanno e goueled an drao-nien, e-touez ar gwez.
— Henhont eo ar marc’heg Ruskeg ? eme Rusdal.
— Hen e-unan, eme ar zorser ; ema war varc'h ha daou vevel en e raok, eul letern ganto.
-ocr page 123-Marc’heg Rusdal ne c’hortoz ket hirroc’h. Ar warizi, ar gasoni, ar gounnar, an egar o virvi en e galon, ennbsp;em daol a benn-herr d’an traon evit en em strinka warnbsp;e enebour. Hogen, pelloc’h edo dioc’h goueled an drao-nien evit na zonje d’ezan, bag evel daoulagad e gorf nenbsp;welent ket muioc’h evit daoulagad e ene, ez a da stekinbsp;oc’h eur roc'hel, ha diwar ar roc’h-se e ruilh a roc’h danbsp;roc’h beteg an traon, bag e koez flastret etre treid marc'hnbsp;an dijentil Ruskeg.
An dijentil mat a lavaras d’e zaou vevel sevel an den-ze, hag hen e-unan a ziskennas diwar e varc’h evitnbsp;sikour an hini a weie astennet eno maro war an bent.nbsp;Hogen, pebeus souez ha pebeus spont o devoe pa wel-jont n’allent ket e zevel hag oa troet ar c'horf maro enbsp;mean ! Neuje e weljont ive eun all o tont da gregi e korfnbsp;ar marc’heg maro : sorser Lannedern oa ; ha pa welasnbsp;petra oa deut e vignon da veza, e laoskas eur youc’ha-den skrijus, hag e tec’has ac’hano evel eun den dis-kiant. Hag e gwirionez, troet oa e spered, ha mervel anbsp;reas hep dale, stoet hep mar gant dourn Doue.
An dijentil Ruskeg a drugarelïaas neuzeDoue c’hoek da veza e zifennet oc’h an daou zen fallakr-se.
Korf ar marc’heg eat e mean eo a zo eno dirak ar c’hao ma hon eus komzet anezan, haghenhenvel a reernbsp;Ar Marches Milliget.
G. M.
(Tennet diwar Feiz ha Breiz, 23 mae 1868).
-ocr page 124-— 118
PE
Eur wech ez oa eur zoudard bieizadhanvetDizoursi abalamour ma veze atao laouen, bag ivez abalamournbsp;ma karie lavaret farserez evit lakat an dud da c’hoar-zin. Edo o tizrei d’ar gér eus an arme, echu e gonjenbsp;gantan, a lavar lod ; re-all a lavar oa deuet dreist arnbsp;voger ; mes an dra-ze ne zeil ket ouzomp.
Goude beza baleet epad eun dervez birr ec’b en em gavas wardro mare kuz-beol dirak mogeriou ubel eurnbsp;c’hastell-krenv. Skuis oa; naon en doa ivez, ba n’ennbsp;doa gwenneg ebet war e bano. Ma ’z eas da c’boulennbsp;lojeiz d’ar c’bastell.
Skei a reas war an nor. An norig viban a yoa en bini vras a zigoras, bag ar porsier a c’boulennas:
— Petra glaskit?
— G’hoant em befe da gaout eun tamm lojeiz, evit an noz-ma bepken, rak skuis oun gant va derveziadnbsp;bale.
— Gbomit aze da c’bedal eur pennadig, mont a ran da c’boulen ali an Aotrou.
Ar porsier a yeas da gaout an Aotrou, bag a lavaras d’ezan ez oa e-tal an nor eur zoudard skuis maro onbsp;c’boulen loja.
— Grit d’ezan dont d’am c’baout, a respontas an Aotrou.
-ocr page 125-— 119 —
Ar porsier a zigoras an nor d’ar zoudard hag a gasas anezan da gaout an Aotrou a oa o tomma e-kichen eun tan brao e sal vras ar c'hastell.
— Noz vat, Aotrou I a lavaras Dizoursi oc’h erruout er zal.
— Noz vat. va faotr, a respontas an dijentil. Petra feil d’it ?
— C’hoant em befe da gaout lojeiz, rak skuis maro oun, naon em eus ivez ha gwenneg ebet n’em eus.
— Loja rin ac’hanouta-walc’h, hazoken bez’ ez pezo kement a gari da zibri ha da eva, ma n’out ket aonik,nbsp;ha ma karez tremen an noz en unan eus kambchou arnbsp;c’hastell a vez gwelet bemnoz enni, teuzed, diaoulou,nbsp;pe me n’ouzoun ket petra. Ar pez a c’houzoun eo e venbsp;enni eun trouz, eur safar bemnoz ma ne c’hell dennbsp;chom a-dost; red mat eo bet d’eomp dilezel krenn arnbsp;gambr-ze. Ma teuez a-benn da gas kuit an drouk-spere-jou, ma c’hellfomp distrei adarre da jom enni, kleo,nbsp;n’ez pezo ket kollet da boan, paeet mat e vezi.
Dizoursi a respontas:
— G'hoant am eus da ober eun taol-esa, daoust petra c’hoarvezo. N’oun bet morse eur c’hrener, hane zis-plijfe ket d'in gwelet eun tammig an diaoul a-dost ; alies a-walc’h em eus klevet ober e gaoz hep mac’h ana-vesfen anezan egiz-all. Goude tont, n'eo ket marteze,nbsp;ken drouk ha ma lavarer.
— An dra-ze avat, eme an Aotrou, a zo kozeal; te a zo eur paotr dibikouz. Mont a ran da gas ac’hanout be-tek eno. Kaout a ri er zal ar pez a goat az pezo ezomnbsp;evit ober tan, hn bremaik me aroiourz da gas d’it bara,nbsp;kig, chistr ha gwin kement ha makari. Ober a ri goudenbsp;da geusteuren evel ma plijo ganez.
Dizoursi a yeas er zal vras, hag hep dale e teuas mevelien da zigas d’ezan eur feskennad danvad kris,nbsp;eur vouchen vara gwenn ha c’houec’h boutailhad gwinnbsp;koz. Da genta e reas eun tantad bras a dan hag e lakeas
-ocr page 126-— 120 —
ar c’hig ouz ar ber, Goude ec’h. azezas en eur gador vourret e-kichen an tan, e tanas e gorn butun, e tistou-fas eur voutailhad gwin bag ec’h evas eur werennad.nbsp;Hag e chachas war e gorn butun endra ma selle ouz arnbsp;c’hig o rosta.
— Petra eo ar spont 1 emezan. An dud-se a gav d’ezo ez eus ama teuzed, korred, diaoulou, ha me c’hoar?
...Hagwelit pegen sioul eo pep tra dre ama I peger brao emaon-me amal... Ne vijen ken fall ganti ama,nbsp;dreist-oll ma vije great ker brao atao d’in...
Hag hen ha diskarga eun eil gwerennad gwin ; edo o vont da staga ganti pa glevas eun trouz bras er simi-nal; hepdale e kouezas en tan eur spez dic’hiz, eunnbsp;diaoul, kredabl, hag a grogas ennan hag hen stlapasnbsp;hep diezamant ebet betek ar penn pella eus ar gambr,nbsp;koulz ha pa vije bet eur fagoden, hag hen da azeza enenbsp;leac’h war ar gador vourret.
— A! a zonjas Dizoursi, setu ar zabat o vont da zi-geri! 0 n’eus fors, gwelet a raimp pe seurt finvez a vezo.
Sevel a reas en e zav, hag hen o vont da azeza dispont e kenver an hini nevez deuet, en eur gador-all, en tu enep d’eben. Hogen, prestik e klevas adarre trouz ernbsp;siminal, hag eun eil Aotrou henvel mil ouz ar c’henta anbsp;gouezas adarre en tan, a zavas prim en e zav, hag obernbsp;ivez evel egile, kregi er paotr hag hen stlepel e pennnbsp;pella ar gambr, ha da azeza en e leac’h.
— Setu ama mignoned difeson 1 a zonjas Dizoursi o sevel en e zav -, va rost eo a die beza poaz ; mont a rannbsp;d’hen tenna eus an tan, n’eo ket dont a rafe c’hoant d’arnbsp;re-ma da zailha gantan.
Dizoursi a eure d’an oaled; edo o vont da gregi er rost pa gouezas eun diaou-all en tan, hag hen henvel enbsp;pep tra ouz ar re a yoa deuet en e raok. Hema ivez anbsp;grogas e Dizoursi hag hen taolas rost hag-all e pennnbsp;pella ar zal.
-ocr page 127-— 121 —
— A! eme ar c’banfard, dont a ran da skuiza gant ar c’hoari-ma. Me a zo o vont d’o lezel da domma, raknbsp;doare a zo e karont an tan ; e keit-se me ayeloergwele-kloz a welan aze. Kas a ran ganen ar c’hig hag eur vou-tailhad win ; marteze am lezint da goania e peoc’h.
Mont a reas e gwirionez d’ar gwele a yoa e traon ar gambr vras. Mes n’edo ket ennan astennet mat pa deuasnbsp;an tri diaoul (ya, diaoulou oant, red eo hen anzav)nbsp;betek ennan ha da goms outan evel-hen :
— A I Dizoursi, an den dispont, te gav d’it eta emaomp o vont d’az lezel e peoc’h da frikotaazeevel-se,nbsp;en hon zra, evel pa vijez en da di da-unan ? Fazia rez,nbsp;va mighon, ni a zo o vont da ober da stal d’it.
Evelato, Aotrounez, mechans n’am lazot ket er gwele-ma, evel tri digalon, hag am lezot da zevel evitnbsp;gellout en em ziten ? Emaoc’h tri ouz unan.
— Ya, emezo, sevel a c’hellez.
Ha Dizoursi da lammet eus e wele. En noz a-raok en doa kousket en eun iliz, ha dioc’h ar mintin en eur vontnbsp;er meaz en doa kemeret er pinsin bras eur voutailhadnbsp;dour benniget a yoa bet chistr enni. Kerkent ha ma oenbsp;war e zeuliou e tistoufas e voutailh, ha dao ! dao ! dournbsp;benniget a-dreuz hag a-hed war an diaoulou. Ar re-ma anbsp;wike, a fiche, a lamme, a filbouche o klask eun toullnbsp;bennak da guzat pe eur riboul evit tec’het. Mantrus oanbsp;klevet anezo o vlejal.
— Awalc’h I awalc’h I emezo ; lez ac'hanomp da dec’het, Dizoursi ! Truez l awalc’h 1 awalc’h 1
— Ya, ma roit d’in ho ker ne zistroot mui d’ar c’has-tell-ma.
— Ya, ya, rei a reomp ; birviken mui ne zistroimp I
— Sin it neuze, lakit hoc’h hano ama war ar paper-ma gant ho kwad.
— Ya, ya, sina raimp gant hor gwad.
Sina rejont war haper parch a oe kavet dre eno. Dizoursi kerkent a lezas anezo da vont e peoc’h dre al
-ocr page 128-— 122 —
ieac’h ma ’z oant deuet, da lavaret eo dre ar sirainal. Hag e c’hellas koania en e eaz. Kousket a reas c’hoeknbsp;goude betek an deiz.
Mestr ar c’hastell kerkent ha savet a oe mail gantan mont da welet Dizoursi. Meurbet souezet e oe oc’h enbsp;gaout beo.
— Penaos, eraezan, n’out ket maro eta 1
— Ya da, Aotrou, beo oun evel a welit, ha n’em eus ket bet an disterra glaz zoken.
— Hag ec’h eus tremenet ama an noz penn-da-benn ?
— O ya da, Aotrou.
— Ha n’ec’h eus gwelet netra direiz ebet ?
— Aze avat, aotrou, n’hellan ket lavaret nan. Bet em eus da ober gant kanfarted eus ar seurt ne garfennbsp;ket gwelet alies ; mes bezit dinec’h, kaset em eus anezonbsp;da vale evit biken diwar ho tro.
— Poan em eus o kredi ac’hanout; pe seurt merk ac’h eus da rei d’in evit ma kredin ?
— Kemerit ar paper-parch-ma, ha gwelit petra zo warnan.
Hag e tiskouezas d’an aotrou ar paper el leac’h m’o doa sinet an diaoulou gant o gwad.
An aotrou a reas eur zeil warnan, hag a lavaras laouen bras ;
— O pebeus labour talvoudus ac’h eus grêt evidon 1 Goulen diganen brema kement a gari evit da baemant,nbsp;ha me hen roio d’it. G'hoant ac’h eus e rofen d’it vanbsp;merc’h ?
— Ne dalvezan ket kement-se a enor, ha n’em beus tamm c’hoant ebet da zevel ken uhel. Me a zo govellernbsp;dre vicher, evel oa va zad, ha mar feil d’eoc’h ober pli-jadur d’in, grit sevel d’in eur c’bovel e kichenik an hentnbsp;bras, lakit enni houarn ha glaou, rak n’em eus gwennegnbsp;ebet. Me a houarno d’eoc’h ho kezeg ha re ho merouriennbsp;hag ivez re ar veajourien a dremeno, hag e vevin evel-se dioc’h va labour, evel ma tie pep den onest.
-ocr page 129-— 123 —
An aotrou a teas sevel ar c’hovel e kichenik an hent bras. Dizoursi a oe mall gantan mont da jom enni. Penn-da-benn an deiz hag an noz alies e klevet ar morzol onbsp;skei war an anne ; Dizoursi a garie'al labour. Ar prati-kou na vankent ket, ar pez a rea plijadur d’ezan hagnbsp;hen lakae laouen hag eürus.
Eun dervez edo o labourat evel kustum, war gorf e-roched, du e zremm gant ar glaou hag ar moged, pa deuas daou ziaveziad da dremen, unan anezo koz hag.nbsp;egile yaouank. Hag i da jom a zav dirak ar c’hovel.
-ocr page 130-124
— nbsp;nbsp;nbsp;Labourat a rez a galon vat, Dizoursi : a lavaras arnbsp;yaouanka.
— nbsp;nbsp;nbsp;Red mat eo da bep unan labourat, Aotrounez, evitnbsp;gounit e voued, a respontas Dizoursi,
Hag e tenue an houarn eus an tan, e skoe warnan gant ar morzol, bag hen lakae adarre en tan.
Ar c’houezen berad warlerc’h berad a zivere stank eus e dal. An daou dremener a jome barnet da zelletnbsp;outan.
— Eveldout, Dizoursi, me a gar al labourerien, a lavaras adarre an dianavezet, hag evit hen diskouez d'it, gra ouzin teir goulen, ar re a giri, hag ez pezo herveznbsp;da c’hoant.
Dizoursi a reas eur zeil korn ouz an daou zen, a vousc’hoarzas evel eun den ha n’eo ket bras efizians.
— Da genta, eme ar c’hosa eus ar veajourien, goulen ar baradoz.
— Ar baradoz, va den mat, a zo d’an nep hen gou-nez, ha ne vez ket roet evel-se n’eus fors da biou, mechans.
— Komzet mat ec’h eus, eme ar yaouanka ; gra ouzin da deir goulen, ha me a raio hervez ma fello d’it, daoust petra c’houlenni.
— Mat, alies e teu sec’hed d’in o skei war an houarn, hag ar feunteun a zo gwall bell. Bez’ em eus aze eurnbsp;wezen-ber er porz, a-drenv ar c’hovel; goulen a ran manbsp;tougo frouez kaer ha dare e pep mare eus ar bloaz, zo-ken er goanv.
— Da c’houlen ez pezo, eme ar beachour.
Kerkent gwezen-ber Dizoursi a oe goloet a vleun gwenn hag eur pennadig goude n’oa mui krenv a-walc’hnbsp;ar skourrou evit dougen ar zamm per alaouret a yoanbsp;outo. Edot koulskoude e miz genver.
— Gra da eil goulen, Dizoursi, a lavaras adarre ar beachour.
-ocr page 131-— 125 —
— Goulen ar baradoz en dro-ma da vihana ! a lava-ras a nevez an hini koz.
— Roit peoc’h d’in-me gant ho paradoz, tad-koz, a respontas Dizoursi; ar baradoz a zo d’an nep a c’hoarnbsp;e c'hounit, her gouzout mat a rit, ha fizianz am eus nenbsp;vezo ket serret onzin gonde va maro, ma em eus enbsp;c'hounezet.
— Ar wirionez eo, a lavaras an den yaouank. Gra da eil goulen, Dizoursi.
— Mat ! me garfe kaout eur gador vourret a-ze e korn va c’hovel ; ha me garfe ne c'hellfe sevel ar re anbsp;yeolo da azeza vvarni neraet pa o devezo bet va aotrenbsp;(va asant).
— A zo roet d’it.
Kerkent e oe eur gador vourret e korn ar c’hovel.
— Gra brerna da deirvet goulen.
— x\rabat eo d’it man kout da c’houlen ar baradoz en dro-ma, da vihana 1 a lavaras an hini koz,
— Ravoder koz, lavaret em eus d’it roi peoc’h d’in gant da varadoz. Goulen a ran brema eur re gartou enbsp;c’hounezin ganto hep taol, n'eus fors piou a deufe danbsp;c’hourin ouzin.
— Hag ez pezo ! Del, seiu aze ar c’hartou.
Hag e oe gwelet eur re gartou nevez flamm war an anne.
War gement-se. an daou veachour a lavaras kenavo d ar goveller. An daou zen-ze, n’em eus ket ezom d’hennbsp;lavaret d’eoc’h, oa Sant Per, an hini koz, hag hor Zal-ver Jezuz-Krist, an hini yaouank, oc’h ober o zro drenbsp;Vreiz-Izel, evel ma reant alies en amzer-ze.
Meur a vloavez a yoa abaoue m’oa betHorZalverha sant Per o welet Dizoursi. Hema a renebuez eürus o la-bourat en e govel, daoust d’ezan da veza deuet eun
-ocr page 132-126
tammig war an oad, pa deuas unan-all d’e welet. Ar weladen-ma avat na reas ket a blijadur d’ezan. Annbsp;Anhou e-unan n’ankounac’haas ket Dizoursi. Dioc’h enbsp;forc’h hag e eskern noaz, Dizoursi a anavezas an Ankounbsp;dioc’htu. Ne gollas ket e benn evit an dra-ze ; kender-c’hel a reas da labourat ha da skei an houarn war annbsp;anne, evel pa vije dirazan an disterra eus e bratikou.
An Ankou a gemeras an dra-ze evit eun dismegans. Sevel a reas e falc’h gant buhanegez.
— Ah ! Dizoursi, emezan, bast afo lakaat urz en da stal evit dont ganen ; da dro a zo deuet.
— Va zro petra ? a respontas Dizoursi, oc’h oberneuz evel pa n’en divije ket komprenet.
— Petra ! n’am anavazez-te ket ? Me eo an Ankou, va mignon I
— A I c’houi eo ar mestr Falc’her 1 Mat I mat ! Alies em eus klevet ober ho kont; n’hoc’h anaven ket, petranbsp;feil d'eoc’h 1 Digarezi reot ac’hanon.
— N’eus droug ebet ; aio, deus buhan, n’em eus ket amzer da goll.
— Ya, ya, sklear eo, p’eo gwir evel maliviriteodeut va zro, ne garfen ket mont kuit evel-se hep beza houar-net ar c’hezeg a zo aze o c’hedal e toull va dor. Azezitnbsp;aze eur pennad war ar gador-ze ; eur pennadig bihannbsp;hepken, bag ez in d’boc’b beul d’al leac’b ma karot.
— Mali eo d’in mont, ba n’em eus ket amzer da c’bedal. Mont a ran da rei d’eoc’b taol ar maro.
Sevel a reas e falc’h evit skei.
— Asa, kemerit hoc’h amzer, pa lavaran d’eoc’h ; petra ra an dra-ze d’eoc’h ? O ! ne viot ket peil evit gou-nit an amzer gollet. Lezit ac’hanon da vihana da houar-na kazeg bon aotrou person. Tri houarn a zo lakeat, nenbsp;jom nemet unan, bag evit va brud vat, ne garfen ketnbsp;abalamour da n’eus fors petra, lezel en doare-ze arnbsp;marc’h diveza em bezo houarnet, dreist-oll hini bonnbsp;aotrou person. Petra lavarfe sant Alar p’en em gavin
-ocr page 133-— 127 —
dirazaa du-ze d’an neac’h ? Azezit eta eur vunuten, pa lavaran d’eoc’h ; o ! ne vezin ket peil I
An Ankou a azezas er gador vourret. Dizoursi en em gavas dienkrez. Hag hen da labourat en eur gananbsp;hag o sutal. Lakaat a rea an houarn en tan, c’houezanbsp;rea avel er vegin, hag e tenne an houarn eus an tan danbsp;skei warnan war an anne ; kemeret a rea e amzer.nbsp;Echui eure da houarna kazeg ar person, ha meur a hi-ni-all zoken warlerc’h hennez. An Ankou a lavarasnbsp;adarre :
— Aio ! red eo mont, kalz hent a jom ganen c’hoaz da ober hirio ; n’hellan ket gedal pelloc’h.
— Terri a rit va fenn d’in. e gwirionez ! Roit peoc’h d’in hag am lezit didrouz ha didrabas da ober va labour ! a lavaras Dizoursi. Gouzout a rea re vat n’hellenbsp;ket an Ankou finval dioc’h ar gador.
Kenderc’hel a reas da labourat epad an nemorant eus an deiz, epad miziou ha bloaveziou, hag ar Maro anbsp;jome atao stag oc’h ar gador. Pa veze hano gantan danbsp;vont kuit, Dizoursi ne rea nemet c’hoarzin ha sutalnbsp;gwap d'ezan betek dindan e tri. Kement-seabadas peil.
Setu ez oa kant vloaz abaoue m'edo an Ankou tachet e ti Dizoursi, ha den n’en doa gwelet ar Falc'her epadnbsp;an holl amzer-ze ; hag edot nec’het o klask gouzout pe-tra oa deut da veza. Kaeroc’h c’hoaz, keuz a yoa d’ezan,nbsp;inouet oat oc’h e c’hedal, koulz ha kement ha ma 'z oanbsp;kasouni outan diagent. Ne varvet mui ; deuet oat danbsp;gemeret ar vuez evit ar gwasa eus an holl drougou.
Dont a reas Doue evelato da gaout truez ouz an dud kez, hag e kasas eal an Ankou da lavaret da Dizoursinbsp;rei frankiz d’ar Falc’her bras.
Pa zigouezas an eal er c’hovel e kavas Dizoursi oc’h houarna kezeg evel kustum.
— Penaos, Dizoursi, emezan, e c’hellez-te derc’hel keit-all an Ankou en da govel evel en eur prizoun ?nbsp;Kant vloaz a zo n’eus maro den; ema an holl o klemm
-ocr page 134-— 128 —
en ifern, er purkator, er baradoz ha dreist-holl war an douar ! An hoU dud a fell d’ezo mervel brema. Gervel anbsp;reer ar Maro evel an hini hepken a c’hell parea ar poa-niou, evel eun eal a den da derri ar chadennou. Digasetnbsp;oun gant Done da gemenn d’it rel frankiz d’an Ankounbsp;war an beur.
— Ar wirionez eo, eme Dizoursi; peil a-walc’h ema aze azezet war ar gador-ze. O veza n’eus trouz ebet gan-tan p’eo gwir ne ra nemet kousket, e feiz oan deuet d'hennbsp;ankounac’haat a-grenn. Mont a ran d’hen lezelda vontnbsp;ganeoc’h. Hogen, prez labour a zo, dres. Gwelit, nag anbsp;gezeg a zo aze e toull an nor o c’hedal o zro I Amzernbsp;hepken dalakaat eun tach bennakd’ar marc’h gwennmanbsp;hag a zo da Aotrou ar maner ; dioc’htu goude me a vezonbsp;ganeoc’h. Azezit ’ta da c’hedal .. n’euz fors e peleao’h...nbsp;aze. mar kirit, e-kichen an Ankou, frank a-walc'h eonbsp;evidoc’h ho taou.
Hag an eal a yeas da azeza e-kichen Mestr bras ar Falc’herien. Dizoursi a zerras dor ar c’hovel war annbsp;Ankou hag an eal, a lakaas an alc’houez en e c’hodelnbsp;hag a yeas en hent gant ar c’hartou en doa roet Douenbsp;d’ezan ; n’en doa great netra ganto c’hoaz. N’oa ket eatnbsp;a-bell pa gavas eun Aotrou o veachi, eun Aotrou hanbsp;n’en doa ket eur penn da blijout O welet eur re gartounbsp;gant Dizoursi en e zourn, an Aotrou ze a deuas d'e-gaout.
— Me garfe, emezan, ober eun abaden c’hoari ganrz, va mignon.
— O feiz, eme Dizoursi, me ne c’houlennan ketgwel-loc’h.
Hag ez ejont da azeza war eur mean bras, e kreiz eul lanneg, evit ober o abaden c’hoari kartou. Rannet e-oe ar c’hartou, ha Dizoursi a c’houlennas:
— Petra zo da c’hounit?
— Ac’hanta! c’hoariomp ene oc’h ene, da hini oc’h va hini, a respontas an diaoul.
-ocr page 135-— 129 —
Dizoursi a oe mantret o klevet kement-all. Hag hen da zispenn an Aotrou dianavez azalek blenchen e vleonbsp;betek seuliou e voutou. E voutou a lavaran n’en doanbsp;bouton ebet ; e dreid a yoa forc’hek. Dizoursi a welasnbsp;neuze en doa kavet Laou goz. Hogen, fizians en doa ennbsp;e gartou, ha setu perak e lavaras :
— Er memes tra !... N’ouzout ket petra zo oc'h da c’hedal, te bag a dremen koulskonde evit eul louarnnbsp;koz.
Hag int da c’hoari. Dizoursi a c'hounezas ar barti genta hep poan ebet.
••.Will
c/1--.'
Deomp atao, eme Laou (Guilhou goz, an diaoul), daou ene-all oc’h an daou ac’h eus brema I
— Ya. erne Dizoursi, mar kerez ! Ro ar c’hartou.
Ar c’hartou a oe rannet evit an eil gwech, ha Dizoursi a c’hounezas adarre.
-ocr page 136-— i30
— Pevar ene oc’h ar pevar ! a lavaras egile, eun tammik lostok,
— Dao d’ezi l... Pevar ene oc’h ar pevar ene am eus gounezet, a respontas Dizoursi.
Hag e c'hounezas evel bep tro, na petra ’ta !
Hag evit troc’ha berr e livirin e chomchont evel-se da c’hoari epad kant vloaz, o toubla bep tro ar pez anbsp;vije en taol a-raok ; ha Dizoursi a c’houneze bep taol.nbsp;Nag a eneou gounezet gantan l Gounit a reas kement anbsp;eneou ma oe skarzet an ifern ! An eneou dre ma vezentnbsp;lezet e frankiz a yea eus an item d’ar purkator ; me anbsp;kement a yoa anezo, ma oe red kas d’ar baradoz annbsp;eneou a yoa er purkator pa oat en em roet da c’hoarinbsp;kartou.
Ar c’hoarier reuzeudik a laoskas neuze eur youc’ha-den spontus ; skei a reas eun taol troad war ar roc’h, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet ar roudou. Goude-zenbsp;an douar a zigoras da lounka an Diaoul.
E keit-se, an Ankou hag an eal a yoa alc’houeziet er c’hovel, hag o veza ne varvet mui, an dud a deue danbsp;veza reuzeudik evel ar vein, Kaout a real anezo e pepnbsp;leac’h, 0 sevel o divreac’h war-zu an nenv, oc’h hopal :
— Mervel 1 Mervel 1,.. 0 Maro, bezet truez ouzomp I
Dizoursi a oe skoet e galon gant ar e’hlemmou-ze,
— Pell a-walc’h a zo emaon war an douar ! emezan, Ne welan netra nevez ebet e-touez an dud : re vat ha renbsp;fall, re baour ha re binvidik, kalz poaniou, anken e pepnbsp;leac’h ; ne welan den a gement a ve laouen e galonnbsp;gant ar pez en deus, Mont a ran, brema, da welet petra^nbsp;zo en tu-all, Mont a ran da lezel an Ankou da vale.
Hag hen d’e govel. An daou brizonier a yoa eno. Di-huna reas anezo, rak kousket kalet oant; hag e lavaras d'ezo;
— Pell a-walc’h zo emaoc’h aze oc’h ober ho tud le-zirek; it brema gant hoc’h hent, ha grit labour vat ;
-ocr page 137-131
dre holl e klevan tamall d’eoc’h ho leziregez, war an douar kouls hag en nenv.
Ne oe ket ezom d’o ledi diou wech da zevel, hag an An kou kenta tra a reas a oe sevel e falc’h da skei Di-zoursi. Mont a reas goude da ober e dro dre ar bed, hanbsp;me lavar d’eoc’h, ne jomas ket da zellet, c’hoant en doanbsp;da c’hounit an amzer gollet. Skei a rei herra ma c’hellenbsp;a gleiz hag a-zeou, evel eur penn-follet, hag an dud keznbsp;a goueze an eil war egile, a-verniou, evel ma kouez arnbsp;yeot er prajeier e miz even dindan taoliou ar falc’her.
Setu ene Dizoursi savet d’an nenv, o vont war-eün da zor ar baradoz : Tok t tok l
— Piou a zo aze ? a c’houlennas sant Per a yoa a-drenv an nor,
— Dizoursi eo 1 Digorit, mar plij.
— Dizoursi Kerz pelloc’h, n’ema ket ama da leac’h.
— Perak 'ta, Aotrou sant Per benniget ?
— Sonj ez peus-te eus an deiz-se, pa oamp Jezuz ha me o veachi dre Vreiz-Izel, e kavchomp ac’hanout o skeinbsp;war an houarn en da govel, tostik d’an hent ? An Aotrou a lavaras d’it ober teir goulen, hag e vije roet d’itnbsp;hervez da vennoz, daoust petra c’houlenjez ?
— O eo I sonj mat 1
— Teirgvvech e rojon ali d’it da c’houlen ar baradoz. Te avat a yoa fae ganez selaou ac’hanon, Mont a reasnbsp;zoken betek lavaret d’in ez oan eur ravoder koz. N’eonbsp;ket gwir t
— Eo, gwir eo, aotrou sant Per benniget; ankouna-c'hait an traou-ze, me ho ped, ha digorit an nor d’in. N’eo ket pJasou a vank aze, marvat ?
— Tra, tra, Dizoursi, ne deui ket ama.
— Ha da beleac’h eta e feil d’eoc’h ez afen ?
— D'al leac’h ma kari, ha pa ve da di an diaoul.
-ocr page 138-Da di an diaoul ? 0 ! e anaout a ran da ober gantan. E peleac’h ema o chom ?
An eil dor, en dourn kleiz,
— Mat eo ; mont a ran d’e welet, rak n’em eua aon ebet razan.
Ha Dizoursi a yeas da skei war dor an ifern : Dao I dao ! dao !
— Pion a zo aze ? a hopas eur vouez en diabarz.
¦ Me, Dizoursi, emezan.
— Dizoursi ! Hag a zo mat, fidamdoustik I Mes ne dalv ket d’it gedai dont a ma ! N’hon deus ket ankouna-c’haet petra ez peus great d’eomp gwechall er c’hastell.nbsp;Pebeus merzerenti 1... Goude-ze ez peus skarzet hotinbsp;rouantelez ha miret oc’h kalz re-all da zont ama, o ter-c’hel ar Maro chadennet en da di epad daou c’liantnbsp;vloaz. Kerz, kerz buhan alese !
Hag e oe serret an nor ouz e fri.
— Setu ama eun abaden avat l a lavaras Dizoursi ; n’ez eus ezom ac’hanon nag en ifern nag er baradoz.nbsp;Red mat eo d’in mont da skei war an nor a zo aze enbsp;kreiz ; marteze e vezin digemeret ganto I
Hag ez eas. Ar purkator eo a yoa eno : Dao ! dao I dao !
— Piou a zo aze ? eme eur vouez eus an diabarz.
— Me eo, Dizoursi.
— Dizoursi 1 Keiz, kerz buhan alese, reuzeudik t Te peus diskarget an ifern warnomp-ni t Kerz buhan I Kerznbsp;peil bras ac’halen.
— Evel-se ’ta, den ne feil d'ezan digemeret ac’hanon I a lavaras Dizoursi outan e-unan, nec’het o klask gou-zout petra deuje da veza. N’hellan ket chom ama va-unan koulskoude, er meaz. N'eus ket da lavaret, red enbsp;vezo d'm kaout lojeiz en eun tu bennak. Mont a rannbsp;adarre da skei war dor sant Per ; doare vat en deus,nbsp;evel an dud koz peurvuia, hag evit tra pe dra, me zonbsp;sur e kavin an tu d'hen lakaat da zigeriannor.
-ocr page 139-— 133 —
Hag ez eaa a-nevez da skei war dor ar baradoz.
— Piou a zo aze ? a hopas sant Per.
— Me, aotrou sant Per benniget 1 a lavaras Dizoursi.
— Me ? An dra-ze n’eo ket eun hano. Pe hano 1
— Dizoursi I aotrou sant Per benniget.
— Adarre 1... Lavaret em eus d’it mont da glask lo-jeiz e leac’h-all, evit ama ne vezo ket digoret d'it.
— E nep leac’h, aotrou Sant Per, n'em eus kavet dor zigor : lezit ac’hanon da vont aze, mar blij !
— Biken I biken ! ne dalv ket d’it, dale aze ! Kerz, terri a rez va fenn d’in.
— Me ho ped hag hoc’h asped, aotrou sant Per, kor-zigorit an nor d’in, ken nebeut ha ma kerot, raa c’hellin kaout eun tanva dister eus eürusted ar baradoz.
An Aotrou Doue en em gave d’an ampoent e toullig ar porsier e kichen an nor ; deuet oa da vvelet e vignonnbsp;koz, hag evel a rea alies, chomet oa da ober eun aba-den kaozeal gantan. Trucz en devoe ouz Dizoursi, kasetnbsp;kuit a bep leac’h, hag e lavaras da zant Per:
— Kor zigor da zor eun tammig. Per, ha lez anezan da ober eur zeli war ar baradoz.
Sant Per a zentas.
Kerkent Dizoursi a stlapas e galabousen peila ma «’hellas er baradoz, hag e lavaras da zant Per.
— Lezit ac’hanon, mar plij, Aotrou sant Per, da vont er baradoz.
— N'ez i ket, sell, mar kerez, keit ha m’eo digor an nor.
Mat I ne virot ket ouzin evelato da vont da gerc’hat va c’halabousen 1
— Nan/re louz eo evit ma krog fen enni; hast buhan neuze.
Dizoursi a yeas eta er baradoz hep ma vije ezom d’e bedi diou wech. Kerkent ha m’en doa lakeat e dreid ennbsp;tu-all d’an nor en em lakeas da redek.
— 134 —
— Harzit anezan ! Krogit ennan !
Tri pe be var eal a yeas war e lerc’h evit kregi ennan. Hogen Dizoursi a azezas war e galabousen hag a lava-ras d’an elez ha da zant Per a yoa o tont gant eurnbsp;penn-baz;
— Na skoit ket gahen ! N’hoe’h eus gwir ebet d’hen ober 1 Me a zo ama era feadra.
Mes sant Per a venne skei taoliou baz gantan. Dizoursi a droas ouz Hor Zalver a yoa chomet da zellet hep lavaret ger ; ne rea nemet raousc’hoarzin ;
— O c’houi, Aotrou Doue, bag a zo al lealded he-unan, bag a anavez gwiriou pep hini, anzavit emaon era zra ha n’en deus den, nag eal na sant Per ar gwirnbsp;d’am c’has ac’halen ?
Hag an Ao. Doue a respontas :
— Ar wirionez a zo ganez, Dizoursi. Lezit anezan e peoc’h, p’eo gwir ne ra gaou ouz den 1
— Klevet hoc’h-eus, c’houi boll dre aze ? An Ao’ Doue a lavar rei peoc’h d’in, p’emaon era gwir ; c houinbsp;a die sent! outan.
Ha setu aze penaos ez eas Dizoursi er baradoz. Ra c’hellimp kaout eun deiz an heurvad da vont da weletnbsp;ha gwir eo l
— Amen ! a respontas boll zelaouerienLanmodez.
Desturaet ha skrivet e galleg gant LUZEL, ha lakeat e bre-zoneg gant Klaoda ’r PRA’f.
-ocr page 141-— 135
Ahont ez eus bet gwechall e Daoulaz eur person koz a veze gret an Aotrou Pab anezan. Setu aze unan c’hoaznbsp;bag en deus bet da ober epad an dispac’h. Kement eu-red a zo bet gret e-doug ar bloaveziou kris-ze, etre Plou-gastel-Daoulaz ha Plonevez-ai-Faou, a zo bet grêtnbsp;kouls lavaret holl gantan. Ouspen eun dornad kaierounbsp;skrivet ha sinet gantan a zo c’hoaz eLopereg evit teste-ni a gement-ma.
Evit doare ne oa ket aonik an den, nag eus penn ¦diveza ar sizun ne dlie ket beza ken nebeut. Rak warnbsp;am eus kievet ru goz o konta, ral a wech iliz Lopéreg anbsp;zo bet hep oferen da zul, epad an dispac’h. Ha belegnbsp;estren ebet n’en deus biskoaz he sklabezet. An aotrounbsp;Pab peurliesa a lavare eno e oferen.
Eur zulvez edo gant e oferen p’ en em gavas ar re C’hlaz. An iliz a oa leun kouch, hag an doriou, a c’hel-lit kredi, serret ha prennet kloz. Ar zoudarded, daoustnbsp;ma oa eun dornadig brao anezo, na gredjont ket montnbsp;re rust d’an dud fidel. D'ar mare-ze, gant pep hini e vezenbsp;eul leor ofe en rust eun tammig : eur foultren penn-baz,nbsp;darn zoken eur fuzuilh a zougent. Klask trouz oc’h kement all a dud kris awalc’h marteze da rei eur mestrnbsp;taol n’oa ket yac’hus, hag ouspen ne glaske ar zoudarded en dro-man nemet ar beleg. Heman koulskoude anbsp;echuas e oferen ken dinec'h ha tra. Diwisket gantan enbsp;aournamanchou, ez a e meak ar bobl: eur c’houer braonbsp;anezan, hir e vleo, eur japen o’hloan rouz gantan evelnbsp;gant ar re all.
-ocr page 142- -ocr page 143-— i37 —
Ar zoudarded a zakre, a jarnee; den naflache... Eun eur, div eur, teir eur... Ar re oa en iliz a jome en iliz,nbsp;didrouz o pedi. Ar zoudarded a zaone e kichen an doriou.
Petra da ober ? Naon ha sec’hed a groge er zoudarded keiz. Ar vourc’haden n’eo ket bras. D’ar mare ze oanbsp;bihannoc’h c’hoaz ; ne oa ket enni pemp na c’houec’hnbsp;hostaleri evel breman ; n’oa nemet unan, bag an hostiznbsp;-dres, a oa breur an aotrou Pab.
An naon hag ar zeebed, tuJou, a zo gwall bótred.
— Asa, eme ar c’habiten, ne dalv ket d’eoc’h. Diga-sit aman ho person hag e teuoc'h er meaz tout.
Ger ebet en iliz.
— Mat 1 chomit aze da vervel garit ar zec'heJ, mar kirit I... An hostiz hepken.
An hostiz n’oa ket eun den kris a galon,
— Ya da ! emezan, daoust ha n’oc’h nemet eun toul-lad tamponed ne ve ket mat lezel ac’hanoc’h da vervel gant an naon. Bremaik me 'zo o vont. Ar re ze a venbsp;gouest da vrevi pep tra du-man, ma ne ’z an ket.
Hag an hostiz er meaz.
Daou zoudard a oue lezet da ziouall pep dor. Ar re all a yeas da heul ar Yan ^evelse ec'h hanved an hostiz).
P'en doa torret o zec’hed d’ezo da vad hag eun draig ouspen, Yan a yeas d’e c’hodel da glask alc’houez annbsp;armel.
— Asa, pótred, aze ez eus bara e gorre an daol. Mes mar ho peus sonj da gaout eun tainm amann pe eunnbsp;tamm kig da lakat warnan, e rankan mont da glask annbsp;alc’houez a zo gant an hini goz en iliz.
— N'eo ket chas oinp-ni, michans, da zebri bara zeac’h... It da glask hoc’h hini goz buhan... He ! he Inbsp;eur banne c’hoaz araok.
— Daou, mar kirit.
Hag ar bótred da drinka. Unan anezo a zavas da vont gant Yan betek an iliz.
— Mari, deus d’an ti 'ta gant an alc'houeziou.
-ocr page 144-— 138 —
Digoret an nor da Vari, ha Mari er meaz, he mantel dastumet mat an dro d’ezi. Ne grede ket lavaret eurnbsp;grik, arbaourez kez 1 Dirak soudarded 1...
Digeri a reas an armel, ha goude e savas d’ar zolier da jench he dilhad, hag hi o tisken, mes e kreiz an diri
•ÏSamp;'
— 139
ha Mari
«z eus eua nor da vont el liorz adrenv an ti... el liorz.
Bet eun hanter-eur bennak o tibri hag oc’h eva, e teuas sonj d’ar zoudarded da vont da ziouall an doriou,nbsp;« keit ma vije o c’hamaraded o leina d’o zro.
P’en em gavjont, en iliz e oa skuiz awalc’h an dud evit doare. Goulenn a reaut, da vihana. dont er meaz.
— Ac’hanta. eme ar c’habiten, me c’houie e vijen ¦deuet a-benn eus ar beleg se.
— Peseurt beleg 1 eme unan bennak. Aman n’eus beleg ebet.
— Parser a zo ac’hanoe’h 1 N'emaoc’h ket, marvad, o vont da baska luz d'in-me... Deuit er meaz dre an nornbsp;vihan aman, pep hini d’e dro, ha me a ziskouezo d’eoc’hnbsp;bremaik peseurt beleg a zo a'ze.
Hag an dud er meaz, an eil goude egile. Sellet piz e oue outo. Den trist ebet, daoust d’ar skuizder ha d’annbsp;naon. Dont a reas koulskoude an diveza er meaz.
Hag ar beleg ?... Beleg ebet 1
— Krebie ? eme ar c’habiten. Klaskit aze, pótred, e kement korn a zo en iliz, en toullou kovez, er c’ham-prou, en tour, e pep leac’h. Ma n’omp ket sorset, emanbsp;d'eomp en dro-man, pa lavaran.
ivlasket e oue, furchet e oue e kement toull a zo dre an iliz. Aotrou person ebet !... Ar sorser ! An diaoul 1 Enbsp;peleac’h an dampred eo eat hennez ?...
... Ar zoudarded n’o deus gonezet biskoaz, marvad, da beleac’h e oa eat an aotrou Pab, en devez-se, na pe-naos e oa bet great an taol. Marteze c’houi a garfe gou-zout. D'eoc'a e livirin avat :
Pa zeuas an hostiz da glask e hini goz, an aotrou person a yeas er meaz e leac’h Mari, kuzet mat dindannbsp;eur vantele, sioulik e tigoras an armel. hap’endoastla-pet ar vantele er zolier... flip I hag er meaz... hagennbsp;hent, mar gouie, a-dreuz ar parkeier, ar gwaremmou,nbsp;ha d’ar C’hrevel da guzet en eur bern kolo. Setu aze 1
-ocr page 146-140 —
Lamból-Gwimilio. — Klevet hoc’h eus hano eus Lani' bol ar C’herniel ? Lod-all a lavar Lamból ar givizerien,nbsp;Eno eo tout! E Lamból eta e oa, en amzer an dispac’hrnbsp;eun den hanvet Paneb Abgrall. Peil bras goude eo betnbsp;beo, ha yac'h hag istimet gant an boll.
D’ar mare-ze, Fanch Abgrall a oa yaouank awalc’h ; eun ugent vloaz bennak pe war-dro a c’helle da gaout.nbsp;Kivijer a oa, evel just, pe mar kirit, o teski e vieber e tinbsp;e donton Fanch Pap, er Perennou. E ti eurc’hristenmatnbsp;ha start edo, bag hen e-unan a oa eur c’hristenig grosnbsp;awalc’h en e greden. Hen diskouez en deus great. Paotrnbsp;abret ganl an dra-ze ; Asa, eul Lambóliad !
Nag a droiou en deus great hennez d’ar re C’hlaz ha d’an diaoul, o mestr ! Nag a dud klanv, trowar dro, n’onbsp;deus ket bet da drugarekat anezan, evit beza digaset arnbsp;beleg d'ezo, epad an dispac'h !
— Fanch, e teued da lavaret d’ezan, e peleac’h, en ban’ Doue, e kavirap-ni eur beleg ?... Du-man, eme-unan, ez eus eur c'hianvour o vont da vervel... Va zad,nbsp;va mam, eme re-all, a zo toc’hor... Eur beleg en han’nbsp;Doue !
— Aio, eme Fanch, it d’ar gear, hag ember da noz digasit arnan daou benn kezeg, ha me a gavo eur belegnbsp;d’eoc’h.
Da noz e leue daou loan-kezeg, ha Fanch gant ar beleg alavare : yao !
E peleac’h e kave Fanch Abgrall ar beleg ? N’eo ket d’an boll e oa da c'houzout an dra-ze. Kavet e veze eurnbsp;beleg mat, ha laouen an dud, ha peoc’h goude.
An aournamanchou oferen a oa ive e karg Fanch Abgrall, er Perennou.
Eun droiad, setu pevarzek archer war vare’h oc’h en era gaout d’ober ar furch. Santet e oa eun dra bennak,.nbsp;feson a zo, war heman ar Perennou. Fanch a oa, kennbsp;eün ha tra, o plega Ier pa zigouezehont.
-ocr page 147- -ocr page 148-rea gantan brLajou Ier en eur gana, en eur zutal, ken drant hag eul laouenanig oc’h ober e neiz.
An archerien a yeas d’an ti, a glaskas e pep korn ha netra ne gavchont. Pec'hi 'reant, sakreal spontus.
— Koulskoude aman ez eus beleien, a lavarent.
— Mat, gwelet a rit hoc’h unan n’eus ket a veleien dre arnan.
— Gwelomp an armeliou, emezo. An aournamanchou oferen a gavimp.
Ha klask adarre ! An dilhajou en tu-man, en tu-hont. Pep armel a oe dispac’het an traou enni. Bout! paz eurnbsp;spilhen an boll !...
Fanch Abgrall en doa pleget, etretant, eur bernig brao a Ier.
— Er c’hardi ahont, a lavare unan eus an archerien, e c’hellfe beza kuzetan aournamanchou.
— Kiev ’ta, p5tr yaouank, deus aman 1 E peleac'h eman eo kuzet ar sitoianed beleien ?
— Beleien ! a lavar Fanch, en eur c’hoarzin leiz e c’hinou, e peleac’h ? E feiz lavarit d’in ha me lavaronbsp;d’eoc’h.
— Diaoul, pcMr yaouank, aman war a leverer ez eus, dindan guz, beleien hag aournamanchou oferen.
— Beleien I... aournamanchou !... Va Doue, ótronez, me zikouro ac'hanoc’h d’o c’hlask. mar kirit. Mes araoknbsp;e rankan lakat ar bailh-man war ar bern Ier a zo ahontnbsp;gant aon ne dcufe glao. Roit an dorn d’in, mar plij,nbsp;unan ac’hanoc’h i
Stag eun archer da zikour Fanch.
— Mat, breman klaskomp !
Kaer e oe klask e kement toull a oa dre gear, ne re-jont nemet koll o amzer.
Ma karfent, ar c’hinaoueien, beza furchetarbern Ier, e leac’h sikour Fanch d’e c’holo, o dije kavet eno annbsp;aournamanchou a glaskent.
Fanch Abgrall, p’en doa gwelet anezo o tont, en doa
-ocr page 149-— 143 —
buhan ha buhan paket ar re-ze etouez eur c’hroc’hen, ha ken dizevan ha tra a daole ler-all war c’horre, hagnbsp;ar bailh ouspen gant sikour an archer i
Epad amzer trubuilhus an dispac’h vras, en hor bro gaer Breiz-Izel n’eo ket bet manket an dud a feiz en des-pet d’al lezennou yut a zouged neuze. An holl a c’hoarnbsp;ez oa eul lezen dreist ar re-all hag a gondaone d’arnbsp;gwillotin kement penn-tiek a vije dizoloet beleien en enbsp;di. En despet da ze, c’hoaz eur wech, en despet dafalla-griez an dud digoustianz a rea neuze o mistri e Bro-G'hall gant peadra ar re a lazent hep truez, e kavednbsp;c’hoaz tud kalonek da rei digemer d’ar veleien taolet ernbsp;meaz eus o fresbitaliou ha d’al leanezed harluet eus onbsp;c’houenchou.
Hervez am eus klevet va mam-goz o konta, e renk an dud kalonek ha dispont-ze edo Fanch Madeg hag enbsp;bried Mari Pab, o daou o chom e Kergoad-vihan e par-rez Pleiber-Krist.
E ti an daou zen trugarezus-ze ez eus bet asamblez dindan guz betek seiz, etre beleien ha leanezed. N’emnbsp;eus dalc’het sonj nemet eus hano daou anezo, abala-mour, me gred, e vezent eno aliesoc’h eget ar re-all.nbsp;Unan eus an daou-ze oa an aotrou Kostiou, maro vikel- •nbsp;vras e Kemper ; egile oa an aotrou Abgrall, maro personnbsp;e Sizun.
Ar c’henta a oa bet kerc’het e kreiz an noz evit rei ar vadiziant d’am mamm-goz pa deuas war an douar.
A1 leanezed a oa Urzulinezed. Eur pennad int bet oc’h ober skol d’ar merc’hedigou e bourg Pleiber-Kristnbsp;arok mont da Vontroulez d’ar gouent a c’halver hirio
-ocr page 150-144 —
c’hoaz “ ar gouent nevez ” renet gant leanezed ar me-mes urz.
Eun 5jin dispar a ranke da gaoutFanch Madeg hag e bried evit miret na vije dizoloet ar re en em gave drenbsp;guz en o zi ; rak en noz evel en deiz e tigoueze tud aberznbsp;ar Republikaned rus da furchal kement kougn a yoa elnbsp;lojainant.
Alles ne c’houient hano nemet klevet dao-dao war an nor. Petra rea neuze Marl Pab ? Hl a zave prirn danbsp;zihuna ar vugale hag ar plac’hed hag ober d’ezo montnbsp;d’ar zolierou e gweleou ar veleien hag al leanezed a ger-ze epad an amzer-ze en eur c’huz. Paotred ar Republiknbsp;rus pa ne gavent nemet tud an ti er gweleou, petra ra-fent nemet mont en o zro ?
An dra-ze ne vire ket n’he dije Marl ’’ab saveteat o buez da veur a hini.
An oferen a lavared er c’hardi, aliesa ma c’halled. Atao avat e ranke beza tud oc’h evesat, en aon na zi-bouchfe ar furcherien eus eun tu pe du. Meur a wechnbsp;ez eus bet ranket hastabuhan kuzet an aournamanchounbsp;hep amzer d’o flega.
Deiz yaou an treut, eur bloavez, en eur ober ar lurch, ar Republikaned a gavas en eun armel eur stol hag eunnbsp;nebeut ludu war eur plad, ankounac'heat eno abaouenbsp;an derc’hent.
— Ac’hanta, Marl Pab, eme unan eus ar baotred-ze, c’hoas e leverot n’eus ket beleien kuzet en ho ti 1
— Kav anezo ’ta, mar deus, a respontas Marl ken dispont ha tra ; me ’zo prest va gouzoug da droc’ha.
Ar republikaned rus, dallet gant respont ar vaouez, a yeas kuit.
Eun devez evelkent, panefe unan eus ar vugale, e vije bet lakeat gwall nec’het. Diredek a reas ar c'hren-nard d’an ti en eul lavaret: « Erna erru ar brageier rusnbsp;adarre 1
An aotrou Abgrall en em gave en ti d’ar mare-z«.
-ocr page 151- -ocr page 152-— 146 —
N’en doe nemet just an amzer rekis da nijal evel eul luc’heden eus an ti hep heza gwelet gant paotred arnbsp;c’houarnamant a yoa dija o zreid war dreuzou dor arnbsp;porz, her ha droug bras enno.
— Amzer, paotred 1 eme Vari, ho paperou, mar plij ?
E c’hellit kredi, Mari a jomas ar pella ma c’hellas da zellet ouz ar paperou-ze.
Epad an amzer-ze, an aotrou Abgrall en doa reuget hent ha kavet plas d’en em guzet.
Pedomp Doue, kenvroiz, ma plijo gantan dizrei diwar hor bro garet eun amzer ken skrijus, leun a gou-moul hag a zaelou.
An aotrou Pab, eun devez all, a oa bet koulz lavaret etre daouarn an archerien. Evel dre wask o bizied enbsp;tec’has diganto e giz eur zilien.
Peurliesa er G’hrevel, (ac’hano ’oa ginidik), e veze kuzet, gwech er bernion kolo, gwech en ti, gwech ernbsp;c’hreier. Eno e veze gantan an Aotrou Doue en eur pla-sig distro bennak. Ac’hano e kase o zakramanchou d’annbsp;dud klanv hep letern na kloc’hig, An Aotrou Doue anbsp;zouge en e vruched.
Eun devez ’ta edo o vont da gas e zakramanchou d’eun den torc'hor e parrez Kimerc’h, en eur geriadennbsp;tostik awalc’h d’an iliz nevez, eun banter eur vat a valenbsp;diouz an iliz goz. Tremenet gantan bourkig Kimerc’h enbsp;tigouezas e kichen eun orator bihan a gaver war annbsp;hent eus Kimerc’h d’ar Faou. Ti zant Leger a vez greatnbsp;eus an tiig-ze. Ac’hano e welas o tont, a benn-kas d’ezannbsp;daou archer war varc’h.
C’houi, marteze, pe me a vije lammet en eur park bennak evit redek a dreuz karter ? Mat, an aotrou Pabnbsp;ne reas ket evelse. Mont a reas ato gant e-hent, ken di-zoursi ha tra, rak, a lavare goude, n’eus ket par da la-kat ar chas da gounnari ha da zailha warnoc’h evelnbsp;redek en o raok.
Setu an archerien : « He ! he! savez-vous ou lecUoyen-
-ocr page 153- -ocr page 154-— 148 —
Pape, Ie prétre ? (Gout a rit-hu e peleac’h ema ar sitoiaa Pab, ar beleg ?)
— Han 1 me n’oun dare petra livirit ?
— Aotrou Pab du Crével 1
— Ah I an aotrou Pab 1 Feiz bremaik edo er G’hre-vel. Me n’eus ket c’hoaz ouspen eun banter eur, a zo tremenet dre eno, ha d’ar mare-ze e oa en ti o kaozealnbsp;gant unan deut d’e glask da welet eun den klanr. IVounnbsp;ket evit lavaret d’eoc’h larkoc’h.
— Brute de paysan ! emezo.
Ha yao mar gouient d’an daou lamm rus warzu ar G’hrevel. Dre ma ’z eant, pa gavent unan bennak, enbsp;c’houlennent kelou. Den n’en doa gwelet an aotrou Pab,nbsp;war 0 meno.
Unan, koulskoude, hag a oa a du ganto, a lavaras d’ezo ;
— Petra ? noc’h eus ket gwelet unan o vont aze bre-maik? Evit pell araozon-me n’ema ket, destumet e vleo gantan dindan e dok, hag hen war manchou e roched !’nbsp;riennez eo ! mar hoc’h eus c’hoant da gaout anezan, itnbsp;buhan d’ar G... Da vont di ’oar deut d’e glask.
Hag an archerien da zispenn e roudou. Ne ket d’ar paz ez eant !
An aotrou Pab, pa welas oa eat an archerien a guz, a jachas ive eun tamraig war e zivesker, ne ket an neuznbsp;d’ober e oa.
— Ma kav ar re-ze eur c’henseurt bennak, a zonje-hen, ema great ganen bremaik. » Buhan ha buhan, p’en em gavas, e roas e zakramanchou d’an hini klanv, hagnbsp;er meaz prest da guzet.
Eat war e souch, treuz daou pe dri bark, e savas e benn dreist ar c’hleuz ha ken eün ha tra an archerien anbsp;yoa 0 vont en ti... An neiz a oa goullo. E peleae’h e oanbsp;eat al lapouz 1 Den n’en doa gwelet ar beleg.
Setu eta an archerien baour kondaonet da gwitat hep an hini a glaskent. Tro wenn adarre !
-ocr page 155-— 149 —
— An hailhon-hont, a lavarent etrezo, en eur vont kuit, a oa oc’h ober gwap ac’hanomp-ni, o tigas ac'ha-nomp d’ar G... Ar Pab a die beza er C’hrevel.
Ar beleg, o welet anezo o vont en o zro, a stouas d’an daoulin da drugarekat an Doue a zouge d’ar renbsp;gtanv hag en doa hen diouallet dija ken alies a wechnbsp;betek neuze. en dro-man dreist-oll, ha ken alies a dronbsp;all divezatoc’h epad holl amzer an Dispac’h.
¦gt;,(1
Gouest a ve c’hoaz an Aotrou Doue, a gav d’eooh, da ober kement all evit e veleien, ma tizrofe ar memes-amzer war hor bro ? Ne ket d’eomp-ni eo klask an tu danbsp;welet ar seurt amzeriou-ze evit aprou lurnez ha galloud*
-ocr page 156-— tsaar Mestr. Doue, her c’hredi a reorap, a gar e veleien hi-•zio evel gwechall. hag a c’houfe o diouall hervez e vo-lontez, breman evel neuze. Mes ar péz a gredomp ive «o ne vankfe ket a drubarded d’o diskuilh a amzer danbsp;(amzer.
-ocr page 157-151 —
An dra-man oa er goanv, en deiziou warlerc’h Nede-leg pa oa teo an erc’h war an douar, eur pardaevez hag edo dre-holl ar « gwenn war c’horre » zoken er falla pa-reziou eus hor bro.
Inouet-maro du-man, goude va c’hoan, e sonjis mont d’ober eun tom da di tonton Yann ar C’halvez, er genaden nesa. Kalz tud a veze ato eno, kozidi ha yaouan-kizou, goude o c’hoan, evit selaou Yann, an tonton Yann,nbsp;evel m’oa galvet gant an holl, o tanevellat dirak eurnbsp;c’hef o tevi en tan.
Pa oan o tigeri an nor, eur vouez a zave en diabarz
« Gwechall ha gwechall all, an nep n’en doa ket... »
O klevet trouz e toul an nor, tonton Yann a davas mik gant e varvailh hag e savas e fri da zellet ha piounbsp;a c’helle beza ken divezat o tont da zirenka an traou hanbsp;da viret outan da vont pelloc’h gant e gontaden.
— Doue d’ho pennigo 1 emeve o vont tre barz an ti.
— Ha t sell ’ta, te zo aze, kamarad ! Deus aman da gemeret renk en-dro d'an tan.
An dud raktal d’en em starda evit ober eun toullig bihan d’in, rak anavezet e oan evit bezaunan eusgwel-la hostizien an ti.
— Te anavez Moustrerig, a c’houlennas ouzin Yann pa oe siouleat an traou.
— Moustrerig 1 emeve souezet. Nan, zur, tonton Yan-nig, biskoaz n’ein eus klevet hano anezan.
— Edon o vont da gonta Moustrerig d’ar re-man pa ’z out erruet. Breman e c’hellan kendelc’her...
Ha goude beza tanet eur c’horn-butun du, koz ha milgoz, da vogedi toullou e fri, Yann a gomansas dre ar
-ocr page 158-— 152 —
Edcmes geriou bag a ranke lavaret ato araok deraoui gant pep marvailh:
— Gwechall ha gwechall all, an neb n’en doa ket a lagad a oa dall, ha breman, bepred an neb n’ennbsp;deus hini na wel ket. Gwechall eta ez oa o chom eurnbsp;iniliner en milin ar Beier bag a oa hanvet Fanch arnbsp;Berr. War studi ar velegiach e oa bet, ha rak-se oanbsp;desket bras, bag an dud vat eus ar c’harter a grede gwirnbsp;bater ez oa sorser.
Me da genta, na rean nemet gwap ouz ar re a deue da lavaret ze d’in :
— Miliner ar Beier, sorser ! Allo ’ta ! G’houi zo kollet ho penn, va den mat? a responten da gement hini anbsp;errue ganen hag a gomze d’in eus an dra-ze.
— Ya, Yann ar C'halvez, ya, sorser... ya brao, rak teurel e ra sorserez war an dud.
— Ravoderez gwrac’hed koz evel hounnez eus ar Roc’h 1
Koulskoude eun devez, diwar va o’houst va unan, e teskis e oa sorser Fanch ar Berr, ha setu aman penaosnbsp;e oa darbet d’in lezel va c’hroc’hen en e di;
Kalvez-milin oun bet ato dre vicher. Eun devez, ar beleg manket am galvas da vont d’e di da renka eurnbsp;rod-vilin bennak ha ne yea ket mat en dro. Mont a risnbsp;'hep marc’hata, rak Fanch oa unan eus va gwella hosti-zien, ma n’oa ket zoken ar gwella. Evel m’ema milin arnbsp;Beier eur c’houistellat mat ac’halen, e chomen ato danbsp;loja er vilin ; rak d’ober petra ez ajen da goll amzer onbsp;tont d’ar gear pa oa frankiz a-walc'h d’am loja eno?
Goude beza debret va c’hoan : eun tam patatez gant leaz ribod d’o zouba, ez is d’am gwele e traon an ti...nbsp;Kousket a ris buhan a-walc'h, rak eur gwall-deveziadnbsp;em oabet, ha da oa d’in diskwiza a-benn an devez war-lerc’h a vije ken gwaz all bemdez...
War-dro hanter-noz ez oun dihunet en eun taol I
Santout a ran eun dra bennak o voustra war va gar,
-ocr page 159-— 153 —
hag a vale a nebeudouigou bihan bed va gar ha goude-ze hed va c'horf.
« Asa, daonet, a zonjis, petra ’n diaoul a deu d’aro. direnka evelhen ?»
Teurel a ris va dorn buhanna ma c’hAlen war al eac’h ma zanten an dra dizanav-ze o vale...
Poan gollet l Ne gavis netra, mes avat an aneval di-renker a zoa nijet kwit hep mar. rak ne zanten mui seurt.
Ha me kerkent d’en em rei d’ar c’housked hep teurel muioc’h a bled ouz an dra ze !...
Goude beza moredet eun hanter-eur bennak, ar me-mes aneval — pe me oar petra ? — a deuas d’am egazi adarre. E lezel a ris tre da zont betek va feultrin. Neuzenbsp;plouplhava dorn war al leac’h se ; mes poan golletnbsp;adarre, netra na dapis... neinet eun tamm poan emnbsp;stomok rak krenv diot cm oa skoet.
« N’eo ket a-wa!c’h an dra-ze, a liviris ; red eo d’in gwelet petra ’zo war va zro... eur raz pe eur c’haz,nbsp;m’oarvat!...
Furchal ha difurchal, trei ha dizi'ei linseriou, pallen-nou, kolc’hejou... a ris, mes en aner; raz na kaz na oe kavet. Betek e-touez ar c'holo e klaskis, mes ne oan ketnbsp;avansetoc’h.
Sonjal a ris neuze gervel tud, mes marteze ne rafent nemet c’hoarzin d’in ha va gwapaat e leac’h va zikour...nbsp;Hag ouspen, pa deuis da zonjal mat, daoust ha n’eo ketnbsp;ar miliner marteze e unan eo oa oc’h ober an taol farse-rez-se d’in, o klask va mouga dre e zorserez ? Gant arnbsp;zonj-se em penn e teuis da grena evel eur bern dail-hou... hag e teuas da zonj d’in eus ar pez a gonted war-benn ar miliner, rak gouzout a rean mat n’oa anevalnbsp;beo ebet er gwele kloz, ken piz em oa furchet hag as-furchet kement leac’h oa ennan.
Petra d’ober? En em lakaat da gousket adarre, na
-ocr page 160-— 154 —
.petra ’ta 1 Mes evelkent n’oan ket dizoursi na dinec’h, kalz a vanke d’in zoken...
Allo ! mat! setu hen asdeut, kerkent ha m'am eus serret va daoulagad.
« En drormsn vat, emeve, e lezin anezan da zont tre betek va gouzoug, forz ha pa ouifen beza mouget l »
Ploup I eman tapet 1 a zonjis. Tapet a-walc’h a lava-ran-mezurt Ar c’hounif donva yoa nijet kwit adarre evel eul luc’heden, ha ne gaven rond ebet anezan.
Ma krenen araok, breman e ris gwasoc’h c’hoaz I 'Nan, mar ebet mui 1 ar miliner eo a c’hoarie an droiou-se d’in gant ar zorserez, rak asa, daonet, na oa na raznbsp;na kaz, na seurt ebet er gwele kloz, ken furchet ha di-furchet em oa anezan.
Em brasa kaouad aon ec’h en em erbedis neuze ouz -Doue, ar Werc’hez, an holl Zent ha Sentezed eus arnbsp;Baradoz... hag e liviris n’ousped Deprofundis— ar peznbsp;n’em oa ket great peil amzer a oa — evit kement enenbsp;maro a c’helle beza er boan, evit ma teujent d’am zi-kour da denna diwarnoun sorserez ar miliner. Hagnbsp;araok kousket e ris eur clt; sin ar groaz» gant kalz feiz,nbsp;ar pez em oa ankounac’heat ober abarzdont d’am gwele.
Ar peur-rest eus an noz, netra na deuas d’am egazi. Mes avat kerkent ha goulou deiz e hastis gwiska vanbsp;dilhad, ha mont er-meaz eus an ti, rak santout a reannbsp;ato e oa ar sorserez o poueza war va diouskoaz.
— Da beleac’h ez it, Yann ? a hopas Fanch Ar Berr p’edon o tivorailhi an nor.
— Kre diaoul daonet, a zonjis, ’meus aon out soue-izet abalamour m’emaon c’hoaz e buez, hag ez peus c’hoant va zapout a nevez...
— Asa Fanch, eme ar wreg, serr da c’hinou. Anat 'd’it, Fanch a zo savet gantan c’hoant mont war veaz.
Ne jomis ket da c’hedal hirroc’h, ha me en heat war ,zu ar Roc’h-Toul.
-ocr page 161-—'¦155,—
Er Roc’h ez oa o chom eur vaouez koz, Mona, cur Borserez eus ar penn, eur sorserez dreist ha ne oa ketnbsp;drouk tam ebet. Er c’hontrol gant an holl e oa lakeatnbsp;eur vaouez eus ar gwella.
Hervez ar brud e tenne an dichanz divvar an tieg-ma-’n-tieg hag a varve e holl loened gant a bep seurt klenvejou, hag e tenne d’hoaz ar sorserez diwar eun allnbsp;hag a oa abaoue an dizeur ouz e zeuliou.
He gouiziegez vras a oa anat d’an holl, ha den n’en dije karet beza fall ganti, rak gouest e vije ive d’obernbsp;droug ma karte, daoust n'he doa great nemet vad beteknbsp;neuze.
Etrezek Mona eo em oa sonjet mont evit gouzout ha petra eo oa bet war va zro bed an noz. Alles a-walc'hnbsp;em oa bet mallozet kent Mona ar Sorserez, abalamournbsp;m’he doa bet lavaret d'in ez oa Miliner ar Beier eur sor-ser fall, eus ar falla a c’helled kaout. Mez breman e ka-ven gaz mont da c’houlen kuzul out! p’edon en dizeur.
Nevez-zavet e oa c’hoaz diwar he c’holc’hed pa zi-gouezis en ti, hag edo o tibikouza he daoulagad.
— Doue d'ho pennigo, tintin Mona, a zrailhis oc’h an-Ireal en ti.
— Doue ra vo ganez, va mabig, a respontas ar wrac’h ha ra daolo evez war gement kammed a ri.
— Da c’oulen kuzul ganeoc’h on deuet, emeve eun tammig frankeat warnoun, rak — hen anzav a rankannbsp;— eun tam lent e oan o tigouezout en ti, pe el lochen danbsp;vihana, pa livirin gwir, rak eun tam toul dindan soulnbsp;n’oa ken en faout ar Roc’h-Toul.
— Dijuniomp da genta, ha goude vo gwelet.
Va delc’her a reas ganti da zebri va dijuni: ha tre ma kemmeske ar yod silet er chaoudouron war an tan,nbsp;me a zanevelle d’ezi ar pez a oa digouezet ganen enpadnbsp;an noz hep ankounac’haat eun disterra.
-ocr page 162-!ï^
— 156 —
Dijuni a oe debret gant leaz bourbouilh ha gweden-nek toueziet. Mat a-walc'h e kavis keusteuren an hini .goz, rak eur flipad hent em oa great da zont betek enni,nbsp;ba ze en doa lemmet va dent d’in.
An hini goz a zistalias goude eus dijuni. Kemeret a rea kement ha kement he amzer ma teuen da inoui.nbsp;Abarz ar fin evelato e weüs anezhi o vont da beurwiskanbsp;he dilhad evit lidou ar zorserez — rak dilhad ispisial henbsp;doa evit se. — War he fenn eur boned gvven-kann anbsp;c’hoioe he zal ha staget dindan he helgez gant eul lasignbsp;tano. Eur mouchouer a zaou pe dri liou war he diou-skoaz, gwenn araok ha du adrenv. Eun tavancher pen-
-seliet, gant eur breniden vras a zave demdost betek he gronch. Eul lunedou kraset war beg he fri. Hag evitnbsp;eebui eur re breched hag eur vaz « majik » etre henbsp;daouarn. Setu aze he gwiskamant lid, gwiskamant nenbsp;veze ganti e nep ieac’h, paz zoken en oferen —ha kouls-koude Doue oar pegen aketus e Mona da oferen-brednbsp;ar harrez.
-ocr page 163-Truihennet evelse ec’h azezas war he zrebez.
— Tostaït aman breman. va mab, ha dizoloit d’in ho peultrin ma welin...
Ar pez a ris war ar ger! Hag e komansas neuze, gant he breched en eun dorn hag he baz prizius en egile,nbsp;ar zorserez da evesaat ouz va feultrin:
— Ya, va mab, eun aneval a zo bet war ho tro en noz-man... e roudou a weler war ho kroc’hen.., hag eunnbsp;tammig muioc’h en dije ho mouget, rak itost betek honbsp;kouzoug eo bet...
D’ar geriou-ze n’hellis ket miret d'ober eur skrijaden ha leac’h e oa a gav d'in.
— Ya, hag an aneval se eme ar zorserez o kendalc'h gant he oremuz, eo Moustrerig digaset d’ho moustranbsp;gant Fanch Ar Berr, sorser niilin ar Beier...
— Douetanz bras ani oa! a liviris neuze.
— Ya, Fanch a zo eur sorser eus ar falla, ne dalv ket ar gorden d’e grouga. Klasket en deus ober noaz ou-zon-me ive alles a-walc’h, mes va zorserez-me a veznbsp;ato treac’h d’e hini...
— Neuze e c’houlennis ouz Mona ha n’em oa mui ezom da gaou! aon rak Moustrerig.
— Eo, ha mouget e vlot ganlan zoken, ma ne lakit evez, rak ar miliner a zo droug ennan o veza manketnbsp;warnoc’h e daol kenta, hag erna o pourchas gwasoc’hnbsp;d’eoc’h abenn emberr... mes me aouezo miret outan danbsp;noazout ouzoc’h.
— Ha petra d’ober neuze ? a sklokis, liou ar maro war va dremm.
— Setu ama, eme Vona, hag ez eas d’eur pres e traon an ti.
Eun tam poell du gant eur zac’hig outan a deuas ganti d’am c’haout.
— Lakit ar skapular-man — rak heman a zo ska-pular bet benniget gant an Aotrou ’n Eskob — en dro d’ho kouzoug, gant ar zac’hig a zo stag outan, ha neuze
-ocr page 164-158
e c’hellot beza dizoursi. Keit ha ma tougot ar sac’hig-se war ho kerc’hen, al louzeier a bep seurt a zo kuzet en-nan — ha gwriet mat warno ganen-me va unan — anbsp;bellaio an diaoul diouzoc'h — rag Moustrerig a zonbsp;diaoul, ententit mat, va bugel,
Dirak ar zorserez koz e lakis dustu ar zac’hig endro d’am c’herc’hen, ha goude beza he zrugarekaet start enbsp;kemeris penn an hent da vont da vilin ar Beier, abala-mour da gerc’hat dl va benviou, mes ne jomis ket avadnbsp;daoust d'ar c’hoant en doa ar miliner, da echui va la*nbsp;bour. Abaoue n’eo ket bet tost d’in lakaat va zreid e tvnbsp;ar Borser diaoulek-se hag a glaskas va laza gant e Vous-trerig.
Yan Ar G’halvez en doa echuet da goms hagac’hor-rennas e gorn-butun en e c’hodel.
Goude eur pennad peoc’h, eur mousig bihan a zavas e vouez skiltr:
— Ha sac’hig ar sorserez koz, petra hoc’h eus great anezan, tonton Yannig !
— Ha ! va filhor, gant kalz a resped hag a zevosion e tougan anezan bepred.
Ha war ze, Yan Ar G'halvez a zlgoras war e vruched evit diskwez d’eomp gant kalz evez eur skapular koznbsp;ha stag outan eur zac'hig lian karget a.,. bilhou, a wiadnbsp;kewnid hag a laou-dar l...
Marvailher Kerneleon.
-ocr page 165-Yaouank-öam, Fanch ar Menn a deuas e kear da vi •cherour. Evel kalz all e oa bet trellet e spered gant arnbsp;c’honchennou kaer a gonled d’ezan diwar-benn ar c'hea-riou.
En oad e oa deut da glask e roud er bed-man, ha komzou kaer fazierien ar bobl a chalmas e galon aournbsp;prest d'en em rei evit e genvredeur. Dianaoudek c’hoaznbsp;eus ar vuez, e oa prim touellet gant o zorc’hennou.
Prest e oe unan eus starta ebestel ar voutinerez (socialisme) ha brasa enebour an dud kristen a glasknbsp;mad al labourerien bep o fazia gant promesaou sod.
Dimezi a reas, nebeut gouoe beza deut da gêr, a’eur genvroadez, eur goueriadez eus e barrez, eur plac’hignbsp;fur eus an dibab.
Hen, lezet gantan, peil ’zo, pep kreden, a gare kalz e Vari-Janig, ha pep frankiz a roe d'ezi d'ober he deve-riou kristen.
Eur bug^-lig, frouez o c’harantez, a deuas c’Loaz da startaat al liam a stage an daou bried. Koant a oa evelnbsp;an heol: bez’ e oa esperanz ar vamm ha plijadur annbsp;tad.
....Er mintin-ze, seiz heur sonet en orolach, Fanch a bourchasas pep tra evit mont d’e labour, hag araok lo-c’ha, hervez e gustum peradeziek, e teuas da lakaat eurnbsp;pokig war dal an eal bihan a gouske sioulik en e gavel,nbsp;eur pokig tener ha karantezus, eur pokig flour gant aonnbsp;d’c zihuna pe da c’hloaza e gigen fresk.
Goudeze, gant muioc’h a nerz-kalon e laboure, o sonjal e roe e c’houezen evit e vugel dous.
Er gear, gant karantez Mari-Janig ha c'hoarz e va-
— 160
big, ar micherour a deue d'ankounac’haat, evit eurpen-nad, ar gasoni en doa gwestlet d’an dud en em lard diwar c’houezen ar bobl. Mes er stal-labour ar gasoni-ze a adkroge ennan, hag eno n’en doa ket sell trist enbsp;zousig hag a zisplije d’ezi seurt konchou, na c’hoarznbsp;tener e vugel da viret outan da wall-gomz eus ar re anbsp;ren eur vues re zibreder.
Eln devez-ze, d’an heur ma tigore ar stal, gant souez ar vicherourien a welas e oa kresket a galz al labour onbsp;doa d’ober ; eur marc’had en doa great ar mestr-labour,nbsp;en hano ar « patron » eat eus ar gear, hag ar varc ha-dourez a ranke beza prest d’an deiz merket.
D’al labourerien eta da boania muioc'h.
Mes ze na blijas ket da veur a hini hag en em glemm a re jont.
Ar mest-labour, da genta, na fellas ket d’ezan o ze-ladu. Penaos ! miclierourien a grede lavaret eun dra bennak enep d’ezan ?
Ar pennou bervet a zavas neuze o mouez kalz uheloc’h.
— Paeamant vrasoc’h pe ni ne labourimp ket !
— Krogit da labourat ato, ha ni welo goude, eme ar mestr-labour, hag eun dra bennak a vo dareid’eoc’hnbsp;ouspen ho pae ordinal....
Ar re zioula eus ar vanden a oa prest da zenti. Mes ar pennou bras a nac’has krenn 1
— Ta ! ta 1... n’eo ket gant kaochou emaomp araan ! Ni, ne labourimp ket, la !...
Ar mestr-labour a nec'he. Petra d’ober ? Mar kizfe, al labourerien a lavarfe e oa plegik.... ha pep galloud anbsp;gollfe warno ; hag hen, nevez erruet c’hoaz, a felle d’ezan en em ziskouez kalet ha stris evit e dud.
Keit ha ma chome ar p5tr da nec’hi, gwad al labourerien a verve !
— Ah 1 ar pabor ne fell ket d’ezan plega !... Ni welo betek pegeit ez ai d’ezan I...
-ocr page 167-— 161 —
— Arne zo arm, eme eur vouez, ne rai ket brao beza er meaz dindan an arazer fall a deu !
Ne felle ket d’ezo beza lezet da dorta e kichen an nor J War zin unan eus ar pennon brasa, an hini anbsp;gomze alies en hano ar vanden, an boll vicherourien anbsp;yeas er stal. 0 dremmou a verke ar gounnar, hag arnbsp;mestr-labour en doe aon ne fellfe d’ezo ober eun drongnbsp;bennak ; esa o c’has er meaz a reas.
Ze oa awalc'h evit kreski an drong e korf an dnd-ze hag en em lakaat a rejont da vrevi pep tra er stal, epadnbsp;nia kerze knit, ar prima ma c'helle, ar mestr-labonr.
Er meaz, breman, ar pilh-c'hlao a goneze, al Inc’hed a sklerijenne an ear hag ar gurnn a slrake.
En diabarz, ar vruzunerien a gendalc’he bepred gant 0 labonr a zistruj. Seurt na veze espernet. Bresanbsp;reant pep tra evit ar blijadur d’en em clt; venji » ha danbsp;ziskonez d’o mestr e oant ar c’hrenva.
— Sell ! petra hennez, an tam traon-ze a zo onz ar voger ? a hopas eur vouez e kreiz an trouz bouzarus.
Eur Christ an hini oa, hag a ziskoueze e oa kristen perc’hen ar stal. Ma vije bet er gear, sur awalc’h, ennbsp;dije roet o goulen just d’e vicherourien. Ne vije ket betnbsp;ken piz-moc’h hag ar mestr-labour.
Eul labourer — Fanch ar Menn, e-unan — eur pen-nad baz-houarn en e zorn, a blantas eun taol pounner gant kroaz hor Zalver, hag he distagas krenn.
— Sellit! ema deut d’an traon !... emezan.
Lod a c’hoarze ; lod all a zelle, mud, ouz ar G’hrist kouezet.
Eun darz kurun a groze, just d’ar mare-ze...
...D’ar mare-ze ive. Marl Janig, en he zi, a grene. Babig, epad peil amzer, en doa ouelet, gant an aon ennbsp;doa rak argurun o strakal. Ar vamm, pleget azioc’h-hannbsp;a c'hoarze outan evit e zisponta, e starde war hé feul-trin, ha nebeut da nebeut, kujstumet eus an trouz, ar
-ocr page 168-— 162 —
bugelig a gouskas en e gavelig, etouez an diihad torn ha flour.
— Santez-Anna !... hon diouallit a bep drougl... a lavar ar vamm e kreiz he spontpa glev eun tarz skrijus,nbsp;iskiz... He daoulagad a zerr. Kredi rad’ezi eo pulluc’hetnbsp;e kreiz an tan !...
Oh ! Gwerc’hez !... ar vani a zo souezet oc’h en em gaout beo goude eur seurt spontaden...
I' ‘
ti
He daoulagad a gouez war ar c’havel. Petra wel 1... Babig a zo difmv I... Ar gurun n’en deus ket manket enbsp;daol...
Ar vamm a ouel ! He c’halon a zo re skoet, dinerz, e kouez...
— O perak, va Doue ! skei eur bugelig dibec'h ?...
-ocr page 169- -ocr page 170-Epad an dispac'h vras, eun tiegeziad tud a yeas da jom d’ar Faouet (Morbihan). Eno, brasa ebat ar wregnbsp;oa mont bep mintin war dachen Boufïay, el leac’h manbsp;veze dibennet beleien, noblans ha kristenien vat.
Na pebeus plijadnr eviti gwelet sevel ar c’hilhotin Ha pa goueze ar gountel vras warbenn ar reuzeudiknbsp;kondaonet e save war begon he zreid, he daoulagad anbsp;lugerne, a strinke tan gant ar blijadur, egiz daoulagadnbsp;al loen gouez a za da zailha war e breiz ha da eva enbsp;wad. Strakal a rea he daouarn gant levenezha yudal a-bouez penn; « Gwad I Gwad an aristokrated ! »
Koulskdude ar vaouez-se a oe brazez. Lak at a reas war an douar eur plac’hig, pe kentoc’h eur grouadureznbsp;spontus da welet.
Ar plac’hig-se a zo heuzus evel kalon he mamm. Bez ez eo krouadur ar “ bunision ”. Diodcz adalek he buga-leaj, n’he deus geilet deski netra, nec’hoarnemet yudalnbsp;evel ma rea he mamm. N’edo ket c’hoaz anezi war annbsp;douar hag e kleve ar c’hri-ze a loske he mamm.
Ha brema, da bep mare eus an deiz e ve klevat o youc’hal. G’hoant o deus he c’herent d’ankounac’hat annbsp;amzer dremenet o testum en dro d’ezo tud henvel outo,nbsp;krouadur ar “ bunision ” a zo aze, ha ker buhan, panbsp;zonjer an nebeuta, e vez klevet ar youc’h spontus-ze anbsp;laka ar joa da dec’het kuit hag an dristidigez da baranbsp;war benn kement hini a zo war al leac’h.
Diouz t51, en deiz, en noz, eo ret mat d’ezo he c’hle-vet. Kaer odeusklaskmiret outi da leuskei youc’haden-nou, ne c’heller netra. Mar bez skoet, bazatet, n’ez aio
-ocr page 171-— 165 —
ket er mêz evit se, rak gouzout a ra ar apont a skign a bep tu ar gwel anezi. Neuze e tremeno an nemorant euanbsp;an deiz en eur c’horn bennak eus an ti ; dioc’h an noznbsp;hepken ez a da ober eun dro er mêz.
Goude beza troet ha distroet epad eur peiinad, ez a war eur groaz bet diskaret d’an douar epad an dispac’h.nbsp;Neuze e teu euz he genou eur youc’haden spontus ; henbsp;mouez skiltrus a vez klevet a-betl en despet d'an avelnbsp;ha d’ar gwall amzer. x\r beachour sabatuet (souezet
Li
bras) a zelaou, hag e klev ar c’homzou divalo-raa : cc Gwad! gwad a zo red evit renevezi ar Republik I »nbsp;kanaouen a garie kement he mamm p’edo brazez ha panbsp;’z ea da welet dibenna ar gristenien vat.
-ocr page 172-— 166 —
Merc’h amp;r “ bunision ” he doa eur breur ganetaraok an dispac’h (Revolusion). Deuet en oad da veza soudardnbsp;e c’houlennas digant e dad ma vije prenet evit chom ernbsp;gér. An tad a yoa e tro d’hen ober, rak pinvidik oa, hepnbsp;m’o divije e zanvez koustet gwall ger d’ezan. Mes nenbsp;glaskas ket miret ouz e vab da vont da zoudard. Gwel-loc’h e kavas miret e arc’hant eget miret e vab.
Goude beza tremenet eun nebeut miziou en arme e tistroas d’ar gêr, poan d’ezan chom en e zav, kementnbsp;oa dinerzet gant ar skuisder hag an dizursiou. Dont anbsp;reas, eme an hini a skriv an dra-ma, (1) dont a reasnbsp;evel bleinet gant Done evit kastiza c’hoaz muioc’h-muinbsp;eun tad hag eur vamm ken dinatur.
Eun abardaez edo e dad war dreuzou e zor ; gwelet a reas eun den o tont war eün d’ezan, beac’h gantan ennbsp;em stleja.
— It ebiou, diaveziaJ, it ebiou ; ama ne roer ket!
— Her gouzout a ran J a lavaras ar beachour.
Ha koulskoude e tostea ato.
Ar wreg a deuas ive.
— Petra c’hoari... emezi drouk mort enni, petra c’hoari gant ar paour-ma?
Ar “ paour ’’ a ye ato, en eul lavaret:
— N'anavezit ket ac’hanon? Me eo ho mab koulskoude...
— Ni grede oas maro, eme an tad ker yen ha ker sklaset hag ar mean a yoa dindan e dreid.
— Sell, a lavaras ar vamra, bet ec'h eus eta da gonjel Hag evit pegeit?
— Evit ato ! eme ar zoudard.
— N’eo ket posubl ? a lavaras an tad ; ni zo eat da bsour, ha ne c’hellimp ket derc’hel ac’hanout.
(1) Paul Féval, kredi a ran. (Klaoda).
-ocr page 173-— 107 —
— O bezit dichal a gement-ee ; n’ho pezo ket d’ara ¦derc’hel peil bras, rak dizale ara c’hasot d’ar vered... Nenbsp;deuan ket da jom d'ho ti, da vervel eo ! eme an dennbsp;yaouank. Va mamm, sec’hed am eus !...
Ar vamm a c'halvas ar verc’h ; ar verc’h, ken ne-beut, n’anavezas ket he breur.
Eun dervez bennak a-c’houdevez e fallaas d’ar pótr. O c’houzout ervad e teue ar maro d’an daoulamp e reasnbsp;gervel e dud, hag e lavaras d’ezo :
— G’hoant em boa e vijec’h testou eus va maro. C’houi eo ho peus va lazet! Gwelloc’h ho peus kavetnbsp;eun tammig aour eget ho mab, hag ho peus hen lezetnbsp;da vont kuit; ha pe seurt kelennadurez ho peus roetnbsp;d’in evit va miret dioc’li an droug? uiskoaz em buez
-ocr page 174-— 1C8 —
n'ho peus komzet d’in a Zoue... Buntet hoc’h eus ac’ba-non er meaz ho ii, o sonjal kaout eur c’hrouadur ne-beutoc’h da vaga... Ha ma teu ar c’hrouadur-ze d’ar gêr n’eo ket evit mervel etre ho tivreac’h, mes evit ma vezonbsp;e varo eur boan muioc’h evidoc’h. Va mamm, c’houi anbsp;gemere ho plijadur o welet ar gwad o redet, ha vanbsp;c’boar a zo aze eur groaz pounner evidoc’h... Va zad,nbsp;c’hoant am heus bet ho pije ive hoc’h hini, hokroaz. Vanbsp;bez a vezo d’eoc’h, e bered ar gér-ma, m’ho pezo aonjnbsp;hoc’h eus bet muioc’h a garantez evit an aour eget evitnbsp;ho mab...
Kelt ha ma prezege ar mab evelse, an tad hag ar vamra kablus a jome eno e kichen ar gwele, tenval onbsp;fenn, hep lavaret ger.
Ar c’hlanvour a droe bag a zistroe.
— Hag hen ez eus eunDoue? Hag hen ez eus eun Doue ? a youc’he heman bep eur mare. Ar gerent avat anbsp;jome dilavar.
— Eur beleg!... Buhan, eur beleg!... Digasit d’in eur beleg! eme an den yaouank gant eur vouez c’holoet.
An tad neuze a Javaras d’ar vamm :
— Deomp ac’halen !... Alteri a ra 11!
Mont a rejont er mêz, ha pa zistrojont edo ar verc’h war gwele he breur, o kana !ll
Ar pótr a yoa maro l
Feiz ha Brelz koz (5 Even 1875).
-ocr page 175-— 169 —
Bez 'z eus, en eun tu bennak e Breiz-Izel, war lez eur •c’hoad bras, eur chapelig koz, savet en enor d’an Itronnbsp;Varia. An doen goz mein glaz hag ar mogeriou hahternbsp;freuzet, a zo paket gant an illio, a ra d’ezo evel eur van-tel c’hlas ha dantelezet. Dister eo ar chapel, daou bre-nesl hag a zo beget e penn-kreac’h anezo evel eur vinbsp;yar, a ro sklerijen enni ; ha dindan eun tourig beg-moan, el leac’h ma’zeus eurc’hloc’hbihanepign, e tigornbsp;an nor vras koad dero, kizellet ha dantelezet, mes banternbsp;vrein. Ar c’hloc’hig en dens eur vouez voan ha skiltr anbsp;zav evel kan an evnig a uz d’ar c’hoad, hag a vez kieviet a bell.
N’eo ket gwall gaer ar paour kêz chapel ; n’eus ne-tra enni brao da welet, netra nemet ar Werc’hez, eur Werc’hez koz ha koant bepred. Piou en deus grêt anezinbsp;ken koant, ken brao ? Eun den ha ne ouezer doare d’e-zan, ha n’en deus ket skrivet e hano war ar jijen ; eunnbsp;den dornet niat koulskoude, hag eur c'hristen evel m’eonbsp;dieet. Diouz gvvelet anezi, pa sko warni eur bann heol,nbsp;dre ar prenest, ha pa hij warni skeud an deliou illio, enbsp;lavarfe eun den eo beo ar Werc’hez, gant he bleo melen aour, he diouchod rus, he genou banter zigor onbsp;vousc’hoarzin ken dous, hag he daoulagad glas glizennbsp;0 sellet gant madelez ouz ar re a ya dabedi anezi. Warnbsp;he zal gwenn evel eur fleurdelizen ez eus eur gurunennbsp;steredennek. eur wel gwenn kann aguz he bleo hir hagnbsp;eur zae wenn, gant rozennou aour, a wisk anezi, hag anbsp;zo dalc’het gant eur gouriz glas evel bolz an nenv. Henbsp;daouarn gwenn en em stard war he mabig Jezuz hag anbsp;zo e zivreac'h en dro da c'houzoug e Vamm hag e bennnbsp;melen war he skoaz.
-ocr page 176-170 —
E treid an Itron Varia, o tra burzudus I en he zreid ez eus eur bonton, ya ! enr bonton koad, bihan hanbsp;koant, evel he zreidigon gwenn, bonton koad melen,nbsp;lion kistin, kizellet evel koad dantelezet. Bonton koad ?nbsp;d’enr Werc’hez ? Biskoaz kement all n’ho pens klevet,nbsp;me gred. Ac’hanta, selaonit, ha me ’ya da lavaretnbsp;d’eoc'h pebez burzud a c’hoarvezas diwar-benn ar bon-tonigon-ze.
Ebarz ar c’hoad-ze, e kichen ar chapel, e oa bet ka-vet, breman ’zo tost pemp kant vloaz, en amzer brezel bras Breiz-I.,el, enr c’hrouadur demdost noaz, a ocelenbsp;hag a hirvoude, kollet gantanevamm. Ar boutaouer-manbsp;Gwilh e hano. a zönjas penaos e kavje tad ar bngel hagnbsp;en divije digantan enr gaer a aluzen dre drugarez,
N alias ket kaont doare ebet ens tud ar bngelig, ha dre ma kreske henraan en oad, e rustae dioutan. Hervenbsp;— an hano-ze a oa roet d’ar bngel — a oa eta savet evelnbsp;enr paonrkêz emzivad ; aliesoc’h en deveze skonarna-don eget bara.
Biskoaz ne c’hoarze ar bugel paour. Ghom a rae awechou ebarz ar c'hoad gwall bell da zelaou kana annbsp;evnigou koant ha skanv, ha neuze e sonje: « Al labou-zed tener o deus eur neizig klouar, emezan, hag enrnbsp;vamm vat da c’holo anezo gant he askei zom, ha da zi-gas d’ezo da zebri. Ha me, pion eta en deus koun diou-zin ?»
Koulskoude beza 'veze eürus awechou, pa c’halle mont d’ar chapel. Eno en doa kavet eur Vamm ! Arnbsp;Werc’hez trugarezus, a zeblante d'ezan e selle d’e gaoutnbsp;en eur c’hoarzin outan ken seder, Hag alies e teue enonbsp;da ouela juz treid e Vamm an Nenv.
Kreskiarae ’ta, en despet d’an tóliou ha d’ar yuniou, karet gant ar Werc’hez koant hag e lavare d’ezi, gantnbsp;fizianz, e holl drubuilhou. Erru oa en oad d’ober e Basknbsp;kenta, ha daoust da Wilh ar boutaouer da veza dronk,nbsp;n’alle ket hen harz da vont d’ar e’hatekiz. Eno Herve a
-ocr page 177-— 171 —
oa ken fur, ken aketus da zeski ma oa roet evit skouer d’ar re all gant an aotrou Person. Pa dosteas miz mae,nbsp;miz ar bleuniou, miz an neizou, miz ar Paskou kenta,nbsp;ar Person a lavaras d’ar vugale e vije raat d’ezo rei eurnbsp;prof d’an Itron Varia, deiz o Fask. An daelou en enbsp;zaoulagad, Herve, stouet ouz treid ar Werc’hez. a lavaras d’ezi; « Ha me, paourkêz, petra roin-me d’eoc’h ?nbsp;Allaz 1 Mammig ker, n’em eus netra. rak va c’halon anbsp;zo d’eoc’h a bell ’zo ! » An heol, o para war dreid noaznbsp;ar Werc’hez, a zigasas d’ezan eur zonj vrao. Mont a
-ocr page 178-— 172 —
reas d’ar gêr. hagant eurgontel leram hag eun tam koad fao en em lakeas, e kuz, da labourat gaot prez. Arnbsp;c’hoad a gemeras, tam ha tam, stum diou votezignbsp;skanv ha koant; neuze o brodas, o zoullas gant beg enbsp;gontel bag e reas war o choukou evel deliou ha boke-dou meurbet fin. Goudeze e vogedas anezo, ken e oantnbsp;alaouret, meienet, ha koant e oant evel diou vagig gantnbsp;o beg moan ha tronset war grec'h, hag eur rozennig enbsp;kreiz. Lavaret e vije eur hoked bleuu ha deliou koad.nbsp;Luc’ha ’reant zoken evel kislin dare.
Setu erru deiz kaer Pask ar vugale. Herve en doa bet digant Itron ar c’hastel, eur wiskamant nevez ’giz annbsp;amzer-ze : bragou berr ha porpant glas mor. E vleo hirnbsp;melen ha flour, frizet evel gloan an oan bihan, a goue-ze war e ziouskoaz, en eur lugerni d'an heol, dindan enbsp;dok ledan, hage zaoulagad a steredenne gant laouene-digez e galon.
Dindan e vrec'h e oa gantan, paket en eul lien gwenn, an diou votez dautelezet. Da betra lavaretnbsp;d’eoc’h e eürusted pa zeuas en e galon glan ar Mabignbsp;Jezuz, e Vreur ken karet ? C’houi hen goar, an deiz-senbsp;eo ar o’haera eus ar vuez. hag Hrrve n’en doa bet eürusted ebet c’hoaz...
Goude an oferen ez eas ar vugale, hervez ar c'hus-tum, da leina d’ar preslélal ha goude ezejontdac’hoari eur pennad ebarz ar prad bras Neuze pep hini a zis-kouezas e brof. « Herve, eme ar re all, diskouez ar peznbsp;a roi te d ar Werc'hez. » Herve a zisplegas al Jliennbsp;gwenn. A boan oa digoret ar pakad m’en em lakaas arnbsp;re all da c'boarzin a bouez o ferm ha d’ober gwap diouznbsp;ar paourkêz boutaouer bihan. « Boutouigou koad I...nbsp;d’ar Werc’hez ! he ! he ! red eo d’it beza leue ! Ha pe-naos e laki t« anezo d'ezi 1 » « Sell, eme mab ar milinernbsp;sell ar chaden aour a roin-me d'ar Werc’hez ! » « Hanbsp;me, eme eun all. me a roio d’ezi eur wel Hen ün hanbsp;flour, nezet gant preder, gant va mamm. » Neuze mab ar
-ocr page 179-— 173
markiz, Baoul Kerbnig, a zigoras eur c'hef bihan, hag a ziskouezas d’ar vugale souezet eur gurunen aour,nbsp;perlezet, a lugerne war eur fons voulouz glas. Herve,nbsp;glac’haret ha mezek, a blegas e beun, daelou en enbsp;zaoulagad. Tec’het oa e joa gant gvvaperez ar vugale ze,nbsp;kriz a galon ; n’en doa ken c'hoant ebet nemet da vru-zuni dindan e dreid ar boutouigou en doa kleuzet hanbsp;brodet gant kement a garantez. Mes ar person a dos-taas hag a frealzas e galon baour en eul lavaret: « Arnbsp;Werc’hez a zello muioc’h ouz ar c’halonou eget ouz arnbsp;profou a vo grêt d’ezi, Deuit, bugale, d'ar brozesion evitnbsp;kas ho prof d’an Itron Varia. » Mont a rejont'ta, laouennbsp;en eur gana kantikou.
Goude ar gouspeiou — lavaret « war ton ar c’hram-poez gwiniz », gallout a rit am c’hredi I — pep hini a dostaas da rei d’ar Werc’hez e brof. Ar marki? bihau,nbsp;Raoul, da genta, gant lorc’h a bignas war eur skeul vi-han da lakat war benn ar Werc’hez e gurunen stere-dennet. Ar re all a zeuas ive an eil goude egile, hagnbsp;Herve an diveza, an dour en e zaoulagad glas, a zellenbsp;piz ouz ar Werc’hez.
— 0 Mammig ! emezan, na rit ket fae war va labour, gantan ec’h adroan d’eoc’h va c’halon.
Koulskoude, pa oa arru lost, e chomas abof, mes ar Werc’hez a c’hoarze ken tener, ken ma tosteas krenn.nbsp;0 va zud vat J pebez burzud a oa gwelet neuzel....
Ar Werc’hez koad a zavas, an eil goude egile, he daou zEoad gwenn, hag Herve a c’hallas, en eur grena,nbsp;gwiska enno ar boutou dantelezet !... Ha neuze ar Werc’hez a astennas he brec'h, en eur blega he fenn kuru-net, da gaout an emzivad disprizet, hag a lakaas henbsp;dorn benniget war e benn hag eur pok karantezus warnbsp;e dal gwenn ha glan !
Ar bugel paour, dindan douster ar pok dudius-se, beuzet e galon a levenez, a gollas anaoudegez ha dousiknbsp;a ruzas hag a gouezas war an douar. An aotrou person
-ocr page 180-174
souezet bras ha spontet hen adsa-vas ; an daoulagadnbsp;glas a oa digor hanbsp;leun a eurusted, arnbsp;genou rus a vous-c’hoarzec’hoaz mesnbsp;ar galon, re vihannbsp;evit kement a leve-nez, a oa paouezetnbsp;daskei. Seblantout anbsp;rea beza rnaro I Nenbsp;oa ket, koulskoude,nbsp;ne oa ket maro drenbsp;laouenedigez. Eurnbsp;pennad goude, Her-ve, slouetd'an daou-lin dirakeVainmanbsp;rea d’ezi ar gwestlnbsp;eus e vuez boll...
Ar VVerc’hez a oa ad savet evel diagent, eun hevelep c’hoarz dous war he genou koant, mes gant ar gurunennbsp;lugernus war he fenn, ar wel war he bleo, ar chadennbsp;aour en he c’herc’hen... hag ar boutou danteiezet en henbsp;zreid...
Hag Herve ?... Herve na c’houlennasket adkemer ar galon en doa roet d’e Vestrez, ha biskoaz den ken n’ennbsp;deus poket d’an tal-ze a oa betgwestlet gant genou glannbsp;ar Werc’hez . Mont a reas raktal d’eur manati, hag enonbsp;e varvas evel eur zant, goude eur vuez a beden hag anbsp;binijen.
Gras a c’houlennan digant Doue, evidoc’h evel d'in va unan, d’echui eveltan.
Evelse bezet great.
HERMINIK.
-ocr page 181-En amzer ma rene ar roue Gharlez VII, ar Zaozon a yoa en em stiejet war ar Franz hag o doa sonj mat d'henbsp;lounka a-bez. Pariz, ar gêr vras, a yoa L.’ezo. Ar c’hontnbsp;Sant-Pol; o chom en eur c’hastel hanvet Kartelier, a fal-vezas d’ezan, eur zadornvez vintin, mont betek Kom-piegn evit lakat ar gêr-ze e stad d’en em zifen outo.
Ar c’hont Sant-Pol a yoa eun dijenül kalet, eun den a vrezel grêt mat evit dougen kleze ha dilhad houarn.nbsp;Netra na rea aon d’ezan, ha panefe m’en doa c’hoant danbsp;espern gwad e zoudarded hag e wizien, en divije breze-lekaet dalc’bmat hag en divije lakaet ar Zaozon d’hennbsp;laza kentoc’h eget lezel ganto eur meurtad douar.
-ocr page 182-— 176 —
Ar e’hont en doa eur inevel, eur skouer a fealded hag a lealded, cun denig dister, hanvet Yann Jertrud.nbsp;Yann a garie e vestr evel ma karie ar Werc’hcz hag annbsp;Aotrou Done, ar pez n’eo ket lavaret nebeut, rak eurnbsp;c’hristen mat oa.
------r;=r-ïiSa*gt; 'j
'f,
j* 5?» • nbsp;nbsp;nbsp;. Ok
En dervez se, pa glevas ez eat da geineret an armou, e savas da c’horre ar c’hrenv, da zellet ouz ar c’harternbsp;tro-war-dro. Kaout a reas d'ezan a-bell gwelet ar boui-tren o sevel war an bent tost da Gompiegn. Kernent-senbsp;a ziskoueze e tlie beza ar Zaozon dre eno, hag e kasasnbsp;tri den a-raok da welet. N’eo ket armet c'hoaz arnbsp;c’hont pa deuas an tri den-ma en dro, hag a lavarasnbsp;o doa gwelet aleis a Zaozon war an henchou, hag e tis-trujent oil dre ma tremenent.
-ocr page 183-177 —
— Ma ! erne, ar e’hont, mont a reomp da gas eua tammig labour d’ezo. Yann, digas.d’in va zok houarn i
— Mes, Aotrou kont, a-veac’h ma hon deus pemp kant den dindan an armou; ha mar deo al lakisien-zenbsp;,an hanter muioc’h ?
— Ac’hanta, hon devezo kerc’h da rei da bep a zaou !
— Ha mar dint tri oc’h unan d’eomp-ni 1
— Me laka, Doue ra ’z pardono! ec’h leus c’hoant d'am lakdt da gemeret aon ? An dra-ze a yoa mat, p5trnbsp;Yann, p’edon en oad a bevar bloaz; breman avat pa ’znbsp;oun deuet da veza den, aio, gwazed, war varc’h buhan,nbsp;ha bec’h d’ar Zaoz 1
— Mestr, ma rankit mont, am lezot da vihana da vont ganeoc’h 1
— Hep arm ebet ?
— N’em eus ket ezom a armou, me !
— Neuze n’ec’h eus nemet dont, hag e weli penaos e taouhanterimp hag e tispennimp-ni ar bótred-se.
Yann Jertrud agaiiee vestr, mes ne garie nemeur ar brezel. En eur zevel war ar marc'b a oe digaset d’e-zan e reas (sin ar groaz o lavaret: Intron Gwerc’heznbsp;Vari, hon difennit, hag ho pezet truez ouzomp !
Yann a zalc’he troad ha troad gant e vestr e penn ar vanden, a-raok ar re-all ; rak ar c’hont en doa prez hagnbsp;a yoa en em lakêt en hent a-raok m’o doa bet e dudnbsp;amzer da glask o armou ha d’en em voda. En eul loc’hanbsp;en doa lavaret d’ar re a yoa e porz ar c’hastel, ar c’hom-zou-ma hepken:
— Nep am c’har hag en deus feiz, dont war va lerc’h 1
Ha neuze oa loc’het d’ar c’haloup.
— Mestr, eme Yann, gortoz a dlefemp ar re-all!
— Ro peoc’h, Yann, ha kea en dro, mar ec’h eus aon, mes na glask ket va derc’hel em zav 1
A-veac’h ez oa deuet pevar-ugent marc’heg a dost da c’hellout sikour ar c’hont, ma weljont o tispaka eus anbsp;douez eur c’hoad ouspenn pemzek-kant soudard. .
-ocr page 184-— 178 —
— Gwelet a rit 1 Gwelet a rit I eme Jertrud.
— Dao warno ? Dao warno I eme ar c'hont. Hag hep' gortoz ken e red d’an daou lamm warzu e enebourien.nbsp;Mes kaer en doa mont, Yann Jertrud a yoa kerkent hagnbsp;hen ha zoken en e raok, rak ar zervicher mat ma 'z oa,nbsp;c’hoant en doa da lakat, mar gellje, e gorf a-dreuz, danbsp;zigemeret ar birou a vije tennet war e vestr.
Ne oe ket hirr an abaden.
Yann a oe treuzel e vrec’h gant diou zaezen, hag epad ma klaske lakat e vestr d’en em denna, e oe tizetnbsp;en e c’houzoug gant eur zaezen-all. Ne oe ket lazet kouls-koude ; mes ar c'hont pa welas mat neuze n’edont ketnbsp;niverus a-walc’h evit derc’hel penn d’ar Zaozon a droas'nbsp;en dro gant e vandennadig marc’heien, hag hepdale nenbsp;weled mui nemet ar boultren savet en ear dre al leac’hnbsp;m’oant tremenet.
Yann Jertrud a yoa eur marc’heg mat; mes gant teir zaezen oa bet bet tizet, hag e varc’h gant diou. Arnbsp;marc'h a golle gwad, hag hen e-unan a golle muioc’hnbsp;c'hoaz. Hepdale ar marc’h a gouezas ihanter varo, hagnbsp;hen a ruilhas en e gichen hep kaout an nerz da zevelnbsp;en e zav.
Ar Zaozon a yoa en em dennet adarre er c’hoad, mes en o zouez ez oa c’houilherien, laëron, a rea mi-cher da vont da c’houilhat ar re a veze chomet war annbsp;dachen pa veze bet eur stourmad bennak.
Tri anezo a gouez war ar paour kez Jertrud. Sellet a reont da genta oc’h e varc’h da welet hag hen eo matnbsp;d’ezo; hogen, pa welont e c’houliou hen lazont a dao-liou sabren.
Jertrud a lavar neuze outan e-unan : « A 1 pa lazont va marc’h, am lazint ivez sur a-walc’h 1 Intron-Varia,.nbsp;ho pezet truez ouzin t
Hag e gwirionez, setu al laeron o tont betek ennac.
— Aio, loen fall, da yalc’h i
-ocr page 185- -ocr page 186-— 180 —
— Kasit ganeoc’h I Mez taolit evez, en ban’ Doue t me zo glazet va gar gleiz ha va brec’h zeou.
— Petra ra an dra-ze d’eomp-ni 1
— nbsp;nbsp;nbsp;0 va Doue 1 poan a rit d’in !
— nbsp;nbsp;nbsp;rian, poan ? Gortoz 1
Hag unan anezo ha darc’hoi eun taol sabren war benn ar paourkez Yann. Etre daou ivez, ar re all o doanbsp;tennet e boll zilhad digantan.
— Va Doue l va Doue l eme Jertrud.
— Petra vank d'it c'hoaz? eme unan anezo evit e wapat.
— Eur beleg!... Lezel eur c’hristen da vervel evel eur c’hi! Va lazit evel a garot, mes a-raok, en ban’nbsp;Doue ! eur beleg l
Ha neuze Yann a lavare c’hoaz :
— Intron-Varia, ho pczet truez ouzin !
Evel respont, al laeron a ziskarge eur gaouad toliou war ar paour kez Yann, a grieato: Va lazit, va drail-bit evel ma karot, mes eur beleg da genta !
— Ha da belec’h ez aimp-ni da glask eur beleg d’it ?
War gement-se e klevjont eur vouez en o c’hichen o lavaret:
— Unan bennak a zo dre aman o c’houlen eur beleg?
Eur beleg a yoa eno dirazo, evel dre vurzud, evel pa vije savet eus an douar. An tri laer a oe ker souezetnbsp;mac’h ehanjont da skei. Goude debat e rojont dek mu-nuten d’ar beleg evit kovez ar paour kez Jertrud ; mesnbsp;n’hen leschent ket e buez, emezo, da vont en dro d’arnbsp;c'hrenv e-touez e genseurted.
A-vec’h en doa bet ar beleg amzer da govez Yann, ma teuas al laeron en dro. Goude beza gwallgomzet ouznbsp;ar beleg en em lakejont da skei war ar paourkez den evitnbsp;beurgas, ha pa her c’hredjont maro ez ejont kuit.
Ar beleg n’oa ket eat a-bell. Kerkent ha m’oa eat ai laeron kuit e teuas da gaout an hini a gredent maro,nbsp;hag e kazas c’hoaz eun tammig buhez ennan. E zougen
-ocr page 187-— 181 —
a reas da gardian tiegez a yoa eur psnnad ac'hano. Eno e c'hourvezas anezan war eun neubeut plouz (kolo),nbsp;hag ec’h en em roas da zoursial eus e c’houliou. AI lae-ron aval o doa e welet o tougen e glanvour hag a deuas
V\\
tMl'
-ocr page 188-182
ivez war e lerc’h. En em lakat a rejont adarre gant o zabrinier da skei gant Yann Jertrud, hag unan anezo anbsp;lavare:
— Red eo e ve ibilet e ene en e gorf pa n'eo ket maro c’hoaz!
— Bremaik ne vezo ket! eme unan-all ; hag o lava-ret kement-se e krogjont daou ennan, unan e pep gar, hag her stlejont a-ruz hag a-drein a-dreuz ar vein hagnbsp;ar girsier betek eur ster a yoa e kichen, el leac'h manbsp;hen taoljont evit ne vije mui klevet hano anezan.
An trl bourrev a yeas ac'hano neuze. Ar beleg, hag f n doa ranket tec’het a yoa chomet war e api, hag anbsp;ceuas adarre kenta ma c’hellas. Dioc'h ar gwad, e kavasnbsp;e hent. Pegen mac’hagnet tiennak oa Yann Jertrud eznbsp;oa e anaoudegez gantan pa oe taolet en dour, hag enbsp;c’hellas lavaret c’hoaz eur wech da vihana a galon;
« Intron-Varia, ho pezet truez ouzin ?
Ne c’houie ket neui, an den kez ; mes ar ’Werc’hez, pedet gantan ken alies hag he devoa e zalc’het e bueznbsp;betek neuze, a deuas war e zikour. Ghom a reas warnbsp;c’horre an dour, hag hep ma c’houie penaos, en em ga-vas hepdale en tu-all d’ar ster, war ar seac'h. Pazigoue-zas ar heieg, e treuzas buhan ar ster evitdougen sikournbsp;d’ezan, ha Yann en devoe nerz a-walc’h evit sevel enbsp;zaouarn etrezek an nenv da lavaret:
« Va zad, saveteet oun ! »
Ar beleg a gavas prestik goude eur c’har evit dougen Yann Jertrud u’ar c’hrenv eleac’h edo dioc’h ar mintin.nbsp;Ar c’hont Sant-Pol a gemeras kement a zoursi eus enbsp;zervicher feal, a lakeas louzaoui ker mat e c’houiiou,nbsp;ma pareas hepdale, hag e oe gwelet yac’h ha laouen onbsp;vont da bardona da japel ar Weru’hez, evit e zrukare-kat ha da rei da anaout d’an holl he zrugarez hag arnbsp;burzud he doa grêt en e genver.
-ocr page 189-— 183
N’ouzoun dare penaos e tigouezas d’in dont da dre-men dre eur c’horn a Vreiz el leac’h oan bet o klask ri-madellou meur a vloavez a yoa, hag el leac’h em oa lezet mignoned. Eus Karnak eo e feil d’in koms. Tostnbsp;d ar gearig-se edo o chom Judikaël, an hini en doa grêtnbsp;digemer ker brao d’in eun toulladigbloavezioudiaraok.nbsp;N'em bije lavaret grik eus ar pez a c’hoarvezas ganennbsp;abars mont en e di, panefe ma oen test eun dervez eusnbsp;eun darvoud hag a skoas va spered kenan. Nevez eatnbsp;oan da Blenion da c’houlen eur begad bag eur gwele danbsp;dremen an noz ; digemeret e oen a galon vat, evel manbsp;tigemerer an boll veajourien e Breiz-Izel ; hogen dizalenbsp;eteuis da gompren e tremene eun darvoud bras ben-nak er verouri ; mistri, servicherien ha plac’hed, n’onbsp;doa repoz ebet. Ha ne greden ket goulen perak, pa gle-vis unan eus ar plac’hed o lavaret:
— Nan, nan, ar mestr ne bareo ket I An tól a zo re bounner !... Hag abaoue an noz eo poan e anaout ke-ment a jenchamant a zo ennan. Lavaret a rated eo deutnbsp;da veza gwrac’b 1 (Er c’horn-ze a Vreiz ec’h hanver enbsp;giz-se ar re a zo bet skoet o spered gant eun dra bennak-eus ar bed-all).
Ha setu me deuet da gemeret eun tammig hardizie-gez. Ober a ris outi eur goulen bennak.
— Ya, siouaz I Ar mestr ne zavo ken ; gwelet en deus en noz tremenet skeud Jorj Kadoudal, ha Kadou-
-ocr page 190-— 184 —
dal hag a oa e jeneral a zo bet lakeat d’ar maro gant ar Re-C’hlas. Sonjit ’ta, aotrou, emezi, hor mestr astennetnbsp;difinv war e wele, a zav eur wech an amzer hag en emnbsp;ro da hopal gant nerz :
— War a-raok, paotred l Daoust ha lezel a relomp anezan da vervel 1 Goude e kouez a-nevez war e c’hol-«’hed, beac'h warnan ha glep dour teil gant ar e’houe-zen.
— N’ouzoun ket petra feil d'eoc’h lavaret, eme-ve d’ezi.
— Ya, emezi, hor mestr eus Bodegat a yoa letanan gant Jorj Kadoudal epad enizav ar Vandée. Ker skoetnbsp;eo bet p’an deus klevet kelou eus maro e vestr, ma la-var ar raedesin eo deuet da veza gwrac'h,
— Neuze, a liviris, ho mestr a zo klanv ha gwrac’h war eun dro ?
— Ya sur, aotrou ; ar vestrez hag ar vugale n’eha-nont da ouela endro d’e wele.
— Perak ne c’halvit ket an aotrou Person 1
— An aotrou Person 1 Emeder oc’h enterri anezan hirio.
— Mat, neuze easoc’h ze n’eo ken d’eoc’h... Eun toul-lad beleien a vezo aze, ha n’ho pezo nemet dibab 1
— Ya, brao eo d’eoc’h lavaret ! Ar mestr n’en doa fi-zians e den nemet er person maro ; o daou oa bet di-.gouezet d’ezo beza er meraez amzer wardro Jorj Kadoudal.
— Ha n’hellfoc'h-hu ket roi d’in eun tammig skleri-jen diwarbenn ar weledigez he deus skoet kement ho mestr ?
— Sklerijen 1 emezi, an disterra paotr-saout a c’helfe roi d’eoc’h sklerijen war an dra-ze !
— Ganeoc’h eo e c'houlennan, eme-ve d’ezi gant douster,
— Eün tammig e vezo hir, emezi; hogen, mont a
-ocr page 191-— 18S —
ran da esa kountanti ac’hanoc’h. Ne glevan mui trou?r ebet e kambr ar mestr : kousket eo, marvat.
Hag hi diazeza, hag e kasas he dourn d’he zal eveJ evil freskat he memor, hag e lavaras :
— Setu aze, aotrou ! Deac’h da noz, da boent koan, ar mestr a zistroe eus ar chase, tapet eur bern brao anbsp;draou gantan. Mont a reas oc h taol ; tenval oa e bennnbsp;eun tammig, ha setu ar wreg da c’houlen outan petranbsp;a yoa oc’h ober diez d’ezan.
— Set’ aze, Annaig, seblantout a read’inbezac’hoaz 0 vrezelli el lanneier, hag e kleven Jorj o lavaret d’in :
— Ne welez te ket ar Re-C’hlas e penn pella al ian-neg, en tu-ina da Vodegat 1
Va spered a yoa skoet, rak gouzout a ran eo bet la-zet ar paour kez Jorj dre urz Bonapart. Setu e keit ha m’edo ar zonjou-ze em penn, eur c’had o lifourcha eurnbsp;pennadig diouzin. Tenna ris warnan, hag ez eas danbsp;ruilha en eur voden vrug. Eur penn gad all bennak anbsp;yoa kent em zac’h ; ha setu pa ’z ean da gregi en hou-ma. ha me gwelet d’ezi eur penn den. Spontet e oen, enbsp;c’hellit kredi, ha me dont war va c’hiz, o lezel jva gadnbsp;eno. P’edon o tistrei da zont d’ar gêr, pegen souezet enbsp;oen-me o welet va c hi Medok gant va gad etre e zent.nbsp;Mes n’he doa mui he fenn den avat; henvel oa bremanbsp;ouz ar gedon all.
— Asa, paour kez Bernadig, erne ar wreg, atao eta e chomo Jorj Kadoudal war da spered ; daoust ha pednbsp;gwech n’en deus ket ar medisin lavaret d’it ne dleeznbsp;ket chom da zonjal en traou-ze 1
Ar mestr na lavarasgrik d’ar goulennou-ze. Alkodt a reas diou c’hlin e zivreac'h war an daol hag e kuzaanbsp;e benn en e zaouarn.
— Bernadig, erne ar wreg ankeniet, ev dajistr, ha kas ar zonjou-ze diwar da dro.
Mes Bernadig a jomas dilavar.
-ocr page 192-186
— Gwrac’h eo, a liviris ennoQ va-unan, hag ar me-veüen-all a lavaras eveldon.
Dont a reas ar mare da vont da gousket. Ar vestrez a gasas he goaz d’e gambr, Horjella rea war e dreid.nbsp;E kreiz an noz e oemp dihunet holl gant eur youc’hadennbsp;«kiltrus.
— Sikour ! Sikour ! a hope ar vestrez ; Bernadig en deus kavet e zabren, hag a lavar bep seurt traou n'onbsp;deus na penn na lost.
Mont a rejomp prini evel eun tenn : an ozac’h a yoa en e roched e kreiz ar gambr, eur zabren gantan en enbsp;zourn ; hag e save anezi en eur lavaret da bep mare :nbsp;Me zo ama, Jorj ; war va c'horf ez ainta-raok tizout be-tek ennout.
— Hag abaoue, eme ar plac’h gant tristidez, ar mestr a zo ken dinerzet m’emaomp daic’hmat war c’hed d’hernbsp;gwelet o tremen.
P'eo gwir n’hellen ober vad ebet d’an dud kez se me a zastumas va fakadou da vont adarre gant va hent.nbsp;Karga ris ar plac’h da gas va gourc’hemennou d’arnbsp;vestrez, hag en hent warzu Karnak, o sonjal e pe stadnbsp;vantrus e c’hell koueza spered an den pa vez re skoetnbsp;gant eun darvoud bennak.
Lavaret ne gavjen ket war va hent digemer mat ha kalon digor hep avat an ardou nevez deuet gant annbsp;a-raokaat a vije tamall e gaou ar vro Vreton. Ne zis-kennen ket, gwir eo, e tiez ar vicherourien a renk izel,nbsp;daoust ma vije servichet d’in eno ive ar pez a yoa anbsp;wella en ti, en eur baea brao evelato. Rak, e Breiz, evelnbsp;el leac’h-all, ne roer ket evit netra d’ar c’henta deuet arnbsp;pez en deus koustet ken ker. Eun droiad hepken ec'hnbsp;en em gavis nec’het : eun abardaez, goude beza grêtnbsp;kalz hent, edon e kreiz eul lanneg, ha war va meno,nbsp;peil a-walc’h eus ti ebet. Kustumet oan da vale, ha dre-ze n’oan mui ker kizidik oc'h ar skuisder. Mes, avat rednbsp;«o d'in hen anzav, n’edon ket em flijadur o sonjal e vi-
-ocr page 193-— 187 —
che red d’in marteze tremen an noz e kambr ar slered, 0 kaout evit gwele eun dournad raden hag evit toen eurnbsp;volz leun a goummoul du ha na lavarent tra vat ebetnbsp;d’in. Endra ma rean evel-se sellou nec’het endro d'ianbsp;setu me ha gvvelet e penn-all al lanneg eun neuden vo-ged 0 sevel en ear. El leac’h ma ’z eus moged ez eusnbsp;tan, hag el leac’h ma ’z eus tan ez eus tud, hag an dud-se 0 deus eun doen evit o goudori pa deu ar glao. Setunbsp;me eta o kerzet etresek an dachen el leac’h ma ’z oanbsp;moged ; pegen souezet e oen o vvelet ne gaven na ti nanbsp;toen ebet eno, ha me kredi oan faziet. Ar moged kouls-koude a zave, a zave atao ; hep mar, tud a ranke bezanbsp;eno. Chaseourien marteze chomet da droidella, erae-ve,nbsp;pe glaouerien marteze ive ; ha koulskoude, petra vijenbsp;deuet glaouerien da ober dre ama, pa n’eus gvvezen ebetnbsp;nag ama na tro-war-dro ! Mont a rean atao, savet bec’hnbsp;varnon, pa weljon eun toullad goazed, merc’hed ha bu-gale oc'h ober kelc’h endro d eun tantad tan raden hanbsp;brug. Daou bez ki a deuas da ambrougi ac’hanon, hagnbsp;e reant eur safar, eun torpenn ; mont a ris evelats, oc’hnbsp;0 lakat da vont diwar va hent gant va fenn-baz. Arnbsp;goazad am oa gwelet endro d'an tan a zavas en o zav.nbsp;Che ! pe seurt doareou tud ! goazed goloet a druilhou,nbsp;gwragez gwisket evel n’hellfe ket ar speredijinusa obernbsp;anezo. Sevel a rejont holl da ober digemerd'in. Ar chasnbsp;a harze, an dud a dave. Me a yea daveto nec’het evelnbsp;ma c’hellit kredi ! n’oan ket bet morse en eur seurtnbsp;kompagnunez. Eur goaz eun tamm war an oad a deuasnbsp;daveton.
— Petra glaskit 1 emezan dichek, ha piou oc’h ?
— Eur beacher divezat, eme-ve d’ezan ; dianket e rankan beza e gwenojennou al lanneg. Tenval eo annbsp;noz, ha karout a rafen kaout eul lojeiz da ziskuiza.
— Ma n’eo ken, emezan d’in adarre ; it en delten vi-han-ma ; aze e kavot eur gwele brug soupl a-walc’h.
E lagad du a zispennas ac’hanon eus an traon d’an
-ocr page 194-— 188 —
ncae’h, hag evil doare, ar gvvel ac’hanon na zisplijas ket re d’ezan. Setu perak e lavaras d’in kerkent gantnbsp;madelez :
— Ma n'hoc'h eus netra ganeoc’h da zibri, deuit da goaniaganeomp.
Grêt eni boa va c’hoot d’en em gaout abenn an noz cn cur geriaden el leac’h ma kavchen peadra, ha setunbsp;perak n'em boa tamm ganen da zibri. Pedi ac’hanonnbsp;da goania a yoa ober plijadur d’in. Gant skourrou brugnbsp;0 doa grêt eur voger uioc’h kostez ar c’huz-heol ; diounbsp;pe deir delten vihan a veac'h m'o doa daou droatad a-zioc’h an douar a yoa goudortt gant ar c’hleuz dic’hiz-se. Eurpodad souben a yoa o vervi goustadik war arnbsp;glaou : gwragez ha bugale a veze dalc'hmat o teulernbsp;brug seac'h warno. Edon e-touez ar rum dud-se, meznbsp;0 gwelet a ya hag a deu dre ar bed hep beza eus nepnbsp;leac’h, chomet a zav eur pennadig. Lakat a ris da zis-ken penn an traon va forpan evit kuzat an diou bisto-len hag ar gouteliazen a yoa ganen em gouriz. N’eo ketnbsp;m’am bije re a aon, gouzout a rean ez a hag e teu « Pao-tred ar G’homedi » dre Vreiz-Izel, hep ober ken brezelnbsp;nemet d’ar yer. Hogen, sonjal a rean e komzou ar fa-blenner bras La Fontaine : u Beza diou-wech asur, ne-met gvvelloc’h n'eo ken, hag ar re, e kernent-se, na oenbsp;morse kollet. »
Evidon da veza en em gavet evel eul laer en o zouez ar rederien bro n'o doa ket doare da veza diesoc’h :nbsp;merc’hed goloet a druilhou, bugale kouls lavaret ennbsp;noaz, a yea hag a deue endro d’in, oc’u eva dre o fri arnbsp;c houez vat a zave eus ar pod-houarn.
— Lez da gas, emon-me, mar gellan en em denna kempen ac’halen, m'embezotraoudagonta divezatoc’h Inbsp;Setu savet ar pod-houarn diwar an tan : an dud a zonbsp;tro war dro o c'hedal ar c’hinaouad. N’ez eus nag asietnbsp;na forc’hetez, netra nemet koutilli hir gant eur begnbsp;jnoan. Ar c’hosa en doa kemeret eur forc’hetez henvel
-ocr page 195-189
ouz eur forc’hig vihan, hag e tennas an tammou eus ar zouben evit o ranna goude etre an holl gaat lealded.nbsp;Tammou petra oa an dra-ze ? Tammou gedon, yer penbsp;zenved 1
— Double ! eme-ve, mar o deus ar re-ma friko evel-se bemdez, n’o deus ket da glerom ! Mes e peleac’h 'ta ema ar oara hag ar c’hrampoezl N'era boa ketechu vanbsp;c’haoz ganen va-unan pa deuas diou wreg gant eurnbsp;baner leun a grampoez hag a vara du.
— Mat eo ! eme-ve adarre d’in va-unan, gant an dra-ze e ranker kaout eun dra bennak da eva. A-boanez oa deut ar zonj se em spered ma welis daou baotr krenv onbsp;tigas eur varrikennig hag oeh he lakat da c’hourvez e-kreiz ar vodadeg. Leun oa ajistr. nan a n’eus fors penbsp;seurt jistr, mes eur jistr eus ar gwella. Pep him neuzenbsp;a dennas eur weren eus e c'hodel hag e oe karget d’e-zan a jistr. Me iPoan ket ankounac’heat. Roet e oe d’innbsp;eur grampoezen deo o c’holo eun hanter yar, hag onbsp;veza n’em oa plad ebet, armestr pe da vjhana an hini anbsp;gemeren evit beza ar meslr a roas d’in e hini.
Va daoulagad a yea hag a deue war an dud-se ; -c’hoaz eur wech sabatuet (saouzanet) oan oc’h en emnbsp;welet en eur seurt kompagnunez: petra int ? petranbsp;reont? daoust hag 0 veva emaint diwar goust an hollnbsp;hep ma rafent netra o-unan ? Ne zalejon ket da c’hou-zout; an dud-se a yea hag a deue dre ar measiou, lod onbsp;krafa ar podezou, podou-pri faoutet pe dorret zoken,nbsp;lod-all o steana listri ar gegin ; re-all o louzaoui al loe-ned klanv, hag ar merc’hed a lavare o “ bonne aven-ture ”, 0 flaneden d’ar goueriaded kredik, a denne arnbsp;“ c’hartou ”. Gwelet a ris dioc’htu gant pe seurt tud emnbsp;oa da ober, ha me kerkent da studia o doareou. Ar goa-zed a yoa etre daou, na bras na bihan, liou brun d'ezo,nbsp;gant eun dremm a-feson a-walc’h; o bleo du a gouezenbsp;war 0 diskoaz. Lenn a reat al louarn, ar finesa en onbsp;daoulagad du eun tammig bras a vent, Bleo du ar mer-
-ocr page 196-— li)0 —
c’hfid a goueze evel lost an “ hoc’h ” war o c’hein ; o daoulagad ledan a yoa a-resed ar penn hag a verve ennbsp;eun doare ïsouezus. Daouarn ha treid bihan d’ezo,nbsp;dreram ar gwragez n’oa ket divalo, nemet o zeil nec’hetnbsp;ha gouez a rea d’in sonjal e loened ar c’hoajou. N'emnbsp;boe ket da glemm en o c’hompagnunez, ha kousket anbsp;ris dindan o zelten leun a doullou,
Peurvuia pa vezer skuis e kousker c'houek; setu perak, a-veac'h kouezet war va zorchen brug ec’h ennbsp;rois da gousket kalet. N’ouzon ket pe ez eas va zud danbsp;gousket ken abret ha me pe mont a rejont da ober eunnbsp;dro dre ar c’heariou tosta, ar pez a ouzoun eo e oen danbsp;genta savet dioc’h ar mintin. Mont a ris goustat da zi-geri eun tamra va zelten, hag e welis va zud astennetnbsp;war an douar, hep urz ebet, evel loened en eur park,nbsp;kouskei kalet holl.
Ar re-ma, evit doare emon-me, n’u deus ket an disterra anaoudegez eus ar pez a hanver eurgwele mat! Ha me da furchal va godellou ha va zier, ne vanke ne-tra enno. Aio! emon-me adarre, gwelet a ran e talv annbsp;dud-ma muioc’h eget o brud 1 An hini koz, mestr arnbsp;geriaden, kredabl, a zavas da genta. Diochtu ec’h emnbsp;lakeas da lammet ar gliz a yoa war e vleo hag e varo,nbsp;hag o welet ez oan dihun e teuas davedon, hag e c’hou-lennas diganen hag hen em boa kousket mat. Va res-pont a reas plijadur d’ezan evit doare.
— Ni a zo o vont pelloc’h, emezan ; ha c'houi, pe hent a gemerit-hu, pe kentoc’h, da beleac’h ez it-hu?
Goüde beza sellet ouz va faperou e tiskouezis d’ezan war va c’harten eur geriaden ha na dlie ket beza peilnbsp;ac’hano.
— Mat, emezan, hogen, meur a leoiad lann a zo Ec’han di, ha gallout a rafec’h c’hoaz en em goll meur anbsp;wech ; mont a ran da roi d’eoc’h eur sturier.
E keit-se, ar re-all a yoa dihunet ive, hag a deue en dro d’eorap.
-ocr page 197-191
— Ne fell ket d'in bokuitathep ho trugarekèt evil an digemer kalonek hoc’h eus roet d’in. Hag e lakis eurnbsp;pez aour a zek lur, en e zourn. Gwelloc’h avat era bijenbsp;grêt 0 chom hep hen ober, evel e vezo gvvelet pelloc’h.nbsp;An dud-ma n’edont ket war c’hed eus an dra-ze ; dioc'hnbsp;va dilhad komun o doa barnet n'oan ket pinvidik: arnbsp;gwel eus ar hern gwenneien-ze a lakaas an tan en onbsp;daoulagad hag en o c'halonou. Dek lur evit eur goannbsp;hag eur c’holc’hed da dremenn an noz, traou ha n’o doanbsp;koustet tamm poan ebet d’ezo ! Setu peadra da roi d'ezonbsp;da gredi ez oan eun Aotrou bras ha pinvidik bag e vijenbsp;eas ober va stal d’in en eul leac’h ken distro. Mont a risnbsp;en hent gant va hencher, eur c’hrennard a zaouzek penbsp;bevarzek vloaz, hogen, n’oan ket re ampart : ar zellounbsp;a-dreuz a real ouzin, ar c’honizou izel a zrailhed en dronbsp;d'in, n’oant ket peadra d’am lakat em eaz. Gouzout matnbsp;a rean ne ra ar galouperien droug ebet d’an diavezidinbsp;keit ha m’emaint ganlo cl leac'h int chomet a zav, gou-de avat...
Pa oen eat cur penned eus al leac’h em oa tremenet an noz e kasis va dourn d’am gouriz da c’houzout hagnbsp;hen edo edo eno ato va fistolennou ha va c’hontel: vanbsp;fenn-baz oc’h ezom a c’helije hen ive roi harp d’in. Vanbsp;bleiner a yea dirazon, ha bep eun amzer e rea sellou is-kiz en dro d ezan. Kas a reas ac’hanon warzu eur zao-nen, el leac’h ez oa kalz drez hag eur wezen gistin ben-nak. Be oen eur penned en arvar : daoust ha mont anbsp;rajen d’e heult Lavaret a ris d’ezan n’ez a ket peurvuianbsp;an henchou bras dre ar zaonennou. Ober a eure war-non eur zell fall hag e lavaras hepken:
— An hent berra eo !
Kredabl e vijen eat d’e heul, panefe ma welis, o sel-let a gleiz, tri goaz a deue warzu ennomp oc’h ober eun taram tro. Lavaret a ris eta d’am faotr krak ha berr enbsp;feiz n’ez ajen ket d’e heul.
— Mat, emezan gant keuz, it eta hoc’h unan, p'eo
-ocr page 198-192
gwir ec'h anavezit an henchou gwelloc h egedon. Ha kerkent e tennas eur c’houitel (suterez) eus e e’hodelnbsp;hag e sutas gantan meur a wech, mes en eun doarenbsp;dishenvel bep tro. Taoliou sut a glevis kerkent ive eusnbsp;tu an tri ganfard-all. Edou tapet en eul las ; asten a risnbsp;va dourn evit kregi em faotr, hogen, tec'het a reas kernbsp;prim hag eur gaerel a dreuz al lann o c’houitellatnbsp;bepred.
Ne lavarin ket d'eoc’h ez oun eun den dispont e pep darvoud : anzav a ran e savas c’houenn em lerou hanbsp;me skarra ac’hano an dilloa ma c’hellis ; ha n’ez eannbsp;ket, e c’hellit kredi, dioc’h an tu emoagwelet ar bbtred,^
Prestik goude e kavis eun hent-kar ha me eürus ke-nan, rak, a zonjen, p’eo gwireo darempredet al leac’h, an dud n’emaint ket pell ; hag e gwirionez, ne zalejonnbsp;ket d’en era gaout gant daou gouer a yoa o kas o zaoutnbsp;d’eun tu bennak. Ha me d’o c haout ha da gozeal onto enbsp;galleg. Hogen, va zud n’ouient ket ar galleg, ha me danbsp;vont d’ezo e brezoneg. Lavaret a ris da bc-leac’h edon anbsp;vont.
Dizale e welis sklearoc’h c’hoaz dre be seurt riskt can tremenet ha pegen mat oa bet d'in kaout an daounbsp;c hoaz-ma war an hent. An tri den a yoa o klask vanbsp;c’holl a zifourchas prestik dreist ar c’harz. Hogen, onbsp;welet edon gant kompagnunez e chomchont a-zav.nbsp;Neuze ec’h em rois da gonta d’am c’hamaraded nevez^nbsp;petra yoa c’hoarvezet ganen.
— A 1 eme unan eus an daou goueriad, klaoustre eo al lamponidi'Ze eo a 20 o peilha yer ha legumach drear charter.
Goude e kontas e-unan d'in penaos oa bet rastellet ar gludou hag al liorzou, nan en noz diveza avat mesnbsp;en hini a-raok.
— E feiz, eme-ve d'in va unan, debret em eus evel-samp; ’ta eus yer an dud vat-ma, rak gwall leun oa pod-houarn an dud-se hag a zeblante kaout ken nebeut a.
-ocr page 199-— 193 —
dra war q hano. Oo’h ober bent evel-se, an daou arme-ziad a zisplegas d’in eur maread laeronsiou, bag e se-blantent beza lakeat doun en o fenn mont gant o ame-zeien da ober an hu warno dre ar c’harter.
Gwelet a ris hepdale nadoz eun tour dreist ar gwez, ha prestik goude loennou glas a lavare d’in ez oa enonbsp;eur vourc’haden bras awalc’h. Ar pez a zo muia iskiznbsp;eo ne gavis eno hostaleri ebet da zigemeret ar veajou-rien ; d’ar pardoniou hepken e teue di bourc’hisien danbsp;werza peadra da zibri ha da eva, dindan teltennou. Penbsp;i ne felle ket d’ezo digemeret ac’hanon en o zi, pe mar-leze ive abalamour m’oa gwir, va amezeien a lavarasnbsp;d’in o doa da vont larkoc’h. riag e rojont ali d’in danbsp;vont da c’houlen digor d’ar presbital digant eur personnbsp;meurbed madelezus bag embije eno eun digemera-zoa-re. Mont a ris, ha keuz n’em boe ket.
— Aotrou Person, emon-me d’ezan, me a zo eur re-der-bro o klask marvailhou koz Breiz-Izel evit o skriva hag o miret evel-se da vont tre da doull du an ankou-nac’h.
An aotrou Person n’en doa ket c’hoaz sellet ouzin, p'am oe echu avat e troas warzu ennon bag e welisnbsp;warnan eun dremm madelezus.
— N'oc’h eus ket kavet lojeiz er vourc’h, emezan, hag ez oc’h deuet d’ara zi ; mat hoc’h eus grêt, mat surnbsp;hogen, araok ober anaoudegez ganeoc’h, me ho ped danbsp;azeza ouz va zaol ; goude e komzimp. N’eus ket a frikonbsp;ama, hogen, a galon vat eo !
Nan, n’oa ket a friko : viou fresk, amann ha jistr, n'oa ken. An aotrou Person a zelle ouzin, me avat anbsp;zelle kement-all outan. Ne oen ket peil icvit santout enbsp;karien anezan eun tamm bennak.
— Aotreit d’in, mar plij, kemeret an hardiziegez da c’houlen diganeoc h pe seurt marvailhou hoc’h eus pen-naouet betek hen.
— Gant plijadur, aotrou Person, eme-ve. N’hoc’h eus
-ocr page 200-194
ket klevet hano marteze eus va dastumadennou Mar-vailhou 1
— Nan, a respontas an aotrou Person, m’am bije anavezet ac’hanoc’h kentoc’h em bije geilet martezenbsp;kinnig d’eoc’h va drammou nevez.
— Rolt anezo, aotrou Person ; a greiz kalon ho tru-garekaan en araok, eme-ve d’ezan.
Ar pez am eus kontet em Rimadellou diwar-benn Lan ar Meur a zo bet kontet d’in e ti Judikaël.
— Judikaël ! eme an aotrou Person ; an dud-se a zo kerent d’in eun tamm bennak. Han’anavezit-hu ket iv ¦nbsp;an tad-koz Tanhouarn ?
— 0 anaout a ran boll, aotrou Person. Bet em eus ar blijadur da dremen dre di Joë Judikaël ha komzet emnbsp;eus zoken gant ho tad-koz.
— A 1 eme an aotrou Person d’in adarre, n’oc’h mui eun diaveziad evidon, eur mignon eo ez oc’h. Eun ne-beut deiziou a zo eo bet ouz va gwelet. Goan eo ato,nbsp;yac’h pesk, hag ever dour.
— Mar ho pefe eun dra bennak da eüna em Mar-vailhou, aotrou Perzon...
— Kalz gvvelloc’h em eus, emezan ; klasket em eus e-touez traou kosa Breiz-Izel baour, hag ez oun bet evu-rusoc’h eget ar re n’o deus kavet ken da gonta nemetnbsp;an tabudou etre Bleaz ha Monfort. Eat oun larkoc’h, anbsp;lavaran d’eoc’h e istor hor bro.
Daoust ha gouzouf a rit, emezan d’in c’hoaz, o doa lezet an drouized en Arvor.eun had hag a c’helle lakatnbsp;karet hon relijion zantel; prezeg a reant eo divarvel annbsp;ene, ez eus goude ar maro eun digoll evit ar re a valenbsp;eün er bed-ma hag eul^leac’h a gastiz evit ar re a ra annbsp;droug, hag ar pez ho pezo poan o kredi marteze, troetnbsp;o doa ar vro-ma da zigemeret sklerder an Aviel. Lavaretnbsp;d’eoc’h e kave mat ar gristenien genta sakrifisou annbsp;drouized a vije mont eneb ar wirionez : setu perak e oenbsp;grêt brezel d’an drouized, kaset e oent d’an harlu ha
-ocr page 201-— 195 —
meurbed gwall gaset ; mes hadet o doa eun darn eus kredennou ar feiz kristen.
Er seizved bag en eizved kantved, e oe kredet oa maro an drouized, hogen, n’o doa grêt nemettiokaonbsp;dilhad, ha tud ar vro-ma dizesk ha difoutre na weljontnbsp;ket larkoc’h. An drouized o doa chenchet hano, ha ne-tra ken. Hor pardoniou a zo het savet gant unan eus annbsp;ebestel kenta a brezegas ar feiz en Arvor, evit teulernbsp;d'an traon an asambleou a veze betek neuze er c’hoajou
doun ha lakat en o leac’h eur relijion a garantez.
Peil, peil bras omp bet, emezan, o kredi diskiantere-zou diwar-benn Merlin, mestr an drouized. Klasket em eus en holl leyriou am eus geilet kaout bag hen ez eusnbsp;bet morse eun droulz hanvet Merlin, karet, doujet hagnbsp;enoret evel eun den meurbed tost da Zoue. Anzav anbsp;rankan e kredan, abalamour m’am eus gwelet, e kredannbsp;start ez oa Merlin, au drouiz Merlin, nan eur zorser,nbsp;mes eun abostol eus ar relijion gristen, marvet na oar
-ocr page 202-— 196 —
den na peleac'h na penaos, eun tamm bennak a-raok donedigez Sant Erwan en Arvor.
Mont a ran da ziskouez d’eoc’h eur pennad-skrid el leac’h em eus skrivet va zonjezonou hag ar pez am eusnbsp;geilet kaout war an amzer goz. Ha da c’hedal, emezan,nbsp;c’houi a laio d’in ar blijadur da jom ama meur a zerveznbsp;ganen, bag e c’hellimp komz en bon eaz.
Derveziou eur person dre ama a zo gwall henvel an eil ouz egile, inouus eo beva e-unan en eur presbital.nbsp;Mont er meaz ? Da brezeg ? An dud dre ama a zo leunnbsp;a feiz hag a relijion. Da rol sklerijen diwar-benn gwel-ISit labourou an douar 1 Re start e talc'hont d’o c’hiziovj,nbsp;ar pez a zo bet grêt a vezo grêt hep chenchamant ebet.nbsp;Lavaret a raint d’eoc'h gant nerz : Ni a ra ar pez a reanbsp;bon tadou. Gwelet hoc’h eus, aotrou, p’eo gwir e vea-chit dre Vreiz-Izel, e c’hellfe rol dek gwech muioc h.nbsp;Gwir eg bon deus aezen ar mor a sko war hor parkeiernbsp;hag a rost an trevaohou. Ha perak e rost kement annbsp;avel-mor ma n’eo ket abalamour n'eus netra da harznbsp;anezan. Prenet em eus lanneier tostik-tost d’ar mor ;nbsp;grêt em eus lammet al lann ha lakêt gwez pin en onbsp;leac’h hag a-benn brema eo kalz goudoreethorbourkig.nbsp;Re-all o deus mennoz da ober eveldon. Ra blijo gantnbsp;Doue e teufent niverus I
Setu aze eur person speredet hag a ouie soursial eus buez e barrezioniz I
Ne skuizen ket o komz gantan; seulvui ez ean d'e zelaou, seulvui e plije d’in.
Goude koan e tigasis da zonj d’ezan eus ar bromesa en doa grêt d’in diwar-benn an drouized. Sevel a reasnbsp;dioc’h taol hag ez eas d’eur gamprig el leac’h ma ’c’h ennbsp;em denne da studia. Dizrei a rees hepdale gant eur paper koz skritur dourn warnan, mez ken koz, ma ’z oanbsp;debret gant ar prenved.
— Setu aze, emezan, va respont: gouzout a ran bre-zoneg va bro, hogen, kaer am eus bet, n’oun ket deuet
-ocr page 203-197 —
c’hoaz a-benn da entent mat a-walc’h kement a zo el levr-se. Eun dra hepken a rai plijadur d’eoc’h : ar skeu-dennou grêt gant an dourn.
Leda reas neuze eur follen baper melen war an daol. War ar paper-ze e tiskouezed meur a dra eus buhez arnbsp;Varzed; ar skeudennou n’oant ket eus ar c’haera, hogen, dreizo e komprenen meur a dra bag a yoa chometnbsp;tenval em spered. En daolen genta ez oa eur mareadnbsp;goazed destumet en eur c’hoat, gwisket gant dilhad di-c’hiz. Meur a seurt rummou tud a yoa eno ; en eun tu enbsp;weled eun drouiz o kelen an dud, dioc’h e wiskamantnbsp;oa eas e anaout; ar zelaouerien a yoa o daoulagad troetnbsp;holl warzu ennan. Eur gentel eo a roe an drouiz d’arnbsp;C’helted, bon tadou (gouzout a reer n’oa ket kustum annbsp;Drouized da skriva o c’helennadurez ; red oa eta d’annbsp;dud miret o c’helennadurez dindan envor). E kichen eznbsp;oa eur maread diskibled. Nec’het e vichen bet m’amnbsp;bije ranket lavaret petra reant. An Ao. Person a zisple-gas d’in :
— Aze ema ar gelennadurez war al lezen ; setu pe-rak n’int ket gwisket hen vel. N’eus skrivet netra : d’ar spered eo miret ar gelennadurez. Nebeut goude e lava-ras adarre:
— En taolennou-all am eus da lakkt dirak ho taou-lagad, ne welot koulz lavaret netra: bokedou huelvar ha netra ken.
— Ilag ar c helc’h-ma. emon-me, petra eo ? Gwelet a ran ennan tud, telennou a deir gorden en o daouarn.
— Ar re ze a zo barzed, emezan ; deski a reont ar muzik hag ar c’han d’o diskibled, hag e welit telennounbsp;ganto holl.
Dremm ar mestr kelenner a zeblante d’in beza grêt gwelloc’hik eget ar re-all; lenn a read evel pa lavarfennbsp;ar wiziegez en e zaoulagad. Chom a ris pelloc’h da zel-let ouz hema eget ouz ar re-all. An Aotrou Person anbsp;lavaras:
-ocr page 204-— 198 —
— Deomp (Var beclervel eneben. N’em eus gallet dont a-benn da c'houzout petra lavar, nemet lakat eo an dud-se bourrevien an Drouized (1) SelUt ouz an divrec'hnbsp;noaz-se, koiintellazennou bras en o daouarn, an daou-lagad lugernus-se bag o deus doare da veza ker goueznbsp;ha ker kris. Ne gredfen ket diskleria d’eoc’h an daolen-ze, kaer am eus bet klask, n’em eus kavet netra warnbsp;gement-se.
G’hoaz eur wech, ar skeudennou ze a yoa koz bras, ha n’oant ket koant, peil ac’hano : n’oa ket enno ne-meur a ouiziegez, hogen, ar pez a zlskouezent a yoanbsp;hervez ar wirionez. An dervennou a yoa deuet brao a-walc’h, andisheol avat n’oa ket kaer.
Ar skeudennou ze o doa skoet va c’halon, daoust peger fall bennak oant grêt ; koz, koz bras e tlient bezanbsp;ar paper a zeblante d’in bezahenvel ouz paper-kroc’hennbsp;an Egypt digaset da vro ar G’helted gant ar « Phenisia-ned. »
An nep en deus traou ker koz-se dirak e zaoulagad n’hell ket miret da ober sonjezonou.
— Setu, emon-me d’in va-unan, taolennou hag a gomz d’in eus eun amzer hag a zo koulz lavaret ankou-nac’heat. Mes, petra oe an amzer-ze ? Piou hen lavaronbsp;d’in 1
— Emaoc’h oc’h huvreal, a lavaras d’in an aotrou Jegu. Me va-unan em eus grêt kalz huvreou o sellet ouznbsp;ar skeudennou-ze. Sonjet em eus alies : Penaos e c’hell-femp-ni gouzout eun dra bennak eus eur mare ha nenbsp;skrived netra 1 Pe seurt oad e c’hellfed roi d’an taolen-nou-ze 1 N’eilont beza bet grêt nemet er seizvet pe ennbsp;eizvet kanved, pa oa gwaü-gaset ar muia an drouized.nbsp;Ouspenn a zo, emezan d’in, eun daolen ziveza am eus
(1) (iouzout a reer hizio ez oa karget an Drouized da varn ha da gastiza an dorletourien. Kredi a reer ne lakaent ket o-unau d'arnbsp;maro ; mes boz o doa bourrevien karget da ober al labour-ze.
-ocr page 205-199
da lak^t dindan ho taoulagad. Houma marteze a roio d’eoc’h eun tammig muioc’h a sklerijen war doare bevanbsp;an drouized.
Leda reas eur paper ledan war an daol, hag e welis traou souezus. En eur c’horn eus an daolen drouized anbsp;yoa war skourrou eun derven vras, eur falz aour en onbsp;dourn o trouc’ha an uhelvar. Dindan ar wezen ez oanbsp;potred yaouank, bleo hir d’ezo, o tigemeret ar blantennbsp;zakr ; en tu-all, merc’hed yaouank ive gwisket e gwennnbsp;eur ouel fin war o zal a zlgemere digant ar bötred annbsp;uhelvar kempennet a bep loustoni.
— An dra-raa, kredabl, emezan, eo lid an Eginane. Mes, emezan d’in o kas e zourn d’eur c’horn-all, setunbsp;ama bag a roio d’eoc’h eur tanva eus buhez an drouiznbsp;en e dl. An tl a zo huel ha ledan goudoret gant skourrou teo an dero. Gragez eas da anaout gant o goueliounbsp;hir ha gwenn a ra al labour en diabarz. An toullad bu-gale-ma o deus doare da veza sioul, savet mat int. Arnbsp;gegin a zo ledan ; podou-houarn ledan a zo krouget uznbsp;d’an tan, setu eur. daol penn-da-benn ar gegin. Gwelitnbsp;an den-ze, baro hir d’ezan, gwisket evel eur beleg, savet eo war eur skaon uhel ; lavaret a rated e fell d’ezannbsp;gwelet kement a dremen dre an ti. Daoust peger fallnbsp;bennak eo an daolen, ar penn den-ze a zoug d’an dou-jans ha marteze zoken d’an aon. Grit eur zeil war arnbsp;c’horn-ail eus an daolen. Ama ez eus eur vodadeg goa-zed. An hini a zo e kreiz a rank beza eur prezeger: tao-let en deus eur skour huelvar kouiz lavaret dindan enbsp;dreid. An disprij-se evit ar louzaouen zakr a zo eur faenbsp;lavaret a rafed emaiut o tiskleria brezel. Ha gwelet anbsp;rit-hu an divrec’h-se astennet d’he dastum bag jar bou-c’hili'Ze bag a zo e kouevr, hervez al liou a zo roet d’ezo ama. Brezel a vezo bep mar. E kichen, sellit bremanbsp;ouz Br goazed-se start o gouriz endro d’ezo, trouset onbsp;brageier gant lasou krec’hen ? Ar re-ma, kredabl, a zonbsp;rederien karget da gas kelou ar peoc’h pe ar brezel. Ouz
-ocr page 206-ar c’hosteziou, ha ne welit-hu ket ar bouo’hili-ze ken neat, ken lugernus, ar gwaregeier-ze a ispilh e kichennbsp;sier leun a virou ; kompren a rit eveldon ema an dud-se o vont d’eun hevelep leac’h.
Gant e viz, an aotrou Person a ziskoueze d’in eur wreg, eun toullad bugale endro d’ezi ; astenn a rea henbsp;daouarn evel evit o difenn. Marteze e fazian ; mes menbsp;gred beza desket hirroc’h gant an taolennou-ma egetnbsp;gant kement am eus lennet el levriou.
An aotrou Person a reas d’in sellet piz ouz ar skeu-dennou-ze hag o displegas d’in gwella ma c’hellas.
— Setu aze hag a zo mat, eme-ve d’ezan, hogen, ke-ment-ma na zesk netra d’in evit ar pez a zell ouz Mar-vailhou an amzergoz.
— Nan, emezan, eur faout a zo ha n’oun ket evit dont a-benn d’her stanka : mar fell d’eoc’h kaout Mar-vailhou, e vezo red d’eomp mont da amzeriou kenta arnbsp;gristeniaj.
— 0 klask Marvailhou emaon, ha ne ran forz eus o oad. Livirit d’in ho re.
— Bez’ ez oa, emezan, d’ar poent ma ’z oa eun duk e Breiz, ha ma’z oa Breiz distag dioc’h Bro-C’hall, eunnbsp;tiegeziad tud-jentil; an istor ne goms ket anezo ; tiegeznbsp;Laënnek oa. An tad en doa kalz tud en e di, holl Arvo-riz penn, kil ha troad. Eur brezel a zavas etre tuchenti-lou amezeien, hag o veza ne felle ket d’ezo lakat o frinbsp;en tabud, ar Vretoned-ma a c’halvas o amezeien d’en
-ocr page 207-201
«m voda hag e rojont da glevet d’ezo n’o doa ken ne-beut nag i netra da welet er brezel-ze. Kement-se a yoa rei tro d’an duchentilou e karg d’en em glevet. Familhnbsp;Laënnek a oe grêt an hu warni ha barnet da jom hepnbsp;darerapred ebet mui hiviziken gant an duchentilou-all.nbsp;N’he divije harp digant den. Ar penn-tiegez a yoa eunnbsp;den a galon ; boda reas e gerent hag e vignoned, ha se-tu ma ’z oant eun toulladig brao a dud evit stourm. Annbsp;aotrouien a yoa trouz etrezo a reas ar peoc’h hag anbsp;deuas da vresa maner Plouedig, lec’h krenv ar stour-merien. Goazed, grwagez ha bugale a oe lazet, ne oenbsp;•espernet den ; an douar a dauas da veza dilezet, den danbsp;labourat. Hag e kave d’ezo beza kaset an enebiez da ne-Ira, hogen lavaret a reer o doe da ober neuze gant ar renbsp;varo. Maner Plouedig a yoa bet lakeat etre daouarnnbsp;soudarded an duchentiled o doa gounezet. Hogen, ke-ment a drouz a rea ar sperejou dre eno epad an noz manbsp;teuas an dud-ma da lavaret grons ne felle mui d’ezonbsp;chom pelloc’h eno. Kaset e oe re-all, hag ar re-ma a la-varas ar memes tra. Klevet a reant, emint-i, e kreiz annbsp;noz, youc’hadennou ha kleramou mantros an em-gannou, ha n’hellent kousket berad.
Kaset e oe eur strollad-all. N’en em gavjont ket ea-soc'h ; ma lavarjont d'o zro n’helled ket chom eno. En dourellou, war ar mogeriou, e sal an armou. e klevednbsp;en noz youc’hadennou ha trouz klezeier oc’h en em sto-ki. Aotrou Vaucourt, perc’hen ar maner, a gasas d’inbsp;soudarded eus a bep leac’h, rederien-bro, laeron, niun-trerien. An clervez ra'eu em gavjont a dremenas o tibri,nbsp;oc’h eva, o farsal. Mes avat pa deuas an noz e oe eunnbsp;abaden-all. Grêt o doa gwap ens ar sperejou ; ar sperejou avat o doe o zro. N’helljont kousket berad ; an trouznbsp;spontus oe gvvasoc’h eget di.agent. Mestr ar vandennbsp;zoudarded a reas ober enklaskou pis dre ar maner hogen, kaer a oe, netra na oe kavet. An nozveziou vv.ar-lerc’h e kreskas c’hoaz an trouz, hag ar zoudarded dis-
-ocr page 208-— 202 —
pount koulskoude pa oant deuet di da lavaret, e feiz, e lamjent dreist ar mogeriou ma na gared o c'has dillonbsp;d’eur ger-all.
O klevet kement-se, aotrou Vaucourt a gasas eur c’habiten « laëron war an henchou bras » gant eun toul-lad tud eus an hevelep goubari. An dud-se, holl dizoue,nbsp;dispont peurvuia. a reas eta d’ar maner. Eur pred eusnbsp;ar c’haera a oe grêt evito, debri hag eva a rejont, beteknbsp;re zoken, ha pa gavas d’ezo oant leun awalc’h ez ejontnbsp;pep hini d’e c’hlud, o wapat, o farsal ar zoudardednbsp;aonik a yoa bet eno en o raok. N'ouzon, eme ar person,nbsp;neraet ken ar pez a zo bet lavaret d’in. Mes, evit doarenbsp;e tremenas traou ken estlammus er maner en nozvez-se ma tisklerias ar re-ma ive antronoz vintin zoken nenbsp;c’hellent ket chora eno. Kaset e oe kannaded da rei ke-lou d'an aotrou Vaucourt eus ar pez o’ doa divizet. Arnbsp;re-ma a zistroas gant urz da jom er maner. Ret eonbsp;d’eomp mont a spered war an a-drenv betek an amze-riou-ze evit gwelet pegen nebeut a stad areat neuze ouznbsp;urziou ar vistri. Ar zoudarded gant ar c’habiten en onbsp;fenn a yeas da jom en unan eus porsiou ar maner. Mes,nbsp;tra estlammus, tud ha kezek a oe ken strilhet epad annbsp;noz, ma toujont holl war an heur ne jomjent ket eunnbsp;dervez muioc'h er maner milliget.
O veza klevet ar pez a dremene, an Ao. Vaucourt a gemeras warnan mont e-unan war al lec’h ha da weletnbsp;petra yoa e gwirionez oc'h enebi ouz e dud.
En em gaout a eure gant kant marc’heg, ha gant pep hini anezo eur skoueder : mont a reas e-unan er gambrnbsp;vrasa, hag e lakeas goardou e pep korn evelma tleje annbsp;enebour dont da daga ar maner. Peadra vije da zibri, ernbsp;c’hoajou bras tro war dro ez oa moc’h gouez, gedon, hanbsp;loened-all eas da dapa, el lenn ez oa pesked.
Pep tra a yoa eta evit ar gwella, hag an Ao. Vaucourt a reas d'e zoudarded ker brao ha pa vijent bet tu-chentilou. Erru oa an noz tenval; arne bras a yoa.
-ocr page 209-203
Nadoziou an avel war beg an dourellou a yea hag a deue war o ael o wigourrat gant eun trouz iskiz. Ao.nbsp;Vaucourt aval a yoa oc’h taol o frikota ha ne glevenbsp;netra.
Setu an noz tenval hag enkrezus. Ao. Vaucourt a zav dioc'h taol ar banvez hag a c’houlen uhel evaj ar vro.nbsp;Astenn a rea e weren d'eur mevel pa lavaras hema :
— Ar spont a zo kroget en ho tud, Aotrou, hag int eat da guzat dindan ar mogeriou. Ar glao hag ar c'ha-zarc’h a gouez evel steriou dic’hianiet.
— Daoust hag ar glao hag ar c’hazarc’h n’int ket anavezet en hor Breiz-Izel ? a respontas Vaucourt.nbsp;Daoust ha tud hag a zo bet didanno kel liez a wech anbsp;c’hell sponta razo hizio? A!o, aloVif da lakat son d’ezonbsp;d’en em voda, ma welimp ped den dispont bon deus.
A-veac’h en doa lavaret ar c’homzou-ze ha setudiou luc’heden da zalla o skei stank an eil warlerc’h eben. Eunnbsp;tarz kurun spontus agrozas kerkent hakement e lakeasnbsp;an douar da vralla ma kouezas taoliou ha kadoriou ar zal
-ocr page 210-— 204 —
a-verniou d’an douar gant keinent a yoa warno. Ao. Vaucourt a deuas da veza drouk-livet evel ar maro;nbsp;hogen, dizale e savas war e zeuliou bag e c'halvas enbsp;dud. Holl oant direstet ac’faano, ha ne gavas nemetannbsp;e-unan e sal ar banvez. Vaucourt a yoa eun den dispont : e blijadur en doa kavet betek neuze er brezellou ;nbsp;hogen, anzav a reas neuze evelato en doa da ober gantnbsp;krenvoc’h egetan, hag ouz an nerz dispar ze netranbsp;n’helle beza trec'h. Disken a eure er porz, el leac’h manbsp;krede e kavche e dud bodet. N’oa den ennan ; kaer ennbsp;doa gervel, den na responte, bag e welas neuze n’ennbsp;doa mui netra da ober. An amzer fall kouiskoude nanbsp;ehane ket: glao ha kazarc’h teo a ruilhe hag a ziruilhenbsp;diwar e armou. Edo eta e-unan, hep skoazel ebet.
Lakeat en eun hevelep stad, Ao. Vaucourt a geme-ras e galon gant e zaou zourn, evel ma leverer e galleg, hag a yeas da ober eur bale dre an ti. Gwelet a reasnbsp;holl gampreier ar maner; goullou oant holl.
— Petra eo kement-ma ? emezan; va zud na zentont mui ouzin 1 Hag e kemeras eur c’horn a-ispilh ouz enbsp;c’houzoug, hag e c'halvas meur a wech. Respont nanbsp;deuas ; e-unan en eur maner dilezet. An hini a ro ur-ziou a zo krenv, abalamour d’ar fizians en deus er renbsp;a zent outan ; hogen, p’en em gav e-unan, gant e dam-mig nerz hepken, neuze eo e wel pegen dister eo hanbsp;pegen nebeut e c’hell. En dizesper edo ez eas d’ar mar-chosi, eno e kavche kezeg e dud. Ya da! eur marc’h anbsp;yoa, e hini.
— Setu eta, emezan. ma ’z int eat holl en hent ; ar pez a ziskouez d’in o deus hen grêt a-zevri eo m’o deusnbsp;kaset ganto o c’hezeg ha kement o doa. Ma vijent bet onbsp;klask gwerra ac’hanon. ne divijent ket tec’het, grêt onbsp;divije o zreitourach och ober kelc’h endro d’in. Mesnbsp;tec’het int! A ! tud digalon ! Petra rin-me brema 1... Hagnbsp;ez eas wardro e varc’h da ober e-unan labour e zaounbsp;varchosier. Pegen souezet e oe o welet al loen o krena
-ocr page 211-205
war e ziwesker ba pa glevas anezan o klemm truezus.
Ar c’hazarc’h a goueze gwasoc’h gwas, an avel a zourre ker krenv ma kredas edo touriou ha maner onbsp;vont da veza diskaret. Ne c’houie petra da ober, ha setunbsp;hen da c’hourvez e kichen e varc’h evit esa kousket.nbsp;Klevet a lea an trouz spontus a yoa er-meaz ; hag hennbsp;da zonjal e kement en doa gweiet ha klevet en deiznbsp;trubuilhet-se. Ha ker strafilhet oa ma kredas e rankenbsp;beza an diaoul oc’h ober brezel d’ezan.
Hag e klaske eun doare bennak d’en em dennaac’ha-no. Ar marc’h avat n’helle ket finval, hag an avel a rea eun trouz da vouzara. Prestik goude e welas evol skle-rijen eur c’hlaouen dan o lugerni en eur c’horn eus arnbsp;marcliosi. Ao. Vaucourt a zavas prim en e zav. Ke-ment-se a lavare d’ezan ez oa unan bennak c’hoaz drenbsp;eno. Mont a reas warzu ar sklerijen, ha petra gavas 1nbsp;Eun nor serret kloz. Dre an nor-ma, kredabl, ez eat enbsp;porz kreiz ar maner. Kaer en doa ne deuas ket a-bennnbsp;d’he digerri ; dizrei a eure da gichen e varc’h, tristoc’hnbsp;e zoare eget biskoaz. A1 loen a skrije hag e vleo a yoanbsp;gleb dour gant ar c’houezen. Ar paour kez baron a ven-ne koll e skiant vat. Kredi a reas oa deuet da veza preiznbsp;holl diaoulou an ifern ; en e yaouankiz en doa klevetnbsp;hano eus hevelep marvailhou. Pa vezer diskaret evel-senbsp;eo e troer ouz Doue da c’houlen sikour digantan.
Baron Vaucourt a bedas, hen ha n’anaveze evit mestr betek neuze nemet an nerz, hag en doa gweietnbsp;pep tra e plega dirazan.
Eun tamm sklerder bennak a deuas da zila er c’hraou; ar glao hag ar c'hazarc’h a yoa ehanet da goueza, annbsp;avel a dave : eun tamm nerz nevez a deue adarre d’arnbsp;baron. Kas a reas e zourn war e loen astennet en e gichen : ne grene mui. Echu oa eta gant ar gwall-amzer.nbsp;Sevel a eure hag e reas d’e varc’h sevel ive : mont anbsp;reas gantan er-meaz. Kredi a rea e kavche eno unannbsp;bennak eus e zoudarded, mes n’oa den. Treuzi areas
-ocr page 212-— 206
ar porz, inont a reas dreist ar pont da zevel. Pegen souezet e oe o welet a gleiz hag a zeou kezek stag ouznbsp;ar gwez ha soudarded astennftt war an douar leiz. Montnbsp;a reas da unan evit e zihuna gant beg e gleze ; sevel anbsp;reas ar zoudard en eul lamm, e zaoulagad evel trellet.nbsp;Ar spont he doa lezet he roudou war e zremm. N’hellasnbsp;ket dioo’htu roi respont dac’houlennou e vestr.
— Dihun da vignoned, a lavaras Ao. Vaucourt d’e-zan, dastum anezo, rak me feil d’in gouzout perak o deus dizentet ouzin.
— Ao. Baron, a lavaras ar zoudard evel o tiabafi, va c’hamaraded ha me a zo bet red d’eomp mont er-meaznbsp;eus ar maner. A ! emezan o sevel e ziwrec’h d’an nec’h,nbsp;ar brezellou komun n’int netra e skoaz ar pez hon deusnbsp;gwelet.
— Dihun da gamaraded, a lavaras an Aotroue koun-dar ; va zud-me n’eoket gwrac’hed koz int...
Ne oe ket eas dihuna anezo ; kousket kalet oant. Pa oent en o zav, Ao. Vaucourt, sounn hag uhel war enbsp;varc’h a lavaras d’ezo dichek ;
— Fiziet em oa ar maner ennoc’h, perak n’hoc’h ket chomet d’hen diouall? Petra eo an nerz he deus grêtnbsp;d’eoc'h dizenü ouzin, mont dreist vaurziou? Piou eo arnbsp;mestr en deus grêt d’eoc’h dont en tu-ma d’ar moge-riou-ze ? Goazed eo ez oc’h, c'houi hag ho peus manketnbsp;d’ho tever ? Daoust ha servicherien feal hoc’h c’houi hagnbsp;hag ho peus dilezet ho mestr, pa gave d'eoc’h ez oanbsp;riskl evit ho kroc’hen? Respontit, respontit d’in 'ta,nbsp;mevelien digalon ; n’em eus kavet hini ac’hanoc’hnbsp;wardro ar maner, perak oc’h tec’het holl 1
Ar zoudarded a blege o fenn gant ar vez, hag hini ebet anezo na grede respont d’ar mestr. Kement a zrougnbsp;a yoa e Aotrou Vaucourt, ma kemeras e gleze da zankanbsp;e kalon an hini a yoa da dosta d’ezan ; hogen ar re-all
-ocr page 213-a dostaas kerkent da ober kelc’h en dro d’an Aotrou, da zistrei ar c’hleze, ha da zisfcouez d'ezan en doa danbsp;ziouall...
— A.O. Kont, eme unan, c’houi a ro urziou d’eomp abalamour m’emaoc’h uhelloc’h egetomp ; gwir hoc’hnbsp;eus da roi urziou d’eomp ; sentet bon deus ouzoc’h be-tek-hen ; hogen, mar teu eur c’halloud-all uhelloc’hnbsp;eget hoc'h hini da c’hourc'hemenn d’eomp, ni a zentnbsp;outhi, evel hon deus sentet ouzoc’h.
— Petra fell d’eoc’h lavaret? eme kont Vaucourt, komzit freasoc’h. Petra eo ar c’halloud-all-ze uheiloc’hnbsp;eget va hini a zo bet o roi urziou d’eoc’h ?
An hevelep den a zavas da respont adarre :
— Pa roit urziou d’eomp, ni ho kwel hag a zent ouzoc’h war an heur ; hogen, eur c’halloud brasoc’h ha n’hellomp ket gwelet a c’hourc’hemenn ennomp hag anbsp;zoug ac’hanomp da zenti: n’oamp ket evit chomm hepnbsp;senti.
Ar c’homzou-ma a skoaz kalon ar prins ; chom a reas eur pennadig da zonjal, hag e c’houlennas outonbsp;petra o doa gwelet, petra o doa santet.
— N’hon deus klevet nemet an avel o yudal, eme adarre an hini en doa komzet betek neuze, ha n’honnbsp;deus gwelet netra. Heb beza en era glevet, d’an hevelepnbsp;poent, ez omp eat holl prim ha prim d’hon armou hanbsp;d’hor c'hezek, ha buhan erjmeaz eus ar maner milli-get-se.
Aotrou Vaucourt a yoa mantret o klevet kement-all, hag a roasurz da bellaat dioc’h ar maner.
Setu dilezet ar maner. An Aotrou ne reas ket d’e zoudarded tremen dreizan a-raok mont kuit da vad ;nbsp;aon en doa ive marteze ne vije ket sentet outan. Montnbsp;a rejont d’eur maner-all demdost di hag a yoa da unannbsp;eus kerent Ao. Vaucourt.
— Lezomp anezan, a lavaras an Ao. Person; setu ama’traou nevez ; eus eur strollad marvailhou soue-
-ocr page 214-208
ZUS ez aimp en eur strollad marvailhou ker souezus-all.
Wardro pe da vare e c’hoarvezas an darvoudou-ze ? N'oufen ket hen lavaret: ar pez ara eus geilet gouzoutnbsp;tost da vad eo e c’hbarveschont en amzeriou kenta manbsp;teuas ar feiz kristen en Arvor.
Piou eo a deuas dabrezeg d’an Iverzon 1 pe eur zant evel sant Ervvan, pe unan da gompeza an bent d’ezan,nbsp;pe zant Patrik ^ N'hellan lavaret nag e hano nag e penbsp;vare her greas. Ar pez a c’houezer eo e teuas eun dia-veziad da zouara war hon aochou, eprezegas d’hon tudnbsp;koz eur relijion dizanav betek neuze, hag e teuas enbsp;berr amzer da zastum eun toulladig tud dindan e van-niel. Gwall-gaset e oe avat gant an drouized bag ez easnbsp;da jom dounoc’h en douar. En era gaout a reas evel-senbsp;gant eur maner dilezet abalamour ne grede den chomnbsp;ennan. Hag o veza ne gavas den war e dro, ez eas danbsp;jom di gant e ziskibien. Ar c’helou a yeasbuhan dre arnbsp;c’harter, ha meur a hini a lavare uhel, efeiz ne jom-chent ket peil eno, e teuje ar sperejou d’o stlapa er-meaz, evel o doa grêt da zoudarded Aotrou Vaucourtnbsp;ha d’ar re a yoa bet hardis a-walc’h da vont ennannbsp;a-c’houdevez.
An hini a yoa deuet da jom er maner dilezet a yoa eun abostol kristen. Gouzout raat a reaar pez a yoa tremenet el lec’h se, kement-se avat na viras ket outan danbsp;vont ebars, n'en doa aon ebet rag ar sperejou.
Gonde beza tremenet eno meur a zervez, hep beza bet diezet au disterra gant sperejou, an den santel a fellas d’ezan gwelet doareou ar maner, üuspenn hanter-kant vloaz a yoa eat dreist an darvoudou hon deusnbsp;komzet anezo, setu perak edo en eur stad mantrus. Arnbsp;yeot. an ilio. an drez, ar spern a zave stank e pep lec’hnbsp;e gwask ar vein. Er c’hampreier, an treustou a gouezenbsp;e poultren. An abostol a welas meur a hini eus arnbsp;c’hampreier-ze : ker fall oa lod anezo ma n'eas ket enno.nbsp;Ar mogeriou da gloza war ar maner a yoa en o zav ;
-ocr page 215-— 209 —
en o zav ive an dourellou, nemet oa kouezet an toen-nou en o foull.
Tro-vvar-dro d’ar maner, douar bet labouret gvvechall evit al legumachou a yoa brema goloet gant bep seurtnbsp;louzou fall.
O tizrei d’ar gambr vras, a yoa hini an Aotrou, a zonje d’an Abostol, hema a azezas war eur mean hagnbsp;en em roas da zonjal. Sevel a reas evel pa vije bet re-sorchou didannan, poulzet oa kredabl gant sperednbsp;Done, hag ez eas d’eun toullig kambr. Skeiareasemeurnbsp;a leac’h war ar mogeriou teo gant ar vaz a veze gantannbsp;dalc’hmat. Da genta, an trouz a rea o skei na lavarasnbsp;netra ebet d’ezan ; hogen, e kreiz, dioc'h an trouz oanbsp;anat ez oa kleuz ar voger. Klask a reas da welet ha nenbsp;gavje ket linennou eun nor : kaout a reas. Hag hen danbsp;c’hervel unan bennak eus e ziskibien hag e c hourc’he-mennas d’ezo digeri ar voger. Ar vein elec’h koueza ennbsp;diabarz a gouezas en diaveaz. Kaout a reas evel-se eunnbsp;derez hag a ziskenne en douar evit gellout tac’het eusnbsp;ar maner pa zavche beac’h.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;*¦
— D’ar mareou-ze, evit doare, a lavaras an Ao. Person d’in, galloud an drouized a yoa disterreat kalz ; an dud a ouenn vras koulz hag an dud pinvidik a zavenbsp;maneriou bras gant tourellou el lec’h ma c'helljent ennbsp;em denna hag en emzifenn padeujed d’o zaga ; dre manbsp;teue ar pennou bras da greski o finvidigez, e kreskasnbsp;ive 0 gwarizi, hag e ranked en em zifenn. Ar maneriou-ze ker stank war douar Breiz a zeblant beza gret ennbsp;hevelep slum : mogeriou ledan meurbed, gant eun hentnbsp;en o c’halon da gas dindan an douar hag ac’hano d'arnbsp;c’hoajou, pell a-wechou. Dre an hent-se eo e c’helle annbsp;dudchentil hag ar zoudarded tec'het pa welent e vijentnbsp;trec’het o kenderc’hel da stourm a-wel. Distrei a reantnbsp;neuze hag e sailhent war gein an enebourien a yoa onbsp;taga ar maner.
Lezet hon deus an abostol eun tammig, dizroomp d'e
-ocr page 216-gaout. Speredet kaer oa ive evit doare. Gwelet a reas dioc’htu petra c’hellje da ober euz ar c’boz maner dile-zet ha dirapar. Hag e c’halvas e holl ziskibien d’e gaoutnbsp;da rov d’ezo urz da gempen eun toullad kampreier danbsp;c’hellout loja enno, bag e reas d’ezo labourat an douar.
An drouized a ranke beza peur gollet o galloud d’an ampoent, rak den na deuas war dro ar gristenien danbsp;ober trouz d’ezo : ar re-ma a greskas buhan an nivernbsp;anezo.
— A ma avatj eme an Ao. Person, e rankan lavaret d’eoc’h ez a va c’hontaden da vro ar marvailhou, evelnbsp;ma karer anezo e Breiz Izel. Da bep kammed azaleknbsp;brema e kavimp darvoudou souezus, dourn Doue o roinbsp;harp d’e zervicberien. Mont a ran da genderc’hel gantnbsp;va c’haoz.
Abaoue meur a viz a yoa, ar maner a zeblante kae-rat bemdez, an douar a yoa bet turiet, trempet ha dis-trempel gant c’hoaezen servicherien an Ao. Doue. Ar re-ma en em gave brao eno, a veve e peoc’h ha didra-bas, tra rouez en amzer-ze. Aotrou Vaucourt a deuasnbsp;eun dervez da welet an Abostol, Andre e hano. Goloetnbsp;oa a armou, rak abaoue m’o doa tiegeziou an duchentilnbsp;laeret douarou dukaj Breiz hag o rannel etrezo, ar re-ma n’en em glevent mui hag a veze dalc’hmat e brezel,nbsp;maner oc’h maner, kastel oc’h kastel.
N'eo ket koulskoude evel enebour eo e teue Ao. Vaucourt di, nan.
Klevet en doa lavaret ez oa deuet da jom eno eun den eus pell bro, hag e veve e peoc'h, pa ’z oa bet rednbsp;d’ezan e-unan, perc hen ar maner koulskoude, tec’hetnbsp;evel buntet gant eun nerz vurzudus. An abostol Andrenbsp;a reas digemer laouen d’an Aotrou. hag e c’houlennasnbsp;outan petra rea d’ezan dont d’e welet.
-¦Ar pez a glaskan, eme ar c’hont gant eun ear faeüs, eo gouzout mar deo posubl petra reas d’am zadnbsp;ker ha d’e dud mont eus ar maner-ma, evit hen lezel
-ocr page 217-— 2il —
digor d'ar c'henta deuet. Livirit d’in ar wirionez krak ha ber, emezan c’hoaz. Ha geilet hoc'h eus-hu kousketnbsp;er maner-ma, c’houi hag ho tud, hep beza diezet gantnbsp;netra direiz ebet?
— Aotrou, n’hon deus klevet ken trouz dre ama nemet hini ar fraoed hag ar gaouenned a rea o neizi enbsp;gwask ar vein hag a zo bet red d’ezo diloja da lezel alnbsp;lec’h-ma ganeornp.
hBge lava-
Ao. Vaucourt a zelle ou'an nechet bras ras e karje tremen an noz en eur gainbr en doa klevetnbsp;hano anezi gant e dad.
— Ne viot ket lojet kaer ; n'eus tamm arrebeuri ebet enni heg a vije dioc’h ho toare ; n’em eus nemet vanbsp;gwele, ha me zo sur ne garfao’h ket kousket ennan ;nbsp;mes p’eo gwir e feil d’eoc’b, deomp da welet at lec h-senbsp;araok ma vezo eat an heol da guzat abalamour d’eompnbsp;da gaout eun tainm sklerijen. Pa ho pezo gvvelet, manbsp;feil d’eoc’h ato chom ama da dremen an noz, me lezo arnbsp;gambr ganeoc’h ha c’houi a raio enni ar pez a gerot.nbsp;Ouspenn-ze, kernent am eus a roin d’eoc’h evit dousatnbsp;ho toare, evit ne viot ket re fall enni.
Mont a reas da gas Ao. Vaucourt d’ar gambr a c’hou-lenne. Hema a zellas a bep tu en dro d’ezan, hag a zis-klerias e c’hoantae tremen an noz enni. Digouezout a reas d’ezan ober eur zeil dre ar prenestr hag e welasnbsp;eur renkennad tud o vont sioulik en eun tiik dister eunnbsp;tamm tour warnan.
— Petra eo an dud-se, a c’houlennas-ben, a zo aze er porz hag a ya ker sioul-se en tamm lochen savet ennbsp;eur c’hougn ?
— Va breudeur int, a respontas an abostol Andre ; da lavaret o fedennou ez eont d’ar japel.
— Entent a ran, a lavaras Ao. Vaucourt; c’houi a zo eus ar relijion nevez a zesk d’an dud ez int holl breudeur ?
— Ar wirionez eo, eme Andre, ha mar feil d’eoc'h
-ocr page 218-— 212 —
dont ganeomp, c’houi a welo dreizoc’h hoc’h-unan pe-naos e vevomp,
— A greiz kalon ha gant plijadur, eme ar c’hont ; ken nebeut a blijadur bon deus bed hor buez ma vezonbsp;ebat evidon gwelet lidou eur relijion ha ne vezontketnbsp;grêt e dounder ar c’hoajou.
Evelato ma rit eur vijel hep distag, evel am eus kle-vet, me a gaso unan eu^ va zud da glask eun tamm kig ha traou-all d’ar c'hêriou tosta.
Andre a stouas e benn evit lavaret ya, bag a yeas a-dreuz ar porz evit mont d’ar japel el lec’h edo ar re-all eur pennad a yoa. Ao. Vaucourt o veza m’oa kustumnbsp;da gaout eur maread mevalien war e dro da ober ardounbsp;d’ezan a oe darbet d’ezan kaout da lavaret abalamournbsp;n’oa savet hini eus ar goueriaded en e zav pa ’z ea ernbsp;japel. Eur skabel goat a yoagoullo dres dirak an aoter.nbsp;Pa lavaran aoter, arabat eo d’eoc’h mont da gredi ez oanbsp;eun aoter evel ar re a gavomp hizio en bon ilizou. N’oanbsp;eno nemet eun daol goloet gant an dousier lin gwennnbsp;kann gant eun tabernakl koat livet groz bag eur groaznbsp;war e c’horre. Ao. Vaucourt azezet war e skabel goat,nbsp;eul loden hepken eus e dok houarn savet, a zelle gantnbsp;souez en dro d'ezan dre ar japel zister. An touiladiknbsp;kristenien a yoa eno daoulinet war ar vein yen ha ka-let, pleget o fenn, sioulik, o pedi; ha kement-se a lakaenbsp;nec’het an Ao. Kont: en eur bed nevez e kave d’ezannbsp;beza. An abostol a yoa eat a-drenv an aoter bag a deuasnbsp;gant e zoupiliz bag e stol. Mont areas d’an daoulin warnbsp;bazennou an aoter hag e krogas gant.ar pedennou dioc’hnbsp;an noz. An tad a yea da genta. hag an dud fidel a lava-re war e lerc’h, hag evel-se keit ha ma padas ar pedennou. Neuze ar beleg a droas ouz an dud hag a reas d’e-zo an tammig prezegen ver-ma :
« Va breudeur ker,
« Labouret hoc’h eus bed an deiz da c’hounit ar « bara pemdeziek a c'boulennomp digant Doue deuet
-ocr page 219-213
« oc’h d’e drugarekamp;t d'e veza roet d’eoc’h ; ra zeuiO’ « e vennoz d’en em asten warnoc’h holl ha ra zis-« kuizo hoc’h iziii dre eurc’housk c’houek ha reiznbsp;« mat. It e peoc’h 1 »
Hag ec’h astennas e zaouarn da roi d’ezo e vennoz. Mont a rejont holl er meaz, sioul ha pep hini a’e dro.
— Pe seurt relijion eo hounnez, ac’houlennas an Ao. Kont. An turierlen douar-ze a zent ouzoc’h evel oaned ;nbsp;kredit ac’hanon, ho relijion na daolo kei a c’hriziou ennbsp;hon touez ; ni hon deus ar c’haltoud, an nerz, ha ni anbsp;fell d'eomp e ve sentet ouzomp e pep tra.
— Ar pez a blijo gant Doue a c’hoarvezo, eme an Abostol, ha ni ive ebestel hor mestr, ni a zo sentushagnbsp;a ya d’al lec’h ma feil d’ezan ez afemp. Lavaret en deusnbsp;d’eomp : It ha kelennit an holl bohlou. Eat omp hepnbsp;aon ebet.
Ret eo d’eomp beva a spered gant an dud e komzomp-aoezo, er c’hoec’hvet pe er seizvet kanvet abaoue done-digez H. Z : d’ar poent-se, hel lavaret am eus, an droui-zed o doa kollet eun tamm hrao eus o galloud hagayoa red d’ezo en em denna da guzat e dounder ar c’hoajounbsp;pe er reier kleuz. Paianed Rom a yoa diruilhet war arnbsp;vro, hogen, ne rejont nemet tremen ha ne daoljont gri-zien ebet e douar an Arvor. Eur boblad tud penn kaletnbsp;evel ar Vretoned n’hellent ket digemeret a galon vatnbsp;eur relijion digaset gant o gwaskerien kasaet. Araok arnbsp;mare-ze eta eo e oe grêt eun dukaj eus an Arvor, a la-var lod, re-all a lavar eo eur rouantelez a oe.
Daoust pegen dizesk bennak eo eur bobl, ato e ka-
-ocr page 220-— 214
¦ver er vro eun tiegez bennak el lec'h eo savet gwelloc’h an dud, el lec’h ez int muioc’h brudet, muioc'h enoret,nbsp;abalamour d'an taoliou kaer o deus grêt hini pe hini.nbsp;Ac’hano da zevel eur memes gouarnamant evit an boll,nbsp;eur gouarnamant bag a vije gwir vestr war ar vronbsp;a-bez, ez eus peil, kredit ac’hanon perc’hemieien brasnbsp;an douar, boll koulz lavaret eus an tiegeziou kosa, anbsp;grede beza mistri bras war bed o douarou, gantgwir danbsp;varn ha da ober brezel- Lavaret d’ar just da bevare enbsp;^'hoarvezas kement-se na ve ket eun dra eas war vanbsp;meno.
Kredi rean oa red d'in roi d’eoc’h an diskleriaduriou-ze evit ma c’houfac’h penaos ha perak oa ken dizeblant ar baroned uhel ouz ar relijion bag ouz gwiriou padusnbsp;ar boblou.
Evel-se ’la, Ao. Vaucourt na gomprenas ket nemeur a dra er pez en doa gwelet er japel. Hen ha na gompre-ne nemet eun dra : galloud ar c’hrenva war e nesa, anbsp;gredas oa al labourerien douar-ze en em dennet a zin-dan galloud baroned ar c’harter evit n’o divije mui danbsp;zenti outo. Setu ben da ober e bötr faro, ha goude bezanbsp;koaniet eus ar pez o doa digaset d’ezan e vevelien eznbsp;eas d’e gambr da dremenn an noz, daou eus e dud anbsp;dlie cbom gantan er memes kambr. Ne gave ket d’ezannbsp;oa awalc'h ar sklerijen evit beza dispont, ha setu peraknbsp;e ülasas hepken e lerennou, e larnmas e voned houarnnbsp;bag e lakeas eur galabousen c’hloan en e lec’h. Goude-ze ec’h astennas e gorf war ar c’holc’hed a zerviche danbsp;Andre ; n'edo tamm ebet e poan aval pe e kavehe arnbsp;beleg eun dra bennak da c’hourvez e-unan pe na rajenbsp;ket. Bolz an nenv a yoa goloet a goummoul, avel a yoanbsp;kenan, bag ar c’hazarc’h a goueze puilh war an toen-nou ha war gwer ar maner koz. O veza m’oa yen a-walc’h an amzer, an Abostol Andre en doa lakêt kasnbsp;hordennadou brug, lann ha balan d’ar gambr vras, bagnbsp;en doa e-unan grêt tan enni.
-ocr page 221-— 215 —
— Aymar, eme Ao. Vaucourt, kerz da deuler eur zeil war holl gougnou ar gambr-ma ; ma ne gavez ne-tra fall ebet e teui da c’hourvez war ar brug-ma, endranbsp;ma taolo evez da gamarad e kichen an tan.
An den a zentas, hogen, a-vec’h en doa kaset e zourn da unan eus mogeriou ar gamb malaoskas eurnbsp;glemmaden zister hag e kouezas a stok korf d’an douar.nbsp;Ar zoudard a yoa astennet hep tamm anaoudegez ;nbsp;dioc’h gwelet e zaoulagad digor frank oa anat oa betnbsp;skoet gant eur spont vras souezus.
— D'Elbec, eme Ao. Vaucourt d’ar zoudard-all, dilas e leren d’az kenvreur ha taol dour war e zrera evit e zi-vorfila.
D'Elbec a dostaas en eur grena. Stleja reas e gamarad tre dirak an oaled, hag e taolas dour war e zrem. Ao. Vaucourt en doa kroget en eur c’houlaouen rousin,nbsp;pe eun dra bennak-all evelse, hag e save anezi hed anbsp;bed ar voger. Ar voger a yoa leun, da vihana ne welednbsp;digor ebet enni. En eun taol kont, setu hen o santoutnbsp;eur c’houezaden nerzus evel eun taol avel : ar goulou anbsp;oe mouget. Mont a reas war e giz, spontet, war ar voger e krede beza gwelet o tremen evel eul luc’heden.
N’edo ket e penn e zouez : tostaet oa ouz an oaled, hag eno elec’h kaout unan astennet e kavas daou astennet evel pa vijent maro. Sellet a reas er siminal; hanbsp;petra welas eno ? eur c'horrigan du pod oc’h atisa annbsp;tan gant e zaouarn. Ao. Vaucourt na vanke ket a nerznbsp;kalon d’ezan pa veze war dachen an emgannou, evelnbsp;diret oa enep ar spont. Ghom a rea eno en o zav, kroa-ziet e ziwrec’h gantan, evel sklaset gant ar spont ; evelnbsp;eun ed gwenan a. yoa en e zishouarn, ha dirak e zaoulagad ez oa evel koumoul teo. Mil boan en devoe o vo-net betek e c’holc hed. En em deuler a reas warni hag enbsp;kuzas e zaoulagad gant e zaou zourn evit na welje ketnbsp;an oaled. Selaou a rea avat, bec’h warnan : trouz ebetnbsp;n’ez oa, nemet a gave d’ezan, e zaou zen oc’h halani.
-ocr page 222-216
Hardisat a reas a-nebeudou. betek tenna e zaouarn 4)war e zaoulagad hag ober eur zell dre laer eus kosteznbsp;an oaled. Tan a yoa, kalz tan zoken, ma ’z oa meurbetnbsp;sklerijennet ar gambr. N'oa korrigan ebet ken eno. Annbsp;daou zoudard a frote o daoulagad evel lud hag a zo onbsp;tihuna goude eur c’housk hir. Ao. Vaucourt a zavas ennbsp;e c’hoaze hag a c’halvas e zaou zen. Sevel a rejontnbsp;.goustadik en o zav, ha ker goustadik-all oc’h horjellanbsp;evel daou zen mezo, e teujont da gaout an Aotrou. He-ma a yoa re fougeiis evit lavaret d'ezo petra en doanbsp;gwelet. Kredet o divije en doa bet aon.
— Deuit ama dirak va gwele, emezan d’ezo, gourve-zit aze, ha bezit war zav d’ar vvech kenta ma tigouezfe d’in gervel ac’hanoc’h.
Senti a rejont. An noz a dremenas hep darvoud nevez ebet.
— Lavaret am oa d’eoc’h ez eac’h da glevet traou souezus ; hor marvailhou brezonek a zo leun anezo.nbsp;Deomp brema da welet traou-allhag a ziskouezo d’eoc’hnbsp;pe seurt kredennou diboell a yoa neuze etouez an dud.nbsp;0 sonjal e kement en doa gwelet abaoue m’edo er maner, Aotrou Vaucourt a daolas evez dreist-oll ouz ar peznbsp;en doa gwelet er japel : skeuden eur gwaz staget ennbsp;noaz ouz ar groaz, lakêt uz d’an tabernakl, a reas d’e-zan kredi oa tud ar maner eus eur vreuriez sorseriennbsp;bennak savet gant Marzin, barz, diviner ha sorsernbsp;meurbet brudet en Arvor a-bez. Ar zonj-se a skoas ane-zan kenan, ha setu hen da gaout e dud, dare da lammetnbsp;er jape] ha da deuler d’an traon kement a yoa enni.
Sklerijennet gant spered Done, an Abostol en doa gwisket e zilhad oferenna hag a c'hede war dreujou annbsp;nor.
Ao. Vaucourt a yoa skoet o welet doare santel ar beleg, ar peoc'h hag ar veurded (majeste) a yoa war e zrem ; hogen, ken kustum oa da skei ha da ziskar hepnbsp;ken abeg nemet e youl direiz, ar baron a zic’houinas ar
-ocr page 223-— 217 —
c’hleze ne c’helled da vanea nemet gant an daou zourn^ hag a hopas d e zaou zoudard :
— A-raok. habeeh d'ar zorser !
Hogen, kerkent e krogas ar c’bren en e boll izili bagr ar c’bleze a gouezas eus e zaouarn. Eur spont ha nanbsp;deue ket eus ar bed-ma a grogas en e zervicherien bagnbsp;e oe mail ganto tec’het da glask o c’hezeg, bag ac’hano,nbsp;fidamdoulle t d’am daoulamm rus hep goulen pelec’hnbsp;mont. Ao. Vaucourt a jome diflach dirak an Abostolnbsp;dispont.
— Ao. Baron, emezan, an den gwisket a houarn a zo zoken nebeut a dra dirak galloud Done ; dont a reeznbsp;da ziskar ar pez a zo digaset da ober ac'hanouteun dennbsp;nevez : gwel eun tammig dre da spered ar pez ac’h eusnbsp;gwelet en diaveaz ac’hanoutha klevet ennout da unan :nbsp;kemer da gleze ha kea da glask da zoudarded.
Piou en divije kredet 1 Ar baron lorc'hus a yoa deuet da veza sentus evel eur bugel: dastum a reas enbsp;gleze bag hen ac’hano lostek. N’oa mui ar meinez den ;nbsp;ne livirin ket ne grede mui er zorserien, kredi a reanbsp;avat ez oa bet en deiz-se kenver-oc’h-kenver gant eurnbsp;c’halloud eun tam krao uhelloc’h eget e hini.
Meur a zervez a zo tremenet abaoue. An Abostol bag e ziskibien a ra didrouz pep hini e labour ordinal.nbsp;Eur burzud-all a yea da c’boarvezout; skuis kenannbsp;gant labouriou e zervez, an abostol Andre debret gan-tan e goan, ha lavaret grasou a yeas da c’hourvez warnbsp;e c’holc’hed brug bag a reas eun huvre souezus. Gwelet a reas dre e gousk an abostol sant Paol oc’h obernbsp;teltennou evit beva eus frouez e labour. Greomp al labour a zo fiziet ennomp, a lavaras d'ezan sant Paol, annbsp;boll a zo sebeliet en denvalijen bag a enor falz-doueounbsp;d’it-te eo skigna ar c’helou mat (an Aviel) er vro-manbsp;gant al labourerien a zigas d’it ar Mestr. Gant c’hoec’hnbsp;eus da dud ez i d’an aod, disui kenta, kemeret a ri hepnbsp;aon ebet ar bagou a gavi stageno, bag ez i dazikour ar
-ocr page 224-— 2i8 —
paour kez bag war nez penzea : savetei a ri evel-se o buez da bevar misioner, rak ar veajourien-all a vezonbsp;lazet gant tud gouez ar c’harteriou-ma evit paea o gwallnbsp;vuez.
Ar zonj eus ar pez en devoa gwslet ha klevet ne deas ket epad an deiz diwar spered an abostol Andre. Koulskoude, o teuler muioc’h a evez, e teuas danbsp;lavaret ennan e-unan ne dalveze ket ar boan terri arnbsp;penn gant huvreou, bag e teuas da ankounac'hat annbsp;hint en doa gwelet en noz a-raok evit en em roi korfnbsp;hag ene d’e labour peradeziek. Edod er zadorn, der-c’hent devez an Aotrou ; dont a reas da zonj d’ezan anbsp;gement-se p’edo o vont da gousket.
— Va Doue t emezan o koueza d’an daoulin dirak e c’holo’hed, mar deo eun urz eo ho peus roet d’in drenbsp;c’hinou Hoc’h Abostol, grit d’in gwelet skiër ar pez amnbsp;eus da ober.
Peil epadas e beden, bag ez eas d’obar eur c’housk ; kousket kalet a reas en-deün. Brumachen a yoa ; eunnbsp;avel arne a c’houeze evel ma ra ken alies e bro Breiz, hanbsp;setuarweledigezotonta-nevezdirazan. SantPaolen dro-maayoaeuntammigtenvalebenn,hageveloc’hourdrouznbsp;eun tamm bennak e lavaras gant eur vouez nerzus :nbsp;« Sav, arabat eo d’it koll da amzer; erna erru ar gwall-amzer. Ar mor a zo fall; a-raok ma vezi digouezet ennbsp;aod, ar vag am eus komzet d’it anezi a vezo bet meur anbsp;wech war-nez goueledi. N’az pez nep aon na rak annbsp;avel na rak an tarsiou ; an dourn a zizav leuren gom-pez ar mor bras a gaso ac’hanout d’al lec’h ma feil d’innbsp;ez afez.»
An abostol Andre ne jomas ket pelloc’h da dorta ; sevel a eure evel eun tenn, bag ez eas dazihuna c’houec’hnbsp;den-all eus e gompagnunez. Mont a rejont o seiz ennbsp;bent, daoust d’an avel dirollet ha d’ar glao bilb a rea,nbsp;bag e berr amzer e tigouesjont war deven ubel eunnbsp;aber ez oa enni diou vagig o vransellat. Mont a rea
-ocr page 225-— 219 —
Andre nan dre e volontez e-unaa, mes kaset gant eun nerz hag eur sklerijen vurzudus. Dre nerz ar memesnbsp;galloud-se e tiskennas en aod hag e kemennas d’e zis-kibien sevel er bagou ; e-unan e krogas e stur an hininbsp;vrasa ; tri diskibl a rouenve ; ar vag kenta a yeas ernbsp;meaz eus an aber, an eil a yeas war he lerc’h. Armor anbsp;yoa fall fall ; n'eo ket c’houitellat, blejal eo a rea annbsp;avel, hag ar bagou kouslskoude a rea hent ha ne deantnbsp;tamm da steki ouz ar c’herreg ken stank dre allec’hiou-ze koulskoude.
En eun taol, a-dreus an tarsiou bras divent, setu i o welet eur sklerijen skedus ; ar sklerijen-ze a yoa pellnbsp;ac'hano ; hogen, an diou vag a yea evel douget gantnbsp;an avel, koulz ha pa vije bet kompez ar mor. Digoue-zout a rejont evel-se dizale e kichenik eur vag vrasoc’hnbsp;a yoa meurbet gwall gaset gant an ainzer fall: gwechnbsp;e save war gerniou an tarsiou gwenn evit kouezanbsp;prestik goude e beziou doun el lec’h nia vije lavaretnbsp;sure vijent goloet hakonfontet prim a-walc’h. En eunnbsp;taol, setu kristenien Breiz-Izel o klevet eur youc’hadennbsp;e yez bro ar Jude. Respont a rejont kerkent, hag eznbsp;ejont betek ar vag. An abostol Andreaanavezasandudnbsp;en doa klevet hano anezo en e huvre. Digemeret e oentnbsp;e bagou Breiz dres d’an ampoent ma oueledeeben. Diounbsp;vag an abostol a droas o begou warzu an douar hep manbsp;vije bet ezom da veza e poan gant ar slur.
Dizrei a rejont ker buhan hag ez oant eat, hag hep muioc’h a ziezamant.
Tud ar vroa yoa ato war gern arreier,kouts ha d’an deiziou bras, da lavaret eo d'ar gwall-amzer, o c’hedalnbsp;ar poent da zailha da gaout o lod. An Abostol hag ar renbsp;en doa saveteet a yoa diskennet d’an douar. Ar bagou anbsp;yoa pennasket evel diaraok. 0 tizrei d’ar gêr e kavas onbsp;tont d’an aod eur bern tud, prez bras warno. Abalamournbsp;marteze d’an denvalijen, pe c’hoaz abalamour ma ne
-ocr page 226-— 220
'Zisplije ket d’ar peilherien gwelet nebeutoc’h a dud war dro ar bagou o klask o lod, ar re-man a lezas ar griste-nien da vont e peoc’h gant o bent, heplavaret ger d'ezo.
— Va Doue l eme an Abostol, setu lapoused ar ger-nez o vont da blava war baour kez tud eat da benzea! Daoust ha n’hellfemp ober netra evit rei sikour d’ezo 1
— Mestr ker, a respontas unan eus an diskibien, n’oc’h ket eus ar vro man ; ni a gred eveldoc’h, ha manbsp;vefemp gwelet war an aod, hep douetans, e vefempnbsp;'troc’het dre dammou.
An Abostol na reasnemet huanadi. Dont areas sonj d'ezan eus komzou sant Pol er welidigez en doa bet:nbsp;tud ar vag a dlie mervel abalamour d’o buez fall. Gou-deze e c'houlennas digant unan eus ar re en doa save-teet a be vro oa. Heman a respontas oa eus Rom, ez oanbsp;bet harluet gant sened Rom. « Ar re a yoa o sturia hornbsp;bag a grede oamp penn-abeg deus ar gvvall-amzer a reanbsp;bag evit kaout peoc’h o deus diskarget ac’hanomp ennbsp;eur c’hanod da vont en avantur Doue. Setu perak ompnbsp;salvet.
— Siouaz ! eme an Absstol, Doue a gastiz kalet a-wechou, hogen ar pez en deus gourc’hemennet a c’hoar-vezo, na c’hellomp netra enep an dra-ze.
Erru oa goulou-deiz. An avel a goueze hag an arvo-riz kavet ganto ar vag penzeer a youc’he evel eur ma-read chas warlerc’h eur penmoc’h gouez. Ar pez a zis-plijas ar muia d’an abostol a oe gwelet mevelien tu-chentil, re Ao. Vaucourt en o zouez, o redek d’an aod da glask o zamm.
— Pe seurt tud eo ar re-man ! eme an Abostol ou-tan e-unan. N’hellimp biken ober d’ezo dont d'en em garet evel breudeur hep skoazel an Holl-C’halloudeg.nbsp;Ar skoazel-ze avat na vanko ket d’eomp, fizians honnbsp;deus enni, rak hor Mestr eo en deus lavaret d’eomp : It,nbsp;ba kelennit an boll boblou.
Digouezet oant e lojeiz an Abostol. Heman a zige-
-ocr page 227-— 221 —
iperas an diavezidi hag areas d’ezo kaera ma c’hellas. Echui a ran.
At guchennad kristenien-man a brezegas ar feiz -gant kement a nerz hag a galon raa teujont a-benn enbsp;berr arozer da c’hounit an Arvoriz. Ne gredan ket lava-ret ne oent mui peilherien, laeron ar penzeou, a-c’hou-devez, rak pell amzer c’hoaz goudeze e welomp dukednbsp;Breiz o tifenn ober ar seurt traou heuzus-se.
Tremenet em boa daou zervez banter er presbital. Trugarekat a ris an Ao. Person evit e vadelez emnbsp;c'henver, ha me da vont larkorc'h........
-ocr page 228-1. nbsp;nbsp;nbsp;Keinent-ma a dremene er bloavez 1870, epadnbsp;seziz Pariz. Ad amzer a yoa ker kriz hag ar bre-zel ; skourni rea ; erc’b a rea ive. Eur vaoueznbsp;paour he devoa lodet eun tamm pallen koz bagnbsp;a yoa warnan rnanegou bourret gant gloan ; hagnbsp;o klaskö o gwerza ; hogen, ne dene den d’o mar-c’hata. Daou lt; vobil » Breton digouezet en der-c’hent a deuas da dremen, hag a gavas ar mane-gou eus o doare. Gwisket truilhek oant hag enbsp;krenent gant ar riou. C’hoant o doa da gaout arnbsp;manegou, pa c’houezeüt en o daouarn o seilet a-gorn ouz ar varc’hadourez. *. Ar manegou-ze anbsp;rafe.vad d’eomp, a lavarent-i etrezo ! »
2. nbsp;nbsp;nbsp;Eun oflser a deuas da dremen dre eno hag anbsp;welas dioc'htu nec'hamant an daou Vreton. Ya,
-ocr page 229-— 223 —
divinout a reas o c’hoant hag o faourentez. « Va bugale, emezan, kemerit daou re manegou evitnbsp;pep hini ac’hancc’h, me eo a baeo. gt; Ar Vretonednbsp;a zo lentik ; an daou zoudard n'oa ket mail gantonbsp;senti, bag an oflser da lavaret evit an eil gwech :nbsp;« Kemerit 'ta, paotred, eur mignon eo a ro anezonbsp;d’eoc’h ! gt; N’belled mui argila. Kemerout a rejontnbsp;ar manegou en eur lavaret : « Doue r’ho paeo !nbsp;va oflser. »
3. Eur pennadgoudee oe eur c’iJirogad e Gham-pigny, bag an daou « vobil » edo eno. Etouez ar
V'
vistri ec’b anavesjont o mignon, oflser ar manegou, evel m’hen banvent. Hogen, pa oe echu an emgann, kaer o doa klask ba sellet, ne deuent ketnbsp;a-benn da gaout anezban. N’edo ket war al leac’hnbsp;ken nebeut pa oe great ar galv. Glazet e rankenbsp;beza eta, pe lazet, unan a zaou.
4. Daoust ma’z oant banter varo gant ar skuis-
-ocr page 230-— 224 —
der, ar yenien hag an naon ; daoust ma c'hellent beza lazet gant tennou ar Brusianed, an daounbsp;Vreizad ne jomchont ket da varc’hata. Dizrei anbsp;rejont war dachen ar brezel : unan anezo a oe ti-zet en e c’har gant eun tenn fuzul. Lakaat a eurenbsp;eur mouchouar da c’holo ar gouli, bag en bentnbsp;adarre. Kaout a rejont an oflser astennet en erc’hnbsp;evel maro.
5. Dioc’btu e krogchont d’e frota gant ar mane-gou bourret, da zoursial ker brao outan, ma teuas a-benn eur pennad brao a amzer da balani ba danbsp;zigeri e zaoulagad ; n’oa ket maro ! o pebeus eur-vad evid bon daou Vreton !
6. Samma rejont anezan war o diskoaz d’e gas d’ar c’blanvdi fhospilal^ el leac'b ma teuas danbsp;gaout adarre ar yec’bed... Ar vad en devoa greatnbsp;en doa talvezet d’ezan : selaouet oa bet peden annbsp;daou Vreton ;
Doue r’ho paeo!
-ocr page 231-— 225 —
Great en doa e bask kenta.
D’ar c’houlz-se an deskadurez n’oa ket, en hor bro, stank evel hizio, bag ar pötrig Seven n’en doa darem-predetken skol neraet hini e vamm goz.
Goude beza, bed an deiz, diouallet cbatal e gerent e gwaremeier ha prajeierPont-ar-Zal ekare kalz dont d’annbsp;ti, e leac’h daouhanteri o c’hoariou gant ar vousedigou-all eus ar geriaden.
Kaout a rea, en eur gador, ar stam etre he daouarn, pe azezet dirak eur c’har-neza, e vamm-goz Fanchon.
Fanchon a oa mat ouz ar bugelig. Evit na zirenkle ket ar vamm en he labour, hi a zalc’he Seven en he c’hi-chen. Da laouennat e benn, tra ma stamme pe ma yeanbsp;ar c’har-neza en dro e konte d’ezan eur marvailh ben-nak hag e kane eur werz eus an amzer dremenet.
Difinv evel eur skeuden, Seven a zelaoue. Echu ar zon e c’houlenne : « Eun all, mamm-goz 1»
Hag e zaoulagad a yoa ken dous, e vizach ken ka-rantezus, e zaouarnigou astennet ken pedus, ma ne c’helle ket ar varam-goz vat lavaret nan.
— Hizio e kanin d’it gwerz Les-Breiz, a lavaras eun deiz Fanchou d’he mab-bihan.
— Lez-Breiz? Piou eo hennez, mamm-goz?
— Lez-Breiz a zifennas hor bro eneb ar G’hallaoued E vuez a zo hini eun den kalonek... Setu hi aman !
At vaouez goz he doa koumanset. H« mouez, raou-liet gant ar bloaveziou, a zebiante beza adkavet he boll
-ocr page 232-— 226 —
nerz gwechall eyit kana buez hag oberou broadel an hini a zo bet leshanvet mat gant hor c’henvroiz Lez-Breiz. Ouz e zelaou, Seven a denerea e galon, hagaraoknbsp;ar fin, o tremenn e zorn war e zaoulagad e santas anezonbsp;gleb.
En devez warlerc’h, a greiz diouall e loened. ar bugel — tra souezus — en em roas da hunvreal. Gwerz Lez-Breiz, bag he doa ken skoet anezan, en derc’hent, anbsp;oa atao en e benn. Estlammet e chome dirak kalondernbsp;vurzudus ar marc’heg breizad, ha karet a rea ive arnbsp;floc’hig yaouank a respontas d’e vestr, pa ne felle ketnbsp;da beman e lezel da vont d'an emgann;
N’am eus ket aoun rak ar G’hallaoued Kriz eo va c’balon, va dir lemmet!
Setu aze eta, a zonje Seven, betek pegeit ez ea ka-rantez ar Vretoned koz evit o bro, betek rei o gwad eviti, evit he difenn eneb he gvvallerien.
Perak, a c’houlenne ar bugel outan e-unan, na zav-che ket c’hoaz eul Lez-Breiz bennak war an douar he deus gwelet o c’henel kement a dud kalonek? Daoustnbsp;ha sklaset eo e gwazied ar Vretoned gwad rus ha ner-zus o c'hentadou!
E zaout a beure. Chom areant reiz, hizio, en o fark.
Karget e spered gant hunvreou dreist e oad, ar me-saer yaouank a zerras e zaoulagad... ha prest en em lezas da gousket.
E kreiz e gousk, eur zonj iskiz a deuas d’e drubuilha.
War eun dachen a vrezel ec’h em gave. Endro d’e-zan ec’h en em ganned evel leoned. A bep tu e skoed dizamant, didrugar. An tennou fuzuilh a zme o tremennbsp;a-zioc’h e benn...
Hen — o gweladen iskiz ! a oa unan eus ar gwasa lazerien. Bep taol e tiskare e zen!.. Mes eur vouled anbsp;deuas d’e dizout d’e dro ive, bag hep 'eur griaden enbsp;e kouezas d’an douar, kontant da skuilh e wad evit di-fen ar Justiz!
-ocr page 233-227
En eun taol e tihunas. N’oa nemet eun hunvre l Mervel yaouank-flam evit Breiz !...
Dek vloaz divezatoc’h, ar pez en doa gwelet Seven dre e hunvre a dlie digouezout.
Edod en amzer an Dispac’h-Vras. Dre Vreiz a-bez, an dud vat, rukunet gant torfejou ar G’hallaoued, a oanbsp;en em zavet evit lakaat ar Re-G’hlaz d’echui o falloniounbsp;hag o argas er meaz ar vro.
0 tigas d’o heul an.dijentiled, ar Vretoned o doa ke-meret o armou, hag eat d’an emgann. Gant ar re genta edo potred Pont-ar-Zal, hag en o zouez Seven, dennbsp;yaouank ampart abenn neuze.
En eur barrezig vihan, Re-G’hlaz ha Re-Wenn en em gavas penn-ouz penn. Ar Re-G’hlaz a oa kalz nive-rusoc’h eget hor c’henvroiz.
Mes evit difenn ar Justiz, ar Greizad a zo ken ner-zus ha tri.
An tan a grogas prim. Evel keilhen an dud a goueze a bep tu, ha diez oa gouzout gant piou e chomfe argou-nid.
Pa venne d’eur rummad fallgaloni inouez ar mestr a zave :
Beac’h v/arno, potred Breiz, beac’h warno, ha gwelomp! Mar 'ma ’n Diaoul a du ganto, ema Doue ganeomp !
Ar c’halonou a grenvae, hag eur youc’haden a zave 1 « Araok !... Tan !! »
Er penn kenta, Seven a gerze hag a skoe evel eun dail... En despet d’o c’halonder, ar Vreiziz a oa war varnbsp;da rankout plega.
— En em roit! eme ar jeneral gall.
— En em rei?... Allo ’ta l... a respontas Seven er penn kenta, hep gedal ger e vistri, hag o skei gwasoc’h-gwaz...
D’ar mare-ze, en e vrasa kounnar eneb enebourien
-ocr page 234-— 228 —
e vro, ar Breizad a oa skoet e kreïz ar galon, gant eur vouled. Hep eur glemmaden, Seven a gouezas o you-c’hal d’e gamaladed : « Evit Breiz!... Araok beprednbsp;E c’bouli a oa marvel ; mes mesaer koz Pont-ar Zal,nbsp;o vervel, en em ziskoueze laouen ; « U! va hunvre !...nbsp;va hunvre kaer a vugel! » emezan...
-ocr page 235-229
A N Ej H
Eur morian a c’houlenne eun deiz digant eur zoudard ha kredi a read c’hoaz e Doue en e vro'Frans.
— Setu aze eun hunvre 1 eme ar zoudarded gall. P OU a c’hell kaout douetanz ez eun Doue?
— E feiz, lavaret a rated, eme ar morian ; ne roit morse testeni ebet euz ho feiz l
Daoust ha ne c’hellfed ket goulen ar memes tra digant ar hern tud a hep stad a vev hirio evel pa n’onbsp;defe mui tamm feiz ebet? Daoust ha ne c’hellfed ketnbsp;ober d’ezo ar rebech c’houero a rea Doue gwechall d’enbsp;bobl dre c’hinou ar profed Izaias : « Krouet em eusnbsp;bugale, maget ha savet am eus anezo ; int-i avat o deusnbsp;great faë warnon. Eul loen diskiant a anavez e vestr ;nbsp;an den avat n’anavez mui an iliz.
Goulen a read eun dervez digant eur morian o chom er gwelec'h, da lavaret eo en eur vro ha n'eus ket ne-meur a dud enni, devet ma ’z eo gant an heol hag an
-ocr page 236-— 230 —
treaz bero : « Penaos hoc’h-hu deuet da c'houzout ez eus eun Doue?»
Hag ar morian da respont gant kalz a furnez :
— nbsp;nbsp;nbsp;« Evei ma c’houzon dre ar roudou chomet war annbsp;treaz pe ez eus tremenet eun den pe eul loen. »
Hag e gwirionez, pa welomp da bep kammed a reomp kement a roudou leun a furnez hag a c’halloud lezetnbsp;gant an Hini en deuz great ar bed, penaos miret danbsp;lavaret;
— nbsp;nbsp;nbsp;« Eun Doue a zo bet dre ama! Kement-all a draounbsp;kaer n’hellont beza great nemet gant eun Doue 1 »
Hag an Doue-ze eo an hini a anavezomp, ni, kris-tenien 1
Sant Bernardin a yoa meurbed doujet gant kamara-ded e oad pa oa c’hoaz bugel. Mar tigoueze d’ezo koms etrezo a draou difennet e tavent kerkent ha mar hernbsp;gwelent, o lavaret:
« Peoc’h gant an traou-ze 1 setu erru Bernardin !»
Mar doa a-walc’h d’ar re-man gwelet Bernardin evit beza fur, taolit evez, bugale, ez eus dalc’h-mad tostik-tost d’eoc’h eun Doue hag eun eal a glev ho komzou, anbsp;wel hoc’h oberou ha kement zoken a dremen e gouelednbsp;ho kalon. Bezit fur eta kouls pa n’eus nemetoc’h evelnbsp;pa emaoc’h gant ar re-all ; pa 'z oc’h douget d’an droug,.nbsp;livirit evel ar plac’h chast Suzanna a zo hano anezi ernbsp;Skritur-Zakr : « Penaos e c’hellfen-me pec’hi dirak vanbsp;Doue am gwel hag am barno ? »
Kement-ma a dremone e Lourd n’eus ket peil c’hoaz, e kichenik al leac’h ma ’z eas Bernardett da skrabat an
-ocr page 237-— 231 —
douar gant he bizied ha ma teuas da ziouana eun eie-neri he deus pareet kement a dud abaoue.
An dud klanv, ar re vac’hagnet, kabac’h, seizet, bouzar, dall ha mut, an holl glenvejou, an holl boaniounbsp;a yoa bodet endro d’ar pisinou hag a c’hede beza sou-bet en dour burzudus.
Eur beleg a bede hag a alie an dud yac’h da bedi o diwreac’h e kroaz. Lavaret a rea :
— Eürus ar re o deus poan da zivvaska 1 Eürus ar re a ouel !
Hag ar glanvourien a unanas o mouez gant ar re , yac’n evit lavaret:
— Eürus ar glanvourien ! Doue o c’har!
— Mes neuze, mamm, a lavaras eur bugel klanv peil a yoa, raar kar an Ao. Doue ar re glanv, me zonbsp;gvvelloc’h ganen chom klanv !
sfs
*
Digaset e oe en eur gador eur plac’hig daouzek vloaz sounnet outi he holl izili, drouk-livet evel ar maro hanbsp;ken treut ma n’oa mui nemet ar skeud eus an den. Digaset oa bet da Lourd gant eur framason difeiz da dire-lijion. Hen a yoa chomet kuzet e-touez an engroez tud,nbsp;hogen klevet oa bet o lavaret:
— Ar pez a zo sur eo mar teu houma da gaout ar pare en dour ze, me a gredo hag a govesao.
Hag ar beleg da hopal:
— Plijet gant an Intron-Varia Lourd parea ar bugel-ma!
Ar bobl kristen a youc’has war e lerc’h gant eur feiz birvidik ?
— Plijet gant an Intron-Varia Lourd parea ar bugel-ma!
Ar beleg a lavaras adarre;
— Goulen a ran eur sakrifiz digant unan eus ar
-ocr page 238-232
glanvourien a zoama. Ra zeui unan anezo da ginnig da Zoue chom klanv betek e varo, epinijen, evit ma pareo arnbsp;c’hez-ma ha ma kredo an difeiz-se.
Eun den etre tregamp;nt ha daou-ugent vloaz a dostae d’ar poent-se oc’b en em stleja gwella ma c'helle warnbsp;bouez e flac’hou. Lavaret a reas gant eur vouez hag anbsp;dreuzas an holl galonou :
— Me 1
K kichenik ez oa eur vamm o ouela, ganti war he barlen eur c’hrouadurig seiz vloaz ganet bouzar hanbsp;mut: hag e lavare enni he-unan :
— Mont a ran da ginnig va merc’h!
Karantez ar vamm a oe treac’h eur pennad war he c’harantez evit eun dianavezet. Ne badas ket peil arnbsp;c’hrogad, ha dizale e tilammas da gaout ar beleg gantnbsp;he merc’h.
— Dalit 1 emezi.
Ar beleg a gemeras ar baotrez etre e ziwreac’h, a zavas anezi etresek an nenv evel m’eo kustum d’hennbsp;ober bemdez da Hosti zantel an oteren.
— Setu, emezan, an Hosti c’hlan a ginniger evit paea distro ar pec’ber 1
Ar feiz a verve e kalonou an dud fidel hag an dae-lou a zirede eus an holl daoulagad.
Ar bugel daouzek vloaz a oe soubet en dour hag a gavas ennan ar pare. Ar pec’her a zalc'has d’e c'her hagnbsp;a deuas da veza kristen mat.
Jeruzalem n’oa c'hoaz d’ar poent-se nemet eur park a laboured evel ar re all. Al loden eo bet savet warni annbsp;tempi brudet a yoa neuze bontin etre daou vreur, unannbsp;anezo dimezet ha tad da veur a vugel; egile a vevenbsp;e-unan.
-ocr page 239-— 233 —
Pa deuas poent an eost, an daou vreur a vedas, a hordennas o drammou hag a reas ganto daou vern heave!.
Mes, e kreiz an noz, ar paotr dizemez en doe eur mennoz mat. Lavaret a reas ennan e-unan : « Va breurnbsp;en deus gwreg ha bugale da vaga, pa n’em beus-menbsp;den nemedon va-unan. Ne vije ket brao d’in kaout kernbsp;bras loden bag hen. Mont a ran da denna eus va bernnbsp;eun dramm bennak da greski e hini. Ne ouezo netranbsp;evel-se ; mac'h oufe ne asantfe ket. »
Hag e reas evel en doa divizet.
En nosvez-se ive ar breur-all a zihunas hag a lava-ras d’e wreg : « Va breur a zo yaouank, hag e-unan ; n’en deus den war e dro da zerc’hel kompagnunez d’e-zan pa ’z eo yac’h ha da brederia gant e ezomou pa 'znbsp;eo klanv ; ne vije ket leal d’eomp kemeret keit hag hennbsp;eus gounidegez ar park : savomp, ha deomp da greskinbsp;e vern ; ne ouezo netra ha rak-se ne c’hello ket kaoutnbsp;digarez da jom hep kemeret. »
Hag e reas evel en doa divizet.
Antronoz an daou vreur a yeas d'ar park, hag e oent estlammet o kaout ar berniou ker bras. Hini ebet avatnbsp;na lavaras grik d’egile eus ar pez en devoa great.
Ar meraez tra a c’hoarvezas meur anosvez dioc’htu. Eun droiad koulskoude ec’h en em gavchont an eil gantnbsp;egile, sammet. En em deuler a rejont an eil e diwreac’hnbsp;egile.
An dachen-ze benniget gant karantez an daou vreur a blijas da Zoue. An dud a zavas eno eun iliz, hanbsp;Krouer an nenv hag an douar a gavas mat ober anezinbsp;e di.
En eur c’hombod hent-houarn, eun Aotrou kof bras a zo azezet en eur c’hougn. Dirazan ez eus eur goueria-
-ocr page 240-234
dez, eur vaouez diwar ar meaz gwisket e gizLanndi. Eur chapeled bras a zo en he c'herc’hen; bet eo o pardona enbsp;Lourd.
An Aotrou (gant eun ear gwapaüs). — E Lourd oc’h bet, gwelet a ran 1
Ar goueriadez. — Ya da, Aotrou.
Hen. — Hag ez eus great d’eoc’h gwelet traou a bep seurt liou?
Hl. — Ya, Aotrou, gwelet em eus e Lourd traou kaer kenan.
Hen. — Gwelet hoc’h eus an eienen ?
Hl. — Gwelet em eus an eienen, Aotrou, evet em eus he dour ha gwalc’het ganti .va daoulagad.
Hen. — Gwelet hoc’h eus ive eur bern pareansou ?
Hl. — Kaeroc’h, Aotrou ; bet em eus eur weledigez,. eun « aparision ».
Hen. — Brao 1 brao ! ü I kountit an dra-ze d’in ’ta, Itroun vat. (An Aotrou a frote e zaouarn gant plijadur).
Hl. — Ya, gwelet em eus an Tiegez santel e Beth-leem ; ar Werc’hez Vari, sant Jozef, ar Mabig Jezuz, ar vesaerien, an tri Roue... Ne vanke netra nemet eun dra.
Hen. — A!... Petra vanlcel
Hi. — An azen!... Eun eal en deus lavaret d’in her gwelchen dizale. Laouen oun brema... Ouz ho kweletnbsp;ez eus deuet sonj d’in eus komzou an eal!
An Aotrou a droas oc’h ar weren hag a reas meur a zeil kom ouz ar c’houabr a yoa deuet da c'holo an heoL
Ar gountaden-ma a zo bet kutuilhct gant an Echo de Noël e kannadig eur barrez.
Eur ministr protestant a yoa
Oc’h ober e dro Dre ar vro,
o prezeg e relijion, oc’h ingala levriou etouez an dud-
-ocr page 241-— 235 —
En em gaout a reas eun dervez gant eur serjant, hag hen dioc’htu daginnige levriou.
— Petra eo an dra-ze 1 eme ar zoudard... Almanagou nevez1
— Gwelloc’h c’hoaz ! eme ar ministr.
— Petra int eta?
— El levrigou-ma e tester anaout ar relijion, ar gwir relijion, hon hini-ni.
— Ha pehini eo ho relijion '
— Ar relijion reform et (1).
— Mat, Aotrou, ho relijion neuze na dalv netra !
— Penaos ’ta?
— Abalamour, ganeomp-ni, soudarded, pa vez « reformat » unan bennak, e vez lavaret d’ezan^ mont d'ar gear, n'eo mui mat evit ar zervich. Evel-se 'ta, dalc'hitnbsp;ganeoc’h ho levriou ; ne gavfen saour ebet gant eurnbsp;relijion «reformet » gant Konseilh ar Revu.
Bez ez eus kalz tud hizio hag a gav o brasa plijadur o wapaat ar veleien hag ar relijion; ne vankont tro ebetnbsp;d'hen ober. A-vvechou koulskoude e kouez o meud en onbsp;dourn. Selaouit kentoc’h an darvoud-ma c’hoarvezetnbsp;n’eus ket peil.
Eur person diwar ar meaz a zavas en eur c’hombod da veachi war an hent houarn. Kenver ha kenver ec'hnbsp;en em gavas gant eun Aotrou o veachi evit eun ti anbsp;gemwerz.
— Aotrou Persen, eme ar bourc’hiz war eun ton tru-bard evel an hini a gemeras Judas pa lavare da Jezuz e teue d’e zaludi, klevet hoc’h eus ar c’helou bras?
Hag e rea ardou gant e vouez, hag e selle a gom ouz e amezeien.
(K Ar relijion protestant, savet gant Luther,
-ocr page 242-— 236 —
— N’em eus ket, Aotrou ; gwall abret oun deuet eus ar gear er mintin-ma, ha n’em beus ket bet amzernbsp;c’hoaz da zellet ouz ar c’hazetennou.
— Penaos! penaos! n’hoc’h eus ket klevet ? Mes n’eus ken hano koulskoude nemet eus an dra-ze I
— Ne welan ket, Aotrou, eus petra e fell d’eoc’h koms.
— Mat, Aotrou Person, eur blijadur eo evidon beza da genta o tigas d’eoc’h ar c’helou ; an diaoul a zonbsp;maro Hi...
— Mantrus eo ! eme an Ao. Person, evel tenereet e galon. Mat, Aotrou, atao em eus bet truez ouz an emzi-vaded kez : kemerit an daou wenneg-ma, me ho ped!...
Gwelet a rit, mechans, ar penn a reas ar bourc’hiz o klevet kement-se... An holl a zirollas da c’hoarzin.
— Perag e rit-hu vijil da wener ha yun edoug ar c’horaiz a c’houlenne eun dervez eun dragon ouz eurnbsp;beleg.
— Ha c’houi, eme ar beleg, perag e stlejit-hu eur za-bren ouz ho kostez ?
— Abalamour m’eo gourc’hemennet.
— Mat, ni ivez a ra vijil da wener hag a yun edoug ar c’horaiz abalamour m’eo gourc’hemennet an dra-zenbsp;d’eomp gant an Iliz.
— Koulskoude ar c’hig a zo koulz da wener ’vel da zadorn.
— Heb mar ebet ; mes pa vez lakeat ar zoudarded da veva divar bara ha dour er zal polls, evel ma c’hoar-wez awechou, daoust hag e rear an dra-ze abalamournbsp;m eo falloc’h ar gesteuren er c’hazarn en deiz-ze egetnbsp;d'an deiziou-all ?
— Nan, ober a rear an dra-ze evitlakatYann zoudard e pinijen.
-ocr page 243-237
— Mat, evit lakM ac’hanomp-ni ivez kristenien, e pinijen, abalamour d’hor pec’bejou eo e tifenn an Iliznbsp;ouzomp debri kig, derveziennou a vez.
— Ar vijil c’hoaz ne gavan ket re iskiz, mes ar yun avat, a gavan re galet.
— Perag e tougit-hu var ho pen eun tok-houarn ker pounner hag a rit ?
— Evit hon diouall diouz an taoliou a skofe an ene-bourien ganeomp.
— Mat I ni ivez kristenien, hon deus eun enebour touet hag eo an diaoul; n’eus netra gvveil evit en emnbsp;zifenn outan eget yun, ha setu aze perak an Iliz, hornbsp;mamm, a c’hourc’hemenn d'eotnp hen ober bep annbsp;amzer.
J. M. P.
An Tad Lacordaire a yoa eun dervez o leina en eun hotel e n’ouzoun mui pe seurt hear.
Ar gwener a yoa, deiz vijel eta. Eun dro vrao d’ar c’homisien egiz-ma da ziskouez d’an holl o deus re anbsp;spered evit kredi e galloud an Iliz hag e madelez arnbsp;relijion, traou koz, echu ganto pell azo 1... oc’h o c’hle-vet, da vihana.
Goude beza dizac’het eur bern sorc’hennou diskiant enep ar vijil, an dud devot, ar veleien..., ar paotr faronbsp;a droas warzu ar prezeger bras, da ginnig d’ezan ar peznbsp;a jome en e zilerc’h eus an elumen viou.
— nbsp;nbsp;nbsp;« Me, aoutrou, emezan oc’h ober gwad, me nenbsp;gredan nernet ar pez a gomprenan.
An Tad Lacordaire a lakeas en e asied an tammik a viou en doa lezet an aotrou difeiz.
— nbsp;nbsp;nbsp;« Aotrou, emezan d’ar c’homis, ha kompren a rit-
-ocr page 244-238
ha peaaos e teu an tan da deuzi an aman ha da galedi ar viou
— E feiz... ne ran ket da! a respontas ar paotr nec'het bras.
— « Na me ken nebeut, eme ar raanac’h gantfouge... Gwelet a ran koulskoude e kredit en elumen viou, hagnbsp;e kavit mat enezi. n’eo ket gwir ? »
Eul labourer douar diwar dro Skaer e Bro-Gerne, a yoa o tizrei eus Lourd ; laouen oa evel kement hini anbsp;zizro ac’hano... Hag e tisplege gant plijadur d’ar re anbsp;yoa en e gombod henthouarn, an traou dudius en doanbsp;gwelet et kear dispar ar Werc’hez.
Eur medisin yaouank a yoa o selaou en eur c’hougn. Mousc’hoarzin faeüs a rea o klevel ar « paour a spered »,nbsp;re zouget da gredi, war e veno. Hag hen o lavaret anbsp;greiz tout:
— Neuze’ta, va den mat, hoc’h eus gwelet pareansou?
— Ya da, Aotrou, gwelet em eus pareansou.,.
— Ha ped, mar plij ?
— Diou, Aotrou !
— Diou?... Ha ped klanvour a yoa’ta ?
— Ouspenn daout c'hant, Aotrou...
— Ouspen daout c’hant!... Mat, red eo lavaret neuze rfeo ket ho Kwerc’hez gwall c’halloudus pa ne c’hellnbsp;ket parea ken:ent hini a ya ker pell-all d’he fedi!
— 01 eo, Aotrou, gellout a-walc’h a rate... Hogen, ar Werc’hez a zo gwelloc’h, madelezusoc’h eget andudlnbsp;Klaska ra mad an holl... Ma teufe da barea an holl
-ocr page 245-239 —
glanvourien, ar vedisined ne zalefent ket da vervel gant an naon... hag an dra-ze, kredabl, ne vije ket dioc’h honbsp;toare ?...
Klevet em eus ober bano eus eur c’houeriad hag a c’hoantea gweiet Pariz, eur wech en e vuez ivez.
Mont a reas, ha peadra a gavas eno da zigeri e c’hi-nou, me lavar deoc’h. Fellout a rea d'ezan gweiet pep tra, an embannou war an tiez-kemwerz, ar varc’hadou-rez a yoa e pep stal.
Kaout a reas eun den azezet e-unan oe’h eun daol skriva.
Aotrou, emezan evel eur glapezen, livirit d’in, mar plij, petra werzit ?
Ar skrivanier a lavare outan e-unan edo o vont da gaout tro da ober eur c’hovad c’hoarzin diwar goustnbsp;Yann Gouer.
— Gwerza ran, emezan, pennou azenned !
— E feiz, neuze, eme Yann Gouer, ho peus gwerzet eun toullad brao hizio, rak ne welan mui nemet unannbsp;en ho stal! l!...
Hag hen er meaz hep goulen an heur.
En henchou-houam e weler hag e klever kalz mar-vailhou. En deiz-all ez oa eun nebeut beajourien en eur
-ocr page 246-240
wagon, kaoz krenv ganto. Pa na vez netra da oner e ra vad trabellat da dreinen an amzer.
E touez ar veajourien-ma ez oa unan, bet gwechall war dachen an brezel, el leac’h en doa lezet eur c’har.nbsp;Goudeze oa deuet d’e garter, ar groaz a enor war enbsp;vruched, ez oadimezet, hageveve evel eundenazoare,nbsp;mes ive^ evel eun den hep relijion. Evel ne laboure ne-ineur, e komze kalz pa gave tro, bag e blijadur oa obernbsp;goap eus al lezen gristen bag eus ar re hen heuilh. Raknbsp;hen a rea fouge da veza eun den seven hep moumou-nerez ebet.
Ama’ta oa en em lakeat, evit dizenoui e genbeajou-rien, da zistaga peziou kaer eneb al lezen gristen ha gwirionezou ar feiz. hag e komze a-dreuz hag a-hed evelnbsp;ma ra peurvuia an doktoied-se a goms eus ar pez nenbsp;anavezont ket.
E-touez kalz a zotoniou all distaget a eneb ar Skri-tur Zakr, a-eneb lezennou ha lidou an Iliz, setu hen o kaout hou ma:
— Lenner em eus, enezan, er Skritur Zakr, pa fal-vezaz da Zoue rei eur pried d’hon tad kenta Adam, e tigasas ar c’housket d’ezan, hag epad e gousk e tennasnbsp;unan euz e gostou, ha gant ar gosten ze e savas arnbsp;vaouez genta. Hogen, Adam a dlie neuze mankoutnbsp;eur gosten d’ezan, ne dlie kaout mui nemet teirnbsp;warnugent ha koulskonde an dud wiziek, ar re o deusnbsp;studiet hag a oar penaos eo great korf an den, a lavarnbsp;holl hon deus ni psder gosten warnugent. Mat, menbsp;garre kaout unan kennak da ziskouez d’in penaos enbsp;c’hellomp, ni holl bugale Adam, ni holl diskennet ane-zan, kaout peder gosten warnugent pa n'en doa hon tadnbsp;nemet teir warnugent.
War gement-se ar veajourien a yoa o selaou an doktor a zirollas holl da c’hoarzin, nemet unan. Hemanbsp;a zistroas oo’h an doktor hag a lavaras d’ezan;
-ocr page 247-241
— Dioc’h ma livirit, c’houi a zo bet soudard t
— Ya, aotrou.
— Evit doare hoc’b eus kollet eur c'har 1
— Ya, chomet eo bet war an dachen a vrezel, ha setu perak e welit ar groaz kaer-ma war va bruched.
— Goude m’oac’h distroet eus ar brezel eo hoc’h bet dimezet?
— Ya, Aotrou.
Ha roet en deus Doue bugale d’eoc’h ?
— Ya, bugale am eus, hag esper am eus e teuio eun deiz unan bennak anezo da zifen e vro evel m'en deusnbsp;great o zad.
— Ha divac’hagn eo ar vugale-ze ? Ha bez o deus-i diou c’har pep hini anezo?
— Ya, Aotrou, ken divac’hagn ha pep den.
— G’houi koulskoude, dioc’h ma vvelan, n’hoc’h eus nemet eur c’har ?
— Nan sur, mes petra fell d’eoc’h da lavaret war gement-se ?
Me garfe e c’hellfac’h lavaret d’in penoas e c’hell ho pugale kaout diou c’har pep hini anezo, p’eo gwir c’houi,nbsp;o zad, n’oc’h eus nemet unan ; ha mar en deus galletnbsp;Doue rei d’eoc’h-hu bugale hag o deus pep a ziou c’har,nbsp;petra bennak n’en deus o zad nemet unan. livirit d’in hanbsp;dieasoc’h ez oa d’ezan rei peder gosten warnugent danbsp;bep hini ac’hanomp-ni ha pa n’en divije hon tad kentanbsp;nemet teir warnugent ?
Ama ar veajourien o doa c’hoarzet o klevet peziou kaër an doktor a droas c’hoarz a-eneb an doktor e-unan ;nbsp;hag hema neuze a zerras e veg hag a oe mut epad arnbsp;penn diveza eus ar veaj. — E gwirionez, eur gentelnbsp;gwall c’hoero en devoa bet.
Eun deiz Doue a gemennas da zant Mikael arc’heal mont da gutuilh ene eun intanvez a yoa dare evit annbsp;neuvou.
An arc’heal a ziskennas a denn-askel war an douar, ha pa oe digouezet e kramb an intanvez, e welas daounbsp;grouadurig e-harz he zreid. Sonjal a reas e chomje arnbsp;vugaligou-ze emzivaded hag er vrasa dienez, ma ke-merje ene ar vamm, hag e tizroas d’an nenv goullo enbsp;zaouarn.
— Aotrou, gwelet am eus he devoa ar vaouez-se daou grouadur, hag em eus lavaret ouzin va-unan :nbsp;Piou a gemero socrsi anezo pa vezo eat kuit 1 Gantnbsp;truez onto em eus lezet an ene da veva c’hoaz korf annbsp;intanvez.
Ha Doue a lavaras d’an arc'heal ; «Disken e goueled ar mor : eno e kavi eur vilien, hag he digasi ama.
An arc’heal a zigazas ar vilien.
Ha Doue a lavaras d’ezan :
— Brema, torr ar mean 1
An arc’heal a dorras ar mean hag a jomas sebezet: e kreiz ar vilien, eviti da veza difaout hag en he fez,,nbsp;daou brenv a finve, leun a vuez.
— Piou a vag arre-ze ? a c’houlennas Doue.
An arc’heal a hejas e ziskoaz hag a jomas sioul.
— Na gemer ket nec’h gant an emzivaded, a lavaras Doue ; an dra-ze a zell ouzin : te, gra ar pez am eusnbsp;gourc’hemennet.
-ocr page 249-— 24S
Eur bourc’hiz en doa eur raerour. Ar merour-ma n’oa ket grant ar re warlerc’h o paea e ferm ; e di a yoanbsp;urzet mat. Ar vugale, ar raitisien, a yoa boazet da heu-lia gourc’hemennou ar mestr. D'eun dervez sadorn ennbsp;em gav ar merour-ma gant e aotrou.
Setu ama ar gaoz a zavas ganto :
An aotrou. — Da beleac’h ez it varc’hoaz ?
Ar merour. — D’an oferen.
An aotrou. — Gwelloc’h e ve d’eoc’h labourat.
Ar merour. — Aotrou, d’ar zul ne labouran morse.
An aotrou. — Eun diot oc'h.
Ar merour. — Ken diot evel a gerot ; me a gar ar leiijion, hag e feil d’in he heulia.
An aotrou. — Ar veleien eo a ra d’eoc'h beza diot evelse. Lakeat o deus ac’hanoc’h da gredi ez eus tri fer-son e Doue.
Ar merour. — Gwir eo, kredi a ran kement-se.
An aotrou. — Ma ve lavaret d’eoc’h ez eus eun Doue ne lavaran ket e ve diot eun den o kredi kement-se. Mesnbsp;pa lavaront e zo tri ferson e Doue, penaos o c’hredi ?nbsp;Ha bat int betek ar baradoz o welet ?
Ar merour. — Pa deu eun den da giemm gant ar boan benn, e ve layaret d’ezan eteuarboan eus ar bru-ched ; piou a zo bet eno \
An aotrou,. — Eur studi a ve great war gement-se.
Ar merour. — An aotrou Person en deus great studi ive.
An aotrou. — Ar vedisined a oar parea ar c’hlenve-jou, ha mat a ra an dud selaou anezo.
Ar merour. — Gwir eo ; mes me a gav mat ive heu-
-ocr page 250-lia aliöu an aotrou Person. Peoc’h hag urz vat a zo era zi; va bugale ne reont ket a zisplijadur d’in, c’houi hernbsp;goar. Aliou an aotrou Person eo a zo penn-kaoz a ge-ment-se. Ne weler ket ar memes tra e tiez an dud nenbsp;heuliont ket ar relijion.
War geraent-se an aotrou a droas kein en eur c’hros-molat. Eur c’hrouadur en doa hag oa let desket d’ezan pep tra nemet ar gwirionezou kristen ; ha brema e la-kea an dristidigez e kalon e dad.
-ocr page 251-— 245
Mar feil d’eoc’h diroufenna ho tal, mar ho peus c’hoant da danva brezoneg c’houek, lennit ar werz-ma.nbsp;Kavet em eus anezi er Feiz ha Breiz koz, 11 meurznbsp;1865. Koz eo euii tammig, egiz ma welit, mes lennitnbsp;anezi, hag e leverot d’in goude n’he deus kollet tammnbsp;eus he c’houez vat.
Kalz barzoniezou a zaver en hon amzer, hogen, ar gwir varzed a zo tano.... Eur gvvir dudi, eur banveznbsp;dreist eo evit ar spered hag ar galon kaout bommounbsp;brezoneg da zaouri evel a zo er pennad-mad.
N’eo ket dibaot kaout eus an traou dudius-.se er Feiz ha Breiz a yoa renet gwechall gant an Aotrou Morvan.nbsp;Hag evel ez eus nebeut ac’hanomp o kaout en o zi fol-lennou meienet ar gelaouen goz se, em eus sonjet e ra-jen plijadur o servicha pennadou eus ar pez a reasnbsp;kement a vad d’hon tadou.
Gwechall e tremenas en eur bourkig a Vreiz,
Ar Vammig-goz Mizer, o vont da glask lojeiz.
He daoulagad skoelfet, diskabel, diarc’hen,
Treut evel eun ai kou ha ridet he c’hroc’hen,
Ne daol troad d’an douar, nemet a bik-lammou : Koulskoude, war he c'hein, gant he zammig truilhou,nbsp;G’houec’h mil bloaz gwall bounner da zougen,
A die roi d’he diou c’har ouspen eur vorzaden.
-ocr page 252-246 —
D'ar strinkel-ze, siouaz ! uhel hel lavaran,
Ne vank na tiegez, na lojeiz er bed-man.
.Abaoue m’en deus Adam e zor d’ei digoret,
War goust e vugale bemdez he deus bevet ;
Rak nep a vez gwasket dindan he c’hrabanou,
A ya skanv e c’hodel ha kleuz e vouzellou.
An dreitourez eta d’an tiez a gerze,
Da c’hout peleac’h kluja he c'hovad paourente :
He daoulagad paret war eur c’hoz lochennig,
E lavar o kaskalat: « Evit eun nozvezig,
Aman, war a gredan, me gavo lojeiz prest.
Mes araok antreal, sellomp dre ar prenest. »
Kerkent he daoulagad a lurch mat el lochen :
Eur wreg, hag he mabig ganti war he barlea,
Gant eur vouez dudius, henvel ouz eun eostig,
A gane d’he bugel: « Kousk, kousk, va c’halonig ! »
He fried, kemener, o c’hriat war e dorchen.
Diwar benn e c’hlin a jache prim e neuden.
Ne welet, evit gwir, en ti-ze o lugerni Na moger paperet, aour nag arc’hantiri ;
Mes ne welet ket ive treid hir ar gefniden,
Endro d’ar mogeriou o steui gwiaden.
Eun tiegez kempen, joaüsted ha labour.
A zalc’h plas d'an arc’bant hag ive d'an aour.
— Kerz pelloc’h da glask fred, rak ama, va c’homer, Daoust m’eo treut ar c’hig sail, n’eus tamm plas d’ar vizer. »nbsp;Evelse, dre he dent, e c’hrosmol ar wrac’h koz,
Ha kerkent e tro kein hep lavaret bennoz.
Kerzet a ra neuze d'an tiegez tosta.
Da c’hout ha hi gavo gwelloc’h evit loja.
An ozac’h mezo mik, war leuren ar gegin,
En daou bleg destumet evel eun urusin,
A laosk en eur gousket ken pounner roc’haden,
-ocr page 253-247
Ma weler eo stoufet betek e gornailhen.
Eus e c’binou digor, hag ive eus e fri,
E ruilh, hed e varo, eur waz glaour ha mec’hi.
Piou gredfe koulskoude ? Daoust ma 'z eo badaouet^ Ar weren hanter-leun en e zourn ’zo chomet lnbsp;Daou vugel diskempen en eur c’hom a ruilhe :nbsp;Daou-all er chodouren ar yod a c’habouilhe,
Hag a-bouez e zivreac’h, unan gant ar skiinsin,
A skoe war ar billig, da c’hoari taboulin.
Ar vamm eus he c'hostez, ar vamm, koz libouden,
E kuz, gant eur gomer, a lipe he gweren.
O welet kement-ma, ar c'hrac’h — n’eo ket eston — A lugern he lagad hag a drid he c’halon :
— nbsp;nbsp;nbsp;Setu, krak ! emezi, al lojeiz a glaskan ;
Peieac’h e vin mestrez mar ne deo ket aman ?» Kerkent e poulz an nor, hag evel eur vleizez,
En eur skrignal he dent e lamm gant bleo Jakez ;
— nbsp;nbsp;nbsp;Poent eo divorfila, sao, emezi, dihun,[
Korf laosk ha didalvez, mesvier, lounk-e-zizun ;
Mar ne zentez raktal, diwar bouez da griben,
Me raio d’it skuba '1 leur-zi gant da chupen I »
Ouz he c’hlevet, Jakez hanter divadaouet:
— nbsp;nbsp;nbsp;Piou hoc’h-hu ?» emezan gant eur vouez truezus,.
— nbsp;nbsp;nbsp;Rouanez ar vizer, eur vaouez galloudus ;
Al labour ’zo treac’h d’in, hag ar vertuz ive ;
Mes evit eur mesvier hag eun den didalve,
A stlejan diloüs ermeaz o ziegez,
Ha war o zammigmeubl e ran gwerzidigez ;
Evelse, va c’homper, kerz el leac’h ma kari;
Evit ama pelloc’h eun nozvez ne gouski.»
Kerkent e taol he dourn war ar vugaligou,
Hag e trok o dilhad oc’h tammou koz truilhou.
O roi neuze taol troad d’an eil goude egile,
E poulz war an treujou tad, mamm ha bugale.
-ocr page 254- -ocr page 255-249 —
M”*
1 nbsp;nbsp;nbsp;DELAPORTE, Louis, Cliateauneuf-iu-Faou .
Julies
2 nbsp;nbsp;nbsp;De BOISANGER, Kerdaoulas. Landerneau .nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.
3 nbsp;nbsp;nbsp;CADORET, Philomène, Bonen, par Rostrenen
4 nbsp;nbsp;nbsp;CHARRAN, Louise, Kermaria-Sulard (G.-du-N.)
5 nbsp;nbsp;nbsp;CORRE, Frangoise, Landivisiau , . . . .
6 nbsp;nbsp;nbsp;DUMARNAY, Louise, pi. St Corentin, Quimper,
7 nbsp;nbsp;nbsp;FRANCES. Frangoise, Kernilis, par Lesneven
8 nbsp;nbsp;nbsp;LUCAS, Marie, Run Riou, Plouaret . . .
9 nbsp;nbsp;nbsp;POULIQUEN, Jeanne, prés la Gare, Landerneau.
10 nbsp;nbsp;nbsp;QUÉLENNEC, Marie-Yvonne, Landivisiau .
11 nbsp;nbsp;nbsp;Le ROUX, Alexandrine, Lanarvily, Lesneven .
12 nbsp;nbsp;nbsp;De VOLZ, villa Kermorbraz, Quiberon ....
MM.
13 nbsp;nbsp;nbsp;ABGRALL, vioaire, Plounéour-Trsz. ....
14 nbsp;nbsp;nbsp;ABGRALL, abbé, pen.s. St-Joseph, Landivisiau
15 nbsp;nbsp;nbsp;BELLEG, Léon, Croix-Courte, Pleyber-Christ
16 nbsp;nbsp;nbsp;BOUSSARD, Alain, Keridreux, Argol (Finis.)
17 nbsp;nbsp;nbsp;Le BEG, Yves, Rosooraaou, PouUaouën . . .
18 nbsp;nbsp;nbsp;Le BERRE, vicaire, Landivisiau......
19 nbsp;nbsp;nbsp;Le BOULG’H, vicaire è Lanvéoc ......
20 nbsp;nbsp;nbsp;BOCHER, Auguste (Ar Yeodel), Saint-Brieuc
-ocr page 256-21 nbsp;nbsp;nbsp;Le BER, Guiilavime, débitant, Landivisia’j . . .
22 nbsp;nbsp;nbsp;BOTREL, Theodore, chansonnier, Pont-Aven .
23 nbsp;nbsp;nbsp;Le BARS, Goulven, St-Thonan, Landerneau. . .
24 nbsp;nbsp;nbsp;COROLLER (Gvveltaz), Moncontour.....
25 nbsp;nbsp;nbsp;CORRE, Joseph, instituteur libre, Landivisiau .
26 nbsp;nbsp;nbsp;GAPITAINE, Alain, Coatsquirriou, Quérnénéven
27 nbsp;nbsp;nbsp;CADIOU, Yves, sacristain a Congrier (Mayonne)
28 nbsp;nbsp;nbsp;GABIOCTI, Charles, débitant. Roscofi . . .
29 nbsp;nbsp;nbsp;Le CERTEN, J. L.,Combritpar Pont-l’Abbé. .
30 nbsp;nbsp;nbsp;CLERGÉ de Roscoff.........
31 nbsp;nbsp;nbsp;Le GLERG, (Kloareg-Ar-Wern), prof., Guingamp
32 nbsp;nbsp;nbsp;De CARNÉ. (Barz an Arvor), Villa d’Arvor, Paris
33 nbsp;nbsp;nbsp;COQUET, vicaire, Landivisiau......
34 nbsp;nbsp;nbsp;CANSOT, Joseph, Peumerit-Quintin. .nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.
35 nbsp;nbsp;nbsp;CAUREL, Joseph, instituteur libre, Landivisiau
36 nbsp;nbsp;nbsp;DERRIEN, libraire, 52, rue de Siam, Brest .
37 nbsp;nbsp;nbsp;Le DIBERDER, Y'ves, rue Duguay-Trouin, Lorient.
38 nbsp;nbsp;nbsp;EVEN, Francis (Karevro) Tróguier ....
39 nbsp;nbsp;nbsp;ERNAULT, E., prof. Faculté de Poitiers . .
40 nbsp;nbsp;nbsp;FRANCES, Joseph, cons, municipal, Lesneven
42 nbsp;nbsp;nbsp;De la GUICHARDIÈRE, Henry, Quévert par Dinan
45 nbsp;nbsp;nbsp;. GUÉDON, Pierre, Kertreaz-Gwenn, Concarneau 1
46 nbsp;nbsp;nbsp;Le GOFF, Yves, bourg de Pleyben...... 1
47 nbsp;nbsp;nbsp;Le GOFFIG, Charles, 24, rue Beaunier, Paris. .
48 nbsp;nbsp;nbsp;GUYO.MARG’H, Théophile, négooiant, Berrien
49 nbsp;nbsp;nbsp;GESTIN, instituteur libre, Saint-Joseph, Brest
50 nbsp;nbsp;nbsp;GUIVARG’H, Pierre, rue de Landerneau, Land.
51 nbsp;nbsp;nbsp;GODEST, Gustave, marin de commerce. Havre.
52 nbsp;nbsp;nbsp;GOURIOÜ (abbe) instituteur a Crozonnbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.
53 nbsp;nbsp;nbsp;Le GALL, dir. pens. N.-D., Kérinou-Lambézellac
54 nbsp;nbsp;nbsp;GODEST, Julien, Gallac-de-Bretagnenbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.
‘55 nbsp;nbsp;nbsp;HAKIM, E. Ker-Annik, Brignogan (Finistère)
56 nbsp;nbsp;nbsp;HAVARD, JONES, Soham (Angleterre) . . ,
-ocr page 257-57 nbsp;nbsp;nbsp;Le HUEROU-KERIZEL, Plounérin (C.-du-N.) . .
58 nbsp;nbsp;nbsp;HAMON, Louis, négociant en vins, Landivisiau
59 nbsp;nbsp;nbsp;D’ HERBAIS, Kervoasdoue par Lanvollon. . .
60 nbsp;nbsp;nbsp;JAFFRENNOU (Taldir) dir. A’ArBobl, Garhaix
61 nbsp;nbsp;nbsp;JOURAND, recteur de Rospez par Lannion .
62 nbsp;nbsp;nbsp;JESTIN, Francois, Penn-ar-Wern, en Coatméal.
63 nbsp;nbsp;nbsp;JAOüEN, Fgois, chat, de Lesquiffiou, Pleybernbsp;6-i De KERANFLEG’H, G., Milizac par Saint-Renan
65 nbsp;nbsp;nbsp;KERMARREC, Frangois, Pellan, Ploudaniel.
66 nbsp;nbsp;nbsp;KERVELLA, recteur, Guiclan (Finistère). .
67 nbsp;nbsp;nbsp;De KERMÉNÉ, Ronan, Laurenan (G6tes-du-Nordj
68 nbsp;nbsp;nbsp;KERBRAT, Jérome, Pennavern, Irvillac .
69 nbsp;nbsp;nbsp;LICHOU, recteur de Santec par Roscoff . .
70 nbsp;nbsp;nbsp;De LAIGUE. diateau de Bahurel par Redon .
71 nbsp;nbsp;nbsp;LOYANT, Job, 7, rue de Breil, Nantes . .
72 nbsp;nbsp;nbsp;LUCAS, Georges, 69, rue de FHopUal, Lorient
73 nbsp;nbsp;nbsp;Le LEG, vicaire, Plouzévédé .nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;,.....
74 nbsp;nbsp;nbsp;LANNüZEL, Biel, Office Central, Landertieau
75 nbsp;nbsp;nbsp;MAZE (abbé) dir. du pens., Landivisiau . .
76 nbsp;nbsp;nbsp;MAOUT (abbé), vicaire a Gouesnou ....
77 nbsp;nbsp;nbsp;MOÉME. Auguste, dir. d’éc. lib. St-Tbégonnee
78 nbsp;nbsp;nbsp;MOGAER, Pierre, au Pays Breton, Lorient .
79 nbsp;nbsp;nbsp;MASSON, E., professeur au lycée de Pontivy
80 nbsp;nbsp;nbsp;Lenbsp;nbsp;nbsp;nbsp;MAY (Méliaf) recteur de Saint-Aignannbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.
81 nbsp;nbsp;nbsp;Lenbsp;nbsp;nbsp;nbsp;MOAL, Y‘, Coadout, par Guingamp.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;•nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;¦nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;•
82 nbsp;nbsp;nbsp;MELLAG, André, dir. du Pays Breton, Lorient
83 nbsp;nbsp;nbsp;Le MASSON. Andre, Laval Rapides, P. Q- Canada.
84 nbsp;nbsp;nbsp;PAUGAM, Jean-Y'ves, inst. libre, Lorient. .
85 nbsp;nbsp;nbsp;PALLIER, vicaire, lie de Sein, par Audierne
86 nbsp;nbsp;nbsp;PALLIER J.-B., recteur, Kernouès, Lesneven
87 nbsp;nbsp;nbsp;PERROT. vicaire, St-Vougay par Plouzévédé
88 nbsp;nbsp;nbsp;PRIGENT, vicaire, Plouescat......
89 nbsp;nbsp;nbsp;Lenbsp;nbsp;nbsp;nbsp;PAGE, vicaire, Cavan (Cotes-du-Nord)nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;,nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.
90 nbsp;nbsp;nbsp;POULIQUEN, vicaire, Piabennec. .nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;,
91 nbsp;nbsp;nbsp;PICQUENARD, Ch„ adjoint au raaire, Quimper
92 nbsp;nbsp;nbsp;RlOU, J.-M., Star City. Saskatchewan (Canada).
-ocr page 258-Le RUMEUR (Malhaliz) Azay-le-Rideau (I -et L.) Le ROUXl, René, 88, bd Latour-Maubourg, Parisnbsp;RIOU, A.. Aumónier des Bretons, Le Havre.nbsp;RAGUÉNÈS, FranQois, Keromnès, Milizac .
Le ROUX, Pierre, professeur de celtique, Rennes. ROUE, instituteur, Kerniliz par Lesneven .nbsp;SÉGALEN, recteur de Mespaul, St Pol-de Léon.nbsp;SEGONDAT, général, Keranden, Landerneaunbsp;SALAUN, libraire, 7, me St-FranQois, Quimpernbsp;TILLENON. Frangois, Prat Ledan, Saint-Thonannbsp;TILLENON, Yvesnbsp;nbsp;nbsp;nbsp;id.
VALLEE, Kroaz ar Vretoned Saint-Brieuc, VALLEE, Olivier, papeteries, Belle-Isle . . .nbsp;VERINE, Louis, rue Saint-Guénal, Landivisiau.
-ocr page 259-253 —
Setu amari hanoiou an dnd vat o deus bet ar vadelöz da rei harp da skeudenni al Jevr :
An Aot. J.-M. PERROT, en deus roet skeudennou Feiz ha Breiz.
An Aot. J. HAINAUT, eus Skol-Veur an Ijinou-kaer, en deus linennet ar skeudennou-all.
An Aot. BOTREL, en deus paeet klicheda 3 skeuden.
An Aot. JAFFRENNOU, en deus paeet klicheda 3 skeuden. An Aot. Kont de MUN, en deus roet 10 lur evit sikour paeanbsp;klicheda skeudennou.
An demezel Nathalie de V’OLZ....... 10 lur
An Aot. GOROLLER........... 20 real
An Aot. de CARNÉ........... 20 real
AN Aot. Chaloni GUITTÉREL....... 10 lur
An Aot. Abad LE CLERG......... 20 real
An Aot, VALLÉE............ 10 lur
An Aot, FRANCES, eus Lesneven...... 10 lur
An Aot. F. EVEN............ 2 skoed
^ An Aot. SEGALEN, Person Mespaol,..... 8 lur
Trugare d’ezo, en hano Done ha Brciz !
-ocr page 260-— 254
Oberou Klaoda 'r Prat........
D'al Lenner............
Mao Kergarrec...........
Botezig an Aot. Sant Per.......
Nedelek er Skoliou.........
Salaün ar Poll. , . . ,......
Penaos e oe kollet Ker Iz...... .
Paotr-saout Komanna........
Kilhog Betleem..........
Ar bod beuz benniget........
Yann ha Mac’harid.........
Nik ha Seven...........
Foar ar godellou toull........
An daou vartolod........ • •
Bragou kenta Paolig.........
Loden Done............
Ar marc’heg milliget........
Dizoursi.............
Epad an Dispac’h......... .
Moustrerig............
Merc’h ar Bunision.........
Boutouigou ar Werc’hez.......
YannJertud. . nbsp;nbsp;nbsp;•.........
Eun dro e Bro-Wened........
Done r’ ho paëo . . . . ......
Hunvre eur bugel..........
Paner ar marvailhou mu nut......
Ar vam goz Mizer . • ,......
Rakorenerien...........
Madoberourien...........
Taolen..............
-ocr page 261- -ocr page 262- -ocr page 263- -ocr page 264-