-ocr page 1-

Ci.TH ROTMAN

N1J ADENN

an*aotrouSkanvig

'.¦•v5:r.'\-vAiďS

LEVRIOU AR. VUOALE •'Gwa ta RNBREST* 1929

-ocr page 2- -ocr page 3- -ocr page 4- -ocr page 5-



'■•ijl



;W' â– 





-ocr page 6- -ocr page 7-

':S3’.cgt; nbsp;nbsp;nbsp;bTďď’iffnbsp;nbsp;nbsp;nbsp;^

L^evraoueg Q w a 1 a r n

NIJ ADENN

An Aotrou Skanvig

Savet ha skeudennaouet gant

G. TH. ROTMAN

lakaet e brezoneg

gant

Y. DREZEN

Kenta Mouladur Moulerez, Straed ar C’hastellnbsp;Brest J929

d«r RijksurdverEiiell t» Ütrücki

-ocr page 8- -ocr page 9-

Setu aman, va lennerieii yaouank, skeudenn au Aotrou Skanvig; ganet hag o chom e bro-HoUand,nbsp;peil du-bont. Gantan eo a e’hoarvezas au troiounbsp;souezus a zo displeget er pajermou da beul. Ha n’eonbsp;ket gevier ez int : ar wirionez penn-da-benn, nenbsp;lavaran ket. Kontet int bet d’in gant an Ao. Skan-vig e-nnan.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;'

5

-ocr page 10-

An Ao. Skanvig ne golle ket eur munud. Ker-kent ha m’en doa amzer e pigne d’ar c’hrignol da labourat. Bec’h a oa war e spared, m’hel la varnbsp;d’eoc’h, ha ne c’helle ket dien tostaat outan. Bepnbsp;noz, goude koan, ez ae da veva e-touez levriou, kel-c’hierou, reolennou ha skoueriou, o tenna mogednbsp;diouz nouspet kornad butun, hag oc’h eva nouspetnbsp;tasad kafe. Petra ’ta edo o Mask?

6

-ocr page 11-

'An Ao. Skafivig a oa o kavout eim dra neyez.

— Gwelit! emezan. Beza ’z eua listri war vor, lia kirri war an douar. Perak ne vefe ket kirri penbsp;listr;! o nijal riez en oabl ?

Ha p en devoe klasket ha diglasket e-pad meur a sizun, e lavaras, evel egile: « Enreka! Kavet emnbsp;»eus! ))

Prena a reas eur bem bras a wialennou, hag, e traon e liorz, pell diouz lagad an dud, e labouras.

^ 7 —-

-ocr page 12-

Hag eun deiz, e voe ar benveg war e dreidl Yaf war e dreid: rak, oaspena ar vins-tro, ar stur, annbsp;eskell, ar skingomzerez, e oa bet lakaet d’ezannbsp;pevar zroad war winterell, da diellont douaranbsp;flourik hag hep terri netra.

LucliskeiideDiiet e voe an Ao. Skaflvig e-kichert e ardivink, hag an holl gelaouennou a Toulas alnbsp;lucTiskeudenn, gant ar geriou-man: « Skanvig, tadnbsp;gomziek-menrbet ar marcTi-nijer, »nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;^

8

-ocr page 13-

Deiz an taol-esa a voe eun devez bras. An Ao. Skanvig a gargas gant aezenn-devi diabarz ar Pegasus — ano an nijerez nevez. — Goude-se, e galonnbsp;o vont bikan. e lakaas ar c’heflusker da drei, hagnbsp;ez azezas e-tal ar rod-stur. Ha, setu, goude sachanbsp;ha tenna ha tripal eur pennad, ar Pegasus o ti-brada hag o nijal kuit evel eul labous, dirak genounbsp;digor bras ar sellerien.

Ar marcTi-nijer a reas eun droig a-zioc’h ker,. en eur vragal, hag a ziskennas.

9

-ocr page 14-

— nbsp;nbsp;nbsp;Va gwreg ! va gwi^g ! eme an Ao. Skanvig,nbsp;laouen ken na vesteodJe. Ez an da ober tro ar bed !nbsp;Deus ganin gant Ifig !

— nbsp;nbsp;nbsp;A nann, avat! a respontas an It. Skanvig, Kenbsp;din ket da derri va divesker er seurt tamm traou !

— nbsp;nbsp;nbsp;Ma ! ma ! eme an Ao. Skanvig. Ifig, neuze, anbsp;zegaso gantan, ma kaď^ e gamalad Lom. i

Ifig a redas raktal da di Lom :

— nbsp;nbsp;nbsp;Lom, emezan, war an ton bras, en eur sevelnbsp;e zivrec’h, deus ganimp da nijal !

10

-ocr page 15-

Gwisket e voe d’ar baotred pep a wiskaibant nijer. Staget e voe war dalier Pegasus daou bakadnbsp;pounner: peadra da zebri, evel just; bag hep kollnbsp;Tuuioc’h a amzer, an nijerien a lavaras d’o zud eurnbsp;c’benavo kalonek.

— nbsp;nbsp;nbsp;Skanvig, erne tad Lom, taolit evez bras war

va mab. nbsp;nbsp;nbsp;!

- nbsp;nbsp;nbsp;- M’hen tou ! bezit dinec’h ! erne an Ao. Skan-wig. Hag i kuit.

11

-ocr page 16-

Sevel a reas ar Pegasus, e-kreiz trouz ha moged,. ha nijal a reas a-zioc’h au toennou. An holl dudnbsp;a oa deuet er-maez da welout. Ifig ha Lom anbsp;youclie gant ar hlijadur. Bet e oant gwechall enbsp;heg tour au iliz, hogen, breman, ez en em gaventnbsp;uhel, uhel-meurbet a-us d’an tiez ! Am dud, ennbsp;iraoh, a oa bihan, bihan evel logod.

12

-ocr page 17-

An 'Ao. Skanvig en doa enaouet e gom butnn hag a denne moged evel eur siminal. Fouge a oanbsp;ennan, na petra ’ta! Hep dale, e voe lakaet pennnbsp;war an dremmwel, en kent war-du ar broiou peil.

— nbsp;nbsp;nbsp;Tad, eme Ifig, a oa azezet a-drenv, da belecTinbsp;emaomp o vont ?

— nbsp;nbsp;nbsp;Te a welo, va mab, eme an Ao. Skanvig. Gor-toz bag e web.

-ocr page 18-

Tremen a reas hon nijerien a-zioc’h tachennou, foenneier, tosennou, koadou, keriadennou, hag iveznbsp;a-zioc’h eur gęr vras.

— nbsp;nbsp;nbsp;Rotterdam; eme an Ao. Skahvig d’an daounbsp;grennard.

Gwelout a re jont an daou bikol pont war ar Maas, tour koz teo eun iliz, an hentou-nouam a yanbsp;dre borz brudet Holland, ha meur a dra all.

— nbsp;nbsp;nbsp;Ha brao eo ar bed, pa vez gwelet a-bell, emenbsp;an Ao. Skanvig,

14

-ocr page 19-

Ar Pegasus a droas war-du ar gwalam, a nijas a-us da bradou, gwaziou-dour, milinou, bag a ze-gouezas e Sche veuingen, e-tal ar mor.

— Deomp da zebri eun tamm bermak aze war an aod gwenn, eme an Ao. Skanvig. Goude ez aimpnbsp;da Vro-Saoz.

Teurel a reas an eor. Heman, avat, ne gave dalc’b ebet en traez blot, bag ar Pegasus, kasetnbsp;gant an avel, a stleje an eor war e lerc^b, o labaatnbsp;an dud da dec’bout, ba gant strafuilb.

15

-ocr page 20-

Diskermet e oa Pegasus izel, izel a-us d’an aod. D’an ampoent, edo an Ao. Locliore azezet en e ga-dor-deltek e broenn, o lenn eul levr dudius. Dira-zan, en eur gador-deltek henvel ouz e hini, e vereTinbsp;a rae kousk ae. Luskellet m’edont ouspenn gantnbsp;tonigenn ar mor, an aotrou hag an dimezell Lo-ckore ne glevent na ne welent sisenrt.

16

-ocr page 21-

Pa grogas truimn eor ar Pegasus e kador an -dimezell Lochore ! Setu houman dibradet, kadornbsp;bag all, evel eur blouzenn. Ar plac’h yaouanfcnbsp;paour, dibunet kerkent, a stagas da grial forz benbsp;bubez ba da zifreta. Safron ar c’beflusker, avat,nbsp;ba cbolorl ar mor a vire ouz an Ao. Skanvig danbsp;glerout galvou truezus an dimezell Locbore.

17

-ocr page 22-

Gwasoc’h a se, an Ao, Skanvig, pa voe anat d’ezan n’oa ket evit donara eno, a savas adarrenbsp;evit klask enn dachenn dereatoc’h. Ar gouronkerien,nbsp;pennfollet, a rede, a zispac’he, a youcTie. Eurnbsp;gward-ker a c’houeze en e c’houitell, ken na oanbsp;deuet ruz diskouam hag all. Da sutal I An Ao.nbsp;Skanvig ne gleve netra hag a gendalcTie da drei.

18

-ocr page 23-

Ax gward-kęr, neuze, a deimas tennou revolver da laez, hag a sachas, en doare-se, evez an nijerien.

— Diskennit. en ano al lezenn! pe e rin bnizu-nou ganeoc’h! a y one’has paotr an urz.

An Ao. SkaSvig, mantret, a droe hag a zistroe e stur evit gallout chom a-sav. Diskenn a reas,nbsp;eur weeh c’hoaz, ken izel, ma soubas en dour-mornbsp;ar gador hag an dimezell Lochote.

19

-ocr page 24-

Sailha a reas an holl war gorden an eor, ha da sacha, ma ouient ober, evit tenna ar gadior bag annbsp;dimezell war an aod. Semplet e oa an dimezeU Lo-cbore. E-pad m’edod war, be zro, ar gward-kęr ennbsp;doa tennet e gaier, bag e oa o vont da ober eurnbsp;skrid-kastiz d’ar paour kaez Ao. Skanvig.

20

-ocr page 25-

pz

Hemafi, aviat, a reas ar bouzar bag an dall.

— Tra, tra ! emezafi, düspignet em eus are’bant a-wale’b gant va nijerez; ne feil ket d’in koU ranbsp;gwenneien e mizou all !

Hag e roas tiz d’an nijerez evit tec’bont. Ken buan edo tec’bet, zoken, ml’en doa disonjet sevelnbsp;an eor. An tamm tra divalo-se a gendalc’bas danbsp;vransellat diudan ar Pegasus.

21

-ocr page 26-

Dirak an ti-debri, e penn ar chaoser-bali, edo cur cTianer alaman, en e sav war enn daol, o kananbsp;gant e gitar. An Ao. Emil Pabor an hini oa; deuetnbsp;e oa diouz e vro clienidik da gana en doa biraeznbsp;d’ezi. Enn dudi bag enn drugarl e oa e glevout onbsp;tistaga gant eur vouez o krena :

Na karout a rafen distrei da di va mamm, Hag adkavout va zud, e bro va zad...

22

-ocr page 27-

N’oa ket ar sonenn gaer-se pignet gwall-uhel en oabl glas tommlieoliet, pa ’n em gavas ar cTianernbsp;difijammet diwax an daol, bag o sevel, ben ivez,nbsp;davet an nenv. Skourret e oa bet, brao-bras, gantnbsp;skilfou an eor, ba, breman, e tifrete an den paournbsp;a-ziocTi ar mor garo. N’oa ket en e vutun, a-dra-sirr, bag, ouspenn, n’eo ket war-du e « vro » eznbsp;ae ar Pegasus, war an tu all, ne lavaran ket.

23

-ocr page 28-

Pabor, a\^at, ne goUe ket buan e skiant. Azeza a reas, ar gwellocTiika ma c’hellas, war an eor, hagnbsp;en em staga start gant e vrikolou. Drant evel eunnbsp;eostig, e laoskas enr ganaouenn, hag he divije plijetnbsp;da skouam an Ao. Skanvig, ma ne vije ket betnbsp;heman bouzaret gant an trouz.

24

-ocr page 29-

Ar c’haner paour, evelato, a oa divalo e stad-Pignat ha diskenn a rae ar Pegasus, diouz ma troe e peim ar sturier, ha souhet e veze Pabor, eurnbsp;wech au amzer, eu dour-mor. Nemet, gwechou all,nbsp;p’en em gave uhel, e wele peil, peil en-dro d’ezaS,nbsp;hag e louke aer vat kemeut ha ma kare.

25

-ocr page 30-

A-beiin eur pennad, ez en em gavjont gant eul lestr oc’li ober bent evelto etrezek Bro-Saoz, bagnbsp;o teurel moged du dre e siminalou.

— Deomp, va bugale, eme an Ao. Skanvig, da saludi al lestr !

Hag ar Pegasus o trei diwar e bent evit mont da ober e loen farp a-ziocli ar vag.

26

-ocr page 31-

Youc’hal a rae ar vartoloded: « Hurra! hurra! » An Ao. Pah or; avat, a oa nec’het an tanim anezan,nbsp;ha ne youc’he ket: « Hurra! » Gleb-par-teil edo,nbsp;ha, breman, e vranselle’ e-harz ar nioged a savenbsp;puilh diouz ar siminalou. Tud al lestr, sehezet-mik,nbsp;e gemeras evit eur spontailh. Suilhet evel eun an-duilhenn, henvel e oa ouz eur morian.

27

-ocr page 32-

Eun nebeiit eiiriou goude, e teuas a-wel teven-nou Bro-Saoz.

— Sellit ! a youc’has an Ao. Skanvig, setu ker-reg kleiz gwenn Dover, o lugemi en heol !

Nijal a rejont a-zioc’h an torgennou glas koant, hag e tostajont onz eur vourc’Mg saoz. Lanamat anbsp;nae kalon an Ao. Pabor : c’boant bras en doa danbsp;ziskenn.

-ocr page 33-

Lonket en doa dour sail, ken na oa tanet e c’hour-lanchenn, ha mail a oa gantan eva eur mell banne limonadez. Sellout a reas, gant daoulaghd dispour-bellet, ouz unan eus tiez kenta ar vourc’h, a oanbsp;skrivet warnah, gant lizerennou teo: « Inn », danbsp;lavarout eo: « Ostaleri. »

29

-ocr page 34-

Nemet ar Pegasus, ’m eus aon, u’en doa c’hoant ebet douara. Kendalcli a rae da vont. An Ao. Pa-bor, neuze, ne varc’batas ket.

— Breman pe viken ! emezan, bag e krogas a dro-vriad en eur gleuzeur-straed. Eor ar Pegasusnbsp;a grogas ivez er gleuzeur-straed, bag bouman anbsp;blegas dindan ar becTi, evel eur gorzenn.

30

-ocr page 35-

... Hop ! Sammet e voe diwar au douar. Very well, marc’hadour pebr, bolen, butun lia mezer,nbsp;oa, dres d’ar mare, oc’h ayeli e beBB war drnbsp;zor. Pa welas ar gleuzeur-straed o vontnbsp;eas e wad da zour, gant ar sofij e c belle beza lanbsp;ret erna dra beimak diwar roue Bro-Saoz. Verywenbsp;a züammas bag a grogas enni ivez.

31

-ocr page 36-

% l,\ / •»

1.

Bras a-walc’h e oa ar Pegasus da herzel ouz ar samm, krenv a-walc’h, ne lavaran ket. Chom a reasnbsp;a-sav. Koueza a reas, eta, holl bouez ar gleuzeur-straed war ziskoaz Very well. Heman, kennebeut,nbsp;ne voe ket krenv a-walc’b da berzel. Diskregi anbsp;reas, bag ar gleuzeur-straed a yeas da skei eunnbsp;diael a daol ouz penn... ar gward-kęr Tommynbsp;Johniged.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;,

32

-ocr page 37-

.1-

Terri a reas gwerennou ar gleuzeur-straed war dokam ar gward-kęr, liag e beun a sankas el Ie-tem. E keit-se, e oa aet kuit adarre ar Pegasus.nbsp;Pa ne ziskroge nag ar Pabor nag au eor, ar paournbsp;kaez Touuuy a voe sachet ganto, hag a rankasnbsp;redek ar uauia ma c’hellas, gant aon beza dic’hou-zouget. Eu eur vont e-biou, e kasas d’e heul karrnbsp;bihan eur varc’hadourez pesked. Ar vaouez anbsp;hopas: « Harz al laer! » hag a stagas da redek ivez.

33

-ocr page 38-


En eim taol trunun, e tistagas al letern. Plomn...! A! va Done! Tommy a gonezas war e benn a-drenv.nbsp;Ar varc’hadourez pesked a ruilhas dindan he c’harrnbsp;bihan, hag ar pesked, yen ha lihous, a zizacTiasnbsp;war he dhemm. Skrija a reas ar vaouez paour panbsp;santas lostouigou ar garliz hag ar brizili oc’h obernbsp;allazig d’ezi en he gouzoug.

34

-ocr page 39-

•Wj

'j


llquot;

Ar Pegasus, avat, u'oa ket echu gant e droiou fall. An eor, skafivaet diouz samm ar gleuzeur-straed, Yerywell, ar gward-kęr Tommy, ar var-cliadourez pesked liag lie c’liarr bikan, a savas, anbsp;savas, bag a yeas da skei dres e-kreiz preuestr annbsp;Ao, Botez-rez, marc’badour boteierder. Ar gwer anbsp;dorras gant cholori, hag...

35

-ocr page 40- -ocr page 41-

Tfir

I’a dec’has ar boiiltrenn raz gant an avel, e voe gwelet an Ao. Botez-rez hag e bried, azezet ouznbsp;^sol, sabatnet-krenn ha spontet-maro, o tispoiir-hella ouz an dismantr. An darvoud a oa degouezet,nbsp;hep kas ens e gelou, ha n’en doa ket bet amzernbsp;zoken an Ao. Botez-rez da zispega diouz ar gaze-

tenn edo o lenn.

37

-ocr page 42-

An Ao. Erml Pabor en em skrabe hag en em (laiiaske, rak blonset mat e oa bet. Ar Pegasus,nbsp;hen, dichal-kaer eus an drong a rae — pa ne ouienbsp;ket! — a nije davet London. Hep dale, en em ga-vas a-zioc'h kęrbenn bro ar Saozon.

Na pebez kęr vras! Tiez, tiez dre-holl! hag atao tiez, keit ha ma c’helled tizout gant ar sell! Gwe-lout a re jont dindano Iliz-Veur Sant-Paol, hag arnbsp;stęr Taouez, o skedi etre ponton riverus.

38

-ocr page 43-

'En diwez, ez en em gavas eun daclienn dereat lt;ia zonara. Ar Pegasus a nijas izel adarre. Gwaznbsp;a se evit Emil baour. Stlapet e voe, gwech ouz eurnbsp;siminal, ha herkent goude, ouz eur prenestr — manbsp;torre ar gwer adarre! — Gwechou all, e veze ruzetnbsp;War vein an hent bras, pe lakaet da gaout... hillignbsp;war spern ar e’hleuziou.

39

-ocr page 44-

Neuze, e tiskemias ar Pegasus flourik-flour war ar geot, dirak Palez ar Gannaded, end-eeun. Digornbsp;e chomas genou an Ao. Skanvig hag an daou baotr,nbsp;pa weljont ar Pabor reuzeudik, stag ouz an eor,nbsp;ha leiz e gorf a boultreun, a huzil, a grabisaden-nou, a vosou bag a vloüsou. An Ao. Pabor a oanbsp;eur sacTiad drong ennan, hogen sioulaat a reasnbsp;hnan, pa voe pedet da zebri gant an nijerien, hanbsp;touet d’ezan e vije kaset en-dro da Alamagn.

40

-ocr page 45-

— Mat an traou, neuze, eme Emil. Azeza a rejont o-fevar war al leton blot, ha koaniet a voenbsp;kalonek gant piz bihan astommet ha sar*din hili-ruz. D’an noz, ez eas an Ao. Emil d’en em walcTiinbsp;er ster Taouez. Goude-se, ez eas an holl da cTiour-vez da gousket dindan heol ar bleizi, gant geot danbsp;linserion ha peb a vaen da bennwele.


41

-ocr page 46-

A-bred d’ar mintin, e voe ar pevar abostol wa» vale. Au Ao. Skanvig a lavaras:

— Kenavo, Bro-Saoz! Emaomp o vont da Ala-ma gn !

Lakaet a, voe an Ao. Emil Pabor war an adrenv gant ar pakadou: « Aman emaoun barrek! » eme-zan. Ken laouen edo o tistrei d’e vro ma kemerasnbsp;e gitar, bag e stagas da gana evel eur pabor ma pa.

42

-ocr page 47-

An distro, avat, a droas da fall. Tarza a reas eun ame ruz, gant glao, lia kurim, hag avel hanbsp;luc’hed, e-kreiz Mor an Hantemoz. Kaer a voenbsp;ober evit chom war an hent eeun, ar Pegasus, e-lecTi sent! ouz ar stur, a yeas a denn-askell war-du broiou an Traon.

-ocr page 48-

Me a lavar d’eoc’h e skoe kalon an Ao. Skanvig ken krenv hag e geflusker.

En diwez, e teuas eur sklaeraenn; tevel a reas an ame, tec’hont a reas ar c’houmoul, hag an nije-rien a welas dindano eur gompezenn gras, goloetnbsp;a draez, gant eur halmezenn c’hlas bennak amannbsp;hag a-hont,

— 'M eus aon ez eo Afrika! eme an Ao. Skanvig, pe, marteze, enn enezenn didud.

44

-ocr page 49-

Ar Pegasus a ziskennas war an traez. Mont a reas an Ao. Skanvig, gant Lom hag Ifig, da weloutnbsp;penaos e oa kont gant ar vro. Ar c’haner Emü anbsp;chomas da ziwall ar marc’h-nijer.

— nbsp;nbsp;nbsp;Satordallik! Poaza a ra lieoi Afrika! a hua-nadas an tri faotr. Di wiska a re jont o dilhad nije-rien, hag ober peh a dog gant o mouchoner.

— nbsp;nbsp;nbsp;Sell ’ta du-hont! eme Lom, setu eun dorgenn!

45

-ocr page 50-

An dorgenn^ eun durmnellig kentoc’h, a oa e dislieol — ma c’heller lavarout, — diou wezennnbsp;koko.

— An dra-man a zo, hep mar, eur hern taouarc’h, erne an Ao. Skanvig, pa voent azezet war an duru-mellad... douar gwak.

A-hend-all, gwelloc’h e kavent heza azezet eno eget war an traez tonun-hero-ruz. Tfig a gouskasnbsp;dioustu. An Ao. Skanvig a vije bet en e vutnn iveznbsp;m’en dije gallet souba e vnzellou e dour fresk eurnbsp;graonenn koko. Nemet, e gwirionez, re uhel e oanbsp;ar c’hraon e beg ar gwez!

46

-ocr page 51-

Bomn! del da graonenn! ev bremafi..! Eur mell frouezenn, re azo emichans, a oa Kouezet, di-war lein eur wezenn, dres war beun an Ao. Skanvig.

— O! evelato! a youc’has an Ao. Skanvig, feuket ba strafuilbet, war eun dro, bag o tispac’ba treidnbsp;ba daouam. -Met... met... petra a c’boarvez'?

-ocr page 52-

An dorgennig, evel ma vije bet be jet gant eur c’bren-douar, be doa graet eul lamm truimn, a oanbsp;savet bag... a rede knit !

An dorgenn a oa eun olifant, dihunet gant an Ao. Skanvig, p’edo en e wella kousk ae.

Koueza a reas Ifig war an traez. Lorn, avat, bag an Ao. Skanvig a dec’be d’ar piltiot war gein alnbsp;loen bras-spontus.

48

-ocr page 53-

Edo an Ao. Pabor, azezet en e blijadur dindan askell ar Pegasus. Ma voe sabatuet krenn, pa we-las o vont e-biou, ha tiz warno, an olifant hag honnbsp;daou aotrou.

— nbsp;nbsp;nbsp;Chom aze! ho! ho!

An olifant, na petra ’ta! na ne glevas na ne sentas.

— nbsp;nbsp;nbsp;Ma n’eo ket eur vez, a lenvas ar clianer, lezelnbsp;eur paour kaez den e-unan e-kreiz ar gouelecTi!

49

-ocr page 54-

E-pad m’edo o vaga sofijou du, e tegouezas Ifig, o ruza e dreid, o ouela, hag o rufla. Displega a reasnbsp;d’an Ao. Pabor an dan*oud en e hed.

Diskenn a reas an abardaez. Kollet o daou, e doim eur vro ouez, azeza a rejont tostik-tost an eilnbsp;ouz egile, bag an Ao. Pabor a lakaas ar skingom-zerez da vont en-dro. Selaou a rejont gant melkoninbsp;an toniou bag ar soniou a zeue daveto, a-dreuz annbsp;oabl, eus ar broio'n pella.

— 50 —

-ocr page 55-

Setu, avat^ eun diskan. Eur j^ouc’laadenn spou-roniis a dorra.s peoc’h an noz.

— Al leon^d! a c’hannas Emil. klogeu, ne gollas ket e benn. Ne voe ket peil o tivinsa treid-war-Avin-terell ar Pegasns, liag ouz o staga dindan e votou-Ier. Ifig a reas eveltan. Poent e oa! Rak...

rA

-ocr page 56-

... diouz a-drenv ar Pegasus, e sailhas eur pikol lean gouez. Ifig hag Emil a reas eur pez lamm gantnbsp;ar spout, eul lamm bras souezus, en abeg d’o botou-war-winterell, hag a yeas evel-se diwar-dro skilfounbsp;roue an anevaled.

52

-ocr page 57-

Eun estlamm e oa gwelout an daou baotr ocli ober o lammou — evel laboused, end-eeun! —nbsp;ha tec’hout ma ouient ober! Ha pa ziskenne unau,nbsp;e pigne egile d’an nec’h. Al leon, avat, en doa pevarnbsp;fao, bag a c’houneze wamo. Trenka a rae ar geus-teurenn.

53

-ocr page 58-

Bniii a gleve dija e eskem a trasKa e geel al leon, pa reas eun taol-ijin. Kemer a reas e gitar,nbsp;hag e krogas da gana, flourik da genta, krenvocTi-krenv goude, gant eur vouez dudius:

A ! n'am eus droug ehet ouzit,

Droug ehet ne rin d'il.

Kana a rae ken kalonek, ken c’houek a sklintine kerdin e gitar, ma chomas al leon en e sav-souim,nbsp;barnet ha donvaet, ha ma redas daelon puilh diouznbsp;e zaoulad. Teneraet e galon, va bugale vat!

54

-ocr page 59-

Hogen, setu ar gwasa. Ken brao ha ken krenv e oa mouez an Ao. Pabor, ma voe klevet gant hollnbsp;leoned ar gouelec’h. Deredek a re jont a bep tu evitnbsp;kaout o lod kanaouennou. Darbet a voe da Lomnbsp;sempla gant''ar spont; krena a rae war e winterel-lou. Keuze, evit en em galonekaat, e stagas da ga-na gant an Ao. Emil. Hag holl leoned ar gouelecTinbsp;a ouele dourek gant an deneridigez.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;_

55

-ocr page 60-

N’oant ket evit chom eno da viken; n’oant ket, kennebeut, evit paouez da gana, rak al leoned onbsp;dije graet o stal dezo, ha buan. Neuze, hep ehananbsp;da gana, ez eas Emil ha Lom en hent, a lanunounbsp;bras, gant, war o seuliou, an boll leoned dizrouk,nbsp;ha d:’ant, ha sentus evel toradou chas bihan.

56 -

-ocr page 61-

Lezomp Emil hag Ifig gant o lammou hag o leo-iieQ, ha gwelomp da helec’h eo aet an Ao. Skan-vig ha Lorn, war gein an olifant. An olifant a oa Fri-Tougn e ano, ha n’oa den all e berc’henn nemetnbsp;Jibi-Doulig, roue Dudupok. Fri Tougn, laouen-ran, a oa redet vfar-eeun da Ziouerazour, kęrbennnbsp;ar rouantelez E c’hellit kredi e voe graet d’ezannbsp;enn degemer eus an dibab.

57

-ocr page 62-

'Kaset a voe raktal an daou brizonlad dirak ar roue. E Veurded Jibi-Doulig a vousc’hoarzas d’ezonbsp;leiz e c’henou, bag a lavaras:

— Arroua! chouia! barka!

An Ao. Skanvig ha Lom n’ententent grik ebet e yez ar vorianed. Hogen, ne c’hortozent netra vatnbsp;diouz sellou lontek ar roue. Tremen a rae e zaounbsp;zoum war e gof, bag e deod war e vuzell, en eunnbsp;doare divalo... Brrr..!

58

-ocr page 63-

Ar roue a savas e zourn. Lom a voe tapet, liam-met ha sammet kuit. Re dreut e oa, moarvat, ha kaset a voe da larda. Au Ao. Skanvig, hen, a voenbsp;tennet e zilhad digantan ha gwisket d’ezan eurnbsp;vrozig e deliou pahnez, heuvel ouz hlni ar voria-ned. Nasket e voe dre e c’houzoug, ha sachet er-maez a daoliou goaf en e gostezeunou, evel eunnbsp;ejen.


59

-ocr page 64-

I:


I.'

Sachet ha bouiitet evel-se, en em gavas hep dale e-kreiz al leur-ger. Prientet e oa bet eno eur peznbsp;ardi\Tiik: eur mell pod-houam a-ispilh ouz trinbsp;feul. Ar pod-houarn a oa leuu a zour. Raukout anbsp;reas an Ao. Skanvig pignat e-barz. Ar re zu a ena-ouas tan bras dindan ar pod. Ya! bugale baourlnbsp;edont o vont da boaza an Ao. Skanvig, evit hennbsp;debri...

if-

Hor mignon reuzeudik n’en doa mui a fizians nemet en eur burzud a-berz an Aotrou Done.

60 -

-ocr page 65-

Pa oa an dour o vont da virvi, avat, setu ma skrijas kęr gant eur youc’liadenn.

— Al leoned ! al leoned !

Ar vorianed gouez a dec’has a bep tu. Gwir e oa: edo an Ao Emil hag Ifig o tegouezout, gant annbsp;holl leoned war o lerc’h, ha dres d’an ampoent evitnbsp;savetei an Ao. Skanvig. Ne chomas ket hemannbsp;da yari er pod, kredit start.


— 61 —

-ocr page 66-

Lenva a reas an tri nijer gant al levenez oc’h en em gavout yac'h ha dibistik, goude beza bet kennbsp;ankeniet. E keit-se, e c’hoarie al leoned mont war-lerc’b an dud du.

An Ao. Skanvig a vriate e vab war e vrucbed bag a starde kalonek dourn an Ao. Pabor, pa ves-teodas en eur ziskouez lochenn ar roue:

— nbsp;nbsp;nbsp;Aze..! el locbenn vras... Lorn!

Kerkent, e tennas Emil eur son eus e gitar. Al leoned a zeredas.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;(

— nbsp;nbsp;nbsp;Bec’b d’ezi ! a-raok ! a hopas Emil, da lochnbsp;ar roue !

62

-ocr page 67-

Ar roue Jibi-Doulig a oa mil-bell e sofij diouz an darvoud a dostae. Gwisket en doa dilhad an Ao.nbsp;Skanvig. Azezet war e gador-roue, e selaoue, reutnbsp;gant al lorc’h, meuleudiou an dud e karg bag enbsp;amezeien.

Pa darzas ar youc’hadennou fuloret, ba tri pe bevar leon euzus o sailba en ti !

63

-ocr page 68-

A, tudou ! m’ho pije gwelet penn Jibi-Doulig paour! Sevel a reas sounn dhvar e gador, ba, d’annbsp;daoulamm, e tifretas etrezek ar goaelec’h, gantnbsp;Emil bag al leoned war e roudou. Dispar edo arnbsp;roue da redek. Kaer en devoe, avat, al leoned anbsp;redas buanoc’h egetan, hag e sardaas iman anezonbsp;e skilfou e traon e vnagou.

64

-ocr page 69-

E keit-se e oa bet kavet Lom gaut au Ao. Skan-vig. Staget e oa ar c’hrennard' paour en eur c’hogn ouz eur peul gant chadennou teo kadranaset. Anbsp;drugarez Doue, edo an alc’houez a-ispilb ouz arnbsp;«peurenn e-kichen an nor. An Ao. Skanvig, hepnbsp;koU amzer, a zichadennas ar prizoniad biban. Malinbsp;bras e oa: aet edo skuiz-maro, ha ne rae nemetnbsp;krena.

65

-ocr page 70-

Hag E Veurded Jibi-Doulig'? Lazet, draibiet, defer et/emichails. A gred d’eoc’li? An Ao. Emil a oa eun den e galon dener. Truez en devoe ouz ar ronenbsp;diskaret hag e roas urz d’al leoned da zisikreginbsp;dioutan. A1 leoned a sentas, en eur finvlostal. Emil,,nbsp;evit siella ar peocli, a vac’has gant e gitar war frinbsp;du ar roue. Hag an holl, stad enno, a zeuas warnbsp;o c’hiz da Ziouerazour.

66

-ocr page 71-

Jibi-Doulig a dride kement an tainin anezan gant ar joa d’e vuliez/ina pokas d’an lioll dud. Rei a reasnbsp;en-dro e zilhad d’an Ao. Skafivig, liag e tiskoue-zas e c’henoU; en enr lavarout:

— Oi ! skrign, skrangn, skrongn ! hagn, hagn ar pez a dalveze: Me ho ped da goania ganin.

Lakaet e voe e-tal dor al lock enr pikol kaoter, leun a yer rostet. An holl gwitibunan, liep loa nanbsp;fourchetez, a sankas o dent er c’Mg, hervez giznbsp;morianed Dudupok.

Goude koan. an aotrounez a voe kaset gant eur mevel du leun a zoujans betek korn ar bem plouz,nbsp;da gousket.

_ 67

-ocr page 72-

A-bred d’ar mintin, antronoz, e voe sternet an olifant Fri-Tougn, da lavarout eo e voe stagetnbsp;trjeid ar Pegasus ouz e lost. An Ao. Skanvig, annbsp;Ao. Enail hag an daou grennard a grapas war enbsp;gein, ha kuit: « Hu! hu! » d’ar gouelec’h da glasknbsp;ar Pegasus. E Veurded Jibi-Doulig a zeue da heul,nbsp;a c’haoliad war e struskafival Plunv-Rodellek, hagnbsp;al leoned ivez, o kerzout daou ha daou, evel tud annbsp;cured.

68

-ocr page 73-

A-benn eur penn-devez bent a-dreuz ar goue-lec’b, ez ernijont e-tal ar Pegasus. Lakaet e voe d’ezan en-dro e dreid-war-wiuterell, ober a reasnbsp;teuf-teiif eur wech c’lioaz, hag e tibradas gant arnbsp;gompagnunez, dirak sellou sabatuet-mik al leoned.nbsp;Ar roue Jibi-Doulig a voe lakaet, ar wech-man,nbsp;war ar pakadou. Pri-Tougn ha Plunv-Eodellek anbsp;zistroas, prim hag hernis, da Ziouerazour.

69


-ocr page 74-

Diskenn a reas ar Pegasus e Diouerazour, dirak palez ar roue du. An Ao. Skanvig a roas neuze eunnbsp;tammig kercli d’e vai^c’li, pe, ma kavit gwelloc’h,nbsp;eur bidonad eoul bennak. Lavarout a reas, en eurnbsp;skrabat e benn:

— He! he! ret eo arboelli!

He chomé mui nemet daou vidonad eoul-benzin, hag e oa c’hoaz ar Mor Kreizdouarel da dreiza!

Lavaret e voe kenavo an distro d’ar re zu, hag ar Pegasus, stignet e ziouaskell, a sailhas eeun davetnbsp;an Hantemoz,

70

-ocr page 75-

N’oa ket ar vro dudius dreist. Traez, traez, traez atao! Eur week bennak, e weljont eun beuliad kan-valed o kerzout goustad dindano. Goude, e teuas arnbsp;gouelec’h da veza torgennek, Pelloc’h, e voe mene-ziou en dremmwel, ba Lom a bopas:

— Oi! eur gęr!

Ya! edo ar Pegasus o tostaat ouz eur gęr. ĎTa pebez kęr iskis, avat!

71

-ocr page 76-

Plava a rejoDt a-us d’ar gęr, ha ne wel jont nemet mogeriou freu55et, postou torre.t, hag atredou. Nanbsp;ld, na kaz, avat, nag eun ene, neblec’li.

— nbsp;nbsp;nbsp;N’oan ket faziet, eme an Ao. Skanvig, — desketnbsp;mat e oa hor mlgnon. — Emaomp dirak dismantrounbsp;roman.

Displega a reas penaos o doa ar Romaned gwe-chall gounezet broiou niverus. Denet e oant zoken betek gouelec’hiou Afrika, ha savet o doa eno kęriounbsp;hag azenldiou

— nbsp;nbsp;nbsp;Ar gęr-man he deus d’an nebeuta 2.000 vloaz,

emezan. nbsp;nbsp;nbsp;;

72

-ocr page 77-

o veza m’edo erru tost au abardaez, hor pevar aotrou a gavas grad tremen an noz er gęr varo-se.nbsp;Diskenn a reas ar Pegasus, ha graet e voe ar geus-teurenn war eun durumellig, ouz harp unan eus arnbsp;mogeriou koz-:douar. Kerkent goude, en noz di-drouz, e nije davet oahl Afrika, kanaouenn sklintinnbsp;ar pevar c’housker o roe’hal e peoc’h o ene.

73

-ocr page 78-

Dihunet e voent, da c’houlou-deiz, gant eim trouz beimak. Eun Arab ,a oa dirazo, gant enbsp;zivrec’h kroaziet war e vruched, bag oc’b obernbsp;stouigou begarat.

— nbsp;nbsp;nbsp;Salam Aleikoum! emezan war an ton bras.

— nbsp;nbsp;nbsp;Bone bo pinnigo, va den mat! a respontas annbsp;Ao. Skanvig. Pbjadur a ra d’in ober anaoudegeznbsp;ganeoc’b.

— nbsp;nbsp;nbsp;Do you speak English? a gendalc’bas egile.

74

-ocr page 79-

— Evel just! erne an Ao. Skanvig. Hag, e gwi-rionez, pa oa er skol, o veza ma taole evez, e teske mat pep tra, ha zoken yezou ar poblou estren. Setunbsp;ma savas marvailh bras etrezan ha Sidi-ben-Bikonbsp;ano an Arab a oa bennez. — Gouzout a rejontnbsp;gant Sidi edont d’an ampoent e kęr goz Tungad.

Ar gwasa a zo, p’edo Sidi-ben-Biko o vont lar-koc’h, e lakaas e droad v/ar gitar an Ao. Emil. Ar c’hitar a reas d’ezan eur votez a c’hiz nevez, met...

75

-ocr page 80-

... an Ao. Emil a ginnigas tarza diwar eun bonun konnnar ba giac’bar. E gitar a oa an banter wellanbsp;eus e vnbez,

— nbsp;nbsp;nbsp;Del! Salam Aleikoun ar foeltr!

Hag an taol kerkent hag ar gomz... eur pez taol-doum e kreiz dremm kazugel Sidi-ben-Biko. Ma reas beman toiitig-penn war an traez.

— nbsp;nbsp;nbsp;Brao! brao! erne an Ao. Skafi’sdg, en eur stla-ka č zaou zoum.

76

-ocr page 81-

Sidi-ben-Biko, avat, n’oa ket ganet skuiz. Lam-met en deus war e zaoulin, ha tennet d'aou mell revolver diouz e chodellou. Youc’bal a rae:

— Ho tivrec’h d’al laez! Ho kwenneien pe ho puhez! Eoit d’iu ho kwenneien!

Petra ho pije graet nemet sevel uhel ho tivrec’h? Ar pevar nijer a reas evel-se, ha buan, ha lionnbsp;krampouez Kemper war o beg, ouspenn.

77

-ocr page 82-

Emil, avat; a zraillie Kez euu tamm saozneg bennak:

— Hor gweuiieieri ? emezan d’an Arab. A-bont emaint, er pakadoii, war lost bon nijerez. Aour banbsp;diamantou o tont war-eeun diouz an Transvaal!

Gaou a lavare Emil. An Arab, avat, bep sonjal biroc’b, a redas war-du ar pakadou.

Ar pevar nijer, goustad, gand enr bale louam, a j uzas war e lercTi, ha...

78

-ocr page 83-

... pa n’oa ket war evez, a lammas o fevar war e gein. An Arab, tapet drocli, a gouezas penn-da-benn e gorf, a durias an traez gant e fri, hag a zis-krogas diouz e revolveriou. Eun tenn a oa aet,nbsp;koulskoude, d’en em goll... e bro ar c’houmoul, lec’hnbsp;ne rea.s ket nemeur a zroug.

Sidi-ben-Biko en doa kavet e vistri. Lianunet e voe, treid ba daouam, gant kerdin kemeret ernbsp;Pegasus.

79

-ocr page 84-

riiiniB

Staget e voe goude-se ouz unan eus ar peuliou roman, hep doajans na truez ouz e youc’hadennounbsp;kounnaret. Pa voe peurechu al labour, ar pevarnbsp;c’banfard a azezas da zijuni en o flijadur, dindannbsp;sellou an Arab, o trei, o tistrei, bag o tarlaskat evitnbsp;en em ziliamma.

Eun hanter-eur goude, e save en-dro ar marc’h-as-kellek, bag e steuzie e dremmwel an Hantemoz, hep beza lavaret kenavo zoken da Sidi-ben-Biko.

80

-ocr page 85-

A-benn nijal eun nebeut euriou, e voe ar Pegasus a-ziocTi ar Mor Kreizdouarel. A-daol-trumm, ez easnbsp;e-biou d’ezo eur bagad c’houiboned. Mjal a raentnbsp;war-du broiou an traon.

— Mont a raint pelloc’h egedomp, erne an Ao. Skanvig. Peurliesa, ez eont tre betek Traon Afrika.nbsp;Souezet oun, evelato, ouz o gwelout aman...

~ 81 -

-ocr page 86-

— Boazet int da ober au dro dre Jibraltar pe dre Eeter ar Mor Kreizdouarel, o tremen dre vro Siria^nbsp;ha tizout Afrika, goude.

Hogen, n’oa ket distaget mat ar ger « Afrika », ma ehanas keflusker ar Pegasus da fraonval.

Aet e oa an eoul-benzin da hesk. Dlskenn a reas ar Pegasus en eur droidellat.

-ocr page 87-

Plouf! Setu, na petra ’ta! ar « marc’li-labous » troet da « varc’li-pesk », o neiii war ar mor divent.nbsp;A drugarez Done, e oa ar mor sioul ha Kompez, hagnbsp;an amzer hep enr pikad avel. Ar Pegasus, ouspenn,nbsp;diwallet ma oa gant e eskell ledan, a oa diaes d’ezannbsp;trei war e c’henou.

Koulskoude, n’oa ket peadra d’hon « nijerien-verdeidi » da fougeal. Penaos en em denna alese?

83

-ocr page 88-

pp


Ober a re jont bent, e-pad meur eur, kaset ha degaset war vor, hep gouzont pelec’h e oant. Ennbsp;diwez e weljont kerreg uhel gwintet e-kreiz an tar-ziou. Edont, hep mar ebet, o tostaat ouz enez Siki-lia, e traon Italia.

— nbsp;nbsp;nbsp;Gant ma ne ’z aimp ket da skei war ar vein-se,nbsp;eme an Ao. Skanvig, nee’het. Hogen, laouenaatnbsp;a reas en eun taol.

— nbsp;nbsp;nbsp;Sell! ar silvidigez!

Gwelet e oant bet gant eur yoc’ht. Eur vagig-dre-dan a voe lakaet er mor, hag a zeuas gant tiz davet ar Pegasus.

84

-ocr page 89-

IP


Ar vagig-dre-dan a oa pevar den enni. Groulenn a reas unan eun dra bennak. Hini ebet ne intentasnbsp;grik. Italiz e oant, emichans. An Ao. Skanvig anbsp;ziskouezas, neuze, gant e viz, keflusker mut ar Pegasus, a reas « pfft! pfft! » gant e c’lienou, hag anbsp;ziskouezas ar bidoniou eoul-benzin goullo hagnbsp;hesk. An Italiz a intentas raktal hag a I'edas danbsp;gercTiat an eoul a oa diouer d’ezah.

85

-ocr page 90-

Evel-se, e c’hellas ar Pegasus sevel d’an nec’h adarre, uhel^ uhel a-us d’ar mor. Hep dale e nijasnbsp;a-zioc’h maeziou mezevennus Italia. Hag a-bennnbsp;eun hanter-eur, e oa tostik-tost d’eur ^ęr vras.

— Roma! eme an Ao. Skafivig gant doujans. Ar ster melen-aour, aze, a zo an Tevere. Hag an doennnbsp;boullhenvel divent-se, a zo toenn Iliz-Yeur Sant-Per. E-kichen, eman palez brudet Hon Tad Santelnbsp;ar Pab.

Hag ar peva r nijer a dennas o zogou evit saludi.

86

-ocr page 91-


Fraonval a rae keflusker ar Pegasus, ma oa eun dudi. Mall a oa gant an nijerien beza erru er gęr.nbsp;Ne chomjont ket eta e kęrbenn Italia.

A-benn eun hanter-eur all, e youc’has Lorn:

— nbsp;nbsp;nbsp;Sellit ouz ar c’hastell-dour brao!

— nbsp;nbsp;nbsp;Eur c’hastell-dour emaoun-me ivez! Hounneznbsp;eo chapel vrudet ar Vadeziant, en iliz-veur Piza.

87

-ocr page 92-

Distrei a reas an Ao. Skanvig meur a weck, da sellout ouz ar savadur estlammus. Ken na an-kounac’haas edo krog e baol an uijerez... ha manbsp;’z eas ar Pegasus da dougna e fri ouz tour stouetnbsp;Piza! Klevet e voe eun trouzig divalo: PfuitI Annbsp;aezenn o vont e-biou! Bvit an eil gwech, e pakasnbsp;lamm ar Pegasus.

88

-ocr page 93-

Hogen, n’oa ket erru mat en traon ma tec’has evel enr marc’h pennfollet, ha dillo! O! na spon-tit ket. N’oa kouezet ar Pegasus nemet war eurnbsp;cTiarr-dre-dan. Ar spont, na petra ’ta! a oa evitnbsp;blenier ar c’harr-dre-dan.

89 -

ii

-ocr page 94-

Paotr ar c’harr-dre-dan, avat, n’en doa ezomm ebet eus ar seurt prof, daoust ma koueze diouznbsp;an nenv. Chom a reas a-sav, krenn. Ar Pegasus,nbsp;re a diz wamafi, a gendalc’has, a reas lamm-choug-e-benn hag a skarzas e nijerien.

— Hop! diskennit!

90

-ocr page 95-

Edo, d’an ampoent, eur e’houer italiat o vont e-biou gant podadou laez. Lanunat a reas diouz e garr, pa welas an darvoud.

— Degemer laouen d’eoc’h war zonar Italia goant! emezan, gant eur stouig flour.. N'e voe ket in-tentet; panevet-se, ’m eus aon, n’en dije ket bet evitnbsp;e salud eur respont ken hegarat.

Éi.


91

-ocr page 96-

Hep selaou, kennebeut, paotr e garr-dTe-dan o pec’hi, au Ao Skanvig a baee pep a vanne laez d’enbsp;nijerien.

— nbsp;nbsp;nbsp;O! o! eme a-greiz-holl, an Ao. Emil, sellit ’tanbsp;na treuz-kann eman an tour. Darbet eo bet d’ezannbsp;beza diskaret ganimp!

— nbsp;nbsp;nbsp;Ma ivez. Emil gaez! Ne ouiec’h ket cTioaz eo

hennez tour stouet Piza? Anavezet a-walcTi eo, koulskoude. Setu peil a zo eman treuz-kann evel-selnbsp;nbsp;nbsp;nbsp;{

92

-ocr page 97-

Didougnet ha penseliet a voe fri ar Pegasus: eur gwall-daol eu doa tapet. Groude-se e voe ret rei enbsp;« gerc’h » d’ezan, rak ar pep all a oa aet gant annbsp;avel. Ne voe ket diaes. An Ao. Skaövig hag an Ao.nbsp;Emil a sanunas ar marc’h-askellek war o diskoaz,nbsp;hag a yeas gantan betek ar gleuzeur-straed tosta.

93

-ocr page 98-

¦p



An Ao. Skafivig a biguas gant ar peul potin, a dennas al leterii, liag a lakaas en lie lec ’h kor-zenn ar Pegasus. A-barz peil, e voe leun a aezenn.nbsp;Dibrada a reas, ba kuit a denn-askell war-du arnbsp;broiou-krec’h. Ar broiou-krec’b, e gwirionez, raknbsp;setu ar meneziou Alpou o tarza dirak bon nijerien.

':?'V '

Eno e c’boarvezas gant an Ao. Skanvig eun dar-voud souezus.

94

yfy


-ocr page 99-

— Oi! eB doa lavaret liig. Sell an erc’h! Tad, dis-kennonip ’ta, da edioari stlepel buullou erc’li!

Asantet en doa an Ao. Skanvig, rak c’hoant en doa da gemer ivez enn tainmig berr-amzer. Arnbsp;pevar lakepod a oa kroget raktal d’en em ganna anbsp;daoliou boullou, war ar gompezenn wenn. Ha plija-dur d’ezo, ken na oa plijadur a-walc’h.



-ocr page 100-



I'

¦'

I:

f-:.

I',

f-i- ' ¦

Pa youc’Jias Ifig :

— nbsp;nbsp;nbsp;Tad! pelec’h. eman va zad?

Ya Vat! dianket e oa an Ao. Skanvig. Na liou na rond anezan neblec’h.

— nbsp;nbsp;nbsp;Eo, eo! aman eman! a hopas, en diwez, an Ao.nbsp;Emil.

Sanket e oa an aotrou paour en erc’h betek e c’houzoug. Kouezet e oa, e-pad ar c’boari, en eunnbsp;toull skoachet dindan eur gwiskad erc’h.

96

-ocr page 101-

Evit mirout ouz au Ao. Skanvig da riella en e doull erc’h, e taolas Lom hag Ifig outafi ar boutail^nbsp;hadou limonadez a oa e-barz ar Pegasus. Meska anbsp;reas al limonadez gant an ercli, lia bez’ en devoe annbsp;Ao. Skanvig da eva kement a rae plijadur d’enbsp;galon: skoum gant ananaz, flamboez, sivi, ha menbsp;oar-me? Ar gwasa a zo, e pakas unan eus ar bou-tailhou war e benn. Ar fall, avat, a droas da vad*nbsp;Skrija a reas ar riou marvel a oa oc’h en em silanbsp;en e izili.

97

-ocr page 102-

N’oad ket, koulskoude, evit padout evel-se

Pa darzas eur sonj e pertn an Ao. Emil: an eorl Prim ka dillo, e teskas blenia ar marc’k-askellek.nbsp;Hep dale, e nije keman en-dro da kerm an Ao.nbsp;Skanvig, gant an eor a-ispilk, o stleja izelocli-izeLnbsp;Kregi a reas an Ao. Skanvig ennan... kag koupalal'nbsp;sacket e voe er-maez, gwenn-kann gant an ere Ti,,nbsp;kag kanter-semplet gant an anoued.

98

-ocr page 103-

ITommet a voe d’ezan eur bannac’hig traou somm evit e lakaat a-blomm adarre, ha kuit en-dxo, a-dreist ar meneziou etrezek kompezeunou Bavaria.nbsp;Ken na laoskas an Ao. Emil eur youc’hadenn drant:

t— Setu Ziebelhofen, bro goz va zadou! Setu va zi bihan! Setu, el liorz, va fried Marc’harld!

Diskouez a reas e di. Ar Pegasus a droas en-dro d’ezan diou week pe deir gweeh en e enor, hag anbsp;ziskennas brao-bras e-tal dor al liorz,

99 ~

-ocr page 104-

An It. Pabor a oa el liorz, gant he daou baotr, o tastum spezad.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;^

— Che, va Done! emezi en eur sevel he divrec’h. Lammat a reas d’he gwaz da bokat d’ezan. Kennbsp;start e priatas Emil zoken ina voe aarbet d’ezannbsp;koll e alan.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;!

Pedet e voe an boll da gemer ar c’hafe, hag aet e oa pell an noz, m’edont c’hoaz o tibuna dre arnbsp;munut kement a oa c’hoarvezet.

100

-ocr page 105-

Kousket a reas an nijeiien e ti ar Pabored. A-bred d’ar mintm, avat, e yoe war sav an Ao. Skan-yig bag an daou baotr. Ne chomjont ket da dene-raat war ar c’lienavoiou.

Tomm e oa an beol, glas an oabl, ba kaer an amzer. Ar c’bęrion a dremene dindano, eun dxidi.nbsp;Setn Augsburg, ar gęr goz.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;i

101

-ocr page 106-

Estlammi a rejont ouz an tiez kaer savet e doare koz ar vro, gant pondaleziou-diawaéz ha touribel-lou-gwer. Felloiit a reas d’an Ao. Skanvig gweloutnbsp;gwelloc’h eur prenestr kizellet dreist, liag e tostaasnbsp;re. Mont a reas ar Pegasus a-benn-herr en douri-bell. Gwer an douribell a dorras e tammoii gantnbsp;cholori.

102

-ocr page 107-

An dra-se, avat, n’oa netra e-kenver ar pez a «Tioarveze en diabarz. Ar gwer ton et en doa rogetnbsp;— eur wech ouspenn, — krocTien ar Pegasus. Annbsp;aezenn a leunias ar ganabr. An boll dud a oa eno anbsp;gouezas, semplet, hag ivez ar cTii I’outoullig, hag alnbsp;labous-kanari en e gaoued.



103

-ocr page 108-

n

. 1__

\

¦ ' quot; ' =

¦ 1l

_ll.

11

i

IL

II

/I-

II

[I

)U

Au Ao. Skanvig, nee liet, a sachas Ruit e Bega-sus ar gwella ma c’hellas, hag a gouezas gantan war ar straed. Hep koll eur munut, hag a-raok manbsp;yije deuet ar warded-kęr, e voe stanket toull an nije-rez ha c’houezet ermi adari’e aezenn eur gleuzeur-straed. Houmah a oa uhel a-walc’h. Au eii a lakaasnbsp;kein d’egile, ha buan aezenn d’ezi, e-pad manbsp;c’hoarze ar vourc’hizien.

104

-ocr page 109-

N’eo ket diaesoc’li. Eim nebeiit goiide, e nijent adarre a-zioc’li maeziou glas ha kęriou bras, dichal-kaer ouz au dismantr a oa bet graet en Augsburg.

P’edont o plava a-us da Prankfurt-ar-Main, eur gęr koz brao meurbet, e hopas Lom:

— Sell ’ta! Eur c’liarr-nij! Dont a ra warnomp.

Hag, e gwir, edo eun nijerez-dour oc’h ober tiz ¦war o lerc’h.

105

-ocr page 110-

— « Harpit! an archerien! » a youc’has eur vouez, hag e tarzas eun tenn revolver. An Ao.nbsp;Skanvig a gollas e benn; ken sabatuet e oa, manbsp;lakae ar Pegasus da vont ha da zont, da bignat hanbsp;da ziskenn. Ma kredas da baotred an urz edo onbsp;klask tecTiout Eun archer, neuze, a daolas eur gor-denn lagadennek ouz unan eus an treid-war-win-terell... hag e sachas, Stoui a reas ar Pegasus war enbsp;gostez. An tri nijer a reas eur bluiadenn.

106

-ocr page 111-

Ar Pegasus a oa, d’an ampoent, a-zioc’h ar Main, eur ster alaman a gas he dour d’ar Roen.nbsp;Ploiif! plouf! plouf! An Ao. Skanvig hag an daounbsp;baotr a gouezas er ster, o fenn da genta. O zri, enbsp;neuient evel liouidi, ha n’o devoe ket nemeur a boannbsp;o tiraez eur vag hag o khapat enni.

107

-ocr page 112-

Diskeniiet e oa ivez nijerez-dour an archerien. Ereet e voe war eun dro gant ar Pegasus ouz arnbsp;vag. Hag an Ao. Skanvig a welas tranun geol eurnbsp;revolver o lintra dindan e fri, e-pad ma sanke dounnbsp;en e zaoulagad sellou fero enn archer.

108

-ocr page 113-

i,’#'

camp;=

An Ao, Skanvig, evel m’en dije gwelet eun naer, a reas eur pez lamni a-drenv. N’en doa ket sonj edonbsp;en eur vag, hag e reas toutig-penn e toull ar glaou.nbsp;Glaou a oa en toull, hag an Ao. Skanvig a oa gleb-teil. E c’hellit gwelout e dres, pa voe tennet alese!

109

-ocr page 114-

Lous, ha poultrenn ar glaou o tivera outafi, Skanvig a glemme :

— N’em eufe graet netra fall.

An arch era en, aval, ne cTaoulennent ket heza te-neraet. Kaset e voe an aotrou paour da Yureo ar qlioiniser, dre straedou kęr, staget e zaouam evelnbsp;nala vije bet eail laer pe eun torfedour bras.

110

-ocr page 115-

Aj clioimser a reas trouz ar mil gunm. Kement a cTiellas intent ar prizoniad eo e oa tamalletnbsp;d’ezan gwer torret hag aezenn-leski laeret. Kaer ennbsp;devoe kinnig paea ar freuz hag ar reuz, e chomasnbsp;ar cTiomiser didifuez.

111

-ocr page 116-

) '¦

) '¦


An Ao. Skanvig a roe chadennet d’ezan e zaouarn, hag evit mirout outaii d’en em laerez, enbsp;voe staget ouz e droad kleiz eur bouuner a vouU-c’haleour. Taolct e voe goude en eun toull-bac’hnbsp;donn ha gleb.

— Tad, a huanadas Ifig, en eur gimiadi, n’en em chal ket. Ni az tenno ac’han. Bez war evez, ha sellnbsp;ouz an nenv, pa echuo labour ar brizonidi, war-c’hoaz da greisteiz,nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;inbsp;nbsp;nbsp;nbsp;. i . ; ?


-ocr page 117-

Antronoz, da greisteiz, edo an Ao, Skanvig o planta gwez gant prizonidi all: eul labour a zegasnbsp;poan gein, dreist-holl d’ar re n’int ket boas.

Pa voe klevet o tont a bell sardon eur c’heflus-ker. An Ao. Skanvig a sellas d’an necli, gant euii neuz dizeblant, hag e welas eun nijerez o tostaatnbsp;gant tiz.

-i;3-

-ocr page 118-

Ifig — rak ken an hini oa — a ziskennas ar Pegasus an izela ma c’hellas, hag a daoďas an eor.nbsp;An Ao. Skanvig a grogas ennan. N’oa ketnbsp;dizouezet an diwallerien, ma voe sammet ar prizo-niad, ha ma tec’he an nijerez. Ha Lom a dennenbsp;d ’ezo e deod war ar mare’had.

Eur c’hard eur goude edo ar Pegasus o vont a-zioc’h eur geriadennig vrao.

— Aman e c’hellomp diskenn, eme ar baotred. Ne vezo ket a archerien.

114

-ocr page 119-

Ifig n’en doa sonj ebet niui e oa stag atao ar vouU bommer ouz troad e dad. Diskenn a reas re izel, hagnbsp;ar voull a skoas eur pez taol krenv ouz tour annbsp;iliz... Freuz ha reuz adarre, ha diskaret tour annbsp;iliz..!

’M eus aon n’oa ket bet fardet au tour-se gant mein kalet Breiz-Izel!

115

-ocr page 120-

An nijerien, e c’liellit kredi, n’o doa mui c’hoant da ziskenn. Tec’hout a re jont pellocTi e-kreiz arnbsp;maeziou, en eur foenneg. Skoacha a rejont ar Pegasus dindan eur bem geot ha strouez. N’oa ket eunnbsp;dra fall da ober; rak, nebeut goude, e voe gweletnbsp;nijerez an archerien o trei en oabl, evel eur spar-fell, hag 0 klask... hep kavout netra, evel just.

116

-ocr page 121-

Iim.- ; nbsp;nbsp;nbsp;..............

Chom a reas au tri beajour da gousket er-maez, dindan dionaskell ar Pegasus. Antronoz, e kendal-c’hjont da vont a-us d’eur vro anavezetocTi-anaYe-zet, Gwelout a re jont o foenneier Karet ha saoudnbsp;lart an Holland. Eriai e vijent er gęr a-raok aunbsp;noz! War-dro kreisteiz, an Ao. Skanvig a vennasnbsp;diskenn e-kichen eur vereuri.

— Me a glev c’houez ar gęr!

117

-ocr page 122-

— nbsp;nbsp;nbsp;Roet e vo d’imp, emichafis, eur Tolennad la^znbsp;da eva! emezan, en eur zonara. Er prad, avat, e oanbsp;eur c’hole o peuri. N’en doa gwelet biskoaz eul loennbsp;evel ar Pegasus.

— nbsp;nbsp;nbsp;Petra au istrogelll emezan en e benn kole; onbsp;tont da zebri d’in va geof? Gortoz...

Hag e sailhas gant e gerniel war ar Pegasus.

—Ola! ola! deomp war an doenn! eme an Ao. Skanvig. Hag ar marc’h-nijer a reas eul lamm warnbsp;lein an doenn.nbsp;nbsp;nbsp;nbsp;i

118


-ocr page 123-

Eno e c’hellent ober fae war gemiel ar c’hole ; €vit prena laez, avat, er vereuri, netra da oberinbsp;Chom a rae, a drugarez Doue, eur berad bennak anbsp;gafe yen,,.

Nemet, siouaz! an Ao. Skanvig n’en doa ket tao-let evez pelec’h e'oa karpet kof ar Pegasus... war ar siminal...

119

-ocr page 124-

Gwreg ar merour a oa dres d’an ampoent o lakaat tan dindan lein. Ha tomm d’ezi! Hogen, desketnbsp;hoc’h eus er skol penaos e c’liouez an aezenn devinbsp;gant ar wrez. Ar Pegasus a oa leun a aeaenn devi.nbsp;En em lakaat a reas da goenvi... da goenvi... evel arnbsp;Tuoc’li, p’he deus debret melchon gleb.

— nbsp;nbsp;nbsp;Ma ivez! petra a c’boarvez gant Pegasus, eme

Ifig.

— nbsp;nbsp;nbsp;Moarvat... a respontas an tad. Ke deas ket

pellocTi. nbsp;nbsp;nbsp;!

120

-ocr page 125-

Boumm..! Pebez tarzadeim, va zudou! Kreaa a reas an ti, traon ha laez, hejet e voe ar gwez evelnbsp;gant eur barr-avel, ken na gouezas ar per war-hednbsp;eul leo, ha muioc’h. Ar gwinterellou^ ar plenk, arnbsp;gwialennou, en eur ger, ar Pegasus a-bez a yeas enbsp;tamnaou munut da ober eun droad diweza e bro arnbsp;stered,... En o mesk edo an Ao. Skanvig. Ifig hanbsp;Lonun a oa bet ivez stlapet uhel, evel bolotennou.

121

-ocr page 126-

Tud an ti a zeredas, hag a chomas digor o genou gant an estlannn: ar Pegasus a oa e bruzun, Ifig anbsp;oa ispilh dre draon e vragou ouz eur skourr, Lornnbsp;war e gof a-drenv an ti, hag an Ao. Skanvig anbsp;c’haoliad war gein ar c’hole fero.

122

-ocr page 127-

Ar c’liole n’oa ket loen da c’houzaüv eur seurt sarom, liag hen da lammat, da dourta ha da vres-kenn e\dt teurel kuit an Ao. Skanvig. An Ao. Skan-vig, a hend-all, n’oa ket gwall varrek da varc’he-kaat war an tirvi. Strafuilhet-maro e oa. En diwez,nbsp;e kemeras ar c’hole eur pennad tiz, e c’lialoupasnbsp;eeun davet eur poull-dour, hag e chomas a-sav,nbsp;krenn.

An Ao, Skanvig a voe strinket en dour, war e henn.

123

-ocr page 128-

P

n

1-^

Ar verourien a zeuas war o skoazell. Tennet e-voe Ifig diwar e skourr, amamieiiet ha lienennet tal Lorn evit parea e vlonsou, ha roet eur gwiskamantnbsp;sec’h d’an Ao Skahvig. Goude-se, e voent kaset gantnbsp;ar cTiarr, hetek an tren tosta...

Skniz e oant, poan o d)oa bet, glao a rae er-maez, hag an Ao. Skanvig en doa keuz a-w^alc’h d’e nije-rez. Hogen o gwalc’h a levenez o devoe o tegouezoutnbsp;er gęr, hag o vriata ar gerent... hep menegi ar fougenbsp;a oa enno gant an nijadenn vurzudus o doa graet.nbsp;o-zri.

124

-ocr page 129- -ocr page 130-

HA GWELLAAT

EVIT SE E RANKIT KLASK

EUR CHOUMANANTER NEVEZ

Priz ar c’hoiimananl-bloaz : 20 lur Priz an niverenn : 7 lur 50

E 1929, eun diskont a vo graet d’ar goumananterien war an darn vuia eus hoi levriou nevez.

-ocr page 131-

RAKPRENIT HOL LEVRIOU

Evit kaout an holl levrion embannet gamt Gwalam, hep kaout ar boan d’o goulenn bep gwech, lakaitnbsp;hoc’h ano war roll hor RAKPRENERIEN.

Setu aman ar reolenn nevez a-zivout ar rakpren:

1/ Da veza lakaet war roll rakprenerien levriou Gwalam, e ranker kas banter-kant lur, a vo implijetnbsp;da baea al levriou.

2/ Pa vo diviet an banter-kant lur kaset, eur bapereinn a vo kaset d’ar rakprener, gant e gont, ouznbsp;e bedi, ma kar, da rakpren adarre.

Sonjit ervat

Nc raio Gwalam nctra hep arc’hant.

Gant arc’hant c c’hcilo savctci ar^brczoneg hag adsevel buhéz spcrcdel Brciz.

-ocr page 132-

EMBANNADURIOU GWALARN

1926

J. Kerrien. — AR ROG’H TOULL. — Diviet.

J. M. Synge. — WAR VARG’H D’AR MOR. — 2 lur 25.

1927

Roparz Heimon. — AN AOTROU BIMBOGHET E BREIZ. — 6 lur. T. C. Murray, — NEVEZ-AMZER. — 4 lur.

TONKADUR BUGALE TUIREANN. — 4 lur.

G. Th. Rotman. — PRINSEZIG AN DOUR. — 5 lur.

GERIADUR GALLEK-BREZONEK A GORFADUREZ. — 1 lur.

1928

Aeschulos. — PROMETHEUS EREET, AR BERSED. — 12 lur. B. Potter. — PER AR C’HONIKL. — 1 lur.

G. nbsp;nbsp;nbsp;Th. Rotman. — PRINSEZIG EN DEUR. — 5 lur.

H. nbsp;nbsp;nbsp;Andersen. — PLAG’HIG VIHAN AR MOR. — 3 lur 60.nbsp;Roparz Hemon. — GERIADURIG-DOURN BREZONEK-GALLEK.

— 22 lur.

Roparz Hemon. — YEZADUR BERR AR BREZONEG. — 3 lur. Roparz Hemon. — DISTAGADUR AR BREZONEG. — 3 lur.

AR SIMBOL. — 0 lur 50.,

1929 nbsp;nbsp;nbsp;'

Meven Mordiern. — ISTOR AR BI®, levrenn I. —14 lur.

M. Gourlaouen. — LEVR AL LOENED. — 1 lur 75.

A. Blok. — AR PLAG’H DIANAV. — 4 lur.

G. Th. Rotman.— NIJADBNN AN AOTROU SKANVIG. — 5 lur. A. Brizeug. — TELENN ARVOR, FURNEZ BREIZ. 6 lur.

-ocr page 133- -ocr page 134- -ocr page 135- -ocr page 136-